Category Archives: Spierezh

Brezel an dour, Yann-Fañch Jacq (2014)

brezel an dourAn titl n’eo ket treuzwelus, met ur romant spierez eo Brezel an dour dreist-holl.

N’on ket bet plijet gantañ tamm ebet : ne zere ket an temoù, ar metoù bizitet ouzhin. Kregiñ a ra gant meur a bajenn diwar-benn ur skipailh volley, ha goude ez eo un doare c’hoari plegañ pognez etre un embregerezh bras ha Mediapart. Ar vammenn bolitikel n’on ket desachet ganti tamm ebet, seul vui m’eo tostoc’h ar skrid-mañ ouzh ur senario eget ouzh ur romant, evit ma vije aes da lenn : aet an deskrivadurioù da netra, kreizennet eo ar skrid war an itrik, an ober. Din-me e ra an efed kontrol : pa vez tennet ar munudoù, an depegnoù a bermet en em gavout en un ambiañs, rannañ trubuilhoù an tudennoù, ne chom nemet an temoù ha ne blijont ket din.

Dic’houest on bet da jaojañ ar romant.

Advertisements

Un pur espion, John Le Carré, bro-Saoz (1986)

Ur sapre romant mat eo hennezh, a antrean drezañ e bed ar brokus a skrivagner spierezh John Le Carré, alias David John Moore Cornwell. C’hoant em boa da lenn traoù gantañ abaoe m’em boa gwelet, en ur pennad-kozh gant ur spier, e lenne hennezh romantoù gant John Le Carré evit diskuizhañ e-pad e vakañsoù. Soñjet em boa e tleent bezañ gwirion-kenañ. Posubl eo, o vezañ ma oa spier John Le Carré e-unan e penn kentañ e hir a resped skrivagner.

Berr eo va gouiziegezhioù diwar-benn ar stil-se e gwirionez ; n’em eus lennet nemet Langelot ha levr dreist Robert Littell La Compagnie. Krog on da gompren eo ur jener drezañ e-unan peogwir ez eus kalz a heñvelderioù etre La Compagnie hag Un pur espion. An daou zo ken dedennus all.

Lavaret e vez diwar-benn Un pur espion eo ar romant a gaver ennañ ar muiañ a elfennoù tennet eus buhez ar skrivagner. E gwirionez e pinvidika brav tudenn Rick, tad ar penndudenn, ar romant. Doareoù dreistordinal en deus hag a ro ul liv hunvre da lodennoù ‘zo. Kalzig a fent a vez degaset gantañ ivez. Ibil ar romant eo, an den a zeu pep tra diwarnañ, mat pe fall, daoust ma ne vije ket e kreiz an ober peurliesañ.

Ar pezh a zo deut mat gant John Le Carré eo luzierezh ene mabden. Arabat klask el levr-mañ tudennoù gwenn pe zu. Koulskoude e c’heller kompren anezho, o digareziñ, o ambroug war o hentoù kammigellek. “Pur” zo da gompren gant e daou du e gallek : dre anien, ha glan. Glan dreist-holl.

Un istor brav, gwallzedennus, en em gaver diwriziennet diouti ur wezh serret al levr. Peadra vo d’en em goñfortiñ gant romantoù all ar skrivagner : skrivet en deus 24 bennak anezho, ur bern anezho deuet da vezañ best-sellers. Ma z’eus ouzhpenn 600 pajenn e pep hini evel e-barzh hennezh e vo peadra da gaout ebat e-pad meur a zek vloaz c’hoazh.


Vango 2 : Un prince sans royaume, Timothée de Fombelle, bro-Frañs (2011)

En un tenn e vez lennet fin Vango, daoust d’e 393 pajenn. Ret eo en em advoazañ ouzh ar stil telegrafek e penn kentañ, ouzh ar frazennoù berr o tont herrek an eil war-lerc’h eben : pegen pell omp erru eus pajennoù kuñv an XIXvet kantved, ken brav da zegas ar c’housk d’an nen (hag a vourran ivez !). Met dreistordinal eo c’hoazh al levr-mañ gant Timothée de Fombelle hag a-raok pell ne c’heller ket mui diskregiñ. Degouezh a ra re a draoù, re vuan, liammet re start, evit gellet mont d’ober traoù all.

Muioc’h c’hoazh eget er c’hentañ levrenn e santer en honnezh levezon ar c’hoariva. Ne baouez ket an tudennoù da redek an eil war-lerc’h eben, hep en em gavout, betek ar fin. Hag ouzhpenn ur wezh e sav c’hoant el lenner d’en em lakaat da huchal, evel dirak abadenn Guignol : amañ emañ ! sav da benn !

Luziet eo an traoù pa vez kontet an istor war meur a brantad, gant meur a remziad tud, hag o redek atav eus Europa da Amerika, war vor, war varc’h, war-nij, war ar gwez hag an toennoù… Gouzout a ra ar skrivagner lakaat marzh er pemdez, c’hwezhañ atav war ar guriusted, ha klozañ a-zoare en ur lakaat pep hini da adkavout e blas… brav kenañ eo. Gant un arboell gerioù hep e bar e c’hell plantañ un dekor a-bezh gant un nebeut frondoù pe livioù, leun a varzhoniezh hag a esmae. Fent a vez ivez e lec’h pe lec’h, nebeutoc’h eget e Vango I avat.

Alvaonet on o welet kement a ampartiz en ul levr evit ar yaouankiz, ur wezh ouzhpenn. Evidon eo Vango, asambles gant Tobie Lolness eus an hevelep skrivagner, e-touez ar romantoù gwellañ em bije lennet biskoazh. Da lenn, adlenn, profañ, studiañ, treiñ…


Tonkad kriz Tom Bruise, Yann Gerven (2007)

Setu aze ur romantig gant Yann Gerven o veskañ an daou dem tostañ d’e galon a skrivagner moarvat : an traoù polis (amañ eo spierezh e gwirionez) ha… sekselezh an dud yaouank. N’eo ket mesket an daou a-feson, a soñjan : ken buan all ‘vije tennet ar spierezh evit ober ur gwir zanevell gant Yann Gerven, evel ma c’hellfed lenn e-barzh Al Liamm. Kenkoulz lavaret n’eus souezhadenn ebet war an tu-se !

Bez e oan o c’hortoz muioc’h eus an eil istor, marteze… degas a ra pebr d’ar peurrest, nevezenti, drevezet mat eo, skañv avat (ha : skañv un drugar…).

Yann Gerven ne blij ket din bemdez, met n’heller ket rebech outañ skrivañ mod Yann Gerven ! Dreist eo seurt lennegezh evit ar vakañsoù, ne dorr ket ho penn, freskaat ha pinvidikaat a ra ho prezhoneg (ur bern notennoù traoñ ar pajennoù zo el levr-mañ, skrivet aes en doare ma vije komprenet mat gant tud yaouank) ha leun a fent, pezh vez plijus atav.


Underworld USA, James Ellroy, Amerika (2009)

Underworld USA
Setu echuet ganin rummad teir levrenn James Ellroy diwar-benn Istor ar Stadoù-Unanet (al levrioù all o vezañ American Tabloïd hag American Death Trip). Kollet e oan un tammig e penn kentañ o vezañ ma anavezen tamm-pe-damm tudennoù ‘zo hep bezañ dalc’het soñj eus o ferzh resis en itrikoù kent… Nag a souezh bremañ pa verzan n’em boa ket lennet an eil levrenn, kontrol d’ar pezh a soñjen ! Dipitet un tamm eta. N’eo ket kalz tra koulskoude, peogwir eo ken luziet an itrikoù ha ken pinvidik ar romantoù-se m’em boa graet start va soñj, en ur lenn hennezh, adlenn ar rummad teir-levrenn-se en urzh hag en un tenn pa gavin tro. Klaz eus an tudennoù oa marvet el levrioù kent ivez, pezh a aesa al lenn en ur mod 🙂 Skrivet eo bet an teir levrenn en ur ober 15 pe 20 vloaz bennak, pezh a lak da gompren al labour a zo a-dreñv seurt oberenn.

Ul levr taer eo, feuls ken ez eo betek ma vez heuget al lenner gwezhioù ‘zo… met dont a reer da voazañ, a-benn ar fin. Seul vui ma teu a-wel, tamm-ha-tamm, inizi a zouster degaset gant maouezed ‘zo (dezho ur perzh politik a-bouez memestra) ha gant o darempredoù karantez ha familh, daoust ma ne vije ket boutin ar re-se. Denelezh ivez o tont a-wel dousig eus tu an hini glas e vegel, ar paotr yaouank a emell eus ar jeuioù dañjerus a vez anv anezho, hag a weler o vont da vras tamm-ha-tamm en ur dreuziñ meur a janglenn ferv.
Er bed feuls-se e pourmen James Ellroy ur bluenn dibar, hep munud ebet a re, betek bezañ sec’h a-wezhioù : klotañ a ra mat gant an tudennoù eo ar muntr hag an drougemglev o femdez.
Ur romant e chom, daoust ma vije diwar-benn Istor ar Stadoù-Unanet eus JF Kennedy betek ar Watergate. Un istor eus an Istor, gwelet eus tu teñval an daolenn, en ur mod. M’en dare hag-eñ ne vezer ket kaset pelloc’h ha gwirionoc’h gant ijin James Ellroy eget gant an titouroù ofisiel a c’heller rastellat diwar-benn ar vro liesdremm-mañ he deus, evel an holl vroioù met marteze muioc’h, ur bern traoù da guzhat.


Glamorama, Bret Easton Ellis, Amerika (1998)

Glamorama
Lenn Glamorama zo un tammig evel bezañ e-unan dirak ur mell boestad chokoladoù : goût a reer e vor klañv met n’heller ket herzel ouzh debriñ anezho betek an hini diwezhañ. Kregiñ a ra dousig ouzhpenn, c’hwek eo ar penn kentañ, ha pa gomprener eus petra zo kaoz e gwirionez eo re ziwezhat evit paouez !
Ar skrivagner-mañ n’en deus aon rak netra ‘toare ; din-me e ro aon bras e ijinadennoù, hep kontañ ar fed int feuls sofkont : un doare en deus da ren e dudennoù a zegas kalz a suspens. Iskis eo, peogwir e tremen en ur metoù n’eo tamm ebet va hini, ha da gentañ e kemeran e levrioù gant ar soñj dispis n’hellin ket intrañ e ved, n’hellin ket bezañ lod e kudennoù dramm, arc’hant, merkoù… e binvidien. Fazian a ran, evel just, ha daoust d’an eur o treiñ n’on ket bet evit pozañ Glamorama e-pad ar 400 pajennad diwezhañ. An diskoulm, dic’hortoz krenn e-keñver al lodenn gentañ, n’eus lakaet ac’hanon da vagañ keuz o vezañ chomet dievezh war ar pezh a seblante din bezañ dister da gentañ, hag a oa pouezus a-benn ar fin, pezh a ziskouez pegen mat eo frammet e romant.
Ul levr evel hennezh zo un taol-pleustr evit al lenner, ur c’hentañ bolodenn ecstasy, distoubañ a ra un eston, ha pa vez douaret e vezer klañv. Dindan gazel-ge e oan betek re e-pad va lennadenn gentañ, me garfe gouzout perak dre un eil hini, siwazh ne vin ket gouest da adlenn anezhañ evit tennañ e vouedenn-danevelliñ dioutañ : kalz re feuls eo evidon. Abalamour da se eo e romant kentañ Moins que zéro va hini muiañ-karet evit poent : ar feulster ennañ a chome psikologel. Lenn a rin ar re all memestra. Ur skrivagner meur eo.


Ruz-bev, Paol ar Meur (1991)

Chomet on pell o tornata, o follennata, o pigosat el levr-mañ hep gellet gouzout hag-eñ e oa ur romant (evel m’em boa gwelet skrivet en ul lec’h bennak) pe un torkad 3 danevell hir. Ur romant eo, a-benn ar fin. Diaes eo da c’houzout en ur vraslenn peogwir e heuilh meur a benndudenn, e meur a lec’h : ne baouez ket anvioù an tudennoù da cheñch kar niverus int.
Ar pezh a heuilh Paol ar Meur er romant-mañ eo e ijin : un enezenn didud eus ar meurvor Habask (ur menez-tan e gwirionez) a vefe bet ur bagad brezhonegerien oc’h anneziñ warni daou c’hant vloaz ‘zo bennak : o fal oa sevel ur porzh evit gellout ehanañ evit aesaat ar veajoù etre Breizh ha Bro-Sina. Kollet e vije bet roud eus an drevadennerien-se pa oa aet d’ar strad al lestr a zlee distreiñ da Vrest da gelaouiñ an dud war an dizoloadenn-se. Disoc’h : un enezennad a-bezh o vrezhonegañ hep ger galleg ebet… Fiskal !
Ur romant avañtur eo dreist-holl. Evel-just eo bet an Amerikaned o lakaat o fri e-barzh ar jeu. Evel-just o deus c’hoant eneziz ‘zo d’en em zizober deusouto. Evel just ez eus ur bebrenn pe ziv da bebrañ ar meuz.
Un neuz foutouilhek zo d’an darvoudoù a-wezhioù : Superemsaver, an eil lodenn, zo dic’hortoz a-walc’h ! Da heul ar skrivagner e kantreer e Enez Frañs ar wezh-mañ : Ti ar Brezhoneg e Pariz, da skouer… koulskoude emaer atav e-barzh an istor gent, anavezout a reer Gwenola, unan eus an harozed pennañ ma n’eo ket AN harozez… N’ouzon ket re !
Diluziet e vez kevrinoù ‘zo en trede lodenn, ha reoù all a chom a-ispilh… Ha dav eo din anzav n’em eus ket peurgomprenet ar fin, kevrinus a-walc’h.
Labouret eo bet war ar yezh, en un doare lenneg. Dibabet spis eo ar gerioù, n’eo ket ar re aesañ da gompren, met un unvaniezh a zo e-barzh ar stil : n’eo ket displijus daoust ma ne sonfe ket naturel kenañ ar brezhoneg.
Dre vras eo bet ur souezhadenn vrav ar romant-mañ evidon ; kalz a ijin a ziskouez Paol ar Meur kaout ennañ daoust ma chomfe war sujed an emsav, tonkad ar brezhoneg hag all. Ha dre m’eo prederiet gant ar sujedoù-se a sell ouzhimp holl, just a-walc’h, eo dedennus da lenn.


Un agent qui vous veut du bien, Anthony Burgess, Amerika (1973)

Un agent qui vous veut du bien

Ur romant spierezh mat tre eo, gant kalz a eil derez, met fent soutil a-walc’h a gav din. An tudennoù zo just un tammig en tu all eus ar pezh a zlefent bezañ en ur romant spierezh ne vefe nemet se… Peadra zo da c’hoarzhin eta, en ur chom gwallzedennet gant an itrik. Ar yezh zo resis ha plijus met klaseloc’h eget en Orange mécanique pe Dernières nouvelles du monde. Dudius kenañ.


La Compagnie : le grand roman de la CIA, Robert Littell, Amerika (2004)

La Compagnie
Ne vijen ket bet o lenn ar romant-se va-unan. Prestet eo bet din evit va gwaz, ne blij ket dezhañ lenn romantoù. Lakaet ‘m eus va fri e-barzh ha… n’on ket bet evit diskregiñ ! Desket ‘m eus ur bern traoù netra nemet en ur heuliañ an tudennoù eus o yaouankiz betek o c’hozhni en ur dremen dre ar mare ma oant bet enrollet er CIA pe er c’hKGB hervez… (ret eo lavaret n’em boa gouiziegezh ebet, memestra). An tudennoù-se a heulier en o c’hefridioù-labour e broioù hag e mareoù stratejik : dont a ra ar romant da gejañ ouzh darvoudoù istorel. N’it ket da soñjal e vije an tudennoù krouet gant Robert Littell un digarez da reiñ ur gentel Istor nemetken : e donkadur dezhañ e-unan en deus pep hini, hag al liammoù gwiadet etrezo er penn kentañ a gaso holl d’un dirouestl bennak a-benn ar fin. Paket e oan da vat en istor, ha badaouet gant stek ar skrivagner : penaos an diaoul en deus gellet labourat gant kement a zielloù, ha chom gwallzedennus ? Ken sachus eo ar romant hag ur thriller dre ma z’eer war-raok. Ha dreist-holl em eus ar santimant da vezañ enbarzhet ur bern titouroù a vanke din evit kompren an disterañ romant spierezh… N’eus ket da dortal, La Compagnie zo unan eus ar gwellañ levrioù ‘m bije lennet dindan an 10 vloaz diwezhañ ! Unan eus ar re (rouez e galleg) a brenin un deiz bennak.
Tad ar skrivagner Jonathan Littell (Les bienveillantes) eo Robert Littell : me gav din en deus desket ur bern traoù ar mab digantañ !


American tabloïd, James Ellroy, Amerika (1995) Kentañ levr an heuliad teir-oberenn “Underworld USA”

American tabloïd

Bluffet on gant ar romant o tiskouez ur prantad eus Istor Amerika deus an tu teñval, hini ar mafia, ar muntrerien hag all. Ar skrivagner en deus ur stil lemm tre, evel barzhoniel, pezh a ra ur c’hemm mat gant ar sujedoù a bled ganto. Du-pod eo ar bed a gas al lenner ennañ avat, ha taer, ken taer ma vezan lakaet diaes gant e feulster ha m’em eus bet mil boan oc’h echuiñ al levr.