Category Archives: Romantoù

Apprentis vétos très spéciaux : 1 Alerte au yéti, 2 Gare au monstre du lac 3 Attention au(x) dragon(s) 4 Au secours de la licorne, Suzanne Selfors, bro-Alamagn (2013, 2014)

Ar pezh em eus kavet mat gant ar rummad-mañ eo ez eo hir a-walc’h, daoust ma vije evit bugale yaouank, lakaomp 7-10 vloaz. Gant se e lakae ac’hanon da soñjal e-barzh Enid Blyton, live “Secret Seven”.

Ben Silverstein zo mab nemetañ e dud, siwazh, kudennoù a zo etrezo ha divizet o deus kas anezhañ da dremen an hañv pell eus ar gêr, e ti e dad-kozh a anavez a-boan. Kontrol dezhañ, hennezh a vev gant nebeut arc’hant en ur gêriadenn vihan. Serret eo bet, un toullad bloavezhioù kent, al labouradeg boutonioù a laboure ar bras eus tud ar gêriadenn ennañ.

Met annezidi nevez a zo er savadur, p’eo bet staliet nevez ‘zo ur “glinikenn evit buzhug” : un anv a guzh un aozadur a bled gant loened klañv ar bed faltazi. Dre zegouezh en em gav Ben gant unan eus al loened-se, a ya da gas gant e vignonez nevez Perle d’ar glinikenn. Siwazh, abalamour dezhañ e tec’h kuit ur yeti klañv eus ar glinikenn hag e krog da blantañ reuz er gêriadenn. Ret eo d’an daou vugel adtapout anezhañ. Ur wezh kaset ar gefridi da benn e asant ar renerez kemer anezho da zeskarded er glinikenn, lec’h ma rint anaoudegezh gant boudoù a bep seurt.

Da bep levr e avañtur hag e loen nevez. Fonnusoc’h-fonnusañ e teu ar zoo-faltazi da vezañ. Ret eo derc’hel kuzh obererezhioù gwir ar glinikenn ar bed gwirion ; hag enebourien a zo, ken e Boutonville, ken er bed faltazi. Merket mat eo temz-spered an tudennoù, pe vijent a-bouez pe get en istor.

Ar pep gwellañ en istorioù-mañ eo ijin ar skrivagnerez, techet da farsal. He doare dezhi he deus da adimplijout boudoù faltaziek mil anavezet. Ur wezh echu an istor e kaver un astenn e stumm ur c’haier obererezhioù, gant titouroù diwar-benn ar boudoù faltaziek ha resisadurioù diwar-benn ar pezh a zo gwir pe n’eo ket en istor kontet. Kinniget e vez taolioù-arnod, tresadennoù, a bep seurt traoù da vont pelloc’h ganti.

Sañset n’eo ket echu ar rummad, peogwir e reer anaoudegezh el levrenn ziwezhañ gant hini droug ar bed faltaziek, met laosket eo d’ober e reuz hag e c’heller divinout ne vo ket da viken.

Ur blijadur eo bet lenn ar pevar levr-mañ gant ar vugale. Skrivet int brav, gant ijin ha lusk, ha gwirheñvel eo an tudennoù. Lennegezh a galite evit ar re yaouank.

 

Advertisements

Peurzorn, Petros Markaris, bro-C’hres (2018)

Gant ar bedervet levrenn-mañ e echu ar rummad peder, bet lakaet e brezhoneg gant Alan Botrel hag embannet etre 2014 ha 2018.

Daoust ma vije atav an hevelep tudennoù, splannoc’h-splannañ eo n’int ket ar re bouezusañ en istor, an dudenn bennañ o vezañ bro-Chres e-pad an enkadenn ekonomikel.

Adkavet e vez el levr-mañ doare-ober al levrioù all : muntroù diouzh steudad, sinet, dezho abegoù politikel gwriziennet don en istor ar vro. Heuliet e vez ar c’homisar C’haritos war e labour hag en e vuhez familh, ur familh unvan hag un endro labour plijus a ziskouez bezañ boue an dudenn en ur bed war e dremenvan, brein penn-da-benn.

Din-me e vanke gouiziegezhioù diwar-benn istor bro-C’hres evit peurgompren an traoù, ha dav eo din anzav n’on ket deuet a-benn da zoñvaat kement dibab geriaoueg graet gant Alan Botrel, din da vezañ echuet ar peder levrenn. Ur geriaoueg er fin a sikour kalzig koulskoude.

Daoust da se em eus kroget, lennet hag echuet Peurzorn gant entan. Un heuliad gwelloc’h-gwellañ eo evit al lenner : ne lavaran ket ez eus un diforc’h talvoudegezh etre al levrioù, met kentoc’h e vez higennet al lenner dousig e penn kentañ, ha seul vui ma z’a don er bed kinniget, seul vui en deus c’hoant da vont war-raok… betek bezañ tortiset da vat.

D’am soñj eman an heuliad polis-mañ e-touez ar re wellañ em bije lennet e brezhoneg, gras d’an danvez modern, d’an dalvoudegezh istorel, d’ar yezh live uhel dezhi ha da studiadenn zon an tudennoù hag ar pemdez e bro-C’hres.


Pebezh buhez ki, Herve Jaouen, Frañs (2017)

Romant evit ar yaouankiz, Pebezh buhez ki zo ur seurt Lassie, chien fidèle war ar mod fentus, a ro un digarez da weladenniñ broioù ‘zo eus ar bed. Skañv eo, lusket brav, dudius, daoust ma ne vijen ket ki gant ar personelekaat evit al loened. Ma ne vez ket gwirheñvel atav, n’eus forzh : ul lamm-faraon er fin a roio ur ster da bep tra. N’em eus ket keuz gant va frenadenn.

Koulskoude e oan tremenet meur a wezh dirak al levr hep kaout c’hoant d’e gemer. An abeg ? Kavout a ran divalav-ki an tresadennoù anezhañ… Gouzout a ran n’emañ ket mui brud Nono da vezañ savet, ha ne rebechan seurt ebet ouzh an treser dre vras. Met kavout a ra din ne glot ket ar stil tresadennoù-mañ gant ul levr evit ar vugale, daoust ma kavfen brav lod anezho, memes el levr-mañ. Pa skriver evit ar vugale, e implijer ur yezh eeün, ispisial, a lak an destenn da vezañ aesoc’h da lenn, hep teurel kont ouzh an tem ispisial a vez komzet diwar e benn. Amañ em eus ar santimant en deus treset Nono… tresadennoù gant Nono. Klotañ a reont eus ar c’hentañ gant an tem, met n’int ket lennabloc’h eget tresadennoù savet evit kelaouennoù tud deuet. Gant se, ne oan ket sur, en ur sellet ouzh ar golo nemetañ, e oa al levr evit ar yaouankiz.

Met ar pezh a gont dreist-holl eo an destenn. Ha war ar poent-mañ, dipit ebet da gaout. Saourus eo troidigezh Herve Lossec ivez, evel boaz.


Candide et Lubrique, Adam Thirlwell, Rouantelezh Unanet (2016)

Ur romant un tammig dedennus… met pas muioc’h.

Emañ an dezreveller e kreizig-kreiz un enkadenn : re binvidik eo, re aes eo e vuhez, gant se eo bet bountet gant e vouezh diabarzh da guitaat e labour ha da chom da vevañ gant e wreg (pinvidik) e ti e dud (pinvidik). Petra a reer pa vezer dilabour ? Malañ soñjoù. Ur maler-soñjoù a-vicher e teu da vezañ, ha kinnig a ra anezho deomp evel ma teuont e teuont, a-stlabez.

Gwir eo e teu soñjoù dedennus a-wezhioù, prederouriezh, “refleksionoù profitabl”… met ret eo o didouezhiañ diouzh ar re all ! Evit ar pezh a sell ouzh an itrik ez eus unan bihan, strobet e-touez ar peurrest, ne c’heller ket lavaret e vije tridus al lusk… Ha c’hoazh, pa ne huanader ket da vat…

Taolenn al levr zo ur souezhadenn anezhi hec’h-unan, kontañ a ra un istor a-dammoù, dindan un hir a frazennad. Al lodenn gwellañ eo…

N’eo ket c’hwitet ar romant da vat, met ne zeuan ket a-benn da drueziñ unan en deus da bal klask tammoù trubuilh da blantañ en e vuhez evit dizenouiñ. Koulskoude, pa soñjer mat, an endro-man, an tem-mañ, eo ar re a gaver tamm-pe-damm e pennoberenn Bret Easton Ellis Less than zero ! Posubl e vije, eta, ne vije ket barrek-barrek Adam Thirlwell war ar skrivañ. Emichañs e skriv evitañ e-unan, da glask diluziañ e “gudennoù” ha da reiñ un tamm lufr d’e ego (war em eus komprenet n’emañ ket pell stad haroz Candide et Lubrique eus hini ar skrivagner). War ma meno, n’eo ket erru c’hoazh d’al live ma tedenner al lennerien.

Met posubl eo ivez em bije c’hwitet war un dra bennak, e vije re lennek an oberenn evidon pe evit bezañ peurgomprenet diwar ar c’hentañ lennadenn…

Etre va chik ha va chouk, div notennig evit an dazont :

. Paouez da zibab va lennadennoù diwar o golo

. Chom hep adlenn Adam Thirlwell (nemet ma tro va soñj evit abeg pe abeg, da skouer, kuzul ur mignon).


Troiad en ifern, Mich Beyer (2017)

Er romant-mañ e adkaver ar pezh a ra priz romantoù Mich Beyer : ur yezh uhel he live met c’hwek da lenn, ur studiadenn resis eus psikologiezh an tudennoù, ur framm klasel, ar stek da lakaat ar suspens da greskiñ…

Kouskoude on krog da vezañ hegaset un tamm gant an temoù leitmotiv a gaver e kalz eus he romantoù : enezenn, heñvelreviadelezh… (met da belec’h an diaoul eo aet ar c’hazh ?). Evel-just e c’hell ur skrivagner bezañ dedennet gant an dodenn-mañ-dodenn a-hed e vuhez, met n’eo ket e mod-se e santan an traoù amañ, kentoc’h un doare “tro ret”(desired shape), dedennusoc’h da grouiñ eget da lenn marteze. Lemel a ra un tamm eus ar blijadur dizoloiñ, dre ma serr an dremmwel.

Un dra heverk er romant-mañ eo na weler ennañ nemet merc’hed -war-bouez er pennad diwezhañ. Hennezh on bet dipitet a-walc’h gantañ, engortoz e oan e tegasfe ur sell nevez war an afer met ne ra ket. Gellet e vije bet espern anezhañ.

Chom a ra ar romant plijus da lenn atav, lonket e vez en un tenn, kenkoulz hag e ziagentourien.


Les mystères de Larispem 3 : L’élixir ultime, Lucie Pierrat-Pajot, Frañs (2018)

An dourenn ziwezhañ-holl, levrenn diwezhañ-holl ar rummad teir-mañ.

Emaomp e 1871, e keoded dieub Pariz. Adskoulmet e vez an itrik lec’h ma oa chomet (un tamm diverradur ne vije ket bet a re, poan em eus bet oc’h eñvoriñ plas ha rol pep hini). E penn ar gouarnamant ne chom nemet un den diwar an trikon a oa kent, ha c’hoazh, maneet eo evel ur vargodenn stag ouzh he neudennoù, hep gouzout da zen. Pal an hini zrouk, Vérité de Maugardin ? Reiñ lañs d’ar brezel, ha ren dibardon war an holl, goude bezañ en em veñjet eus an dud o deus lakaet anezhi da c’houzañv kent. Ne zlefe ket bezañ diaes dezhi, adal ma kav an tu da laerezh formulenn an dourenn ziwezhañ-holl, an hini a bermet sturiañ spered ar re all hep touch anezho, digant Liberté.

N’an ket da gontañ troioù-kaer Carmine, Nathanaël hag o c’henseurted dre ar munud. Trawalc’h eo gouzout eo echu an avañtur da vat hag e kav pep hini e blas er fin.

Boemet on bet gant an heuliad dibar-mañ. Un ton en deus ha ne gaver neblec’h all ebet, gant e ardivinkoù dreistordinal hag e renk kigerien galloudus a gomz louchebem(eg ?). M’eo kumun a-walc’h tudennoù Liberté ha Nathanaël, hini Carmine zo dispar. Implijet brav eo kêr Bariz istorel. Tennañ a ra an ambiañs da hini filmoù ‘zo gant Jean-Pierre Jeunet, da skouer La cité des enfants perdus pe gant Tim burton Miss Peregrine et les enfants particuliers.

Pa soñjer eo gant ar romantoù-mañ e krog Lucie Pierrat-Pajot he resped a skrivagnerez, ez eus peadra da soñjal eo strujus aergelc’h levraoueg ar skol a-benn sevel lennegezh. Kelennerez-teuliourez eo en ur skolaj.


Kuzh, Paol ar Meur (2017)

Echu oa ar romant-mañ e 2014, daoust ma n’eo bet embannet nemet e 2017. Ur romant-polis brestad a c’hellfe bezañ graet anezhañ. Mont a reer war roudoù un den a zo aet diwar-wel, diwar an testennoù brezhonek a zo chomet en e urzhiataer dreist-holl, ha diwar ar pezh a lavar ar re o deus bet darempredoù gantañ. Don a-walc’h eo ar poltred, p’eo ret kaout meur a savboent da gompren aes peseurt doare den e oa.

Met ar pep pouezusañ, ar pezh a zesach an evezh dreist pep tra, eo kêr Brest, metoù bihan ar vrezhonegerien tro-dro d’ar greizenn a c’hell bezañ an Tara Inn : un testeni bennak eus ar vuhez e 2014, na petra ‘ta… Hag un nebeut temoù a-dreñv ivez : naturegezh, abegoù ar skrivañ e brezhoneg…

En ur stil disheñvel en deus lakaet ac’hanon da soñjal e romant Frañsez Favereau Dianket, hag en hini Yann Gerven Brestiz o vreskenn.

N’eo ket kaset an itrik gant ul lusk dichadennet, met dedennus ha pinvidik eo memestra.

 


Park balan, Riwal Huon (2017)

Ul levr dizrouk e seblant bezañ, o klask e hent etre Watership Down ha romañs Amélie Poulain.

Un itrik ‘zo, koulskoude, ur meni afer-polis, ar pezh ne gomprener nemet er fin. En egin e oa adalek an deroù koulskoude, savet mat eta.

Plijus eo da lenn, dreist-holl al lodennoù o plediñ gant loened, daoust d’un nebeut fazioù -ar broc’h-haroz a zo sañset bezan nammet diouzh tu e c’hwesha, met disoñjet e vez div pe deir gwezh e-kerzh an istor, da skouer.

Ar santimant a chom din goude lenn ar romant eo e tremener ur prantad c’hwek gantañ, met ne z’a ket gwall bell an traoù dre ma n’eo ket studiet don an tudennoù. Diaes em eus kavet heuliañ anezho, rakwelout petra a zeufe e-keñver o fersonelezh, ha betek al liammoù etrezo -karantez ? digarantez ? Ne lavaran ket e tle bezañ eeün an traoù atav, met pa ne vezont ket eo mat o displegañ dre ar munud, tevaat tres ar boellegezh evit c’hwezhañ gwirionded. Chom a ran gant ur santimant a destennoù dishenvel, savet diwar plijadur da skrivañ atav, met war ur framm laosk a-walc’h, evel takonet. N’eo ket unton ar mod anezhañ kennebeut, gwezh yael, gwezh gwashaour.

Hag ar fin a blant ac’hanon en entremar, ma n’eo ket er spont. Nag ur sell taolet war framm ar familh ! Ne oan ket engortoz a gement-se. Lakaat a ra ur seurt dic’hoanag da evodiñ diouzh an istor roz-mañ : un istor dibaboù fall eo, marteze. Nemet objektivel e klaskfe bezañ, traken ?

N’on ket sur e vije ken dizrouk-se ar romant, a-benn ar fin. An diskoulm dic’hortoz a laosk al lenner divarc’het, gant goulennoù ne gavint ket o respont.

 


La maison dans la dune, Maxence Van der Meersch, Frañs (1932)

Romant kentañ Maxence Van der Meersch eo ar romant-polis-mañ.

Tremen a ra an itrik etre kêr Dunkerk ha Belgia. Heuliañ a reer ur c’houblad tud munut o vevañ-bevaik diwar trafikañ butun etre Belgia ha Frañs. Un istor karantez ha digarantez, kenstur gant un itrik polis eeün.

Lennet e vez buan, hep souezhadennoù, gant plijadur avat dre m’eo skrivet brav. Ar santimant glan a zesach Sylvain war-zu Pascaline a ro da zamwelout ar pezh a c’hoarvezo un nebeut bloavezhioù war-lerc’h e buhez ar skrivagner, en em droio war-zu ar feiz katolik. N’eus ket anv a relijion er romant koulskoude.

Dibabet em boa lenn La maison dans la dune gant ar spi da splujañ e ardamaezioù ar vro, da dañva an aergelc’h. War ar poent-mañ, n’eus dipit ebet da gaout.


L’homme-dé, Luke Rhinehart, Stadoù-Unanet (1971)

Romant brudetañ ar skrivagner George Powers Cockcroft, e anv-pluenn Luke Rhinehart, eo L’homme-dé.

Tennet eo eus buhez ar skrivagner, tamm-pe-damm. Da vare ur bodad-stummañ diwar-benn ar frankiz eo en doa divizet leuskel un diñs da gemer divizoù pouezus evit e vuhez.

En ur lenn ar romant-mañ em eus digoret va daoulagad war ar fed eo madober an tudennoù unan eus skoulmoù diazez ar sevel romantoù. An dudenn-mañ n’eo ket eñ a zibab e vuhez, met un diñs. Kollet e vez sont gant al lenner tamm-pe-damm abalamour da se, pa vez ar fed ober dibaboù, mat pe fall, pebr an holl istorioù skrivet, ha kalon an hevelebidigezh.

N’em eus ket bet kalz ebat o lenn ar romant, skrivet eo gant an diñs (hag ez eo !), da lavaret eo digempouez a-walc’h, gant cheñchamantoù lusk ha savboent niverus. Ha diaes eo lenn ur romant ne z’a da neblec’h pa ne zeuer ket a-benn da gompren personelezh ar penndudenn. Met an tem anezhañ a ya pell, seul vui m’eo tamm-pe-damm un istor wir. Ar fed en dije lakaet ar skrivagner ur bredelfennour da haroz e istor a bermet mont pelloc’h eget an darvoudoù ha dielfennañ don an traoù. Ha pa soñjer mat, n’eo ket sot tamm ebet an doare.

A-hend-all eo ur romant a lak e benndudenn da vountañ war ar bevennoù a bep seurt lakaet dezhañ gant ar gevredigezh, kement ha lavaret eo dichadennet a-fed sekselezh, feulster hag a bep seurt. Diaes eo da lenn ivez peogwir e lak ar bed a anavezomp, hor reteroù kevredigezhel, da vrallañ.

Da lenn evit digeriñ dremmwelioù nevez, dic’hortoz.