A-wezhioù e kavan ken drol un titl bennak ma teu da vezañ ret din e lenn evit gouzout penaos an diaoul e c’hell bezañ leuniet ul levr a-bezh diwar an tem… Splann eo ez eo ar pezh a zo c’hoarvezet din gant al levr-mañ.
E bro-Japan e vev Dominique Loreau abaoe bloavezhioù, dezhi da vezañ gall. An teknik a ginnig zo hanter-hent etre un deizlevr hag ur bullet. Kentoc’h eget sevel frazennoù da lakaat urzh en e vuhez ha da zerc’hel soñj -mat eo an deizlevrioù met kemer a reont re a blas, hervezi- e tiviz kentoc’h sevel listennoù eus a bep seurt traoù. Listennoù a adkopia en ur c’harned propr hag a vir.
Betek-henn n’anavezen nemet listenn an defotadoù hag hini an traoù d’ober hiziv. Kalz ledanoc’h eo an temoù kinniget gant Dominique Loreau. Levrioù ho levraoueg, ar re ho pije c’hoant da lenn, ar filmoù ho peus leñvet ar muiañ dirazo, roll-meuzioù kement pred kemeret gant an den-mañ-den, ar micherioù ho pije bet c’hoant d’ober ha n’ho peus ket graet ha me ‘oar-me ! … Ar seurt listennoù a gaver en ur bullet alies, met diskouez a ra-hi kalz faltazi en he dibaboù.
Hervezi e sikourfe an unan ar sevel listennoù da lakaat urzh en e benn, da skrivañ traoù ha ne zeufent ket er-maez ma ne vije ket dre hanterouriezh ur c’hreion.
Netra nevez, netra dispac’hel, met plijus a-walc’h eo da lenn gant ar skouerioù niverus a ro ar skrivagnerez. Kenkoulz eo din (hag e chomo) sevel frazennoù p’em bez tro da dapout ur c’hreion, met marteze e klot gwelloc’h gant spered tud yaouankoc’h rollañ traoù a bep seurt. Ha gwir eo e chom en ul listenn un tamm brav eus an dro-spered, eus an ambiañs, eus an den ma oa an hini en doa skrivet anezhi.
Kavet a c’heller el levr-mañ soñjoù temoù dedennus da eskemm gant e vugale ha da sevel listennoù asambles ganto, netra nemet evit ar blijadur. Skrivañ istor e familh dre ma vezer o vevañ anezhi, en ur mod. Bezañ lod eus an dastum eñvorennoù a-vuzul ma vezont bevet. Ha war don an dudi hag ar c’hoari. N’eo ket evit se eo bet skrivet L’art des listes, met an doare gwellañ da implijout al levr eo sur a-walc’h.
Comment chier dans les bois, Kathleen Meyer, Stadoù Unanet (1989)
Da gentañ e weler penaos saotrañ an nebeutañ posubl : penaos en em lec’hiañ e-keñver al lec’hioù dour, pet metrad diouto, eus peseurt tu… gant un nebeut kuzulioù evit na vezan ket gwelet pe en em staliañ klet. Douarañ ? Toaliñ ? Pe degas ho produadennoù d’ar gêr ? Komprenet em eus gant souezh ne oa ket ar soñj diwezhañ-mañ ur farsadenn, daoust ma oa ar wezh kentañ din klevet diwar e benn. Kinnig a ra Kathleen Meyer ul listennad dafar a zo bet ijinet ha savet a-ratozh-kaer evit se.
Estreget traoù mat zo el levr-mañ. Al listennadoù-dafar-mañ, da skouer, a vez kinniget o merkoù, o frizioù, hag ur geñveriadenn zon anezho. N’eo ket talvoudus evit unan ne ra nemet teurel ur sell. A-benn ar fin e lammen ar pajennadoù randonus-se. An eil tra ha n’eo ket dispar eo ar stag m’eo al levr ouzh kudennoù resis an amerikaned. Du-hont eo disheñvel ar c’hudennoù endro eus ar pezh ez int du-mañ. Ha dre se e c’heller lavaret, goude lenn al levr, o deus tapet lañs warnomp evit dirouestlañ ar c’hudennoù a sav, pa ne vije nemet evit krediñ lakaat ar gaoz diwar o fenn.
Koulskoude em eus tennet va mad eus va lennadenn. Desket em eus ur bern traoù ha tro em eus bet drezi d’en em soñjal war kudennoù ne ouezen ket e oa anezho, zoken. Sirius eo an danvez, met kontet gant un tamm brav a fent hag a istorioùigoù farsus -el lodenn gentañ dreist-holl- a lak da dremen ur prantad dudius.
Skignañ
Ober un evezhiadenn | tags: bois, chier, Comment, dans, Kathleen, Meyer | posted in Beajoù, Didaktik, Fent, Studiadennoù