Tag Archives: pas

J’aime pas ça, j’en veux encore, Nadia Gagnier ha Myriam Gehami, bro-Ganada (2015)

Ul levr o vodañ soñjoù diwar-benn ar vugale hag ar boued.  Ar pezh em eus kavet mat ennañ eo ez a don a-walc’h gant e sujed, pa gomz eus “skeudenn-korf” an den evit displegañ perak e sav kudennoù boued gant tud ‘zo. Met n’ez a ket ken pell ha m’em bije karet, pa ne ra ket anv eus an “dysoralité sensorielle” (penaos an diaoul lakaat se e brezhoneg, “drouggenoù skiantennel” ??) oa diwar he fenn e oan o klask titouroù, just a-walc’h. Marteze peogwir n’eo ket anavezet kalz c’hoazh.

An tech nevez eo frankaat war moue ar vugale, paouez da abegiñ diwar-benn ar boued. Ar c’hudennoù a sav pa soursier eus an diaesamantoù-se a zo kalz gwashoc’h eget ar re a zeufe eus ar boued war-eeün.

A-hend-all e adkaver el levr-mañ techoù fall seurt levrioù, skrivet evit ar sodien. Diverradenn kelc’hiet e fin ar pennad, ton “new age”, kuzulioù re anat…

Ne vo ket desket kalz tra gant an dud o deus desavet bugale dija, daoust ma vije ul levr diellet mat ha dedennus, en e rummad.

 

Advertisements

Ce qu’ils n’ont pas pu nous prendre, Ruta Sepetys, Stadoù Unanet (2011)

Ce qu’ils n’ont pas pu nous prendre (titl orin : Between shades of grey) zo ur romant evit ar yaouankiz skrivet diwar fedoù gwir. Tad Ruta Sepetys a oa ur repuad eus Lituani. Goude d’ar skrivagnerez bezañ bet o weladenniñ tud eus he familh chomet er vro eo savet he c’hoant skrivañ.

Kontañ a ra istor ur plac’h yaouank 16 vloaz, Lina, hag he familh : he breur yaouank 11 vloaz, Jonas, o mamm hag o zad. Kregiñ a ra al levr dres d’an noz m’eo arestet ar familh. Renad Stalin ne oa ket tener ouzh ar re a itrike a-enep dezhañ, memes en un doare skañv. Goude un hir a veaj e bagonioù-loened ez int kaset, gant kantadoù a familhoù all, da labourat e kolkozhoù Siberia. Gouzañv a reont gant ar yenijenn hag an diouer a voued, pa ne varvont ket gant ar skuizhder hag ar c’hleñvedoù. Padout a ra bloavezhioù.

Evit un den gour, ar fedoù kontet (deportadur, kamp-labour) zo anavezet dija, daoust ma vije lakaet kreizenn an itrik pell e reter ar pezh a lennomp peurliesañ. Met dibab ar skrivañ evit ar yaouankiz a ro d’an dezrevell ur splannder n’eus ket en istorioù-buhez bevet gant an dud o skriv. Dibab al linennoù puraet ez eo, e-keñver munudoù al luc’hskeudenn. Reiñ a ra d’ar skrid un ton kazi barzhoniel, en desped d’an euzh ha d’ar marv o kantreal.

Deuet eo brav gant ar skrivagnerez, a zeu a-benn da fromañ ha da gelenn war ar memes tro. Ar romant, troet e ouzhpenn 30 yezh, zo mat da vezañ lennet da n’eus forzh peseurt oad, adalek ar grennardiezh.

 


Je ne quitterai pas ce monde en vie, Steve Earle, Stadoù Unanet (2011)

Ne ouezen ket tamm ebet piv e oa Steve Earles a-raok lenn al levr-mañ, dre zegouezh, peogwir e kaven farsus an titl anezhañ. Skrivañ n’eo ket ar pezh a ra ar muiañ : ur soner ha kaner “country” amerikan eo da gentañ tout. Dizoloet em eus en ur glask titouroù diwar-benn e vuhez (dirollet !) en deus implijet un dudenn wir en e romant, ar pezh n’em boa ket merzet pa n’anavezen ket anezhañ, daoust ma vije brudet : ar c’haner Hanks Williams, en deus awenet kalz anezhañ a-hed e vuhez soner.

Ur romant iskis eo romant nemetañ Steve Earle ; ur meskaj drol etre hudur ha sakr, lastez ha glander. An haroz anezhañ Doc, zo bet mezeg gwezhall. Etre alkohol ha kokain en deus diskennet holl bazennoù an denelezh ha deuet eo d’ober peñse war harzoù bro-Veksik, en ur c’harter lous, ma kendalc’h gant e vicher gozh e kuzh, pa lak bugale ar gisti da riklañ a-benn kaout peadra da baeañ e strinkelladoù dramm pemdez.

Du eo ken ez eo. Ha koulskoude e erru ur plac’h yaouank a cheñcho pep tra. Evel ur mesiah, e pare ar reuzeudien eus o gwallzechoù. Ar merc’hed yaouank a ziviz cheñch buhez, Doc a ziskrog gant an dramm, a zaskor zoken. Kement-se a oberoù vat a zesach evezh un den a iliz, a c’hoario perzh an diaoul, pa lak an evurusted bresk-se da darzhañ.

Eilet eo Doc a-hed an istor gant tasmant Hanks Williams, a gomz gantañ gant mignoniezh, evel ma rae pa oa bev. Gwelet a ra gant ul lagad tort donedigezh Graciela. Magañ a ra un tamm gwarizi outi, kompren a reer perak er fin.

E-barzh filmoù ‘zo gant Almodovar em eus soñjet en ur lenn al levr-mañ, n’eo ket gwall splann ennañ an harzoù etre buhez ha marv, skiant ha burzhudoù. Kar eo ivez da skridoù John Steinbeck e levrioù evel Tortilla Flat, gant tudennoù reuzeudik enno un denelezh divent. Daoust d’an endro kriz, eo Je ne quitterai pas ce monde en vie ur romant leun a zouster hag a spi.

N’eo ket un oberenn vras, moarvat, met dezhi da vezañ bihan eo leun a vrasded.


1, rue des petits-pas, Nathalie Hug, Frañs (2015)

1-rue-des-petipasUr romant evit merc’hed ha gant merc’hed, gant e lod a romantelezh ha n’eo ket ar pep dedennusañ e-barzh. Perzhioù mat tre en deus a-hend-all hag a zesach an evezh.

Dedennus eo e-keñver Istor dija : c’hoarvezout a ra an traoù en ur gêriadenn nepell eus Verdun, just goude ar brezel-bed kentañ. Ma z’eus ur mor a skridoù diwar-benn ar brezel bras, n’eus ket kement-se o plediñ gant e fin ha nemet gant se. Ar gêriadenn zo e kreiz ar jeu a oa bet skarzhet hec’h annezidi diouti  ha deuet int d’hec’h anneziñ en-dro en ur gemer harp an eil re war ar re all en un endro diaes ma vez start kavout peadra da zebriñ ha m’eo trelatet ar bras eus an dud, paotred kement ha merc’hed, gant reuz ar brezel o paouez echuiñ.

Dedennus eo ivez abalamour da vicher ar benndudenn, Louise. Ur plac’hig eo koulz lavaret, met desavet eo bet gant ur vaouez he deus kelennet anezhi war ar genel bugale. Soursial a ra ouzh maouezed ar bourk, en desped dezho a-wezhioù, daoust ma n’he dije ket an diplomoù rekis. Roet e vez titouroù a-leizh war ar vicher amiegezh ha war an doare ma veze kaset da benn d’ar mare-se : ne oa ket an hevelep reolennoù ha bremañ, hag an dud a gemere frankiz d’ober traoù e-maez lezenn, en dizurzh a rene. Pep hini a z’ae da heul e goustiañs.

Reiñ a ra al levr un daolenn resis ha bev eus ar gêriadenn gant hec’h annezidi foll, e istorioù karantez, he dramaoù. Livet flamm eo tudennoù ‘zo, en o zouez ar person. Kavout a ra din e chom re bell Nathalie Hug eus he zudennoù a-wezhioù, marteze ne zeskriv ket anezho a-walc’h gant gerioù a denn eus ar selloud, ha gant an niver anezho, e vezer strobet a-wezhioù.

Temoù, maread hag endro plijus eta, evit ur romant skañv, un disterig re romantel evidon.


Ne tirez pas sur l’oiseau moqueur, Harper Lee, Stadoù Unanet (1960)

oiseau moqueurChomet on pell a-raok kredin tapout krog el levr-man, em boa klevet kement a vad diwar e benn m’em boa aon da vezan dipitet, a-benn ar fin (re alies e c’hoarvez din pa vez meulet un oberenn bennak gant an holl…)
Tamm dipit ebet ar wezh-man avat, ha ne gredan ket e c’hellfe bezan ! Ur romant brav-tre eo, a ziskouez eus ar gwellan ambians ur geriadenn vihan eus kreisteiz ar Stadoù-Unanet er bloavezhioù 30. Kontet eo gant ur plac’hig vihan, Scout, a zo desavet gant he zad peogwir eo marvet he mamm pa oa ur babig c’hoazh. Kement-se a zispleg perak ne glot ket tre-ha-tre ar benndudenn gant skeudenn ar plac’hig direbech a c’hellfer gortoz eus seurt lec’h ha seurt metoù. Hep bezan laosk, he zad n’eo ket debret gant ar c’hoant d’ober evel an holl. Un den desket eo ouzhpenn, ha pa vije dre skiant-prenet muioc’h eget dre zeskadurezh lonket. Bez en deus ur moral dezhan e-unan, heulian a ra e roudenn, ar pezh a ro tro d’en em sonjal pishoc’h war oberoù tudennoù all ar romant.
Ur romant dreist eo diwar-benn ar gouennelouriezh met diwar-benn ar vugaleaj ivez. Farsus eo e meur a lec’h, talvoudus pa ouezer eo bet awenet bras gant yaouankiz ar skrivagnerez ha p’en em gaver gant ur bugel he deus kemeret da bimpatrom d’e zepegn ar skrivagner Truman Capote. Rein a ra gwir gentelioù a vuhez ivez, dre dudenn an tad, dezhan ur bersonelezh marzhus ha dreistordinal.
Plijet on bet penn-da-benn gant ar romant, gant e ambians dibar, gant ton dichek ha gwirion ar vugale : n’eo ket laeret an etikedenn a bennoberenn a zo peg ouzh e dal.


Vacances anglaises ha N’oublie pas mes petits souliers, Joseph Connolly, bro-Saoz (1998, 2001)

vacances anglaisesAr fent saoz zo brud dezhi da vezañ dreistordinal, ha penaos chom hep lenn skridoù ar skrivagner-mañ, pa vez kinniget evel hêr Tom Sharpe ?

Siwazh, n’em eus ket c’hoarzhet gwezh ebet gant an daou romant-mañ. Eo, ur wezhig memestra en hini kentañ evit un afer skriturioù war un ti-cheurt… pezh ne ra ket kalz dindan 491 pajenn…noubliepas

Ponner eo an darvoudoù, ponner an tudennoù, ha, gwashat tra, ponner ar stil, dezhañ un helavarded dic’houzañvabl. Setu unan hag a skriv kement tra a dremen dre e benn moarvat ! Ober a ra gaou d’un itrik skoulmet pizh a-hend-all daoust ma vije re splann dazont pep tudenn.

Da chom hep lenn, nemet ho pije amzer da goll da vat. Bet on betek fin an eil memestra…


Comment ne pas être une mère parfaite, Libby Purves, Bro-Saoz (1996)

Comment ne pas être une mère parfaite

…ou l’art de se débrouiller pour avoir la paix !

Na pegen plijus, farsus ha fromus al levr iskis-se ! Ha n’eo ket lakaat da c’hoarzhin a ra hepken : leun eo a soñjoù fur, eus ur furnez bevet, diazezet war ar skiant-prenet. Disammet e vezer en ur lenn anezhañ eus kalz a draoù a samm hor c’houstiañs a-fed desevel bugale. Ar pezh en doa skoet ac’hanon eo an hentoù a gave ar vaouez-se da ren he buhez mamm en ur ober fae ouzh selloù tort an dud hag ouzh kuzulioù re unton al levrioù a lenner pa vezer dougerez. Ur bannac’h aer fresk e bed an dougen hag an desevel bugale vihan !