Category Archives: C’hoariva

On purge bébé !, Georges Feydeau, Frañs (1910)

feydeauFeydeau a zo un anv bras eus ar c’hoariva fent gall. Gant On purge bébé ! e kinnig e 1910 ur pezh vaudeville un akt ennañ. Dre guriusted eo e felle din lakaat va fri er pezh-se, chomet e anv e eñvor an dud.

P’en doa skrivet Feydeau On purge bébé ! e oa o paouez dispartiañ eus e wreg. Adkavout a reer e endro ar pezh, diabarzh un ti bourc’hiz, ar metoù-se a anaveze mat.

Ouzhpenn kant vloaz war-lerc’h, petra a chom eus pezhioù skañv Feydeau ? Ha c’hoarzhet e vez ganto c’hoazh ?

El lec’h ma anaveze an dud a veve e prantad Feydeau o endro hag an dud a vevent ganto, ez eo deuet ar pezh-mañ da vezañ test, memes ma z’eo ul ludresadenn, ul “lu-dest”, eus ur mare aet da get, seul vui ma tiskouez lec’hioù ha doareoù tud ha ne vezent ket diskouezet diouzh boaz -maouez ha n’eo ket fichet, bugel stanket e gorf, podoù-kambr… tarzhañ a ra ar gwerniz boaz, ar pezh a zo dedennus, dres.

Daoust ma n’eo ket fent soutil on bet plijet gant ar pezh, skañv ha naturel en he divizoù.

Ha, ya : mousc’hoarzhet em eus. D’an nebeutañ.


Gens de Lyon : romans, Henri Béraud, Gabriel Chevallier, Joseph Jolinon, Marcel E. Grancher, Jean Reverzy, Charles Exbrayat, Jean de la Hire, Frañs (2000)

lyonAbaoe ma lennen romantoù Paul-Jacques Bonzon Les 6 compagnons, ha me bihan, ez eo chomet ennon ar c’hoant da anavezout kêr Lyon. Ur gêr n’on bet morse enni. Setu perak em boa kemeret ar mell levr-mañ en ur voest-levrioù.

N’on ket bet dipitet gant va c’havadenn, daoust ma ne vijen ket bet plijet kement ha kement gant pep oberenn enni.

La gerbe d’or gant Henri Béraud (1928) n’eo “nemet” eñvorennoù yaouankiz, dezho bordoù alaouret ha douster fazius an amzer dremenet.

Un tamm mat dedennusoc’h eo ar poltred eus Lyon en XIXvet kantved dre e itrikoù lik, savet gant Gabriel Chevallier e Brumerives (1968) daoust ma vije un tamm lip-revr ar sujed, dres.

Gant Dame de Lyon (1932) e tepegn Joseph Jolinon ar skoulm, e buhez ur vourc’hizez, a verk fin ar feiz a vag evit he gwaz ha penn kentañ ur vuhez nevez : en he fenn da gentañ hag er fedoù da heul. Ur studiadenn psikologel spis, don, didruez ivez.

Au Mal Assis a bled gant ur c’houch all eus ar gevredigezh. Anv un ostaleri eo, douget war gein ar gwagennoù a hej armerzh kêr Lyon. Kontet eo en un doare war un dro brokus ha soutil, gant ur gwir preder eus an itrik hag ur fin peurlipet.

Daoust m’en dije graet studioù medisinerezh, ne oa ket Jean Reverzy eus ur familh pinvidik. Kontañ a ra e-barzh Place des angoisses e zeroù war e studioù. Fromet on bet gant ar skrid-mañ war meur a boent.

Gwirheñvel-mat eo, o lakaat an amzer-dremenet da froumañ ha da c’hwezhañ evel pa vijer oc’h advevañ anezhañ asambles gant ar skrivagner. Surrealour e teu da vezañ, pa zepegn ar steudad heulierien a ambroug an doktor meur a wele da wele bep mintin. N’eo ket cheñchet kalz an doare en ospitalioù em eus aon, daoust ma ne oa ket dec’h e oa !

Ha dizoloet em eus pluenn kizidik hag asur Jean Reverzy ha n’anavezen ket. Ur mestr eo hennezh war an anvioù-gwan. Dreist-ordinal eo studiañ e vod da skrivañ, evit ur brezhoneger en deus desket skrivañ diwar kuzulioù Yann-Ber Piriou (ur frazenn eo bet pouezet mat he gerioù n’he deus ket ezhomm a anvioù-gwan, setu ar pep pouezusañ a oa chomet din anezho). Anvioù-gwan paot, marteze. Met pa zibaber ha koubler anezho pizh o devez un nerzh dibar. Skoet on bet gant mestroniezh Jean Reverzy warno.

Hentad ar medisin yaouank a zo ouhzpenn redek war-lerc’h flotantennoù gwenn e trepasioù ken hir ha ma z’int uhel. Ur gentel a vuhez eo, ur roudour etre yaouankiz ha oad gour, etre oad gour ha kozhni. Un testeni brav ha fonnus eo, bet embannet a-raok ma teuje Jean Reverzy da vezañ brudet evit e romantoù.

Anv skrivagner brudetañ an torkad-mañ eo hini Charles Exbrayat, moarvat. Ur mor eus e levrioù a oa el levraoueg-kêr pa oan yaouank : amezeg e oa da Agatha Christie war astelloù an dastumad Le Masque. Met ne oan ket deuet a-benn da lenn hini ebet. Re bell e oa ar pemdez deskrivet enno eus va buhez bugel. Bremañ ma klot ma oad ganto eo bet un drugar lenn hennezh. Skrivet brav-tre eo Félicité de la Croix-Rousse, bev, stil dezhañ, gwriziennet en e endro (kêr Lyon), dedennus a-fed itrik hep na vije divinet a-raok an diluziadenn… N’eo ket dibosubl e kendalc’hin gant ar skrivagner-mañ !

Ur pezh-c’hoari enni un 20 pajennad bennak a zo bet lakaet en dastumad ivez : Le déménagement de Guignol. Soubadenn vihan e bed poblek hag e fent burlesk ar vargodenn milanavezet. O tremen a c’henoù da linennoù skrivet e kemer Guignol un tamm kof. Kuitaat a ra tachenn an eñvorennoù bugaleaj evit degouezhout war hini ar c’heñveriañ. Petra an diaoul en dije graet Goulc’han Kervella eus seurt tudenn ? Pep hini a c’hell ober e soñj.

Oberenn hirañ an dastumad eo Les mystères de Lyon gant Jean de la Hire (1933). Ur romant avañturioù eo. An haroz anezhañ, an “Nyctalope”, deuet da vezañ gouest da welet en noz dre zegouezh da heul un oberatadenn, a zo gwelet evel hini kentañ an dreistharozed. Tro-dro dezhañ, ur familh hag ur vandennad mignoned bourc’hiz o vevañ a-stroll en ur maner. Lakaat a ra da soñjal e Tintin, e Langelot, e Blake ha Mortimer, e Sherlock Holmes hag e kant ha seizh oberenn all eus an XXvet kantved. Ijinus ken-ken, o fleurtiñ gant an darvoudoù dreist-naturel, leun a suspens, ur romant dreist eo.

Hir eo bet, moarvat, lenn an eizh oberenn-mañ d’ober va soñj war kêr Lyon. Met pep hini anezho he deus taolet ur gouloù ispisial war he ardremezioù, war he ambiañs, war he amzer-dremenet, war ijin an dud a zo bet o chom enni ha war kement tra ha ne vije ket bet ken buhezek en ur bajennad Wikipedia. Hoalet hag estlammet on bet penn-da-benn va beaj.


An ostizez vouchet ha pezioù-choari all, Maria Prat (1998)

1675089187010…Gast a c’hast petra an diaoul eo ar sketchoù nul-se, brizhellet a farsadennoù pout evit an dud kozh ?…

Evel-just, e soñjer an dra-se da gentañ.

Derc’hel da vont memestra.

Ret eo en em intrañ eus an aergelc’h, lakaat ar gerioù da ruilhal en ho empenn gant o fouez-mouez Treger, klevet c’hoarzhadeg ar re gozh war o c’hadorioù plastek e sal ar gouelioù ; er sal eo e vez an abadenn muioc’h eget war al leurenn e-pad beilhadegoù Dastum pe da vare an abadennoù c’hoariva e brezhoneg er mare a-vremañ…

Hag ur wezh tapet al lusk, digoret e askre, en ur mod, e teuer da dañva. Roudennet eo kroc’hen gozh ar brezhoneg, grakal a ra e vouezh un tamm. Ur galon vev a sko en e vruched avat. Digor eo d’an neb a gar selaou.

Da c’hortoz em eus dastumet kement a droioù kaer m’eo erru leun va c’harned bihan : ret e vo din kemer unan all.

Oberennoù klok Maria Prat a zo bet embannet dindan 9 levrenn gant Emgleo Breiz. Honnezh eo ar 6vet hini anezho.


Des jours et des nuits à Chartres, Henning Mankell, Bro-Sued (2008)

Des-jours-et-des-nuits-a-ChartresC’hwipet em eus al levrig-mañ digant unan eus va bugale c’hoazh. Petra a c’helljen tennañ dioutañ ? Anavezout a ran an Istor. Gouzout a ran pehini eo bet tonkad ar maouezed touzet. Lennet em eus Gwernig, ha klevet ur bern traoù diwar-benn ar mare-se. Va gwalc’h a druez em eus maget.

Lenn ar pezh-c’hoari-mañ n’eo ket bet didalvoud din koulskoude. Da gentañ peogwir e ro kig ha kroc’hen da drolinennoù gwenn-ha-du hol levrioù Istor. Da eil, peogwir e oa ar wezh kentañ din digejañ an darvoudoù istorel-se hervez meiziad ar gwir. Savet eo ar goulenn da vat gant unan eus ar berzhidi : ma reomp droug da Simone en he c’hell, petra a ziforc’ho ac’hanomp diouzh hon enebourien ?

N’on ket evit chom hep soñjal ez eo start-kenañ en em sevel enep un engroez mennet d’ober droug. Memes pa ouezer n’eo ket reizh. Ar c’hoant da vezañ a-unvan gant ar bras eus an dud a zo kreñvoc’h eget an hini da vezañ reizh. An degouezhioù istorel dreistordinal, c’hwezhet, m’eo ar brezelioù hag ar pezh a zeu diwarno, a daol gouloù war an diaester-se.

He roll gouloù-lutig a c’hoari ar pezh-c’hoari-mañ. Herzel a ra ouzh al lennerien da zisoñjal, ha, gant un tamm chañs ha youl, da gouezhañ en-dro er skoaselloù kozh.

 


L’île des esclaves, Marivaux, Frañs (1725)

ile esclavesKentañ soñj, ha me oc’h echuiñ an destenn a-boan m’em boa he c’hroget : N’eo nemet se ?

Eil soñj : Ha dibennet e oa bet Marivaux da heul e skrid ? Aet eo pell ganti !

Trede hini… hag ar re a oa deuet da heul : N’eo ket ur bennoberenn, nag er stumm, nag en danvez. Echuiñ a ra re aes ha re vuan. Ha koulskoude eo souezhus ha nevezour.

Evit na vije ket kemeret e skrid evit unan politikel eo en doa lec’hiet Marivaux e istorig en ul lec’h n’eus ket anezhañ, un enezenn ijinet, hag en ur mare anzavet evel an Henamzer c’hresian -daoust ma vije anat, e-barzh doareoù komz ha soñjal an tudennoù, n’eus ket muioc’h eus ar pezh-c’hoari-mañ un istor diwar-benn Henc’hresianed eget n’ez eus eus istorioù Babar istorioù zoologel.

Eskemmet plas al lakizien gant plas ar mistri eta. Un digarez da embann ar roll eus an holl zisingalderioù ganet diwar an urzh kozh mestr-mevel, memes pa ne vije nemet evit c’hoarzhin. Pa adlakaer an oberenn en hec’h amzer, kentañ kard an XVIIIvet kantved, e komprener e oa hardizh a-berzh Marivaux. D’ar mare-se dija, kalz a-raok an Houad Chadennet, e veze implijet ar fent evit lakaat soñjoù milbouezus da dremen hag ez eo ar fent a zeu betek ennomp da desteni eus soñjoù araokour, humanour, lod eus tud ar mare-se.

Ar pezh a gavan ar souezhusañ, marteze, eo en dije graet berzh ar pezh-c’hoari hep degas trubuilhoù d’ar skrivagner. Aesaet eo bet gant e fin kenglevek emichañs. Met diskouez a ra ivez e oa darev an dud da zegemer seurt soñjoù, e oant krog d’o magañ ivez, tamm-pe-damm.

Anat eo ne oa ket ganet an Dispac’h Gall diwar netra.


Théâtre social, Per-Jakez Helias (1947-1966)

Helias théâtre socialDezhañ da strollañ skridoù koshoc’h eo bet embannet al levr-mañ e 2015.

Evel ar bras eus an dud e kavan mat-tre Marc’h al lorc’h… en e stumm gallek. Ne c’hellfen ket lavaret on bet strobinellet gant an dastumad barzhonegoù Ar Men Du, na gant Pezhioù-c’hoari farsus Per-Jakez Helias. Ne glaskan ket lenn kousto pe gousto kement levr diwanet dindan pluenn ar skrivagner, pell a se.

Koulskoude on bet plijet-mat gant al levr-mañ.

Lennet em eus an tu brezhonek nemetken, pa veze da zibab, ha kement tra ha ne veze kavet nemet e galleg. N’eo ket gwall aes d’al lenner chom hep koll e neudenn pa vez al labour skolveuriek-mañ resis betek re, o kinnig war un dro ar stumm dibabet hag an hini kent. Ha gras em eus kavet a-wezhioù o c’hellout keñveriañ an tu kleiz hag an tu dehou : n’eo ket abalamour ma vije diaes ar brezhoneg, met abalamour ma vez stummoù nebeut implijet ganin a vanke an ton anezho din d’o fakañ diouzhtu.

Hegaset e vezan gant an testennoù simbolist, evel Marc’heg an nevez-amzer, ma vez dienkorfet betek re an tudennoù. Met pezhioù-c’hoari all an dastumad-mañ a zo gwellañ testennoù brezhoneg Per-Jakez Helias, a gav din. Ar mevel bras, en o zouez.

Sklêrijennet e vez kalz lennadenn ar pezhioù-mañ gant ar pezh a skriv tud ar Skol-veur diwar o fenn. Meur a live lenn a zo da bep pezh. Met forzh penaos ez eus gant an testennoù-mañ ur stegnadur dramaek dreistordinal ha, daoust d’ar mor a c’herioù lakaet e genoù an dud munut-se ne oa ket aze o c’heusteurenn pemdez, un doare gwirionded en dreistgwirvoud. Testennoù kreñv int, a stroñs al lenner.

Laouen on o vezañ kavet an embannadur-mañ peogwir e oa diaes kavout an testennoù a zo e-barzh en o-unan.


Gertrud, Hjalmar Söderberg, Bro-Sued (1906)

GertrudEn ur gemer ar pezh-c’hoari-mañ en ur voest-levrioù, ne oan engortoz eus netra ispisial. Plijet e vezan gwezh ha gwezh-all o vont gant red ar vuhez ha gant ar pezh a ginnig din, hep gwall zibab diouzh va ferzh. N’anavezen ket anv ar skrivagner ha ne ouezen netra diwar e benn.

Kentañ souezh : e zibab da gargañ ar senenn, betek re, gant objedoù. Deskrivet munut int en didaskaliezhioù. Boazet ma z’on da gaout senennoù dibourc’h eo bet desachet va evezh gant se.

Merk ur mare, em eus soñjet. Ne greden ket e oa ur skrid ken kozh, ur c’hantved dezhañ, er penn kentañ. Met goude bezañ malet ster ar pezh en va fenn e-pad un nebeut devezhioù, e kredan ez eus ur ster all da reiñ d’an dekorioù fonnus-se.

Ar pezh en e bezh zo ur prederi diwar-benn ar garantez, ar pezh a c’hortozer diganti ha digant an dud a garer. Da C’hertrud ha d’he gwaz bezañ en o aes, ne zegas ket dezho an evurusted. Ur c’hemm bras zo etre o endro ha ne vank netra dezhañ, hag o buhezioù goullo pe o redek war-lerc’h arouezioù diamen.

Plijet on bet gant an oberenn, lennet e vez aes, dedennus eo hag aes eo en em silañ e kroc’hen pep tudenn.


Makbez (tro 1600) & Ar geben doñvaet (1594), William Shakespeare, Rouantelezh Unanet

makbez-hag-ar-geben-donvaetKavet em eus iskis e vije strollet an daou bezh-c’hoari-mañ en hevelep levr. Gwir eo ez int bet skrivet o-daou gant Shakespeare, met renkañ heul-da-heul un drajedienn hag ur gomedienn a gavan drol, seul vui ma n’int ket bet troet gant an hevelep den (an hini gentañ gant Roparz Hemon, an eil gant Y.L. Emili). Ar meskaj un tamm difeson-se en deus lakaet ac’hanon da eñvoriñ ar mare ma veze strollet ar pezhioù-sonerezh un tamm forzh penaos war ar bladennoù 33t, kement ha stankañ an toull a chome goude bezañ lakaet ar pezh pouezusañ… Un dra hag en deus lakaet va blev da hirisat a-viskoazh.

Makbez : A ! alese e teu skeudenn Halloween ar sorserezed a-vremañ ! Perak ne oa ket bet lavaret din a-raok !

An dra-se lakaet a-gostez e komprenan mat perak eo chomet an oberenn e-barzh spered an dud a-dreuz ar c’hantvedoù. Hirisus eo. M’en dare petra eo ret kompren war he divout, o vezañ m’eo ouzh an ambiañs on kizidik dreist-holl. Perak klask doujañ kousto pe gousto d’un dazont diouganet ? Penaos ez a un den kadarn da dirant netra nemet dre garantez evit ar galloud ? Ha kiriek eo gwreg Makbez eus e oberoù ? Ne ouezan ket. Pell eo diouzhin ar c’hoant ren, gant se n’on ket evit en em lakaat e plas an haroz. Met mat eo na gaout ket an holl respontoù diouzh an taol kentañ, a-wezhioù. Chom a ra ar goulennoù da vevañ en hor c’hreiz, ha da lakaat an oberenn da badout ennomp.

Ar Geben Doñvaet : Anzav a ran, daoust ma ne vije ket un hanter ken cheuc’h, em eus kavet dudiusoc’h a galz ar pezh-mañ eget egile. Estreget an tem skañv a zo kaoz. An dibaboù graet gant an troour o deus permetet dezhañ, sur a-walc’h, mirout gwelloc’h lusk ha swing ar skrid orin.

N’eus ket da gavout drol e oa er XVIvet kantved skeudenn ar Vaouez disi, an hini en dije karet pep den yaouank kaout da wreg, ur vaouez war un dro pinvidik ha sentus, an eil perzh-mañ o vezañ koulz lavaret an hini bouezusañ. Heptañ, Katarina ne dalv ket ar boan. Gouest omp bremañ da sellet ouzh an traoù gant an tamm filozofiezh a zegas deomp kil an Istor. An dibab graet gant Yann-Loeiz Emili da dreiñ ar pezh-mañ e-touez re Shakespeare a laosk ac’hanon en douetañs avat. Marvet eo e 1923 : gellout a reer soñjal e felle dezhañ, dre-se, reiñ ur skouer vat d’ar yaouankizoù katolik e skrive evito. Ac’hem !! Kant vloaz ‘zo a-boan… (Un eil hini en deus lakaet e brezhoneg, me bari eo diouzh ar memes troc’h, daoust ma n’em bije ket lennet anezhañ : Marc’hadour Venezia, bet embannet e Gwalarn e 1926).

Ma teuer a-benn da bardoniñ dezhañ eo dudius al lennadenn. Kement ger brezhoneg lipet mat zo mat da embann ha da adembann, emichañs. Soñj an embanner eo bet, war se n’eus entremar ebet da gaout.


Kof-ha-kof, Goulc’han Kervella (2017)

Unan eus ar pezhioù-c’hoari joaiusañ, entanusañ em bije gwelet biskoazh gant Ar Vro Bagan e oa bet hennezh. Diouzhin e oa ar senennoù e diabarzh an ti, ar fentigelloù gros etre an dud, ar vuhez a strinke eus pep genoù hag eus pep korf. N’em eus ket bevet ar bloavezhioù a vezer soubet enno en destenn-mañ met reiñ a ra da grediñ eo distro an arvesterien en amzer-dremenet. Pinvidik eo an destenn a-fed troiennoù, skeudennoù, doareoù kozh da fentigellat. Abalamour da se e oa bet prenet ganin, daoust ma ouezan mat e vezan dipitet bep tro gant an destenn en he noazh, ha pa vije gwisket c’hoazh gant va eñvor eus an arvest.

Pa vez lennet an destenn e verzer n’eo ket gwall zedennus ; bommoù paket diwar-nij koulz lavaret, itrik etre treut hag itik, diazezet war kozh bombardioù kozh (sell ‘ta, gant piv e timezin evit kaout ar muiañ posubl a wenneien, an nebeutañ posubl a labour d’ober ha ne vo na re gozh na re lous ?)… Koulskoude ez eo ur pezh-c’hoari dispar. Ha n’heller ket mirout da soñjal neuze : pegen barrek eo Goulc’han Kervella, evel paotred ijinus Afrika gant o daouarn, gant un netraig e ra burzhudoù a chom bamet ar bed-holl dirazo.

Un doare bev-mat eo ar pezh-c’hoari-mañ da lakaat e fri e istor kuzh ar vro, evel ma plij din ober.


Ar farvel göapaër, Paskal Kerenveyer (tro 1789)

Embannadur brezhonek kentañ al levr-mañ, skrivet tro an Dispac’h bras, zo eus 2005.

An hanter anezhañ zo ur pezh-c’hoari skañv, plijus da lenn daoust ma ne vije ket ur bennoberenn. Skoet e vezer gant ar fed e vije deuet nebeut-nebeut a skridoù seurt-se betek ennomp. Doujet ez eus bet da reizhskrivadur orin ar skrivagner, ar pezh a laka an traoù da vezañ diaes a-walc’h da lenn e brezhoneg. Un droidigezh gallek zo kinniget a-zehoù. Dont a ra un niver bras a notennoù da sklaeraat poent pe boent, da deurel gouloù war daou ster posubl da reiñ d’an traoù dilennabl war an dornskrid ha kement ‘zo. Kalz splet em eus tennet eus an notennoù-se e-kerzh va lennadenn eus an tu brezhonek nemetken.

Eil lodenn al levr, an Arabadies, a gaver enni testennoù berr, doare rimodelloù met evit an dud deuet :

Mar lavarez petra dalc’han
Marc’harid, az pezo lod
Aour ? Arc’hant ? Nann, nann, emezañ
Feteiz n’ez ay en da skipod.
O ! eme neuze Marc’harit
Faezh oun. Mat, eme Eozen
e dañvaat a reoc’h mar kirit
Derc’hel a ran va bitouzenn.
 
Lennet em eus al lodenn-mañ gant ur blijadur divent, ur mousc’hoarzh e korn va muzelloù, en ur gemer harp war ar stumm galleg a-wezhioù. Nag a vad a ra freskaat e soñjoù o tegas d’e soñj e oa korf hag ene eus hon “holl vombardioù kozh” ha n’eo ket krignerien treid sent nemetken. Un ebat !
Fin eo lenn al levr-mañ dres goude romant Fulup Lannuzel : Kaour ar Barzh, galeour, hag a ijin ur c’henarroud gwirheñvel da istor ar pezh-c’hoari.
Ha me da hunvreal : klok eo al levr, ne vank poz ebet ennañ, roet e vez zoken en un doare propr-tre tonioù ar c’hanaouennoù a zo da implijout da c’hoari ar pezh. Perak ne vije ket diskouezet war al leurenn, deiz pe zeiz ?
Evit ober ho soñj war an destenn e c’hellit pellgargañ stumm pdf ar pezh-c’hoari amañ.