Tag Archives: Robert

Cormoran Strike 2 : Le ver à soie, Robert Galbraith (J. K. Rowling), Rouantelezh Unanet (2014)

En eil levrenn-mañ eus troioù-kaer Cormoran Strike hag eus e genlabourerez Robin, e teuer da anavezout donoc’h an tudennoù. Ar pep retañ o vezañ bet lavaret dija, e tremener war dachenn ar munudoù. Gouzout a oar J. K. Rowling lakaat he zudennoù da vont war-raok, ha n’eus ket afer da gavout hir e amzer gant al lennadenn-mañ.

Ar souezh bras am eus bet, koulskoude, da zivinout abred-mat gant piv e oa bet graet an taol. Dre ma ne c’hoarvez koulz lavaret morse din, ha ne gredan ket e vije savet dastornelloù en va fenn e-pad ar vakañsoù, e vijen techet da grediñ ez eus ur gwan bennak e-barzh an itrik, ur c’hempouez n’eo ket bet kavet, evel el levrioù-enklask evit ar vugale : perak e vez komzet eus an dra-mañ-tra mard eo evit chom hep e implijout diwezhatoc’h ? Ne lavarin ket sklaeroc’h va soñj evit nompaz diflourañ plijadur an dizoloadenn d’ar re o dije c’hoant… Nemet un taol-degouezh e vefe ? Kontant e vijen da gaout ali al lennerien, ma z’eus…

Forzh penaos, tre evel e-barzh Harry Potter, n’eo ket er steuñvenn emañ talvoudegezh al levrioù-mañ. E pinvidigezh psikologiezh an tudennoù, e gwirionded o emzalc’h, o gwanderioù hag o denelezh ne lavaran ket. Da briz ebet ne ziouerfen lennadenn an trede hini.

 

Advertisements

L’appel du coucou, Robert Galbraith, Rouantelezh Unanet (2013)

Romant-polis kentañ J.-K. Rowling eo, dindan an anv-pluenn Robert Galbraith peogwir he doa c’hoant da c’houzout penaos e vije degemeret he levr hep diazezañ e soñj war brud Harry Potter. C’hwitet an taol, evel-just. Re a c’hlaou en doa an ti-embann da rastellat evit chom feal d’ar promesa graet d’ar skrivagnerez… Ha ret eo din anzav ne vijen ket bet o lenn L’appel du coucou pa n’em bije ket gouezet e oa bet skrivet ganti. Ne gavan ket desachus an titl, ha tremen a ra ar bras eus an istor en ur metoù n’on ket tomm outañ : hini ar c’hiz.

Cormoran Strike, haroz ar romant, zo detektiv prevez. 7 levr diwar e benn he deus bizet J.-K. Rowling skrivañ ; erru eo d’an trede embannet en deiz a hiziv.

D’ar mare ma krog ar romant emañ Cormoran en ur pleg diaes. Soudard a vicher eo bet en Afghanistan, m’en deus kollet un tamm eus ur c’har. Emañ o paouez kuitaat ar vaouez a gare hag a oa o chom en he zi. N’en deus ket arc’hant, ha rouez eo al labour. Ur sekretourez, Robin, a zeu da sikour anezhañ dre zegouezh ha ne gred ket he lakaat er-maez diouzhtu daoust ma n’en dije ket peadra d’he mirout pell. Chom a ra gantañ amzer e enklask diwar-benn ur vaouez yaouank du, manikin diouzh he micher, a zo tremenet dre brenestr he ranndi. He breur John ne fell ket dezhañ asantiñ da zisoc’hoù ar polis a gomz eus un emlazh ; sur eo eo bet drouglazhet.

Kaset on bet gant va c’huriusted e penn kentañ, o klask er pajennadoù munudoù a c’helle degas soñj eus amzer-dremenet glorius J.-K. Rowling hag he Harry Potter. Kavet em eus, evel-just, evel e kentañ kejadenn Robin ha Cormoran, pe e kleñved ar vamm a red penn-da-benn ar romant… Met buan em eus paouezet gant ar jeu-se evit en em reiñ korf hag ene d’al lennadenn. Dreist eo tudenn Cormoran, en deus bevet a-walc’h a draoù evit gellout hevelebiñ gant n’eus forzh piv. Soutil eo al liamm a vez gwiadet etre eñ hag e sekretourez tamm-ha-tamm. Paket on bet gant an itrik da vat ha n’em eus ket gellet diskregiñ dioutañ a-raok gouzout an diskoulm. Teuzet eo ar sell kritik a daolen war an traoù da heul. Ur romant-polis mat he deus savet J.-K. Rowling, pa n’eo ket chomet war live ar fedoù nemeto ; aet eo don e psikologiezh an tudennoù hag ar pezh a stag an eil re ouzh eben -evel m’he doa graet en Une place à prendre, met gant un istor dedennusoc’h a-bell.

Gant se, on sur e lennin an heuliad a-bezh bremañ !


Tro sebezus an Dr Jekyll hag an Ao Hyde, Robert Louis Stevenson, bro-Saoz (1886)

Troidigezh ar romant brudet-se ‘m eus lennet e niverennoù 13, 14, 15, 16 eus ar gelaouenn Aber. Lennet em boa anezhañ e galleg pa oan yaouank, tro 12 vloaz, ha ret eo anzav n’em boa ket komprenet kalz tra d’ar mare-se, engortoz ma oan eus un oberenn gwadekoc’h ha nebeutoc’h lennegel marteze ?
Savet eo ar romant en un doare luziet a-walc’h e gwirionez, ha n’eo ket anat mont e-barzh e penn kentañ : an dezreveller a ziskouez bezañ pell eus an ober ha n’eo ket aes kompren al liammoù a dosta an eil tudenn ouzh egile. Dont a ra tamm-ha-tamm, ha kemeret e vez muioc’h-mui a blijadur dre ma z’eer war-raok, piket e guriusted gant an darvoudoù iskis ha skrijus a c’hoarvez. Pellaet e vez an disoc’h gant cheñchamantoù konterien niverus, munudoù diskuliet e lizherennoù ha kement’zo, pezh a asur ur suspens dispar.
Ur gentel denel a lennan e-barzh ivez, o tiskouez dañjer un disrann etre ar personelezhioù liesseurt a zo e mabden. Hep kempouez e reder d’e goll. Pezh zo da heuliañ vije kentoc’h “hent kreiz” ar voudisted…
Domaj eo bezañ rediet da glask ingal, e kerzh al lenn, gerioù dianav er fichenn-c’heriaoueg : engortoz e vijer eus ur c’hompren aesoc’h evit un oberenn ken lufret gant an amzer…


La Compagnie : le grand roman de la CIA, Robert Littell, Amerika (2004)

La Compagnie
Ne vijen ket bet o lenn ar romant-se va-unan. Prestet eo bet din evit va gwaz, ne blij ket dezhañ lenn romantoù. Lakaet ‘m eus va fri e-barzh ha… n’on ket bet evit diskregiñ ! Desket ‘m eus ur bern traoù netra nemet en ur heuliañ an tudennoù eus o yaouankiz betek o c’hozhni en ur dremen dre ar mare ma oant bet enrollet er CIA pe er c’hKGB hervez… (ret eo lavaret n’em boa gouiziegezh ebet, memestra). An tudennoù-se a heulier en o c’hefridioù-labour e broioù hag e mareoù stratejik : dont a ra ar romant da gejañ ouzh darvoudoù istorel. N’it ket da soñjal e vije an tudennoù krouet gant Robert Littell un digarez da reiñ ur gentel Istor nemetken : e donkadur dezhañ e-unan en deus pep hini, hag al liammoù gwiadet etrezo er penn kentañ a gaso holl d’un dirouestl bennak a-benn ar fin. Paket e oan da vat en istor, ha badaouet gant stek ar skrivagner : penaos an diaoul en deus gellet labourat gant kement a zielloù, ha chom gwallzedennus ? Ken sachus eo ar romant hag ur thriller dre ma z’eer war-raok. Ha dreist-holl em eus ar santimant da vezañ enbarzhet ur bern titouroù a vanke din evit kompren an disterañ romant spierezh… N’eus ket da dortal, La Compagnie zo unan eus ar gwellañ levrioù ‘m bije lennet dindan an 10 vloaz diwezhañ ! Unan eus ar re (rouez e galleg) a brenin un deiz bennak.
Tad ar skrivagner Jonathan Littell (Les bienveillantes) eo Robert Littell : me gav din en deus desket ur bern traoù ar mab digantañ !