Tag Archives: Thorel

Hunvre un den lu, Fiodor Dostoievski, bro-Rusi (1877)

Gant un doare mezh eo ret din anzav n’on ket kendrec’het gant an danevell-mañ, daoust ma n’em bije ket alergiezh ouzh Dostoievski diouzh boaz.

N’eo ket gwall hir an destenn. Divizout a ra an daneveller en em lazhañ, met ur gejadenn dic’hortoz a cheñch e nozvezh. Chom a ra kousket don, paket en un hunvre faltaziek dezhañ livioù ar wirionez. Treiñ a ra an destenn da utopia, ma ro Dostoievski ur skeudenn eus ur bed peurvat, hep sach-blev na soñjoù droch. Ur bed a ya da fall abalamour da zonedigezh an dezreveller ennañ. Amzer en deus bet memestra da welet war-zu petra mont, ha setu ma tiviz mont da skignañ ar c’helou vat ur wezh dihunet.

Ur seurt geneliezh adwelet eo an destenn, a ya berr-ha-berr da gelennadurezh pennañ ar c’hrist, karout e nesañ. Un destenn teologel muioc’h eget faltaziek, a bell.

An embannadur brezhonek, eus 2006, zo ennañ un dastumad gerioù hag ereadurezhioù egzotek. N’eo ket divalav, met mont a ra a-enep d’ar pezh a gomprenan bezañ bouedenn ar gelennadurezh roet gant an destenn-mañ : ret eo paouez da derriñ e benn gant meizadoù uhel ha bevañ gant ar re all en doare eeünan posubl, gant karantez outo.

Kavout a ran diamzeret a-walc’h an tem, a-fed relijion d’an nebeutañ : ar re a zo dedennet gant ar relijion bremañ ne bledont ket ganti en doare ma veze graet en XIXvet kantved dre studial testennoù relijiel kozh ha tabutal diwarno. Hag ar re n’int ket dedennet gant ar relijion n’o do ket kalz ebat o lenn an destenn-mañ moarvat. N’eo ket fonnus a-walc’h an endro faltaziek evit lakaat dougen ar soñjoù gant ijin al lenner. N’eo ket un destenn da hunvreal, met unan da studiañ.

Posubl eo e rofe alc’hwezioù da gompren gwelloc’h oberennoù Dostoievski, koulskoude. Aze emañ an interest anezhi, moarvat.

 

Advertisements

Ar skrilh a lavaras “Sut” !, Yann Varc’h Thorel (2015)

Dizoloiñ a ran gant al levr-mañ un dremm nevez d’un den a anavezan pell ‘zo evit e droidigezhioù.

En e varzhonegoù, e c’hoari Yann Varc’h Thorel gant ar gerioù. Fent a oar lakaat, kement hag ampartiz, e testennoù awenet dreist-holl gant bed ar vugale : natur, loened bihan ha bras tresoù tud dezho, taolennoù lieskementiñ, mentoniezh, lizherennegoù… luchañ a reont war-zu ar surrealism a-wezhioù.

Re uhel eo al live yezh da lakaat ar barzhonegoù-mañ etre daouarn ar vugale hep na vijent skoazellet gant unan bennak, emichañs. Un teñzor e vo evit o c’helennerien avat ! Hag evit an dud gour int un drugar, skañv ha bouetus war un dro.

Ar pezh a lavaran amañ n’eo nemet evit lodenn gentañ al levr : skridoù Yann Varc’h Thorel e-unan. Karet em bije kenderc’hel ganti a-hed al levr, met ne oa ket a-walc’h anezho moarvat. An eil hanterenn a zo enni troidigezhioù barzhonegoù dreist-holl : diwar ar galleg (Keineg, Corbière…) pe diwar ar sinaeg, kalzig. Brav int ivez da lenn, met n’eo ket ar memestra, ha domaj e kavan na vezañ ket meneget war golo al levr e oa estreget krouidigezhioù personel ennañ. Ur gontadenn pe ziv, troet diwar ar sinaeg ivez, zo en em gollet e-touez ar peurrest… Direnket on bet gant diouer unvaniezh testennoù al levr-mañ.

Daoust da se eo bet ur souezhadenn vrav din dizoloiñ ar barzh awenet-mañ, dezhañ un ton personel ha didrabas. Ul lagad a zalc’hin warnañ diwar vremañ.


Skrapadenn ar paotr a zalc’he koun eus e vuhez kent, Satyajit Ray, Bro-India (1971)

Skrapadenn ar paotr
Brudet kenañ eo al levrioù en deus skrivet Satyajit Ray evit ar grennarded e bro-India. Kavout a ra din e tenn war un dro da Dintin ha da Sherlock Holmes, gant ar c’hrennard o teskiñ digant e eontr yaouank, hag ar skrivagner lu o lakaat da vousc’hoarzhin, evel Haddock. Dudius kenañ eo ha lennet e vez en un tenn dre ma z’eus suspens a-walc’h en darvoudoù.

Aes eo da lenn peogwir eo dedennus an istor, daoust ma vije gwall gevrinus gerioù ‘zo evel ur westerenn da skouer… (Kavet em eus a-benn ar fin, amañ : talvoudus e c’hello bezañ c’hoazh…). Evel just e c’heller ober hep geriadur peogwir eo war munudoù ne zirenkont ket an ober en em gav an diaesamantoù-se peurliesañ. Koulskoude e tistera an destenn, dreist-holl evidomp europeaniz n’anavezomp ket mat an en-dro a vev an tudennoù ennañ : unan eus perzhioù mat al levr o vezañ kinnig ur veaj en ur vro bell.
A-viskoazh em eus kavet e echue en un doare iskis e-keñver ar paotrig a ro e anv d’ar romant : ur wezh diskoachet an torfedour, ne reer ket van outañ ken, ha gwir oa e istor pe get ? Memestra evit an afer teñzor : gwelloc’h disoc’h ‘n dije gellet bezañ !
N’eus forzh, ur prantad c’hwek zo bet tremenet o lenn. Spi ‘m eus e troio Yann-Varc’h Thorel levrioù all eus ar rummad : niverus int ‘toare.