Ur romantig skiant-faltazi eo. N’eus ket kalz anezho e brezhoneg, ha kalz anezho n’int nemet danvez farsadennoù, muioc’h a fent hag a faltazi enno eget a skiant.
Sirius eo ton ar romant-mañ dre vras. Un enklaskerez-polis a heulier, war he labour hag en he buhez-familh.
N’eus netra da lavaret war an istor : dedennus eo, ha kontet brav. Ur blijadur eo ergerzhout Brest an dazont dindan reolennoù dic’hortoz, hag ijinañ o efedoù. War ar poent-se eo pinvidik an destenn. Un diskoulm a-zoare zo bet kavet.
Petra zo kaoz, neuze, e chomfen digas a-walc’h ouzh ar skrid, ha me plac’h ar skiant-faltazi ?
Dont a ra marteze eus an doare hed a laka Paol ar Meur etre an tudennoù hag al lennerien. Deskrivet brav eo ar bed, poellek, ha poellek ivez oberoù an tudennoù a gas d’un diskoulm poellek. Met ne gavan ket an nor da hevelebiñ ouzh an harozed. Ha disoñjet em eus an istor kerkent ha troet ar bajenn ziwezhañ.
Koulskoude ez eo ur seurt tro-ouesk sevel ur bed-an-dazont. Reoù Paol ar Meur o devez bep tro reolennoù disheñvel. E-touez ar skrivagnerien vrezhonek ez eo unan eus ar re o deus kaset ar pellañ ar seurt lennegezh.