Tag Archives: Herve

Pebezh buhez ki, Herve Jaouen, Frañs (2017)

Romant evit ar yaouankiz, Pebezh buhez ki zo ur seurt Lassie, chien fidèle war ar mod fentus, a ro un digarez da weladenniñ broioù ‘zo eus ar bed. Skañv eo, lusket brav, dudius, daoust ma ne vijen ket ki gant ar personelekaat evit al loened. Ma ne vez ket gwirheñvel atav, n’eus forzh : ul lamm-faraon er fin a roio ur ster da bep tra. N’em eus ket keuz gant va frenadenn.

Koulskoude e oan tremenet meur a wezh dirak al levr hep kaout c’hoant d’e gemer. An abeg ? Kavout a ran divalav-ki an tresadennoù anezhañ… Gouzout a ran n’emañ ket mui brud Nono da vezañ savet, ha ne rebechan seurt ebet ouzh an treser dre vras. Met kavout a ra din ne glot ket ar stil tresadennoù-mañ gant ul levr evit ar vugale, daoust ma kavfen brav lod anezho, memes el levr-mañ. Pa skriver evit ar vugale, e implijer ur yezh eeün, ispisial, a lak an destenn da vezañ aesoc’h da lenn, hep teurel kont ouzh an tem ispisial a vez komzet diwar e benn. Amañ em eus ar santimant en deus treset Nono… tresadennoù gant Nono. Klotañ a reont eus ar c’hentañ gant an tem, met n’int ket lennabloc’h eget tresadennoù savet evit kelaouennoù tud deuet. Gant se, ne oan ket sur, en ur sellet ouzh ar golo nemetañ, e oa al levr evit ar yaouankiz.

Met ar pezh a gont dreist-holl eo an destenn. Ha war ar poent-mañ, dipit ebet da gaout. Saourus eo troidigezh Herve Lossec ivez, evel boaz.

Advertisements

Traoù kouer, Herve Bihan (2010)

Un torkad danevelloù eus ar re glaselañ eo hennezh, dezhañ tech torkadoù danevelloù prantad klasel ar brezhoneg : ur yezh mestroniet abil, un drugar he lenn, ha danvezioù digempouez, pa vez lakaet muioc’h a aked da skrivañ brav eget da skrivañ dedennus.

Ur gudenn em eus gant ar seurt fent implijet e Sibarit an Neñvoù pe e Tempus maximo momento erat : digomprenus eo din. E danevelloù all eo aes da gompren met ne lak ket da c’hoarzhin kennebeut (Meusieu Fulup…) N’on ket bet gwall dizhet gant an danevelloù dezho un awen sokial ivez : Goulenn an aluzon, Deroù-mat Janin… M’en dare hag-eñ n’eo ket pa vez gwad ha feulster e vez Herve Bihan ar muiañ en e vleud, a-benn ar fin. Va danevell muian-karet en dastumad-mañ eo Kuzh-heol e Santez Anna ar Palud. Iskis eo, pa soñjan, peogwir em eus lennet ar bras eus an danevelloù-mañ div wezh : pa oant bet embannet en Al Liamm da gentañ, ha gant red an torkad ar wezh-mañ. Ha soñj mat em eus pegen displijet e oan bet gant an danevell-mañ, dres, a gaven garv-kenañ. Deuet brav eo gant ar skrivagner koulskoude, ha mesket mat eo enni ar vestroni eus ar yezh, hag he deus ur ster en danevell-mañ muioc’h eget e reoù all ; ar suspens -ma c’heller lavaret, dindan ken berr istor- hag ar c’hest a ster d’ar vuhez, hag a zo an diouer anezhañ tu gwan an danevelloù-mañ dre vras, a-hend-all… a gav din.

Uhel eo live al levr-mañ, koulskoude e kav din eo da zegemer kentoc’h evel al levr lennegel kentañ ma z’eo a-berzh ar skrivagner : un deroù, a zo en egin ennañ ar pezh a c’hellfe, a zlefe dont war-lerc’h. Siwazh, ne vez ket serret kalz a bajennadoù war e lerc’h ken er mareoù-mañ. Gortoz pell, gortoz gwell ?

Bet en deus bet al levr-mañ ar priz Langleiz e 2010.


Keridwal, Herve Seubil gKernaudour (2016)

Pinvidik-bras eo an torkadig barzhonegoù-mañ. Kizellet eo pep ger gant aked ha chom a ran bamet rak barregezh ar skrivagner war ar yezh.

Ar pezh a zo, kalz re verr eo al listennad gerioù diaes kinniget e fin al levr evit permetiñ din kompren pep ger. Seurt barzhoniezh lennek n’heller ket he dañva eus an diabarzh hep he studiañ, ‘m eus aon. Gant se, on bet tizhet ha fromet muioc’h gant ar barzhonegoù yaouankiz, lec’hiet e fin al levr, hag a live uhel-mat dija, eget gant ar re nevesoc’h. Hervez an temoù e santen doug pe zoug ivez. Ma n’on ket tik gant mojennerezh Breizh, ar varzhonegoù diwar-benn ar marv, an amzer o tremen, al loar oc’h ober he zro o deus tommet aesoc’h va c’halon.

Ur bravig bihan eo, em bo plijadur oc’h adlenn a-benn un nebeut bloavezhioù evit donaat e vouedenn.


Tremenet eo an amzer-se, Herve Herri (1984)

Ur mor a zastumadoù eñvorennoù em eus bet tro da lenn c’hoazh e brezhoneg. Reoù Herve Herri o deus ur plas eus an dibab en va c’halon. Plijet e oan bet kalz gant e levr kentañ, Evel-se e oamp, dija, a oa kreizennet muioc’h war e vicher mouler. El levr-mañ e kont Herve Herri e vugaleaj e Montroulez da voulc’hañ ganti. Kenderc’hel a ra gant e bazioù kentañ war ar vuhez micherel, hep mont re zon ganti, ha goude ne heul ket nemeur red an amzer : skrivañ a ra diwar-benn an hen-mañ-hen eo en em gavet gantañ ; kontañ a ra un darvoud bennak, kleñved, obidoù, displegañ a ra penaos e implij ar sammañ tud o c’hoari biz-meud evit rannañ ganto e garantez ouzh Breizh, ha kement ‘zo. E istorioù zo leun ha fent ha buhezek, kontet gant filozofiezh dibar unan en deus bet un hir a vuhez hag a rann gant e lenner, n’eo ket an amzer dremenet nemetken, met ivez ar pezh a gred dezhañ e teuio ar bed da vezañ, dre dezennoù leun a faltazi hag a fent.

Anv a ra kalzig eus Roazhon etre an daou vrezel-bed hag e-pad an eil : lodenn dedennusañ al levr ez eo marteze.

Skrivet gant un den en tu all d’e 80 vloaz, n’eo ket intret al levr-mañ gant melkoni. Lennet e vez ken aes ha tra, evel pa vijer o selaou un istrogell a dad-kozh o kontañ eñvorennoù d’e vugale vihan. Lakaat a ra an unan war e du mat. Dreist eo.


Paul Sérusier, ul livour e Breizh, Hervé Gouedard (2013)

serusier ul livour e breizhUr souezh eo pegen aes eo levrioù Herve Gouedard da lenn, dezho da implijout ur yezh pinvidik ha peurlipet, ken a-fed ereadurezh, ken a-fed geriaoueg. Lakaat a ran se war gont ar stil eta : ur stil dispar en deus. En em santout a ra al lenner en e vleud gant e istor, kerkent hag ar pajennadoù kentañ. Ha seul souezhusoc’h e kavan, m’eo ur stil un tammig diamzeriet. En em ziskouez a ra ar skrivagner en e oberenn, reiñ a ra e soñj, gervel a ra al lenner. Ha c’hoari a ra eus an efedusañ.

Kontañ a ra ar vuhezskrid-mañ buhez Paul Sérusier eta, gant forzh munudoù hag un tamm muioc’h diouzh ret, evit c’hwezhañ buhez en dudenn. Estreget un daolenn ziavaez a vez roet : barrek eo Herve Gouedard d’en em lakaat e plas e dudenn, da ijinañ ar pezh en doa santet, da reiñ da gensantout hiraezh pe entan…. Met graet e vez en un doare onest : pa ijin traoù Herve Gouedard en lavar. A-hend-all, e c’heller fiziout en e enklask pizh : bet eo o weladenniñ kazi an holl lec’hioù a gomz diwar o fenn, da skouer. Ken brav e oan higennet, m’on bet oc’h en em staliañ dirak va urzhiataer d’ur mare bennak evit gwelet an taolennoù hag al lec’hioù niverus a veze graet anv anezho e kerzh ar skrid.

Strobinellet on bet gant va lennadenn, ha gwalc’het va c’hoant-gouzout diwar-benn un arzour n’anavezen diwar e benn nemet e anv. Un taol-kaer a levr !


Euzhvil al lenn zu, Herve Jaouen (2012)

euzhvil al lenn zuUr vrav a levrig evit ar vugale, lakaet e brezhoneg gant Herve Lossec. N’eus ket anv a voliac’h, daoust d’an euzhvil zo e-barzh an titl : un enklask-polis bihan eo, plijus, ha tresadennoù brav da heul.

Lavaret em eus dija ar vad a soñjan diwar-benn troidigezhioù Herve Lossec. Evit un den gour eo plijus da lenn, forzh penaos. Met el levr-mañ en deus skoet hebiou ur wezh pe ziv, pa n’en deus ket meizet mat live-yezh ar vugale “zivyezhek” a-vremañ. E penn kentañ al levr, da skouer, eo chomet tostoc’h ouzh an destenn orin eget ouzh kompren al lennerien : displegañ a ra ar ger “ur mailh” gant termenadoù n’hellfe ket ur bugel “divyezhek” anavezout :

“Ur mailh eo va zad da besketa dluzhed gouez. Ur mailh n’eo ket ur morzhol, na fank, na lagad ur chadenn kennebeut, met un den barrek-kenañ…”.

Ha p. 18 eo ar gudenn gontrol : pa zispleg herve Jaouen e korf e levr ar ger “cadavre” moarvat (n’em eus ket gwelet an destenn c’hallek) :

“Ne oa ket ur  skourr met ur c’horf-marv !

Korf-marv, setu ur ger ha n’eo ket gwall vrav. Met ret eo deskiñ ar gerioù vil ivez, kuit da vezañ renket e-touez an azenned korniek, a lavar Mammig”.

E brezhoneg e vez komprenet diouzhtu “korf-marv”, memes gant ur bugel seizh vloaz. Evit lakaat an displegadenn-mañ da heul e vije bet gwelloc’h implijout ar ger “kelan”, da skouer…

Kavet em bije gwelloc’h kavout ur roll-gerioù er fin… just evit ar pesked ! ma n’anavezan ket anezho ez eus chañsoù bras evit ma ne ouezo ket ar vugale petra int, kennebeut !

Ne noazh ket kement-se ouzh ar blijadur da lenn, hag an istor zo simpa : da brofañ hep riskl a geuz.


Koll-digoll brezel, Anne Guillou (2013)

koll-digoll-brezel-9782367580180_0Lennet em eus an droidigezh eus al levr-mañ graet gant Herve Lossec ha deuet er-maez er memes koulz evel al levr e galleg.

War ar sokiologiezh he deus graet Anne Guillou ha studioù, ha hi bretonez eus Gwiklan. Deskrivañ a ra ar vuhez war ar maez en un doare ken resis ma c’heller soñjal e romantoù naturalist gwezhioù ‘zo. Ha n’he deus ket he far evit pakañ tro-spered an dud diwar ar maez, nebeutoc’h evel hiniennoù eget evel pimpatromoù eus charredaoù tud peuzheñvel, maezidi breton stummet gant un deskadurezh katolik hollvezant hag o krenañ rak sell an dud all.

Gant ur stil disheñvel, e kav din eo tost spered romantoù Anne Guillou eus hini ur romant e brezhoneg em boa lennet pell ‘zo : Lorh, kasoni ha poan gant Yves Miossec. Ur c’hompren fin eus an endro hag eus an dud, met istorioù kriz-meurbet, dic’houzañvus dre ma ne vezont ket kempouezet gant darvoudoù evurus e korf pe e fin ar skrid. Lakaet e vezan diaes gant ar sell teñval-se ha ne blij ket din re an temoù a zibab. Ne lavaran ket n’eus ket da gaozeal diwar-benn ar brezel, an torfedoù ha kement zo, met un afer kempouez eo a vank (din).

A-hend-all eo skrivet brav ha troet flour, redek a ra ar brezhoneg dindan pluenn Herve Lossec, arroutet war ar boelladenn p’eo an eil romant a dro diwar Anne Guillou. Ur skrid a dalvoudegezh eta.

 


Kergelenn, alouber an dremmwel, Herve Gouedard, 2010

KergelenngoloPlijadur em bez atav o lenn skridoù gant Herve Gouedard, peogwir ez eus gantañ ur stil personel hag ul live yezh uhel a zeskan traoù digantañ.

Hag ar pezh a gavan dedennus er fed skrivañ diwar-benn bretoned brudet o anv, eo n’eo ket ken diaes din eñvoriñ piv int, perak int brudet, da bevare e vevent.

D’am soñj n’eo ket ken romantet-se koulskoude. Al lizhiri skrivet d’ar verc’h-vihan n’int nemet un digarez da bourchas d’al lenner kement tra en dije ezhomm da c’houzout, ha diellet-kaer eo bet ar skrid anat. Da va soñj eo muioc’h talvoudus eget bourrus. Un doare un tammig stenn zo gant ar romant ouzhpenn, pa n’ez eus nemet komz-plaen hep divizoù penn-da-benn anezhañ : n’eo ket ken buhezek ha ma c’hellfe moarvat.

Met n’hellan ket klemm : desket em eus ur mor a draoù.


Liñvadenn Kastellaodren, Herve Gouedard (2009)

Ul levr ganet klasel, dre ar stumm, dre an dibaboù a-fed geriaoueg, a-fed temoù… Plijet on kalz gant danevelloù Herve Gouedard. Ouzhpenn m’eo goveliet munud e frazennoù, e oar kaozeal d’ar galon ivez, gant ur soutilded dic’hortoz a-walc’h er grogenn romantel-se. Lakaat a ra da soñjal e skrivagnerien evel Roparz Hemon, Per Denez, Balzac… Ret eo en em reiñ a-zevri d’e lennadenn avat, ma chomer diwar-c’horre e c’heller santout ur strizhentez bennak a c’hell direnkañ.

A-viskoazh em eus soñjet e oa danvez ur romantour en herve Gouedard, gant an hir ma vez e skridoù gwellañ. Ezhomm en deus da gemer e amzer evit kontañ. Ezhomm en deus al lenner da gemer e amzer evit lenn.

Plijet on bet o tizoloiñ un nebeut danevelloù ne oant ket bet embannet kent. Ar bras hag ar gwellañ eus an torkad, koulskoude, a oa bet embannet e Al Liamm c’hoazh.


Tu pe du, Herve Lossec (2010)

Herve LossecSetu aze ul levrig danevelloù a vez lennet hep displijadur, hep kalz a blijadur kennebeut. Aes ha flour eo ar brezhoneg ha mousc’hoarzhet e vez alies, hervez an temoù, gras d’an ton skañv alies. Desachet e vezan muioc’h war-zu e zanevelloù sirius koulskoude ha gellet he dije an danevell Gortoz pell, gortoz gwell bezañ diouzh va c’hrad pa ne vije ket bet kontet pep tra en titl : pezh a ziskouez, memestra, un diouer bennak a vicher d’am soñj. Souezhet on bet gant diskoulm Paol, prest atav da rentañ servij em eus kavet farsus : o c’hortoz un dra bennak skrijus e oan moarvat ! met pa soñjan mat eo bet implijet div wezh ar memes fiselenn, ha hi gros a-walc’h, er pemp danevell-mañ, e kavan dipitus un tamm memestra.

Lennet em boa gant unan bennak en doa kavet mat tre an danevell Sebastol.  Lavarout a rafen eo kentelius a-walc’h evit tud yaouank ha n’emañ ket lec’hiet fall en dastumad, pe c’hoazh e karfen kaout ur meulgan a seurt-se deiz va interamant… un destenn vat eo, daoust hag-eñ eo lennegel avat ? met kement-all vije da lavaret eus an dastumad a-bezh moarvat. Hep bezañ fall, ne zibrad ket. Kenderc’hel a ran da soñjal e vefe efedusoc’h ar bluenn donezonet-mañ war danvezioù all eget ar faltazi. Nemet o klask e don dezhi e vije c’hoazh ?