Category Archives: Levrioù-c’hoari

Teñzorioù, Ilan Kervoas-Le Nabat ha Sulian Le Bozec-Chiffoleau (2017)

Strollet eo bet el levrig-mañ daou skrid gant daou skrivagner disheñvel.

An hini kentañ eo gant ur plac’h eo bet skrivet : Ilan Kervoas-Le Nabat, a ginnig ur c’hest faltazi-harozek, Teñzor Firewall. Skrivet brav eo, gant lusk, ijinet mat ha poellek an itrik. Evel ma c’hoarvez alies, e santer eo bet peurlipet ar penn kentañ ha labouret nebeutoc’h war ar fin, a echu en un doare re drumm evit seurt jener lennegel. Met reiñ a ra c’hoant da heuliañ pizh ar skrivagnerez, gant ma kendalc’ho ganti.

An eil zo bet savet gant ur paotr : Sulian Le Bozec-Chiffoleau, a ginnig un dezrevell-c’hoari, Milio, un ofiser e karter. E bed ar vorlaeron e kas e lennerien. Skrivet brav eo ivez, gant kalzig a fent. Pevar hent disheñvel-mat a c’heller heuliañ da gas an istor da benn. Tennañ a ra muioc’h d’ur boelladenn-stil eget d’ul “levr oc’h an haroz anezhañ” marteze, dre ma n’eus nemet ar 4 choaz-se d’ober. Marteze eo bet krennet ar raktres-diazez evit un disoc’h muioc’h realist ? Plijus eo an istor da zizoloiñ, ha santout a reer er skrivagner yaouank danvez ur bluenn, a vo kinniget boued fonnusoc’h ganti en dazont, emichañs.


La bibliothèque infernale, Neil Jomunsi, Frañs (2012)

Ur wezh n’eo ket bemdez, ul levr-c’hoari eo La bibliothèque infernale, ha seul zedennusoc’h m’eo bet savet a-ratozh evit bezañ lennet war ur skramm. Da lavaret eo n’eus nemet klikañ war ar respont a gavit mat evit en em gavout er bajenn goulennet. Fiskal ! N’eus nemet un dra ha n’eo ket kenkoulz hag al lenn war baper evit seurt levrioù : ret e vije kavout, bep tro, un doare da lakaat al lenner d’ar bajenn ma oa a-raok. Da implijout bep tro ma varvit ! a-hend-all oc’h rediet da zistreiñ d’ar penn kentañ ha da glikañ, klikañ hag adklikañ betek gellout ober un dibab all. Kasaüs eo un tammig. Echuet em eus gant un tamm paper hag ur c’hreion evit skrivañ niverenn ar pajennoù ma oa dibaboù amjestr d’ober 🙂

Ma ne lennan ket aliesoc’h levrioù “on an harozez anezho” eo peogwir e kavan poud o stil, dre vras. War ar poent-se n’eo ket gwall zisheñvel hini Neil Jomunsi, hep bezañ e-touez ar re washañ koulskoude. Techet eo da implijout troiennoù ‘zo pe gerioù ‘zo betek re : “mon vieux” ; hag ar ger chik-meurbet (hervezañ) “néanmoins”, a grog da uzañ ho nervennoù goude ur prantad. Anat eo eo diaesoc’h seurt traoù da reizhañ e seurt levrioù, pa ne vez ket graet un adlenn en urzh eus an traoù, ha n’eus ket tu da adober kement hent posubl…

A-hend-all em eus kavet farsus an avañtur. Kemeret en deus amzer Neil Jomunsi evit kinnig mat an en-dro a-raok lañsañ ar c’hest. Kalzig a fent a zo, ha daveoù da oberennoù pe da dud ‘zo ivez. Plijus-meurbet e kavan lec’h an avañtur : ur mell levraoueg eo ret achap diouti ! Dont a ra ar romant-mañ da yaouankaat ur jener hag a groge e vlev da c’hlasaat. Reoù all a zo gant an hevelep skrivagner, hag a glaskin lenn ivez, gant pe hep va bugale, a zo bet dedennet kalz gant hennezh.


Haroz an deiz, Paskal Hervio (2014)

haroz an deizUl “levr oc’h an haroz anezhañ” eo hennezh, ar c’hentañ hini embannet e brezhoneg, kredabl ! Ne oan ket gwall domm ouzh ar soñj, met ur wezh lakaet ar biz er gwikefre em eus kavet plijus ar c’hoari.

Emañ Haroz an deiz e lignez romantoù all Paskal Hervio. Tremen a ra e Afrika dreist-holl, war-bouez al loc’hañ hag ar pennad-klozañ. E fin pep pennadig ez eus un dibab d’ober evit gouzout peseurt pennad lenn da heul. Gwa d’an hini n’eo ket aviz e zibab : koll a c’heller.

Peurliesañ e kas an dibaboù “fall” d’ur gentel diwar-benn Afrika hag he gizioù : un doare dudius da sammañ skiant. Farsus a-walc’h eo d’ober pa vezer e barr an oad ; n’on ket sur eo aes d’ur c’hrennard a-vremañ en em silañ e kroc’hen ur paotr a skarzh dour diouzh ur vag pesketa pe a zastum kevelloù-ligistri avat.

Evel en e romantoù all e tiskouez Paskal Hervio e Haroz an deiz ez eus anezhañ ul louarn a skrivagner, a oar c’hoari gant ar gerioù kement ha gant ar stumm, en ur zegas gouiziegezhioù nevez a-fed sevenadur. Santet e vez e vourr o skrivañ hag oc’h astenn stignoù d’al lennerien. Ur wezh ouzhpenn e vagan keuz ouzh berrder al levrig.