Ur skouer vat eo al levr-mañ eus an doare va tibaban va lennadennoù. Biskoazh n’em bije dibabet hennezh, pa n’em bije ket klevet ha lennet a bep seurt traoù diwar-benn Matzneff er c’heleier. N’em boa klevet biskoazh e anv a-raok, ha n’on ket desachet gant ar sujed a zo e kreizig-kreiz e oberennoù, ma komprenan mat : ar pedofiliezh. Met emaon e sell lenn al levr a zo bet embannet, nevez ‘zo, gant unan eus ar grennardezed bet a oa bet e karantez gant Matzneff. C’hoant em boa da gompren penn-da-benn, n’eo ket savboent unan pe savboent egile. Kroget em eus va zamm enklask hervez red an amzer eta.
Laouen-kenañ on o vezañ gellet lenn al levr-mañ. N’eo ket e vije ur bennoberenn, pell a se. C’hwezh ar c’hozh a zo gantañ war meur a boent. Met din-me eo ur sin yec’hed gellout lakaat e graban, en ur gevredigezh, en ul levr e ouezer eo dikriet gant an holl. Pa welan penaos e tro an divizoù war ar sujedoù amjestr er rouedadoù sokial, e soñjan n’emañ ket pell diouzhomp an dazont ma raio pep hini e damm justiz. C’hoant em eus d’en em vataat eus ar frankiz hon eus c’hoazh da lenn a bep seurt oberennoù ha n’eo ket ar re a blij d’ar bobl pe d’ar Stad nemetken.
Dedennus-kenañ em eus kavet al lodenn gentañ, Les moins de 16 ans. Kemer a ra harp Matzneff war lizhiri karantez entanet unan eus he mestrezed yaouank, barrek war ar skrivañ, evit diskouez ez eus anv a garantez rannet.
Kavout a ra din eo kendrec’hus e arguzennoù evit ar pezh a sell ouzh an efebofiliezh : evidon, an oad a 18 vloaz, 21 bloaz gwezhall, lakaet gant ar Stad da vezañ penn kentañ an oad gour, n’en deus ket kalz ster. Ar pezh nemetañ a gont eo ar c’hoñsañtamant. Eus ar pezh a lavar -el levr-mañ d’an nebeutañ- ez eo ken pouezus all evitañ. Ar merc’hed a rann un istor garantez gantañ hen ra a-youl-gaer.
Ken skoüs all an arguzennoù diwar-benn an darempredoù kuzh. Ken broudus, ma ne vije ket dedennet gant ar vugale ken ma vije degemeret seurt darempredoù gant al lezenn, marteze. Anzav a ran e kav din ez a un tammig pell ganti : evit lakaat ar soñjoù da vont a-du gantañ, piv oar ? Met e zoare da gontañ an traoù a zo divarc’hus : penaos na anavezout ket ennañ heklevioù eus traoù bevet gant an holl ? Ur garantez zo ur garantez. Ha marteze eo an dra-se a laka diaes al lennerien.
Met ar soñj en deus broudet ar muiañ va spered eo an hini e vije bac’het ar grennarded, ampechet en o ezhomm da zizoloiñ ar bed hag ar sekselezh -petra gwelloc’h, eme vMatzneff, eget deskiñ ar garantez gant unan a gar ac’hanoc’h, d’ar mare m’ho peus ar muiañ a c’hoant d’hen ober ?-. Krediñ a ran ez eo stag ouzh spered ar bloavezhioù 70, kalz frankoc’h war ar sujed-mañ evel ma c’heller lenn er pennad mil zedennus-mañ.
E Les moins de 16 ans e kaver ur Gabriel Matzneff akord ha digor gant e soñjoù, a zifenn gant kalon ha kred. Un intelektual en em santan alies a-unvan gantañ, hag un den a gomprenan pa gomz diwar-benn karantez, memes m’eo disheñvel e c’hizioù eus va re. Betek-henn, netra gwall zispac’hus…
Nemet ne gomz ket diwar-benn ar grennarded nemetken, komz a ra ivez a zarempredoù kig gant bugale ken yaouank hag eizh bloaz bennak. Hag aze, ne c’heller ket ober mod-all eget en em c’houlenn : pelec’h emañ e benn ? pelec’h emañ an neuronoù a servij dezhañ da skrivañ testennoù ken dedennus ? Penaos an diaoul n’en deus ket merzet eo-eñ un den gour, dezhañ ur giriegezh e-keñver diorren an holl vugale, ha n’emañ ket-eñ war ur memes live ganto ? Ur gevrin eo din.
Evit an eil lodenn, ar pedofiliezh hag an efebofiliezh o vezañ e-touez ar “passions schismatiques” a ra anv ar skrivagner anezho, n’eus nemet pa gomze eus ar re-se em eus kavet dedennus ar pezh en doa da lavaret. A-hend-all n’em eus gwelet nemet ur seurt kaoteriad enni relijion, speredelezh, istor, politikerezh, drougrañsoù kozh ha me-oar-me, mesket, a lakae an destenn da vezañ tost dilennabl din-me, nemet a vare da vare : ar pep sklaerañ enni eo he zitl, ha c’hoazh… Kontrol da Les moins de 16 ans ha n’en deus ket koshaet, e pouez an amzer war Les passions schismatiques ha n’eus ket kalz ster ken o lenn en deiz a hiziv, paneve gant ar soñj da glokaat an destenn all.
Dont a ra war-wel, e Les passions schismatiques, ur Gabriel Matzneff tostoc’h ouzh ar skeudenn em eus komprenet a zo anezhañ e penn an dud : emgar, c’hwezhet gant ar brasoni, trellet gant feizioù kontrol, sur dioutañ betek lakaat ar re all da heugiñ : m’emañ e holl benn gantañ ez eus da glask ar prouennoù e lec’h all. Dedennus eo evit ober e soñj war an doare den en deus skrivet Les moins de 16 ans, daoust da bep tra.
N’eo ket lavaret ne lennin ket oberennoù all gantañ da beurober va soñj. War un dachenn lennegel-rik, n’eo ket displijus. Met en hejadenn-soñjoù emañ nevezenti (kozhni ? pinvidigezh, atav) an testennoù-mañ.