Category Archives: Deizlevrioù

Seul sur Mars, Andy Weir, Stadoù-Unanet (2011)

Seul_sur_MarsFellout a rae din kousto pe gousto lenn al levr-mañ a-raok mont da welet ar film a zo bet tennet dioutañ. Ur romant skiant-faltazi “kalet” eo, p’en deus klasket ar skrivagner chom an tostañ posubl eus ur wirionez skiantel. Renket eo ivez e-touez ar romantoù “thriller” : peadra zo da lakaat blev an unan da hirisat gantan.

Ijinet mat eo an istor : Ur Robinson mod-nevez eo an haroz, a chom war-lerc’h e skipailh war ar blanedenn Veurzh hag a denn splet eus kement tra a gav tro-dro dezhañ evit treuzvevañ da c’hortoz e c’hello ur skipailh astraerien bennak all dont d’e saveteiñ (kentañ hini o tont : 4 bloaz diwezhatoc’h…). Ken gwirheñvel e vez deskrivet an traoù, ma krede din e oa bet skrivet gant un ijinour eus an NASA pe gant un astraour e-unan. A-benn ar fin n’eus “nemet” ur programour eus Andy Weir, sot eo anezhañ gant ar beajoù etresteredel, traken. (Hervez ar pezh em eus lennet diwar-benn ar film, n’eo ket ken realist-se penn-da-benn, un nebeut traoù ne vijent ket posubl e gwirionez, met paket e vezer da vat gant an istor).

Estreget meuleudioù em eus d’obet d’al levr koulskoude. Skrivet eo fall-kenañ, en un doare re eeun, a vank a unvaniezh. A-wezhioù eo Mark a skriv e zeizlevr, a-wezhioù e weler ar pezh emañ e skipailh gent pe ijinourien ar bon egorel oc’h ober, hag a-wezhioù all e vez kontet ar pezh a c’hoarvez tro-dro d’an haroz gant ur savboent diavaez : aze e c’heller bezañ sur ez aio un dra bennak a-dreuz, hag e ra hep mank.

Ur bern soñjoù dedennus a zo el levr-mañ, met chomet eo stanket e stumm en ul lec’h bennak etre ar senario hag ur romant : krediñ a rafer gwelet ar film pa vezer o lenn, ken brav e klot ar framm-se gant hini ar blockbusterioù a-vreman. Plijadur lennegel n’eus ket. Domaj eo.

 

Advertisements

Deg devez e Verdun, Jules Gros (1919)

deg devez e verdunE 2012 eo bet embannet al levrig-mañ e brezhoneg.

Pell a vezañ didalvoud, n’en deus ket evit kelo-se kement a berzhioù mat ha Kammdro an Ankoù Loeiz Herrieu. Ur skrid berr-tre eo, un deizlevr resis eus un dornad devezhioù tremenet war an talbenn er bloavezh 1916. Kreñv a-walc’h e kavan spered ar mare en destenn : santet e vez sofkont ez eus eus Jul Gros un den kar-e-vro (Frañs) kas-e-enebour (ar boch), ha kar-e-Zoue. Diskouez a ra bezañ fier eus ar vretoned, brudet evit bezañ dispont, evel ma klever e Bro Gozh… hep meizañ eo ur c’hozh kliched ar skeudenn-se. Talarekoc’h eo e spered en daou lec’h ma taol bec’h ar brezel war chouk “al laouerien koz ampifur a ren traou on bro heb fiñval diouz o bureoiou Pariz”…

Seurt deskrivadurioù a vez plijus da lenn, met hennezh ne zegas ket kalz tra nevez da vilin ar brezel dre ar brezhoneg, d’am soñj. Emichañs eo priziusoc’h a-fed yezh eget a-fed diabarzh. D’an nebeutañ e tesker un nebeut traoù diwar-benn buhez Jul Gros, er pennad-digeriñ hag er brezegenn graet gant maer e gumun da goulz e obidoù : hep an daou dra-se, e vije bet ken tanav ar pakad follennigoù ma ne oa abeg ebet ken d’ober ul levr anezhi…


Alĝeria animkonflikto, Roger Condon, Frañs (2014)

algeria animkonfliktoUr wezh ouzhpenn eo bet dibabet fall an titl : krediñ a reer e vo un degouezh pouezus, harozel, a vo aozet al levr penn-da-benn tro-dro dezhañ ; padal n’eo nemet un deizlevr-brezel, na mui na maez, ha pa lavaran “brezel”, ma c’hoarvez e-pad brezel Aljeria, an aozer n’en deus ket bevet darvoudoù spontus na gwelet koulz lavaret hini ebet anezho.

Setu eta levrenn gentañ deizlevr Roger Condon, anezhañ un den yaouank 20 vloaz eo ar wezh kentañ dezhañ kuitaat e familh (eus al Lozer) evit mont da servijout e Aljeria dindan banniel bro-Frañs. Deskrivet eo al lec’hioù, an darvoudoù, an darempredoù etre an dud gant forzh munudoù a ro talvoudegezh d’an deizlevr. Karantezioù kentañ ar paotr a vez anv anezho forzhig ivez. Ar gudenn goustiañs a zo anv anezhañ en titl n’eo nemet ar pezh a dremen e penn ar paotr yaouank pa vez roet urzh dezhañ da guitaat Aljeria gant an arme, ha pa gompren e chomo e vignoned harki war al lec’h, daoust ma oar an holl ne vint ket mui degemeret e-touez o fobl hag e vint jahinet spontus gant o c’henvroidi. M’eo feuket Roger Condon gant doareoù an arme c’hall, ne vez graet netra gantañ na gant ar soudarded c’hall all evit herzel ouzh gwallblanedenn an harkied. Lakaet e vezont diaes, met ne reont netra. Setu perak e kav din ne jaoj ket an titl ouzh al levr : titl istor un haroz e vije, pa n’eo Roger Condon nemet un den.

Inervet on bet gant ur bern fazioù, ken en esperanteg hag en destenn c’hallek, met marteze n’eo ket an hevelep fichennaoueg hag an hini zo bet implijet evit an embann. Dieub eo stumm niverel al levr a wirioù, gant ma vez pellgarget gant esperantegourien evit o implij dezho o-unan.


Karlo, Edmond Privat, bro-Suis (1910)

karloKen dister eo al levr-mañ, ma ne gaver ket anezhañ e roll oberennoù Edmond Privat e-barzh Wikipedia. Berr eo, ha savet eo bet a-ratozh-kaer evit an deskarded, ar pezh a c’hell displegañ ar vank-se marteze.

Tro ‘m eus bet d’e lenn div wezh ha c’hoant ‘m eus da gaozeal diwar e benn peogwir on fromet gantañ. Kontañ a ra bugaleaj evurus ur paotrig, betek ma kavfe gwreg ha labour. N’eus meneg ebet eus ar vro ma c’hoarvez met n’eo ket mont re bell gourlakaat en deus lakaet Edmond Privat lod eus e eñvorennoù yaouankiz en istor, a c’heller lec’hiañ en ur gêr vihan eus bro-Suis eta.

Iskis eo an tech-se en Esperanteg da vennout diverkañ an dibarderioù lec’hel, evit ma vije aesoc’h da bep hini en em silañ e kroc’hen ar penndudenn marteze. Diaes e vezan lakaet pa ne ouezan ket penaos adstagañ un oberenn ouzh ul lec’h hag ur mare resis. Ne blij ket din, kennebeut, e vije esperantegaet an anvioù -evel ma tisplij din e vijent brezhonekaet en troidigezhioù-.

An traoù-se lakaet a-gostez e kav din eo deuet a-benn Edmond Privat da sevel ouzhpenn un dornlevr, daoust ma vije goulennoù e fin pep pennad. Un douster a evod eus an destenn, ur frond c’hwek, evel pa seller ouzh prantadoù evurus eus ar vuhez gwezhall war gartennoù-post kozh. Degas a ra soñj din eus an ambiañs moug a oa e lod eus an hentennoù da zeskiñ lenn a-wezhall, a lennen evit ar blijadur pa oan bihan (Le chalet du bonheur, da skouer, gant Paul-Jacques Bonzon).

Un oberennig leun a deneridigezh.


Anne de Bretagne, duchesse insoumise, 1488-1491, Catherine de Lasa, Frañs (2011)

annedebinsoumiseSoñj ‘m eus pa oan plac’hig e oa bet laosket ul levr er gêr gant unan bennak, ur romantig evit ar vugale a gonte istor Anna Breizh, met n’on ket evit adkavout e ditl. En ur glask anezhañ on en em gavet gant hennezh, on bet plijet a-walc’h gantañ. Skrivet eo bet evit bugale adalek 9 bloaz, kement ha lavaret n’eo ket diaes da lenn a-fed yezh ha ne vo kavet netra feuls ennañ kennebeut.

Skrivet eo e stumm un deizlevr : hini Anna hec’h-unan. Pa grog an istor n’eo ket marv he zad c’hoazh, met anv zo da zimeziñ anezhi dija : ur pezh pouezus eo-hi e politikerezh Breizh. Ha ne vez ket goulennet hec’h ali evel-just.

Cheñch a ra, lenn an Istor diouzh tu ar merc’hed evit ur wezh. Daoust ma vije skrijus stuz ar bobl tro-dro, daoust ma vije taer an emgannoù, e weler an darvoudoù evel dre ur skramm dousaat. Anna a vrod, a c’hoari gant he c’hoarig ha ne emell eus politikerezh nemet goude marv he zad : ret eo dezhi deskiñ war an tomm d’ar mare-se. Diskouez a ra bezañ prederiet gant dazont he fobl ha prest d’en em aberzhiñ : asantiñ a ra dimeziñ gant hec’h enebour brasañ, Charlez VIII, roue Frañs, a-benn ar fin, netra nemet evit degas ar peoc’h.

Ar stumm eeunaet evit ar vugale a lak er gouloù un tres denel a vezer techet da zisoñjal pa lenner al levrioù Istor hag a bermet derc’hel soñj aesoc’h eus urzh an darvoudoù hag eus anvioù an dud istorel a oa e-barzh ar jeu.

Dedennus eo al levr eta… siwazh ne ziskouez ket plijout kalz d’ar vugale ma kredan an notennoù a welan diwar e benn war ar rouedad : lakaet eo da vorodus ganto… Da virout evit bugale tomm ouzh Breizh pe ouzh an Istor dre vras.


Kammdro an Ankoù, Loeiz Herrieu (1919)

Kammdro an AnkouPlijet on bet kalz gant deizlevr brezel Loeiz Herrieu, skrivet gantañ a zeiz da zeiz e-pad ar brezel 1914-1918.

Arabat klask ennañ dezrevell klodoù tud gradet : ar soudarded a gont Loeiz Herrieu o buhez zo tud munut, eus ar re ne gontont ket, nemet evit mont da vezañ drailhet e linennoù kentañ an talbenn. N’eus ket el levr-mañ eus ar romantelezh a lak fank ar brezel da vezañ brav ha sant, eus ar santimant a vroadelezh a-us da bep tra. Ar brezel a ya war-raok, goustad, ur vuhez-labour eo a vez kontet deomp.

E penn kentañ e kaven un tammig yen an ton. Tamm-ha-tamm on en em voazet, hag on bet dedennet gant meur a dra en dezrevell. An hini spontusañ ne denn ket ouzh ar c’horfoù marv. Ouzh an doare ma veze graet ouzh ar soudarded, ne lavaran ket.

Ar re a veze gwallgaset, an holl soudarded nann-gradet eta, a veve ur vuhez reuzeudikoc’h eget hini al loened : damant ebet d’o foan, d’o c’housk, d’o boued (pa veze), hag int o kousket dindan an amzer pe e toulloù kleuziet en douar ganto o-unan d’o gwareziñ, evel gozed. Pa ne serviijent ket war-eeun da gig-drailh e vezent lakaet da anduriñ mil mizer, da lonkañ kilometradoù evit netra, da jestraouiñ e kreiz an noz, netra nemet evit degas d’o soñj piv oa ar chef. Pennoù vil, rok, didalvoud, dezho ar galloud leun war ar re all, betek laerezh ar plas o doa kavet d’en em astenn da gousket. Klevet em boa seurt traoù dija, met ne ouien ket e veze ar reolenn. Skoet ha feuket on bet gant kement-se, penn-da-benn al levr.

Loeiz Herrieu ne glemm ket, ne glask ket tennañ daeroù, ar pezh a zo mat. Kontañ a ra, traken.

Hag e-kichen d’an holl draoù-se e santer spered kurius, kizidik ha lemm ar skrivagner. E kement lec’h a dremen drezañ e klask gweladenniñ an tro-war-droioù, an iliz.  Deskrivañ a ra. Kemer a ra amzer da chom a-sav, d’en em soñjal diwar-benn ster ar brezel e-keñver padelezh an natur. Kizidik eo ouzh braventez ar vro, ouzh doareoù bevañ ar boblañs, ouzh ar gounidoù. Divizout a ra gant tud ar vro, pa c’hell. En em soñjal a ra war santimant Elzasiz, ur wezh lakaet un termen d’ar brezel, hag eñ o tibunañ er ruioù gant e vatailhon. Trueziñ a ra ar c’houer ma z’eo rak ar gwez-frouezh diskaret a-ratozh gant an “enebourien”… a-raok degas da soñj e veze implijet ar c’hastiz-se er Bibl dija.

Bezañs ha birvilh ar brezhoneg en arme d’ar mare-se zo un dra dedennus all da deurel pled outañ. Atav e teu a-benn Loeiz Herrieu da gavout tud da vont ganto en e yezh. Nerzh ha lorc’h a oa er yezh c’hoazh, daoust ma oa degemeret fall gant tud ‘zo ha n’he c’homprenent ket.

Hir e c’hell al levr diskouez bezañ, marteze, met n’eus ket gwelloc’h doare da liammañ ar stumm hag an danvez : pegen hir e oa bet ar brezel d’ar soudarded ivez…

Un testeni a-bouez, hag en ur gwenedeg eus ar c’hwekañ.


Buhez prevez Lola P., Maïwenn Morvan (2010)

Setu aze ur romant bihan a lakae ac’hanon da soñjal tre-ha-tre en Bridget Jones… Ne oan ket faziet peogwir em eus lennet e blog ar skrivagnerez eo ar pezh he doa c’hoant ober, dres. Un anv zo da seurt lennegezh zoken, ar “chick lit”.Ma plij deoc’h ar stil-se ne vezoc’h ket dipitet, skañv eo, aes da lenn, gant ur mousc’hoarzhig e korn ho muzelloù.

Evel-just ez eus ezhomm a bep seurt levrioù e brezhoneg, ha n’eus ket a-walc’h a romantoù skañv : gant se on laouen o kavout hennezh.  Koulskoude, en un doare personel, e soñj din on erru re gozh evit bourrañ seurt traoù marteze… bez ‘m eus ar santimant da goll va amzer un tamm bihan, daoust ma ne vije ket displijus ha graet mat zoken… evel pa yafen da azezañ dirak un dresadenn-vev eus Disney…

Da bep hini d’en em soñjal, ne goust ket gwall ger, dreist-holl pa vez pellgarget dindan e stumm niverel, ha n’eo ket gwall hir da lenn. Me lak e tle ober berz e metoù liseanezed…


An erc’h du, Marsel ar Barzh (1932-1945)

Marsel ar BarzhDedennus e vez atav gellout lenn eñvorennoù brezhonegerien, ha kavout a ran mat e vije embannet pep tra, mat pe fall, war an dachenn-se, evit ma c’hello pep hini kaout digor war an testennoù orin e brezhoneg.

An deizlevr-mañ n’emañ ket e-touez ar re wellañ em eus lennet : ar paotr n’en deus ket ur bersonelezh a laosk roudoù er spered, hag ouzhpenn se ne oa ket gwall helavar, sklaer eo e skrive evitañ e-unan ha ne oa ket e sell bezañ embannet.

Desachet eo bet va evezh dreist-holl gant an darempredoù en doa gant ar brezhoneg : an doare ma oa stag ouzh e galon, an arc’hant a foeltre a-benn kaout levrioù, e stourmoù bihan evit ar yezh er c’hloerdi, hag ar fed e lakae Gwalarn da vezañ kaset dezhañ pa oa karc’haret e bro-Alamagn.

Hag ur bern traoù zo da bigosat a-fed yezh, evel-just, gant ur brezhoneg a oa naturel c’hoazh e genoù ha dindan pluenn tud ‘zo.


Levr bourzh ar veaj kentañ, Kristol Goulm, bro-Spagn (1492)

Levr bourzh ar veaj kentañ
Anvioù B. De Las Casas, an hini eo bet adskrivet lodennoù eus levr bourzh Koulm gantañ, ha Filip Oillo, troour ha studiour an embannadur e brezhoneg, zo ken pouezus all el levr-mañ : levr bourzh Koulm n’eus ket anezhañ ken, e gwirionez : dipitus !
Ul labour don ha pizh zo bet graet gant Filip Oillo, a ya d’ober an hanter eus al levr hag an hanter eus e dalvoudegezh ivez : pell emaomp eus skeudenn vrav Depardieu o tizhout aodoù amerika… Stadet vez penaos e oa a-raok, ha pegen distrujet eo bet goude tremenadenn Koulm hag e rentaoù-kont d’ar rouaned. Skoüs eo gwelet penaos e lak an indianed war renk al loened, ha c’hoazh !
Dipitet oan o welet n’eo ket un oberenn glok oa pourchaset deomp, ar veaj kentañ nemetken. Koulskoude ur wezh erruet tro kreiz al levr em boa va gwalc’h gantañ ; teknikel kenañ eo ha randonus a-walc’h da lenn. Aesoc’h vije bet din pa vije bet sklaeroc’h piv a gomz, De Las Casa pe Koulm, o verkañ an diforc’h gant lizherennoù stouet pe dev. Ul levr talvoudus eo evit gwir, met da studial kentoc’h eget da ziverrañ e amzer.


Ecritures en partage n°8 : Un lieu dans ma vie (2009)

Un draezenn eo da gentañ-tout al levrig liesyezhek-mañ kenembannet gant Langues du Tonnerre hag ar gazetenn Hopala. Bep bloaz e vez pedet an neb a gar, gant ma vije eus korn-bro Brest, da skrivañ un destenn en e yezh n’eo ket ar galleg. Un tem vez kinniget : “Ul lec’h en ho puhez”, ar wezh-mañ, hag e tle pep testenn bout berr dre ma vez embannet tal-ouzh-tal an destenn en e yezh orin hag an droidigezh e galleg. Dornataet e vez da gentañ gant kuriusted rak al liesseurt m’eo ar gerioù, ar skriturioù, lakaet kichen-ha-kichen gras d’an degouezh-se. 30 yezh bennak zo ar bloaz-mañ ha d’ar brezhoneg ur plas a-feson gant 11 testenn. Brav.
En ur stad spered ispisial e tleer bezañ evit lenn al levr penn-da-benn : digor, kurius, evel pa vijer e vakañsoù oc’h ergerzhout ur vro nevez. Plijet on bet gant spered an aozerien p’o deus disklêriet e oa bet skrivet testennoù ‘zo gant tud boutin, reoù all gant skrivagnerien, met e oa kevatal an holl destennoù e-keñver dinite. Bommoù denelezh eo a vez profet deomp gant pep hini, en un doare diampart a-wezhioù, pezh a zegas ur vraventez ouzhpenn, evel pa gaver brav tresadenn ur bugel. Kavet ‘m eus dreist This room is a railway station, La cuisine de la résidence à Montrouge, El inquilino Damien Gueguen. A-feson em eus kavet ivez komz-plaen rimet Franck Bodenes en En va lokennig plakoplastret. Chomet on o klask reiñ ur ster da Lettres cachées hep gellout kavout an alc’hwez anezhañ met plijet on bet memestra
Dre vras e komz an dud eus lec’hioù a garont, an hini a vevont ennañ bremañ pe aliesoc’hik an hini a vevent ennañ pa oant bihan. Tud all o deus kavet ul lec’h en amzer pe frankaet an dachenn orin. Dreist eo meizañ pegen heñvel omp holl en tu-hont da son ha neuz ar gerioù. Un taol-arnod dedennus e kav din ez eo, lakaat an dud da rannañ ar pezh o disrann, o yezh !

Klasket ‘meus un destenn bennak e kembraeg, en aner. Ne vije kembread ebet e bro-Vrest eta ? Ar bloaz a zeu marteze…


%d bloggers like this: