Tag Archives: Nous

Ce qu’ils n’ont pas pu nous prendre, Ruta Sepetys, Stadoù Unanet (2011)

Ce qu’ils n’ont pas pu nous prendre (titl orin : Between shades of grey) zo ur romant evit ar yaouankiz skrivet diwar fedoù gwir. Tad Ruta Sepetys a oa ur repuad eus Lituani. Goude d’ar skrivagnerez bezañ bet o weladenniñ tud eus he familh chomet er vro eo savet he c’hoant skrivañ.

Kontañ a ra istor ur plac’h yaouank 16 vloaz, Lina, hag he familh : he breur yaouank 11 vloaz, Jonas, o mamm hag o zad. Kregiñ a ra al levr dres d’an noz m’eo arestet ar familh. Renad Stalin ne oa ket tener ouzh ar re a itrike a-enep dezhañ, memes en un doare skañv. Goude un hir a veaj e bagonioù-loened ez int kaset, gant kantadoù a familhoù all, da labourat e kolkozhoù Siberia. Gouzañv a reont gant ar yenijenn hag an diouer a voued, pa ne varvont ket gant ar skuizhder hag ar c’hleñvedoù. Padout a ra bloavezhioù.

Evit un den gour, ar fedoù kontet (deportadur, kamp-labour) zo anavezet dija, daoust ma vije lakaet kreizenn an itrik pell e reter ar pezh a lennomp peurliesañ. Met dibab ar skrivañ evit ar yaouankiz a ro d’an dezrevell ur splannder n’eus ket en istorioù-buhez bevet gant an dud o skriv. Dibab al linennoù puraet ez eo, e-keñver munudoù al luc’hskeudenn. Reiñ a ra d’ar skrid un ton kazi barzhoniel, en desped d’an euzh ha d’ar marv o kantreal.

Deuet eo brav gant ar skrivagnerez, a zeu a-benn da fromañ ha da gelenn war ar memes tro. Ar romant, troet e ouzhpenn 30 yezh, zo mat da vezañ lennet da n’eus forzh peseurt oad, adalek ar grennardiezh.

 

Advertisements

Les autodafeurs : Mon frère est un gardien (1) ; Ma soeur est une artiste de guerre (2) ; Nous sommes tous des propagateurs (3), Marine Carteron, Frañs (2014 ha 2015)

Marine Carteron, hervez a lavar, he deus skrivet an heuliad teir levrenn-mañ evit he mab, a gave dezhañ ne c’hellfe lenn netra dedennus ken goude Harry Potter. Atizet eo bet va c’huriusted gant ar poent-loc’hañ-mañ.

Lennet em eus an teir levrenn en un tenn, ar pezh a ziskouez eo deuet a-benn eus he zaol. Gwallzedennus eo an istor. Treiñ a ra tro-dro da zaou haroz pennañ, ur paotr 14 vloaz hag e c’hoar 7 vloaz, aotegez “Asperger”. Tudenn Césarine, ar plac’hig, n’eo ket gwirheñvel tamm ebet d’am soñj ; implijet e vez an aotegezh evel ur perzh dibar, evel re an elfed pe ar c’horred. Koulskoude e lak he sav-boent hag he oberoù dic’hortoz kalz fiñv ha kalz pebr en istor.

N’on ket bet plijet gant pep tra el levrioù-mañ : live-yezh komzet ar grennarded, da skouer, pe ar fed e vije re bimbatromel an holl dudennoù. Ar skrivagnerien wellañ evit ar rummad-oad-mañ  a lak an dud gour er jeu kement hag ar re yaouank, doare Timothée de Fombelle pe J.K. Rowling. Gant Marine Carteron, ne zisoñjer ket bezañ aet en tu all d’an oad rekis. Lec’hioù a zo ma tispleg re a draoù en un doare un tammig pedagogel, ne vez ket skañv.

Daoust da se ez eus ur bern perzhioù mat gant an istor-mañ, fiñval a ra kalz, meskañ a ra a-zoare kudennoù krennardiezh pe familh gant traoù kalz ledanoc’h -tost eo ouzh Harry Potter war ar poent-mañ-. Dic’hortoz eo an tem ha pledet e vez gantañ en un doare nevez a-walc’h. Pa soñjer e oa levrioù kentañ ar skrivagnerez, kelennerez diouzh he micher, e c’heller krediñ ez eus a-walc’h a zanvez hag a ijin enni evit gwellaat hag ober ur vrav a resped skrivagnerez. Emaon o vont da heuliañ anezhi a-dost, da c’hortoz e vo prenet an istor-mañ gant saverien filmoù, ar pezh a zlefe c’hoarvezout abred pe ziwezhat.

 


Nous les menteurs, Emily Lockhart, Stadoù-Unanet (2014)

nous les menteursUr romant evit krennarded, lennet ganin dindan un nozvezh gant ar gwallzedennus ma oa. Anv a zo ennañ eus ur familh pinvidik a dremen e holl vakañsoù-hañv war un enezenn brevez. Er familh-se, daou rummad kendirvi : ar re vras, 16 vloaz, eo kreizennet an istor warno, hag ar re vihan.

Bandenn ar re vras eo an hini anvet “al livourien c’hevier”, met ur ster doubl en deus an titl peogwir e c’hellfe bezañ roet an anv-se d’ar familh a-bezh : chom hep diskouez ar wirionez zo e kreizig-kreiz ar moral a ya a rumm da rumm er familh a-viskoazh.

Ur seurt enklask eo : ur gwallzarvoud he deus unan eus al livourien c’hevier, hag a-hed al levr e klasker kompren ar pezh a zo c’hoarvezet dezhi. Ne vez ket lavaret en un taol peogwir eo bet gwall stroñset gant ar pezh a zo c’hoarvezet dezhi, hag ar vezeien o deus lavaret e oa dezhi da adkavout hec’h-unan hec’h eñvorennoù. Difennet eo d’ar grennarded ha d’ar vugale all komz eus se outi war-eeun.

Un nebeut sizhunvezhioù-hañv war an enezenn he deus evit adlakaat asambles tammoù ar miltamm a zo mesket en he soñjoù.

Ar bed marzhus, heoliet, direbech kinniget er pajennoù kentañ en em frailh tamm ha tamm betek ar peñse.

“Ma vez goulennet diganeoc’h penaos e echu an istor”, eme ar bruderezh, “livit gevier !”

Ne rin ket, gellout a ran just lavaret n’em boa ket divinet an alc’hwez, hag e ro c’hoant da adlenn al levr kerkent hag echu. N’heller ket avat, gant an daoulagad leun a zaeroù.

Ouzhpenn mat eo : brutal !! ha n’eo ket gaou a lavaran deoc’h !