Ul levr kaer eo sañset bezan, eus ar seurt ez eus lorc’h ouzh o diskouez en ul levraoueg. A vent brav eo da gentañ, ha skeudennet a-zoare da eil, ennañ ur bern skouerioù, luc’hskeudennoù, livadurioù, planioù ha kement ‘zo o tiskouez diouzh ar c’hentañ sell pinvidigezh ha liesseurted lusk arzel ar Seiz Breur, anavezet muioc’h dre e anv eget dre ar pezh en deus laosket a gredan. Ar pennadoù kinniget a ya don er sujed, ken ma c’hell bezañ diaes ar gerioù teknik da gompren e brezhoneg, a-wezhioù, ha kollet an neofit un tamm bihan a vare dre vare met ur referañs e c’hell bezañ an oberenn da glask titouroù all diouzh ezhomm, en ur zistreiñ daveti diwezhatoc’h.
Ur studiadenn resis ha munud eo eta, a-fed diabarzh.
Kollet e veze an neofitez a zo ac’hanon a-wezhioù, dreist-holl abalamour d’an aozadur dre demoù ha neket hervez urzh an amzer : pa lennen re vuan, em boa souezh oc’h adkavout bev tud douaret er pajennoù kent, da skouer. Estonet bras on bet o tizoloiñ personelezhioù Jeanne Malivel ha René-Yves Creston, hennezh diwezhañ em eus kavet displijus hag emgar a-walc’h met gwir eo e vez ezhomm a dud a-seurt-se evit c’hwezhañ startijenn e raktresoù bras, a-wezhioù ; ar c’hoant sevel hiniennel o kas war e roud lañs ar strollad a-bezh.
Daoust ha boued-ar-groug a vo graet ac’hanon ma kredan kavout abeg er brezhoneg implijet ?
Ur bern fazioù zo el levr-mañ, em eus lennet gant ar santimant e oa muioc’h-mui anezho dre ma z’aen war-raok (n’eo ket objektivel tamm ebet, marteze, met seul vui e lennen, seul nebeutoc’h e c’houzañven anezho). N’eo ket eus disteradoù rannyezhel e komzan aman met eus fazioù « gwir », stag ouzh an doare da implij ar renadenn-anv, ouzh ar fed ne lakaer liester ebet goude un niver, ha fazioù kemmadurioù, da skouer. N’eo ket unan bep an amzer kennebeut : fazioù sistematek, a lak al lenner da soñjal n’eus bet graet adlenn ebet d’an destenn a-raok e gas d’an ti-embann, kazi.
Troet eo bet al levr gant studierien war ar brezhoneg, ar pezh a oa ur soñj mat ha pedagogel. N’heller ket rebech outo live an destenn a zo bet embannet. Met c’hwitet eo bet war ur bazenn bennak, hini ar peurreizhañ, da lavaret eo hini ur reizhañ ha n’eo ket mui pedagogel met e servij an arvalien ; ar reizhañ micherel, a zle bezan suj ouzh santimant al lennerien pa lennont ar produ echu.
Embann seurt testenn er stad-man a ziskuilh ur bern traoù, a gav din, diwar-benn stad ar brezhoneg :
. N’eo ket bet embannet stumm brezhonek al levr-mañ evit bezan lennet gant brezhonegerien
. N’eo ket bet soñjet e vije lennet ganto
. Daoust ma vije sañset al labour bezan bet peurechuet gant tud a fiziañs e metoù ar yezh (Skolveur war ar brezhoneg, Ofis ar brezhoneg), n’eus ket d’an droidigezh kinniget al live a c’hellfer gortoz digant un destenn embannet, e n’eus forzh peseurt yezh, ha pa vije war var da vervel.
Se zo kement ha lavaret d’ar c’hallegerien : « Sellit pegen yac’h eo hor yezh ! » tra ma soñjer etre e chik hag e chouk : « Gwell a se ma lonkont ar silioù a bastomp dezho, evidomp-ni eo sklaer : marv eo ar brezhoneg ».
Poan ha doan em eus bet o stadañ kement-se. Goude ur prantad lenn, e karan chom da ribotat an titouroù pe an istor em eus lennet, ha n’eo ket en em soñjal war dazont ar yezh eo embannet al levr enni pe war fazioù yezh.
Keit ha m’eo bev ar brezhoneg ha keit ma z’eus tud gouest c’hoazh, kavomp arc’hant da baeañ a-zoare troourien ha reizherien a-vicher kentoc’h eget embann seurt traoù, lorc’hus, met goullo.