Category Archives: Galleg

Les moissons funèbres, Jesmyn Ward, Stadoù Unanet (2013)

He buhez eo a gont Jesmyn Ward el levr-mañ, daoust ma vije ur romantourez anezhi. Ganet eo e kreisteiz ar Stadoù-Unanet e metoù paour ar gumuniezh afro amerikan a-ziwar ar maez. Hi he deus gellet ober studioù, met kontañ a ra peñse ar yaouankiz tro-dro dezhi. Loc’hañ a ra eus marv 5 den yaouank eus he c’harter, unan anezho o vezañ he breur.

N’eo ket savet al levr hervez urzh an amzer. Ur pennad he deus skrivet diwar-benn pep den yaouank, ma ro he eñvorennoù, o buhez, o ferzhioù mat pe fall, o finvezh mantrus. Etre ar pennadoù-se e kont Jesmyn Ward he buhez, ar pezh a liamm brav an holl donkadoù-se etrezo. Echuiñ a ra gant he breur, an hini tostañ diouti, ar pezh a lak suspens el levr pa ouezomp adalek ar penn kentañ e kollo e vuhez.

Skoet on bet alies gant ar pezh a lavar. Daoust ma vije disheñvel-mat stad ar beorien e Frañs en en anavezfe lod er c’homzoù-mañ : “Ar pezh n’em eus ket komprenet c’hoazh eo ez omp gwasket holl memes mod. Er gumuniezh a-bezh ez eus un diouer a fiziañs gant an dud : ne gredomp ket e vije goust ar gevredigezh da reiñ deomp un deskadurezh diazez, diogelded, labourioù dereat ha justis. Hag an diouer a fiziañs-se er gevredigezh a zo tro-dro deomp, er sevenadur omp soubet ennañ hag a zegas deomp diehan hon istalvoudegezh, a lak ac’hanomp da gaout disfi ouzh an holl. […] A-wezhioù e teuomp da vezañ ken trenk gant ar wask-se ken ez a war danavaat an emskiant hon eus ac’hanomp. Bountet omp ganti da gasaat ar pezh a welomp ennomp evel ar pezh a welomp en diavaez ac’hanomp. A-benn disteraat ar fromadennoù-se e tro lod ac’hanomp war-zu an drammoù.”

Plijet bras on bet gant al levr, skrivet gant elevez ha danvez from ennañ. N’eo ket ken mestroniet ar fin hag ar peurrest eus al levr, sur a-walc’h abalamour m’eo re gizidik ar skrivagnerez ouzh an danvez a bled gantañ evit mirout an hed rekis. Met ne dalv nemet evit ar pajennadoù diwezhañ.

Deuet eo al levr da vezañ ur meni “best-seller” kerkent hag embannet. Ur maen gwenn e istor re zu ar Stadoù Unanet, o kontañ ur vuhez a-vremañ. Gant ur savboent hag ur gumuniezh disheñvel, e c’heller tostaat al levr-mañ eus L’Histoire de Bone gant Dorothy Allison.

Advertisements

J’aime pas ça, j’en veux encore, Nadia Gagnier ha Myriam Gehami, bro-Ganada (2015)

Ul levr o vodañ soñjoù diwar-benn ar vugale hag ar boued.  Ar pezh em eus kavet mat ennañ eo ez a don a-walc’h gant e sujed, pa gomz eus “skeudenn-korf” an den evit displegañ perak e sav kudennoù boued gant tud ‘zo. Met n’ez a ket ken pell ha m’em bije karet, pa ne ra ket anv eus an “dysoralité sensorielle” (penaos an diaoul lakaat se e brezhoneg, “drouggenoù skiantennel” ??) oa diwar he fenn e oan o klask titouroù, just a-walc’h. Marteze peogwir n’eo ket anavezet kalz c’hoazh.

An tech nevez eo frankaat war moue ar vugale, paouez da abegiñ diwar-benn ar boued. Ar c’hudennoù a sav pa soursier eus an diaesamantoù-se a zo kalz gwashoc’h eget ar re a zeufe eus ar boued war-eeün.

A-hend-all e adkaver el levr-mañ techoù fall seurt levrioù, skrivet evit ar sodien. Diverradenn kelc’hiet e fin ar pennad, ton “new age”, kuzulioù re anat…

Ne vo ket desket kalz tra gant an dud o deus desavet bugale dija, daoust ma vije ul levr diellet mat ha dedennus, en e rummad.

 


La disparition de Natacha B., Frédéric Rocchia, Frañs (2018)

Romant-polis kentañ un aozer en em ginnig evel ijinus hag a bled gant traoù all eget lennegezh ivez.

Skrivet eo ar romant gant unan n’eo ket skrivagner, ha santet e vez. Pas kement-se en ereadur ar frazennoù, met er reizhskrivañ hag el lusk. Gant traoù farsus evel “tout va à volo”, met kement anezho ma ne weler mui nemet se goude ur prantad. Peogwir e felle din lenn al levr penn-da-benn kousto pe gousto, em eus kemeret anezhañ evel un arridennad skouerioù fall, da chom hep heuliañ pa skriver.

Kuzul kentañ : lakaat al levr da vezañ reizhet hag adlennet. Deskiñ implijout amzerioù. Gwiriañ reizhskrivadur ar gerioù gant ar genrouedad, da skouer.

Eil kuzul : chom hep implijout re a zivizoù. Seul vui ma komz tud kaezh al levr-mañ, betek ar re zesketañ anezho, gant ur pouez-mouezh merket er skritur hag a lak anezho da dremen evit sodien a-ziwar ar maez. Lakaomp. Nemet eo ponner adal ar frazennoù kentañ, hag e pad a-hed al levr… An diampartiz da veskañ divizoù ha komz-plaen a verkan muioc’h-mui en testennoù modern, techet da vezañ re helavar. Tennañ a ra diouzh ar c’hwezhioù, al livioù, ar jestroù, al livioù ha kement ‘zo, ar wirionded a lak al lenner da splujañ e bed ar skrivagner. Luchañ a ra war-zu ar senario, kentoc’h eget war-zu un oberenn lennegel, ha pa vije a galite uvel evel ur romant-polis.

Trede kuzul : chom hep implijout kozh klichedoù kozh, pa n’eur ket evit mont dreist dezho. Da skouer, senenn hir ar pred e ti an div wrac’h gozh a servij boued n’eus ket tu da zebriñ. Pe istor karantez brein ar c’homisar hag ar stajiadez. Pa n’eus netra nevez, na gwelloc’h, da ginnig eget ar re all, chom hep embann…

Ma, gant se, ne dalv ket ar boan resisaat eo ul levr nul… memes ma z’eus ijin a-walc’h er senario.

 


La peur des autres : trac, timidité et phobie sociale, Christophe André, Patrick Légeron, Frañs (1995)

Dedennus a-walc’h em eus kavet al levr, dreist-holl er penn kentañ. Displegañ a ra mat-tre ar c’hudennoù liesseurt a c’hell kaout unan da zaremprediñ tud all. Kinniget e vez goulennaouegoù bihan, da c’houzout gant peseurt droug oc’h taget (ma z’oc’h), hag-eñ e talv ar boan kaout sikour da blaenaat an traoù pe get.

Ar pezh ez eus da zerc’hel soñj anezhañ eus al lodenn gentañ eo n’eo ket normal aozañ e vuhez tro-dro d’an traoù ne greder ket ober, en em renkañ evit chom hep en em gavout gant tud all, mont da ouelioù ‘zo, nac’h pignat gant skeul ho labour peogwir ne fell ket deoc’h kaozeal dirak ar re all… e berr gomzoù, leuskel an namm-se da ren war ho puhez.

Hervez an aozerien, e vije meur a zoare da zont a-benn eus ar c’hudennoù-se. Gwell a se… met gant an eil lodenn on bet dipitet a-walc’h, peogwir ne ginnigont nemet unan, a-benn ar fin. An hini a labouront warni. Terapiezh an emzalc’h, a reont diouti. Ar sistem : ober an traoù n’ho peus ket c’hoant d’ober, daoust da bep tra. Evel m’ho pije c’hoant paouez da vutunat : paouezit, ha mat pell ‘zo ! Brav eo, evit tud yaouank dreist-holl… met m’eo bet klasket dija a-hed ur vuhez, klask en-dro, memes gant ur “coach”, a chom danvez-gouzañv. Evel evit ar butun, ez eus sur a-walc’h doareoù all da zousaat buhez ar re a zo taget gant seurt diaesamantoù (ha n’int ket merket e-touez ar c’hleñvedoù ofisiel). Hipnoterapiezh, ha me ‘oar… Met eus an traoù “e-kichen”-se, n’eus anv ebet amañ.

N’eus forzh, reiñ a ra un tañva dija, da bep hini d’ober e damm hent war-lerc’h.


Phaenomen 1 ; 2 : Plus près du secret ; 3 : En des lieux obscurs, Éric L’Homme, Frañs (2006)

Ur rummad tri levr plijus a-walc’h da lenn, ennañ drammoù pennañ al levrioù evit ar yaouankiz : galloudoù dreistnaturel, kevrinoù da ziluziañ, spierezh, karantez etre ar grennarded, beajoù, goulennoù diwar-benn e wrizioù, pennadoù e-barzh riboulioù pe gevioù (pouezus-tre, an dra-se, war a seblant, evit abegoù diemouez bet studiet gant tud all). Anzav a ran on bet souezhet-mat, ha plijet, gant an disoc’h.

Koulskoude ez eus kavet din, alies, e oa RE. Savet eo a-feson, santout a reer ar skrivagner a-vicher, ar stek… met ene a vank, marteze. Ur festival klichedoù eo ivez en ur mod.

Tro din d’en em soñjal war an doare da varn seurt levrioù, pa vezer erru kozh dija. A-wezhioù e prizian gant va sell den gour, hag al levr a zegas un dra bennak d’an den gour ma z’on (evel re Robin Hobb, J. K. Rowling, Christelle Dabos…). Evit Phaenomen, e kav din e tle bezañ dedennus evit ar grennarded, met din-me, n’en deus ket degaset kalz tra.


Et vous êtes priés d’assister au meurtre de…, Ngaio Marsh, Zeland Nevez (1934)

Un anv-bihan e yezh maori he deus ar skrivagnerez romantoù-polis-mañ, 5 bloaz yaouankoc’h hag Agatha Christie. Lec’hiet eo he holl romantoù e bro-Saoz, dezhi da vezañ eus Zeland Nevez. Gant se, en hennezh kentañ-mañ ne welan ket diforc’hioù bras etre he labour hag hini Agatha Christie.

N’heller ket c’hoazh ober ur poltred psikologel resis eus an enseller Roderick Alleyn, a vo haroz un tregont romant all war-lerc’h. Tennañ a ra muioc’h da Sherlock Holmes eget da Hercule Poirot avat. Hag an darempred a wazhoniezh a lak e plas gant e eiler a zegas soñj eus mignoniezh drol Sherlock ha Watson.

Evit an itrik, ur muntr e ti pinvidien bodet evit ur c’hoari etre mignoned, n’eus ket kalz traoù nevez ennan. Met lusket eo ha tapet e vezer ennañ digudenn : lennet e vez en un tenn. Vad a ra gwiskañ kofignonoù kozh a-wezhioù !

 


Apprentis vétos très spéciaux : 1 Alerte au yéti, 2 Gare au monstre du lac 3 Attention au(x) dragon(s) 4 Au secours de la licorne, Suzanne Selfors, bro-Alamagn (2013, 2014)

Ar pezh em eus kavet mat gant ar rummad-mañ eo ez eo hir a-walc’h, daoust ma vije evit bugale yaouank, lakaomp 7-10 vloaz. Gant se e lakae ac’hanon da soñjal e-barzh Enid Blyton, live “Secret Seven”.

Ben Silverstein zo mab nemetañ e dud, siwazh, kudennoù a zo etrezo ha divizet o deus kas anezhañ da dremen an hañv pell eus ar gêr, e ti e dad-kozh a anavez a-boan. Kontrol dezhañ, hennezh a vev gant nebeut arc’hant en ur gêriadenn vihan. Serret eo bet, un toullad bloavezhioù kent, al labouradeg boutonioù a laboure ar bras eus tud ar gêriadenn ennañ.

Met annezidi nevez a zo er savadur, p’eo bet staliet nevez ‘zo ur “glinikenn evit buzhug” : un anv a guzh un aozadur a bled gant loened klañv ar bed faltazi. Dre zegouezh en em gav Ben gant unan eus al loened-se, a ya da gas gant e vignonez nevez Perle d’ar glinikenn. Siwazh, abalamour dezhañ e tec’h kuit ur yeti klañv eus ar glinikenn hag e krog da blantañ reuz er gêriadenn. Ret eo d’an daou vugel adtapout anezhañ. Ur wezh kaset ar gefridi da benn e asant ar renerez kemer anezho da zeskarded er glinikenn, lec’h ma rint anaoudegezh gant boudoù a bep seurt.

Da bep levr e avañtur hag e loen nevez. Fonnusoc’h-fonnusañ e teu ar zoo-faltazi da vezañ. Ret eo derc’hel kuzh obererezhioù gwir ar glinikenn ar bed gwirion ; hag enebourien a zo, ken e Boutonville, ken er bed faltazi. Merket mat eo temz-spered an tudennoù, pe vijent a-bouez pe get en istor.

Ar pep gwellañ en istorioù-mañ eo ijin ar skrivagnerez, techet da farsal. He doare dezhi he deus da adimplijout boudoù faltaziek mil anavezet. Ur wezh echu an istor e kaver un astenn e stumm ur c’haier obererezhioù, gant titouroù diwar-benn ar boudoù faltaziek ha resisadurioù diwar-benn ar pezh a zo gwir pe n’eo ket en istor kontet. Kinniget e vez taolioù-arnod, tresadennoù, a bep seurt traoù da vont pelloc’h ganti.

Sañset n’eo ket echu ar rummad, peogwir e reer anaoudegezh el levrenn ziwezhañ gant hini droug ar bed faltaziek, met laosket eo d’ober e reuz hag e c’heller divinout ne vo ket da viken.

Ur blijadur eo bet lenn ar pevar levr-mañ gant ar vugale. Skrivet int brav, gant ijin ha lusk, ha gwirheñvel eo an tudennoù. Lennegezh a galite evit ar re yaouank.

 


Pebezh buhez ki, Herve Jaouen, Frañs (2017)

Romant evit ar yaouankiz, Pebezh buhez ki zo ur seurt Lassie, chien fidèle war ar mod fentus, a ro un digarez da weladenniñ broioù ‘zo eus ar bed. Skañv eo, lusket brav, dudius, daoust ma ne vijen ket ki gant ar personelekaat evit al loened. Ma ne vez ket gwirheñvel atav, n’eus forzh : ul lamm-faraon er fin a roio ur ster da bep tra. N’em eus ket keuz gant va frenadenn.

Koulskoude e oan tremenet meur a wezh dirak al levr hep kaout c’hoant d’e gemer. An abeg ? Kavout a ran divalav-ki an tresadennoù anezhañ… Gouzout a ran n’emañ ket mui brud Nono da vezañ savet, ha ne rebechan seurt ebet ouzh an treser dre vras. Met kavout a ra din ne glot ket ar stil tresadennoù-mañ gant ul levr evit ar vugale, daoust ma kavfen brav lod anezho, memes el levr-mañ. Pa skriver evit ar vugale, e implijer ur yezh eeün, ispisial, a lak an destenn da vezañ aesoc’h da lenn, hep teurel kont ouzh an tem ispisial a vez komzet diwar e benn. Amañ em eus ar santimant en deus treset Nono… tresadennoù gant Nono. Klotañ a reont eus ar c’hentañ gant an tem, met n’int ket lennabloc’h eget tresadennoù savet evit kelaouennoù tud deuet. Gant se, ne oan ket sur, en ur sellet ouzh ar golo nemetañ, e oa al levr evit ar yaouankiz.

Met ar pezh a gont dreist-holl eo an destenn. Ha war ar poent-mañ, dipit ebet da gaout. Saourus eo troidigezh Herve Lossec ivez, evel boaz.


Candide et Lubrique, Adam Thirlwell, Rouantelezh Unanet (2016)

Ur romant un tammig dedennus… met pas muioc’h.

Emañ an dezreveller e kreizig-kreiz un enkadenn : re binvidik eo, re aes eo e vuhez, gant se eo bet bountet gant e vouezh diabarzh da guitaat e labour ha da chom da vevañ gant e wreg (pinvidik) e ti e dud (pinvidik). Petra a reer pa vezer dilabour ? Malañ soñjoù. Ur maler-soñjoù a-vicher e teu da vezañ, ha kinnig a ra anezho deomp evel ma teuont e teuont, a-stlabez.

Gwir eo e teu soñjoù dedennus a-wezhioù, prederouriezh, “refleksionoù profitabl”… met ret eo o didouezhiañ diouzh ar re all ! Evit ar pezh a sell ouzh an itrik ez eus unan bihan, strobet e-touez ar peurrest, ne c’heller ket lavaret e vije tridus al lusk… Ha c’hoazh, pa ne huanader ket da vat…

Taolenn al levr zo ur souezhadenn anezhi hec’h-unan, kontañ a ra un istor a-dammoù, dindan un hir a frazennad. Al lodenn gwellañ eo…

N’eo ket c’hwitet ar romant da vat, met ne zeuan ket a-benn da drueziñ unan en deus da bal klask tammoù trubuilh da blantañ en e vuhez evit dizenouiñ. Koulskoude, pa soñjer mat, an endro-man, an tem-mañ, eo ar re a gaver tamm-pe-damm e pennoberenn Bret Easton Ellis Less than zero ! Posubl e vije, eta, ne vije ket barrek-barrek Adam Thirlwell war ar skrivañ. Emichañs e skriv evitañ e-unan, da glask diluziañ e “gudennoù” ha da reiñ un tamm lufr d’e ego (war em eus komprenet n’emañ ket pell stad haroz Candide et Lubrique eus hini ar skrivagner). War ma meno, n’eo ket erru c’hoazh d’al live ma tedenner al lennerien.

Met posubl eo ivez em bije c’hwitet war un dra bennak, e vije re lennek an oberenn evidon pe evit bezañ peurgomprenet diwar ar c’hentañ lennadenn…

Etre va chik ha va chouk, div notennig evit an dazont :

. Paouez da zibab va lennadennoù diwar o golo

. Chom hep adlenn Adam Thirlwell (nemet ma tro va soñj evit abeg pe abeg, da skouer, kuzul ur mignon).


Les mystères de Larispem 3 : L’élixir ultime, Lucie Pierrat-Pajot, Frañs (2018)

An dourenn ziwezhañ-holl, levrenn diwezhañ-holl ar rummad teir-mañ.

Emaomp e 1871, e keoded dieub Pariz. Adskoulmet e vez an itrik lec’h ma oa chomet (un tamm diverradur ne vije ket bet a re, poan em eus bet oc’h eñvoriñ plas ha rol pep hini). E penn ar gouarnamant ne chom nemet un den diwar an trikon a oa kent, ha c’hoazh, maneet eo evel ur vargodenn stag ouzh he neudennoù, hep gouzout da zen. Pal an hini zrouk, Vérité de Maugardin ? Reiñ lañs d’ar brezel, ha ren dibardon war an holl, goude bezañ en em veñjet eus an dud o deus lakaet anezhi da c’houzañv kent. Ne zlefe ket bezañ diaes dezhi, adal ma kav an tu da laerezh formulenn an dourenn ziwezhañ-holl, an hini a bermet sturiañ spered ar re all hep touch anezho, digant Liberté.

N’an ket da gontañ troioù-kaer Carmine, Nathanaël hag o c’henseurted dre ar munud. Trawalc’h eo gouzout eo echu an avañtur da vat hag e kav pep hini e blas er fin.

Boemet on bet gant an heuliad dibar-mañ. Un ton en deus ha ne gaver neblec’h all ebet, gant e ardivinkoù dreistordinal hag e renk kigerien galloudus a gomz louchebem(eg ?). M’eo kumun a-walc’h tudennoù Liberté ha Nathanaël, hini Carmine zo dispar. Implijet brav eo kêr Bariz istorel. Tennañ a ra an ambiañs da hini filmoù ‘zo gant Jean-Pierre Jeunet, da skouer La cité des enfants perdus pe gant Tim burton Miss Peregrine et les enfants particuliers.

Pa soñjer eo gant ar romantoù-mañ e krog Lucie Pierrat-Pajot he resped a skrivagnerez, ez eus peadra da soñjal eo strujus aergelc’h levraoueg ar skol a-benn sevel lennegezh. Kelennerez-teuliourez eo en ur skolaj.