Category Archives: Brezel

An amzer laeret, eñvorennoù ur breizhad prizonier en Aotrich, Pier-Mari Louz ha Bernard Kabon (2006)

E-pad an eil brezel-bed e oa bet prizoniet Pier-Mari Louz, eus Montroulez, gant an alamanted. Kaset e oa bet ganto da labourat e bro-Aostria, lec’h ma vanke paotred yac’h evit kas da benn labour an atantoù. Kontet en deus e envorennoù da vBernard Kabon, en deus lakaet anezho dre skrid diwar an enrolladennoù en doa graet.

Kalz plijadur em eus bet o lenn al levr-mañ, a gont brezel Pier-Mari Louz penn-da-benn eus ar galv betek an distro d’ar ger. Chomet e oa 6 bloavezh o labourat e Aostria, gant ar santimant e veze laeret an amzer-se digantañ, pa oant bloavezhioù yaouankiz. Bev-buhezek eo an istor, a lak war-wel an diforc’hioù a oa etre al labour-douar aostrian hag hini Breizh d’ar mare-se. Gwelet a reer ne veze ket graet heñvel ouzh ar brizonidi, hervez al lec’h e teuent dioutañ. Kompren a reer mat an darempredoù etre an dud, a veze mat peurliesañ. Anat eo ivez ar reuz a oa bet lakaet gant ar rusianed deuet da zieubiñ ar vro.

Notennoù niverus a resisa traoù ‘zo e fin al levr, hag ouzhpennet eo bet un diverrañ eus deizlevr person Thaya, ar gumun e oa Pier-Mari Louz o labourat enni, er mare ma oa-eñ du-hont.

Ul lennadenn glet, hep darvoudoù dic’hortoz met kaset aes ha flour gant ar c’honter ha gant ar skrivagner.

Advertisements

Les aventures de Boro, reporter-photographe 1 : La dame de Berlin, Dan frank ha Jean Vautrin, Frañs (1987)

Levrenn gentañ ur rummad a 8 eo honnezh. Skrivet a zaou zorn, bez he deus da haroz Boro, ur yuzev hungariat a zo bet awenet kalz e grouerien gant al luc’hskeudennour Robert Capa evit sevel e dudenn.

Ur seurt romant-avañturioù-polis istorel eo La Dame de Berlin. Kregiñ a ra just a-raok na errufe Hitler e penn bro-Alamagn. Pourmen a ra an haroz dre Europa. Livet-kaer, romantel, dreistordinal eo e droioù-kaer ha n’heller ket enouiñ o lenn anezho. Ur stil o deus ar skivagnerien, a zegas fent da vareoù dic’hortoz ; un implij ampart eus ar galleg ivez, ur geriaoueg pinvidik war meur a live-yezh hag ur blijadur o c’hoari gant ar yezh, dre vras.

Ar pezh am eus kavet dedennus eo an endro istorel dreist pep tra, betek bezañ direnket un tammig gant ar fed e lak anat ar skrivagnerien eo bet skrivet al levr goude an darvoudoù istorel. Da lavaret eo ne glaskont ket lakaat al lenner da zisoñjal e ved dezhañ ha da splujan korf hag ene en istor a gontont, kentoc’h e tegasont soñj re alies eus ar pezh a zo o vont da c’hoarvezout. Emzalc’h pep haroz a glot muioc’h gant hini unan a oar petra eo bet an Istor, eget gant unan a vije paket e kreiz an tourmant hep bezañ re sur pelec’h kas e gammedoù. Gant se, n’eo ket ken gwirheñvel ha m’en dije gellet bezañ.

Ur meskaj deuet brav, gant un dakennig a Gorto Maltese, kalz Istor, fent forzh pegement, suspens pa vez ret, dilammadennoù niverus-meurbet… Un evezh pizh zo bet roet d’an doareoù treuzdougen el levrenn-mañ : kirri ker, tren, zeppelin… An harozed, dibabet mat, a zo gwezh pinvidik, gwezh paour, kement hag ober un dro glok eus kevredigezh ar mare. Gant ur stil disheñvel-mat, e kavan kerentiezh etre al levr-mañ hag hini Timothée de Fombelle, Vango.

Lennegezh poblek a live uhel, a lavarfen. Gwelet e vo m’eo bet gouest ar skrivagnerien da zerc’hel gant o lusk diaoulek el levrennoù a heul, daoust ma vo ret d’an amzer mont war-raok ha, marteze, tizhout bloavezhioù n’eo ket ken pinvidik ar vouedenn da dennañ diouto hag hini ar bloavezhioù tregont e Frañs hag Alamagn.


Traoù kouer, Herve Bihan (2010)

Un torkad danevelloù eus ar re glaselañ eo hennezh, dezhañ tech torkadoù danevelloù prantad klasel ar brezhoneg : ur yezh mestroniet abil, un drugar he lenn, ha danvezioù digempouez, pa vez lakaet muioc’h a aked da skrivañ brav eget da skrivañ dedennus.

Ur gudenn em eus gant ar seurt fent implijet e Sibarit an Neñvoù pe e Tempus maximo momento erat : digomprenus eo din. E danevelloù all eo aes da gompren met ne lak ket da c’hoarzhin kennebeut (Meusieu Fulup…) N’on ket bet gwall dizhet gant an danevelloù dezho un awen sokial ivez : Goulenn an aluzon, Deroù-mat Janin… M’en dare hag-eñ n’eo ket pa vez gwad ha feulster e vez Herve Bihan ar muiañ en e vleud, a-benn ar fin. Va danevell muian-karet en dastumad-mañ eo Kuzh-heol e Santez Anna ar Palud. Iskis eo, pa soñjan, peogwir em eus lennet ar bras eus an danevelloù-mañ div wezh : pa oant bet embannet en Al Liamm da gentañ, ha gant red an torkad ar wezh-mañ. Ha soñj mat em eus pegen displijet e oan bet gant an danevell-mañ, dres, a gaven garv-kenañ. Deuet brav eo gant ar skrivagner koulskoude, ha mesket mat eo enni ar vestroni eus ar yezh, hag he deus ur ster en danevell-mañ muioc’h eget e reoù all ; ar suspens -ma c’heller lavaret, dindan ken berr istor- hag ar c’hest a ster d’ar vuhez, hag a zo an diouer anezhañ tu gwan an danevelloù-mañ dre vras, a-hend-all… a gav din.

Uhel eo live al levr-mañ, koulskoude e kav din eo da zegemer kentoc’h evel al levr lennegel kentañ ma z’eo a-berzh ar skrivagner : un deroù, a zo en egin ennañ ar pezh a c’hellfe, a zlefe dont war-lerc’h. Siwazh, ne vez ket serret kalz a bajennadoù war e lerc’h ken er mareoù-mañ. Gortoz pell, gortoz gwell ?

Bet en deus bet al levr-mañ ar priz Langleiz e 2010.


Mojenn ar vuhez hag ar marv, Goulc’han Kervella (2016)

Kredet em boa e vije dreist-holl mojennoù kozh aztommet el levr-mañ ha n’em boa ket gwall c’hoant d’e lenn.

Ur souezhadenn em eus bet eta. Mat em eus kavet addizoloiñ an teir mojenn bet dastumet gant Anatol ar Braz hag azasaet en ur brezhoneg komprenabloc’h evit skolajidi hag ur pedervet hini diwar-benn seblantoù. Dibabet int bet a-zoare, disheñvel an eil re eus ar re all ha mat da lakaat ar gaoz war ur bern traoù sevenadurel hag ar vuhez pemdez gwezhall. Ar peder danevell all n’int ket holl danevelloù diwar-benn genel, ar pezh a zo boutin etrezo eo ez int istorioù Nedeleg, gant pe hep ganedigezh. Hag an eil tra boutin, eo e pledont holl gant buhez tud munut, tud disoñjet gant ar gevredigezh, dilezet ha reuzeudik. Daoust ma vije disheñvel-mat o endro ez eus kalz kerentiezh etrezo eta.

Mat em eus kavet al levr, dudius, disheñvel ha fromus alies en eil lodenn.


Marharid Siche, Tavarn ar Peoh (2004)

tavarn-ar-peohLakaet eo bet Tavarn ar Peoh e brezhoneg gant Goulc’han Kervella, an embannadur gallek zo eus 2008.

Ur pezh-choari berr eo. Kinnig a ra un dornad tud, yaouank pe goshoc’h, da vare an dalc’hidigezh alaman e Montroulez e 1943. Un nebeud fedoù istorel a vez meneget ; ar roll anezho a gaver e penn kentañ al levr.

An tudennoù zo ur skeuliad pimpatromoù eus ar re a gaved e pep lec’h er pleg-mañ eus an istor : neb en em gann er strouezh, neb a ya da frikotañ gant an enebour ha n’eo ket ken droug-se hag a vo touzet diwezhatoc’h, ar c’houbladoù a strob hag a zistrob hervez ar re a dremener hebiou dezho. Ar senenn ziwezhañ a ginnig ur sell war-gil evit divinout petra eo deuet an dud-se da vezañ : sklaeraat a ra c’hoazh ar soñj kentañ, da lavaret eo n’eo ket pouezus an tudennoù, ar pezh a gont eo ar re a skoueriont.

Dremm istorel ar pezh-c’hoari eo an hini pouezusañ. Eeün hag efedus eo, ha klotañ a rafe gant ezhommoù yezh ha program skolajidi trede klas.

A-hend-all, fellet ez eus bet da Varc’harid Siche, hag a oa kelennerezh war al lizhiri klasel, plantañ daveoù da vojennerezh bro-C’hres en he skrid. Dre se, e vez sellet ouzh an tudennoù evel pa vijent traoù bihan ha pell a sell an doueed gresian outo gant kuriusted. Reiñ a ra tro d’ar skrivagnerez da gaozeal eus an tonkad war-eeun, e-lec’h leuskel al lennerien d’en em soñjal. N’em eus ket kavet brav ar meskaj etre an div sevenadur e gwirionez. Se zo kement ha lakaat sukr er soubenn : ponnerraat ha distresañ a ra ar skrid. Met an daveoù gresian n’int ket plezhennet gant peurrest an destenn, neuze e c’heller lenn anezhi hep teurel re a evezh outo ; ar pezh em eus graet.


Hag un den ez eus anezhañ, Primo Levi, bro-Itali (1947)

golo_hag_un_denPrimo Levi a oa anezhañ ur yuzev eus bro-Itali. Hangaset e oa bet d’ur c’hamp-labour stag ouzh hini Auschwitz e 1944 : dre ma ne oa ket padet re bell, en doa gellet en em dennañ bev.

Ar pezh a zo souezhus en testeni-mañ eo ne c’hoari ket gant ar santimantoù. Klasket en deus Primo Levi kontañ ar pezh a oa c’hoarvezet dre ar munud e-keñver ar fedoù, ha chom a ra ar muiañ posubl war dachenn an deskrivañ. Gant se, ne goll ket an destenn e vodernelezh, kontrol da destenioù all ‘zo evel re Martin Gray a zo muioc’h liv o amzer warno.

Degemeret e c’hell bezañ an destenn-mañ evel ur studiadenn eus ene mabden, en degouezh dreist-ordinal-kenañ ma oa ar vuhez er c’hamp, eus tu ar brizonidi evel eus tu ar re a rae war o zro. Petra eo an denelezh, pegen buan e vez kollet… hag adkavet. Ur bazenn bouezus war hent ar pare eo bet evit ar skrivagner ivez, moarvat, disklêriañ ar wirionez : tapet en doa krog en e bluenn kerkent ha distro er gêr.

Aes-tre eo al levr da lenn ha gwallzedennus, memes pa vezer diellet mat war ar sujed dija. Ar fin anezhañ, ma kont penaos eo en em aozet gant kamaladed dezhañ evit dreistbevañ a-raok ma errufe ar rusianed, a zo kazimant un dezrevell-robinson.

Lennet em eus, war gein al levr paneveken, e veze tabut o klask gouzout hag-eñ eo marvet Primo Levi dre emlazh pe get. Ne welan ket perak e rofe ur ster disheñvel d’e destenn en gouzout : unan en em lazh en ra atav en ur barrad dizesper, ne zistera ket ar pezh en deus lavaret a-raok. Ar studiadennoù nevez a ziskouez eo bet ken stroñset ar reuzidi deuet en-dro eus ar c’hampoù-lazh, ma vez enskrivet an drasterezh-se en o hêrezh genetek da heul. Peadra ‘zo da goll ar feiz en denelezh ur wezh an amzer e kerzh e vuhez, memes pa vezer gwellwelaer, emichañs.

Laouen on o c’hellout prederiañ war seurt traoù e brezhoneg.


Ĉeĥa kaj slovaka antologio, a-stroll (2001)

ceha-kaj-slovaka-antologioLodenn gentañ an antologiezh lennegel tchek ha slovak-mañ a ginnig testennoù a ya eus an XIIvet kantved betek ar bloavezhioù 1930, dre vras. Kinniget e vez a bep seurt lennegezh : barzhonegoù, danevelloù ha c’hoariva zoken. Displegadennoù don diwar-benn an div yezh a veve kichen-ha-kichen, hag harp-ouzh-harp, er pezh a oa Tchekoslovakia, a gaver e penn kentañ an dastumad : n’eo ket fall kaout un tañva eus Istor ar vro evit kompren emdroidigezh al lennegezh.

N’on ket sot ouzh an dastumadoù, dre vras. Diaes eo kaout ur soñj hollek, p’eo bet strollet an testennoù-se evit reiñ ar skeuliad ledanañ posubl eus barregezhioù ar skrivagnerien. Un dra zo sklaer avat : n’eo ket deuet brud ar skrivagnerien-se betek ennomp, ha dianv eo deomp ar bras anezho, ma n’eo ket an holl.

En testennoù ez eus lod em eus kavet diaes da lenn abalamour d’ar sujedoù dibabet : pezhioù-c’hoari awenet gant mitologiezh bro-C’hres, danevelloù tennet eus eñvorennoù brezel, lakaomp. Reoù all ne zesachent ket an evezh, hep bezañ displijus. Hag ur wezh an amzer, alies, e soñjen : ya, aze’mañ, deuet eo ganti ! Barzhonegoù o skeiñ er gwenn, enno un draig kuzh, danevelloù gouest da bakañ un aergelc’h rouez…

Pa vije al levr-mañ en ur yezh all, ar pep gwellañ d’ober gantañ vije heuliañ an neudennoù : notenniñ anvioù ar skrivagnerien blijusañ ha klask traoù all ganto. Aze, en esperanteg, n’eo nemet ur seurt gwerennad-dal : n’hellin ket mont pelloc’h, pe ral a wezh. Ret eo o degemer evel m’emaint. Dastumet em eus un nebeut memestra. Ur ganaouenn da luskellat evit ur babig sklav gant Svato-pluk Cech ; un danevell bennak gant Julius Zeyer pe gant  Jakub Arbes, testennoù tener diwar-benn he bugale kinniget gant ur vaouez hec’h anv Elena Soltesova ; ur skrivagner eo dedennus e holl destennoù dindan n’eus forzh peseurt stumm e vijent : Matej Anastaz Simacek ; ar barzh Petr Bezruc ivez… re a zo evit o envel holl. Ur vuhezskrid berr a gaver dindan anv pep hini, evit muzuliañ dindan ur sell red lennegel, perzhioù mat ha fall ha levezon ar skrivagner.

Al levr-mañ, dezhañ da vezañ fonnus (tost da 350 pajennad) n’eo nemet levriad kentañ un heuliad daou. Emichañs eo nevesoc’h an testennoù kinniget en eil : ar c’hromm a ziskoueze tostaat eus an amzer-vremañ dre vras, daoust ma ne oa ket anat atav.

Anat eo d’al lenner emañ gant ul lennegezh pinvidik-bras hag he deus stummet ur bobl (pe ziv) hep ober trouz er vroioù tost. Meur a wezh on en em c’houlennet : petra a lakafemp, ni, e seurt dastumad ? N’eo ket e-barzh unan peurglok evel an hini kinniget gant Frañsez Favereau, met un dibab eus ar pezhioù gwellañ… Pep hini en deus e soñj war se, sur a-walc’h. Ur boelladenn zedennus eo.

 


1, rue des petits-pas, Nathalie Hug, Frañs (2015)

1-rue-des-petipasUr romant evit merc’hed ha gant merc’hed, gant e lod a romantelezh ha n’eo ket ar pep dedennusañ e-barzh. Perzhioù mat tre en deus a-hend-all hag a zesach an evezh.

Dedennus eo e-keñver Istor dija : c’hoarvezout a ra an traoù en ur gêriadenn nepell eus Verdun, just goude ar brezel-bed kentañ. Ma z’eus ur mor a skridoù diwar-benn ar brezel bras, n’eus ket kement-se o plediñ gant e fin ha nemet gant se. Ar gêriadenn zo e kreiz ar jeu a oa bet skarzhet hec’h annezidi diouti  ha deuet int d’hec’h anneziñ en-dro en ur gemer harp an eil re war ar re all en un endro diaes ma vez start kavout peadra da zebriñ ha m’eo trelatet ar bras eus an dud, paotred kement ha merc’hed, gant reuz ar brezel o paouez echuiñ.

Dedennus eo ivez abalamour da vicher ar benndudenn, Louise. Ur plac’hig eo koulz lavaret, met desavet eo bet gant ur vaouez he deus kelennet anezhi war ar genel bugale. Soursial a ra ouzh maouezed ar bourk, en desped dezho a-wezhioù, daoust ma n’he dije ket an diplomoù rekis. Roet e vez titouroù a-leizh war ar vicher amiegezh ha war an doare ma veze kaset da benn d’ar mare-se : ne oa ket an hevelep reolennoù ha bremañ, hag an dud a gemere frankiz d’ober traoù e-maez lezenn, en dizurzh a rene. Pep hini a z’ae da heul e goustiañs.

Reiñ a ra al levr un daolenn resis ha bev eus ar gêriadenn gant hec’h annezidi foll, e istorioù karantez, he dramaoù. Livet flamm eo tudennoù ‘zo, en o zouez ar person. Kavout a ra din e chom re bell Nathalie Hug eus he zudennoù a-wezhioù, marteze ne zeskriv ket anezho a-walc’h gant gerioù a denn eus ar selloud, ha gant an niver anezho, e vezer strobet a-wezhioù.

Temoù, maread hag endro plijus eta, evit ur romant skañv, un disterig re romantel evidon.


Miss Peregrine et les enfants particuliers (1), Ransom Riggs, Stadoù Unanet (2011)

miss_peregrine1Ur romant evit ar yaouankiz eo, met ‘m eus aon e rafe aon d’am bugale. Ret eo gortoz e vijent bras a-walc’h : kentoc’h 14 eget 11.

Ar pezh a gavan dreist el levrioù-mañ eo e c’heller heuliañ ijin ar skrivagner. Roet en deus, asambles gant e destenn, ar pezh en deus awenet anezhañ : luc’hskeudennoù kozh, en deus ijinet ur bed a-bezh war o zivout.

N’em eus ket kavet dreistordinal penn kentañ al levr, hag ar stil ne gavan ket dreist kennebeut. Re voutin e kavan anezhañ.

Ur wezh lañset an avañtur avat, dont a ra da vezañ fiskal !

N’on ket gwall domm ouzh ar c’hannoù hag a-wezhioù e kav din ez eus re a feulster en istor -doare a-vremañ-. A-hend-all e plij din kalz ar bed a vezer stlejet ennañ gant ar skrivagner. Ar bedoù, a zlefen lavaret, p’ez eus un afer beajoù en amzer adarre.

Mont a ra Ransom Riggs da heul e faltazi en un doare digompleks, ar pezh a ra eus al levr-man unan da zizoloiñ. Tri zo bet skrivet en holl er rummad-mañ.


Inconnu à cette adresse, Kathrine-Kressmann Taylor, Stadoù-Unanet (1938)

inconnu à cette adresseDezhi da vezañ amerikanez he doa Kathrine-Kressmann Taylor gwrizioù alaman, ar pezh a zispleg perak he deus implijet tem an naziegezh en he danevell gentañ ha muiañ anavezet m’eo Inconnu à cette adresse.
Un eskemm lizhiri eo an danevell, etre daou vignon tost ha kenlabourerien en ur palier arz. Unan anezho, alaman, a zibab distreiñ d’e vro er bloavezhioù 30 tra m’emañ soñjoù Hitler oc’h ober o hent e spered ur bern alamaned a wel ennañ an danvez spi a vanke dezho abaoe fin reuzeudik ar brezel.
Pa ne weler e penn kentañ nemet daou vignon, e teuer buan da deurel pled ouzh o orin : unan anezho zo alaman, desachet gant an ideologiezh nevez zo oc’h ober he hent er vro ; an eil zo yuzev. Ha gellout a raio ar vignoniezh padout daoust d’an diforc’hioù-se ?
N’eo ket un destenn hir. Koulskoude en em vesk ennañ ur bern tonioù. Gwelet e vez an daou vignon o cheñch, a bajenn da bajenn. Aon em boa e vije un tammig re eeun, abalamour ma vez roet da studiañ d’ar skolajidi trede klas alies, met n’eo ket. Lemm ha skoüs eo, diazezet war ur soñj dispar. Ar pezh a gavan ar souezhusañ, eo e vije bet embannet a-raok ar brezel, a-benn ar fin, hag he dije miret an danevell he gwirionded : prouiñ a ra e oa aes an dazont da rakwelout.

Stumm an eskemm lizhiri zo dedennus, pa ziviner ar pezh n’eo ket skrivet.

Iskis em eus kavet ar fin, bet dleet din lenn meur a wezh evit kompren : echu eo eta ! met pa soñjan mat e klot a-zoare gant ar suspens a vez da lakaat e fin un danevell. Daoust ma vije hir honnezh, n’heller ket faziañ : n’eo ket ur romant.