Category Archives: Albomoù

Riche, pourquoi pas toi ? , Marion Montaigne, Michel Pinçon, Monique Pinçon-Charlot, Frañs (2013)

Klevet em boa anv eus ar c’houblad sokiologourien-mañ c’hoazh, Michel ha Monique Pinçon-Charlot. O buhez-micher o deus tremenet o studiañ ar sujed pinvidik-mañ : ar re binvidik. Ha skrivet levrioù gwallzedennus, a zo bet aliet din meur a wezh ha n’on ket bet betek o lenn peogwir e kavan un tammig sec’h, moarvat, lenn levrioù sokiologourez rik.

Er vannenn-dreset-mañ e vo kavet un diverrañ eus disoc’h o enklaskoù niverus.

Lennet e vez gant kalz plijadur, gras da vMarion Montaigne ha d’he fent diroll. Met ar pezh em eus kavet ar plijusañ, marteze, eo ez eo frammet a-zoare al levr. Roet e vez displegadennoù sklaer, urzhiet, abeget ha skeudennaouet gant kalz donezon. Kaout arc’hant n’eo ket a-walc’h : ur ouestl eo bezañ pinvidik, un istor a-gozh, hag un afer rouedad ivez.

Diaes eo, goude bezañ lennet an albom dudius-mañ, chom hep gwelet ar binvidien evel c’hwibez, doare al laou. Ur levr fentus ennañ egin an dispac’h eta, daoust ma ne rofe nemet gwirionezioù da lenn.


Le loup en slip 1, 2 , 3, 4, Lupano, Itoïz, Cauuet, Frañs (2016, 2017, 2018, 2019)

Doareoù bannoù-treset evit ar vugale, ha bihan a-walc’h, eo ar rummad levrioù-mañ. Ur c’hoari menegiñ anezho a vez graet gant Lupano er bannoù-treset Les vieux Fourneaux, setu perak em eus bet c’hoant da welet petra e oant.

C’hoarvezout a ra an traoù en ur c’hoad, a vez adsavet ennañ ar gevredigezh a-vremañ. An engroez gredus, ar werzhourien, ar polis… a vez anavezet diouzh ar c’hentañ sell. Nebeut a bozioù a zo, met dibabet mat, hag, ar pezh a gavan-me plijus, dibilpouz a-walc’h ; tost eus ar yezh pemdez.

M’em eus kavet saourüs ar peder vannenn-dreset-mañ eo peogwir ez eus meur a live lenn enno. Lennet em eus anezho gant krennarded, ha chomet omp ur pennadig o tivizout diwar-benn ar ster da reiñ da bep istor, ha diwar-benn ar farsadennoù n’o doa ket komprenet e-kerzh o c’hentañ lennadenn. Kement ha lakaat splann n’eo ket ken eeünig an traoù ha ma tiskouezont bezañ.

Ken intret a ideologiezh eo al levrioù-mañ ha ma c’helle bezañ kentelius ha kristen levrioù bugale an XIXvet kantved, moarvat. Met kalz plijusoc’h eo din ar soñjoù a vez lakaet da dremen : diskuliañ ar ouennelouriezh, prederiañ war ar c’horvoder hollvedel, en em soñjal war an doare da ingalañ gwelloc’h ar pinvidigezhioù hag ar plijadurioù etre an dud, enbarzhañ ar re a zo disheñvel… Ledan eo ar program.

Dichek ha dirollet eo an ton, gant serroù-lagad war-zu an dud gour, met pas re, kement ha chom intentabl gant ar re vihan atav. Ar re-se a vo kizidik ouzh ar fent dreist-holl. Degas a ra soñj din eus levrioù ‘zo evit ar vugale a veze kavet e tiez ar familhoù hipied er bloavezhioù 70-80. Ur rummad levrioù a vrasa gant e lennerien ez eo : komprenet e vez gwelloc’h-gwellañ ar soutilderioù anezho.

Hag e fin pep hini eo bet lakaet ar bajennad doubl eus Les vieux fourneaux ma vez kaozeet eus Le loup en slip gant ar re gozh : unan disheñvel bep tro.

Levrioù a galite, a laka an unan war e du mat, n’eus forzh peseurt oad a vije dezhañ.


Euzhvil al lenn zu, Herve Jaouen (2012)

euzhvil al lenn zuUr vrav a levrig evit ar vugale, lakaet e brezhoneg gant Herve Lossec. N’eus ket anv a voliac’h, daoust d’an euzhvil zo e-barzh an titl : un enklask-polis bihan eo, plijus, ha tresadennoù brav da heul.

Lavaret em eus dija ar vad a soñjan diwar-benn troidigezhioù Herve Lossec. Evit un den gour eo plijus da lenn, forzh penaos. Met el levr-mañ en deus skoet hebiou ur wezh pe ziv, pa n’en deus ket meizet mat live-yezh ar vugale “zivyezhek” a-vremañ. E penn kentañ al levr, da skouer, eo chomet tostoc’h ouzh an destenn orin eget ouzh kompren al lennerien : displegañ a ra ar ger “ur mailh” gant termenadoù n’hellfe ket ur bugel “divyezhek” anavezout :

“Ur mailh eo va zad da besketa dluzhed gouez. Ur mailh n’eo ket ur morzhol, na fank, na lagad ur chadenn kennebeut, met un den barrek-kenañ…”.

Ha p. 18 eo ar gudenn gontrol : pa zispleg herve Jaouen e korf e levr ar ger “cadavre” moarvat (n’em eus ket gwelet an destenn c’hallek) :

“Ne oa ket ur  skourr met ur c’horf-marv !

Korf-marv, setu ur ger ha n’eo ket gwall vrav. Met ret eo deskiñ ar gerioù vil ivez, kuit da vezañ renket e-touez an azenned korniek, a lavar Mammig”.

E brezhoneg e vez komprenet diouzhtu “korf-marv”, memes gant ur bugel seizh vloaz. Evit lakaat an displegadenn-mañ da heul e vije bet gwelloc’h implijout ar ger “kelan”, da skouer…

Kavet em bije gwelloc’h kavout ur roll-gerioù er fin… just evit ar pesked ! ma n’anavezan ket anezho ez eus chañsoù bras evit ma ne ouezo ket ar vugale petra int, kennebeut !

Ne noazh ket kement-se ouzh ar blijadur da lenn, hag an istor zo simpa : da brofañ hep riskl a geuz.


La tempête, Florence Seyvos, Claude Ponti, Frañs (1993)

Tempête

Piket va c’halon en un doare dic’hortoz gant al levrig-mañ fenozh. Ur plac’hig logodenn zo o c’hortoz ur barr-avel. Leun a fiziañs emañ-hi hag ar gwir zo ganti : gant he zad hag he mamm tro-dro dezhi, ne raio netra diouer dezhi daoust d’ar gorventenn. Ha memes p’eo difaragoellet an ti e chom kurius ha laouen al logodennig. N’eus forzh petra a c’hoarvezfe en diavaez ne c’hell ket distrujañ anezhi keit ma chom he familh tro-dro dezhi. Ar skeudennoù zo brav tre, gant livioù dreist. Me gav din eo ul levr leun a garantez hag a zouster evit lavaret d’ar vugale kaout fiziañs er cheñchamantoù a c’hoarvezo en o buhezioù, ha d’o zud plantañ kalz a fiziañs en o bugale adalek o oad tenerañ evit ma vint armet er vuhez ! Kement-se a lavaran en ur implijout muioc’h a c’herioù eget n’ez eus en albom moarvat… Skeiñ a ra war-eeun war-zu ar galon, evel ur varzhoneg pe un haiku. Brutal ! Adalek 3 bloaz.