Tag Archives: prendre

Ce qu’ils n’ont pas pu nous prendre, Ruta Sepetys, Stadoù Unanet (2011)

Ce qu’ils n’ont pas pu nous prendre (titl orin : Between shades of grey) zo ur romant evit ar yaouankiz skrivet diwar fedoù gwir. Tad Ruta Sepetys a oa ur repuad eus Lituani. Goude d’ar skrivagnerez bezañ bet o weladenniñ tud eus he familh chomet er vro eo savet he c’hoant skrivañ.

Kontañ a ra istor ur plac’h yaouank 16 vloaz, Lina, hag he familh : he breur yaouank 11 vloaz, Jonas, o mamm hag o zad. Kregiñ a ra al levr dres d’an noz m’eo arestet ar familh. Renad Stalin ne oa ket tener ouzh ar re a itrike a-enep dezhañ, memes en un doare skañv. Goude un hir a veaj e bagonioù-loened ez int kaset, gant kantadoù a familhoù all, da labourat e kolkozhoù Siberia. Gouzañv a reont gant ar yenijenn hag an diouer a voued, pa ne varvont ket gant ar skuizhder hag ar c’hleñvedoù. Padout a ra bloavezhioù.

Evit un den gour, ar fedoù kontet (deportadur, kamp-labour) zo anavezet dija, daoust ma vije lakaet kreizenn an itrik pell e reter ar pezh a lennomp peurliesañ. Met dibab ar skrivañ evit ar yaouankiz a ro d’an dezrevell ur splannder n’eus ket en istorioù-buhez bevet gant an dud o skriv. Dibab al linennoù puraet ez eo, e-keñver munudoù al luc’hskeudenn. Reiñ a ra d’ar skrid un ton kazi barzhoniel, en desped d’an euzh ha d’ar marv o kantreal.

Deuet eo brav gant ar skrivagnerez, a zeu a-benn da fromañ ha da gelenn war ar memes tro. Ar romant, troet e ouzhpenn 30 yezh, zo mat da vezañ lennet da n’eus forzh peseurt oad, adalek ar grennardiezh.

 

Advertisements

Une place à prendre, J.K. Rowling, bro-Saoz (2012)

Harry Potter en doa cheñchet va buhez. Em buhez hir a lennerez n’on en em gavet biskoazh  gant ur rummad all en dije kaset ac’hanon ken uhel, na ken pell.

Souezh ebet eta em bije tapet krog el levr-mañ gant naon bras ha gant kalz a guriusted !

N’on ket bet gouest d’e lenn hep ar sil Harry Potter. E gwirionez, ne gav ket din em bije dibabet lenn seurt levr pa ne vije ket bet skrivet ganti. Hag ar pezh zo bet degaset din gant al levr-mañ zo, da gentañ tout,  ur sell disheñvel, spisoc’h, war danvez Harry Potter : gwelloc’h e komprenan ar pezh en doa strobinellet ac’hanon ennañ.

Da gentañ, ar barrek m’eo ar skrivagnerez da grouiñ rouedad stank ha luziet ur gevredigezh, amañ gant savboent tri remziad tud disheñvel : krennarded, o zud, o zud-kozh (dre vras). Ur sapre labour sevel, hag ur sell spis, lemm, dielfennek. En Harry Potter e oa un drugar krugenn-verien Hogwarts. Met ar pezh a ro kalz a vuhez, a startijenn hag a lusk d’ar rummad Harry Potter eo ar fent, soutil ha paot, a bourmen a-hed ar pajennoù. E Une place à prendre, n’eus takenn fent ebet. Aon em boa e vije c’hwipet al levr diganin gant ar vugale, met gant ar sirius ma z’eo, on sur ne c’hellfent ket e lenn forzh penaos, gwarezet eo dre e zanvez dezhañ e-unan.

A-hend-all en deus manket din bed marzhus Harry, ijin dreistordinal J.K. Rowling evit traoù n’eus ket anezho er vuhez gwir, ha n’eo ket bet ar 500 pajennad-mañ evit koñfortiñ ac’hanon evel-just, stag m’eo ouzh buhez tud boutin.

Ma, foei da Harry Potter. Evit kaozeal eus Une place à prendre nemetken ; kavet em eus start ar penn kentañ abalamour d’an tudennoù niverus, daoust ma anavezan int aes da anavezout an eil diouzh egile (anvioù disheñvel-mat, familhoù dezho speredoù merket a-feson…).

Goude ur prantad en em gaver lod da vat e tonkad an holl dud-se, ha diaes e teu da vezañ diskregiñ.

Echuet em eus en ur leñvañ dourek ha chomet on trist pellik goude.

Plijet a-walc’h on bet, a-benn ar fin. N’eo ket ul levr hud, met skiant-prenet a-walc’h he deus rastellet J.K.Rowling evit sevel un istor dedennus daoust da bep tra. Emichañs n’eo ket aet hec’h ijin strujus da hesk hag hor bo souezhadennoù all ganti diwar vremañ.