Category Archives: Troidigezhioù

An deiz a-raok an eürusted, Erri de Luca, Bro-Itali (2009)

Erri de lucaTroidigezh vrezhonek embannet e 2017.

Romant deskadurezh berr met fonnus, itriket eus ar c’hentañ, gant liammoù o redek penn-da-benn al levr etre an darvoudoù kontet, memes ar re vunud.

Hag an n’ouzer-ket-petra ouzhpenn a laka ar romantoù a-us d’ar vuhez gwir : an traoùigoù diboell a-boan, ar porzhier a lenn soñjoù an dud, an degouezhioù dic’hortoz just un tamm bihan re builh evit bezañ…

Ur vrav, ha divoutin, a istor karantez etre daou zen e-kichen ; ur vrav a istor karantez tad-mab ivez daoust ma ne vije tad na mab en dezrevell.

Hag ur vag o vont kuit, o verkañ diwezhañ pajenn ur vugaleaj oc’h echuiñ.

Deuet eo brav gant ar skrivagner an istor a dreuzkas hag a hunvreoù-se. Berr da lenn, pell da brederiañ. Un drugar. Ur chañs eo deomp brezhonegerien gellout ober seurt dizoloadennoù, troet war an diavaez da vat, en hor yezh.


Kouplan 3 : Libre comme l’air, Sara Lövenstam, bro-Sued (2019)

Da heul ur fazi e-barzh keflusker-klask Google on en em gavet o lenn ar romant-mañ evel pa vije an eil eus e rummad. An trede eo koulskoude.

N’eo ket ur gwall afer : an daveoù roet a zo stag ouzh al levrenn gentañ dreist-holl. Ha pep romant eus an heuliad-mañ a ginnig un enklask disheñvel ha distag diouzh ar re all.

Startoc’h eo deuet ar vuhez da vezañ evit Kouplan : n’en deus ket mui bod ebet e neblec’h. Ret dezhañ kousket er-maez hag en em zibab evit kavout peadra da zebriñ ha d’ober war-dro e yec’hed. An enklasker prevez a zo anezhañ a zo, war un dro, ul loen preizhet gant tud a bep seurt, poliserien en o zouez.

Statud ha stuz-buhez divoaz Kouplan a c’hwezh ur blaz dic’hortoz e-barzh an enklask hag a vije dister a-walc’h a-hend-all. Un enklask ha n’eo nemet un digarez evit kontañ istor an haroz m’eo Kouplan. Dilufr ha krammennek, met un haroz memestra, gras d’an dibaboù en deus graet hag o deus kaset anezhañ da Stockholm ha da zizoloiñ e wir identelezh. Met war se, ne lavarin ger ebet, deoc’h da gaout plijadur ar souezhadenn.


Baradoz hag ifern, Jon Kalman Stefansson, bro-Island (2007)

Lakaet e brezhoneg gant Olöf Petursdottir ha Mich Beyer, embannet e brezhoneg e 2019.

Ul levr o reiñ un aergelc’h dreistordinal eo hennezh. Daoust ma vije ur gwir istor o tougen anezhañ, eo ret e lenn a dammoù hir evit kaout amzer da splujañ er bed deskrivet ha d’e dañva don. En em lakaat en ur spered “lenn barzhoniezh” muioc’h eget en ur spered “lenn un istor”.

En em soñjet on, e-kerzh va lennadenn, war ar pezh a ra eus al levr-mañ un oberenn zibar. Dont a ra evit darn eus ar c’hemm etre an natur gouez, dihegar, ha natur mabden gant he gwanderioù hag e zrochderioù. Met estreget se a zo. Soñjet em eus neuze e teue eus an doare ma vesk ar skrivagner ar prederouriezh gant ar pemdez, kontrol d’ar pezh a ra kalz romantourien all. Dre vras, pa lenner ur romant, e heulier un istor hag e vez rasket gant ar skrivagner kement tra ha ne denn ket outañ. Met amañ e vez degemeret ar prederiadennoù evel ul lodenn eus an istor, nemet ar c’hontrol e vije : degemeret an istor evel ul lodenn eus ar prederiadennoù ?

Un dra zo sur, dispar eo an disoc’h. Lakaat a ra an unan e-tal d’e goulennoù diazez war ar vuhez, ar marv, ar garantez, ar gened, ar gozhni. Kriz ha soutil eo war un dro. Ul levr eus ar seurt  levrioù ne vezer ket ar memes den a-raok bezañ o lennet, ha goude. Un taol-kaer, ur skrivagner da heuliañ pizh eta.

 


Nerto, Frédéric Mistral, Frañs (1891)

Unan eus oberennoù brudetañ Mistral eo Nerto. Un hir a varzhoneg eo (4000 gwerzenn), o kontañ un istor epik tennet eus ur vojenn-pobl. O c’hoari, tad Nerto en deus kollet ene e verc’h, a yelo gant an diaoul pa vo 16 vloaz.

N’eo bet miret nag al lusk nag ar rimoù en droidigezh vrezhonek, evit doujañ ster an destenn. N’heller profitañ nemet eus an istor, a vez lennet evel ur romant eus ar mare-se (Alexandre Dumas…). Romantel-kenañ eo ha leun a lammoù-dilammoù.

N’on ket bet evit mirout a gaout souezh : a-benn ar fin, sevenadur okitania zo kalz dianavoc’h din eget hini ur bern broioù all.

Brudet eo bet ar varzhoneg Nerto ha tapet he doa ur priz digant Akademiezh Frañs, ar pezh a zo drol pa ouezer e oa skrivet en okitaneg. Gwiriet em eus, ar priz Vitet n’eo ket ur priz ispisial evit an oberennoù e yezhoù all eget ar galleg met ur priz evit ar skrivagnerien baour dellezus. Marteze e c’hell bezañ displeget gant bezañs an droidigezh gallek e-tal d’an destenn okitanek, en embannadur orin.

Diwezhatoc’h eo aet Nerto da c’hoarigan savet ar sonerezh anezhañ gant Charles-Marie Widor ha krouet e 1924. Levrenn an oberenn, savet gant Maurice Lénat, n’eus ger okitanek ebet ken ennañ.

Ul lennadenn zedennus eo. Dioueret em eus ur pennad-digeriñ bennak, da zisplegañ kenarroud krouidigezh an oberenn ha kenarroud istorel an itrik, lec’hiet tro Avignon er Grennamzer.


La longue marche des dindes, Kathleen Karr, Stadoù Unanet (1998)

Ur romant istorel eo.  Tro 1850, ur paotr yaouank eus ar Far West a laka en e benn mont da glask e fortun en ur gas un tropellad 1000 yar-indez eus ar Missouri betek Denver, war-droad. Ret eo dezhañ kavout peadra d’en ober ha tud d’e sikour, a-raok kemer penn an hent.

Gwellwelaour a-ratozh eo ar romant, skrivet evit ar vugale. Pep diaesamant vez diskoulmet buan, ha Simon Green a gav ur bern mignoned d’e sikour peogwir eo mennet-kenañ da heuliañ e soñj. Roet mat eo ambiañs ar Far-West ha tro-spered an dud. Darvoudoù dreistordinal ha tud dibar a vez kinniget, evel tad dianav Simon a zleo stourm outañ ma fell dezhañ kas e raktres da benn vat.

Ur gentel vuhez eo : n’eo ket disi harozed al levr-mañ. Pep den didalvoud en deus e blas er vuhez gant ma kavo e zonezon.

Kavet em eus dispar al levr, ritmet, ijinus, eus ar seurt a laka al lennerien war o zu mat met hep bezañ chuchu. Lennet e vez dindan un hanter-devezh.


Ar Baron pintet, Italo Calvino, bro-Itali (1957)

Embannet eo bet an droidigezh vrezhonek, savet gant Serj Richard, e 2019.

Goude Ar beskont daouhanteret ez eo ar romant-mañ eil hini ur rummad tri.

Da heul ur vrochadenn familh dister en em laka Cosimo, 12 vloaz, da vouzhañ. Krapat a ra e-barzh ur wezenn eus domani e dad. Ne ziskenno biken ken betek fin e vuhez.

Drol eo tem al levr hag, evel hini ar romant kentañ, diwirheñvel. Met n’eus ket kalz traoù el levr ha ne glotfent ket gant ar bed gwirion. Depegn a ra mat-tre Italo Calvino doareoù-bevañ ha spered tud Italia en XVIIIvet kantved, neket e ti an noblañsed nemetken met e ti kêriadenniz, plouiz ha peorien. A bep seurt a wel Cosimo, ha eñ a-us d’ar bed. Kemer a ra perzh, en e vod, ouzh darvoudoù a sell ouzh buhez e gorn-bro, e familh hag e genvroiz. Mirout a ra dalc’h e renk, kement hag e enor.

An itrik, pinvidik, a gemer alies tresoù hini ur romant avañtur klasel ; oc’h heuliañ neudenn Cosimo en e uhelderioù. Gwallzedennus a-wezhioù, e c’hell bezañ hir gwezhioù all hag un tamm mougus, evel en ul lec’h kloz. Herzel a ra ouzh al lenner da welet pelloc’h eget ne ra Cosimo e-unan, peurliesañ.

Ur bern tudennoù ha darvoudoù istorel a gemer perzh en itrik, ar pezh a ro talvoudegezh dezhi. Met dedennus eo ivez ar sell a vez pozet war gCosimo gant e familh, gant tud e renk ha gant ar re all. Petra a vez graet gant an dud disheñvel, a zibab hentoù treuz ?

Kavet em eus dedennus-tre ar romant, skrivet gant ur stil skañv ha fentus alies. Koulskoude em eus bet un tamm diegi d’e echuiñ ha kavet em eus hirik e 374 pajennad.

Gortoz a ran an trede opus gant mall ha kuriusted.

 


Strasse des Todes, Robert Crais, Stadoù Unanet (2012)

Un enklask-polis doare “thriller” : an daou zen yaouank a zo bet skrapet dre zegouezh gant ur vandennad trafikerien tud dibaper zo war var o buhez. Lusket eo, gant un aergelc’h amerikan eus ar c’hentañ, en dezerzh nepell eus mec’hiko.

Lennegezh da ziverrañ e amzer, hep pal all ebet eget se. Doare un telefilm, ha pa vije a galite. Kalz eus perzhioù ar seizhved arz a gaver er romant-mañ : kelanioù diouzh an druilh, enklaskoù kenstur gant bandennadoù enep, dispak armoù ha kirri, tro-bale e biñsaskell er fin…

Ha nag a souezh gant ar fin ! Deuet e daol da vat gant Elvis Cole, an enklasker prevez !

Ne oa na displijus da heuliañ na skrivet fall, met n’eus ket peadra da sammañ e vemor gant seurt oberenn-beveziñ.


Pebezh buhez ki, Herve Jaouen, Frañs (2017)

Romant evit ar yaouankiz, Pebezh buhez ki zo ur seurt Lassie, chien fidèle war ar mod fentus, a ro un digarez da weladenniñ broioù ‘zo eus ar bed. Skañv eo, lusket brav, dudius, daoust ma ne vijen ket ki gant ar personelekaat evit al loened. Ma ne vez ket gwirheñvel atav, n’eus forzh : ul lamm-faraon er fin a roio ur ster da bep tra. N’em eus ket keuz gant va frenadenn.

Koulskoude e oan tremenet meur a wezh dirak al levr hep kaout c’hoant d’e gemer. An abeg ? Kavout a ran divalav-ki an tresadennoù anezhañ… Gouzout a ran n’emañ ket mui brud Nono da vezañ savet, ha ne rebechan seurt ebet ouzh an treser dre vras. Met kavout a ra din ne glot ket ar stil tresadennoù-mañ gant ul levr evit ar vugale, daoust ma kavfen brav lod anezho, memes el levr-mañ. Pa skriver evit ar vugale, e implijer ur yezh eeün, ispisial, a lak an destenn da vezañ aesoc’h da lenn, hep teurel kont ouzh an tem ispisial a vez komzet diwar e benn. Amañ em eus ar santimant en deus treset Nono… tresadennoù gant Nono. Klotañ a reont eus ar c’hentañ gant an tem, met n’int ket lennabloc’h eget tresadennoù savet evit kelaouennoù tud deuet. Gant se, ne oan ket sur, en ur sellet ouzh ar golo nemetañ, e oa al levr evit ar yaouankiz.

Met ar pezh a gont dreist-holl eo an destenn. Ha war ar poent-mañ, dipit ebet da gaout. Saourus eo troidigezh Herve Lossec ivez, evel boaz.


Hunvre un den lu, Fiodor Dostoievski, bro-Rusi (1877)

Gant un doare mezh eo ret din anzav n’on ket kendrec’het gant an danevell-mañ, daoust ma n’em bije ket alergiezh ouzh Dostoievski diouzh boaz.

N’eo ket gwall hir an destenn. Divizout a ra an daneveller en em lazhañ, met ur gejadenn dic’hortoz a cheñch e nozvezh. Chom a ra kousket don, paket en un hunvre faltaziek dezhañ livioù ar wirionez. Treiñ a ra an destenn da utopia, ma ro Dostoievski ur skeudenn eus ur bed peurvat, hep sach-blev na soñjoù droch. Ur bed a ya da fall abalamour da zonedigezh an dezreveller ennañ. Amzer en deus bet memestra da welet war-zu petra mont, ha setu ma tiviz mont da skignañ ar c’helou vat ur wezh dihunet.

Ur seurt geneliezh adwelet eo an destenn, a ya berr-ha-berr da gelennadurezh pennañ ar c’hrist, karout e nesañ. Un destenn teologel muioc’h eget faltaziek, a bell.

An embannadur brezhonek, eus 2006, zo ennañ un dastumad gerioù hag ereadurezhioù egzotek. N’eo ket divalav, met mont a ra a-enep d’ar pezh a gomprenan bezañ bouedenn ar gelennadurezh roet gant an destenn-mañ : ret eo paouez da derriñ e benn gant meizadoù uhel ha bevañ gant ar re all en doare eeünan posubl, gant karantez outo.

Kavout a ran diamzeret a-walc’h an tem, a-fed relijion d’an nebeutañ : ar re a zo dedennet gant ar relijion bremañ ne bledont ket ganti en doare ma veze graet en XIXvet kantved dre studial testennoù relijiel kozh ha tabutal diwarno. Hag ar re n’int ket dedennet gant ar relijion n’o do ket kalz ebat o lenn an destenn-mañ moarvat. N’eo ket fonnus a-walc’h an endro faltaziek evit lakaat dougen ar soñjoù gant ijin al lenner. N’eo ket un destenn da hunvreal, met unan da studiañ.

Posubl eo e rofe alc’hwezioù da gompren gwelloc’h oberennoù Dostoievski, koulskoude. Aze emañ an interest anezhi, moarvat.

 


Ce qu’ils n’ont pas pu nous prendre, Ruta Sepetys, Stadoù Unanet (2011)

Ce qu’ils n’ont pas pu nous prendre (titl orin : Between shades of grey) zo ur romant evit ar yaouankiz skrivet diwar fedoù gwir. Tad Ruta Sepetys a oa ur repuad eus Lituani. Goude d’ar skrivagnerez bezañ bet o weladenniñ tud eus he familh chomet er vro eo savet he c’hoant skrivañ.

Kontañ a ra istor ur plac’h yaouank 16 vloaz, Lina, hag he familh : he breur yaouank 11 vloaz, Jonas, o mamm hag o zad. Kregiñ a ra al levr dres d’an noz m’eo arestet ar familh. Renad Stalin ne oa ket tener ouzh ar re a itrike a-enep dezhañ, memes en un doare skañv. Goude un hir a veaj e bagonioù-loened ez int kaset, gant kantadoù a familhoù all, da labourat e kolkozhoù Siberia. Gouzañv a reont gant ar yenijenn hag an diouer a voued, pa ne varvont ket gant ar skuizhder hag ar c’hleñvedoù. Padout a ra bloavezhioù.

Evit un den gour, ar fedoù kontet (deportadur, kamp-labour) zo anavezet dija, daoust ma vije lakaet kreizenn an itrik pell e reter ar pezh a lennomp peurliesañ. Met dibab ar skrivañ evit ar yaouankiz a ro d’an dezrevell ur splannder n’eus ket en istorioù-buhez bevet gant an dud o skriv. Dibab al linennoù puraet ez eo, e-keñver munudoù al luc’hskeudenn. Reiñ a ra d’ar skrid un ton kazi barzhoniel, en desped d’an euzh ha d’ar marv o kantreal.

Deuet eo brav gant ar skrivagnerez, a zeu a-benn da fromañ ha da gelenn war ar memes tro. Ar romant, troet e ouzhpenn 30 yezh, zo mat da vezañ lennet da n’eus forzh peseurt oad, adalek ar grennardiezh.