Tag Archives: Calvino

Ar Baron pintet, Italo Calvino, bro-Itali (1957)

Embannet eo bet an droidigezh vrezhonek, savet gant Serj Richard, e 2019.

Goude Ar beskont daouhanteret ez eo ar romant-mañ eil hini ur rummad tri.

Da heul ur vrochadenn familh dister en em laka Cosimo, 12 vloaz, da vouzhañ. Krapat a ra e-barzh ur wezenn eus domani e dad. Ne ziskenno biken ken betek fin e vuhez.

Drol eo tem al levr hag, evel hini ar romant kentañ, diwirheñvel. Met n’eus ket kalz traoù el levr ha ne glotfent ket gant ar bed gwirion. Depegn a ra mat-tre Italo Calvino doareoù-bevañ ha spered tud Italia en XVIIIvet kantved, neket e ti an noblañsed nemetken met e ti kêriadenniz, plouiz ha peorien. A bep seurt a wel Cosimo, ha eñ a-us d’ar bed. Kemer a ra perzh, en e vod, ouzh darvoudoù a sell ouzh buhez e gorn-bro, e familh hag e genvroiz. Mirout a ra dalc’h e renk, kement hag e enor.

An itrik, pinvidik, a gemer alies tresoù hini ur romant avañtur klasel ; oc’h heuliañ neudenn Cosimo en e uhelderioù. Gwallzedennus a-wezhioù, e c’hell bezañ hir gwezhioù all hag un tamm mougus, evel en ul lec’h kloz. Herzel a ra ouzh al lenner da welet pelloc’h eget ne ra Cosimo e-unan, peurliesañ.

Ur bern tudennoù ha darvoudoù istorel a gemer perzh en itrik, ar pezh a ro talvoudegezh dezhi. Met dedennus eo ivez ar sell a vez pozet war gCosimo gant e familh, gant tud e renk ha gant ar re all. Petra a vez graet gant an dud disheñvel, a zibab hentoù treuz ?

Kavet em eus dedennus-tre ar romant, skrivet gant ur stil skañv ha fentus alies. Koulskoude em eus bet un tamm diegi d’e echuiñ ha kavet em eus hirik e 374 pajennad.

Gortoz a ran an trede opus gant mall ha kuriusted.

 


Ar Beskont daouhanteret, Italo Calvino, bro-Itali (1952)

Kentañ levrenn ur rummad teir eo honnezh, ar pezh em eus desket nevez ‘zo. Me garje e vije lakaet an daou all e brezhoneg, kement ha gouzout penaos e vezont liammet etrezo. Evidon, santout a ran an dezrevell-mañ evel un dra klok.

Ar gwellañ doare da gomz diwar he fenn eo an hini implijet gant ar skrivagner e-unan : hanter-hent emañ etre ur romant hag ur gontadenn, ar pezh zo mat evidon o vezañ m’em bez poan o vont e-barzh bed ar c’hontadennoù, peurliesañ.

Lennet em boa anezhañ e galleg, pell ‘zo, soñj em eus e oa e-barzh program skolveur ar bsikologiezh tro 1987. D’ar mare-se em boa kavet anezhañ diaes. Souezhet on bet oc’h addizoloiñ ur skrid aes da lenn, hag eeün en e soñjoù ivez – eus an eeünded-se ne vez ket kavet gant n’eus forzh piv, hag a lak ar soñj pennañ da strinkellikat – kemerit ur boulom, faoutit anezhañ e daou damm, unan du, unan gwenn, petra ‘vo an disoc’h ?

Ur gentel eo a-ziwar personelezh mab-den, lusket brav, enni tudennoù pimpatromel dudius hag, alies, farsus.