Category Archives: Filozofiezh

La religieuse, Denis Diderot, Frañs (1780)

diderotUgent vloaz-pad en doa prederiet ha pleustret Diderot war ar romant-mañ. N’en doa ket peurechuet anezhañ koulskoude. Ne voe embannet nemet goude e varv, e 1796.

Loc’het e oa soñj an oberenn-mañ diouzh ur farsadenn lakaet e plas gant Diderot ha mignoned dezhañ evit lakaat unan eus o mignoned da zistreiñ da Bariz. Lizhiri a skrivent da hennezh, e plas ur seurez ijinet a lavare kaout c’hoant da guitaat ar gouent e oa bet bac’het enni hag a c’houlenne e sikour.

Ne zeuas ket en-dro ar mignon. Met chomet e oa ar soñj d’ober e hent e penn Diderot.

Ur flemmgan eo ar romant. Diazezet eo war fedoù gwir avat. Ur c’hoar d’ar skrivagner e-unan a oa marvet follez en ur gouent. Ur plede evit gwir ar maouezed da zibab eo. Diskuilhañ a ra an depegn kriz-mañ pegen pell e oa palioù ar c’humuniezhioù relijiel, hag ar gevredigezh dre vras, ha diouzh pep santimant relijiel ha diouzh pep santimant denel. Abegoù arc’hant, abegoù sokial a zo da harozez al levr-mañ da vezañ bet lakaet er gouent en desped d’he youl. Kaer e vo dezhi stourm, ne zeuio ket a-benn da adkavout he frankiz, nemet dre dec’hout kuit, ha c’hoazh eo bet merket re zon he amzer-dremenet gant ar bloavezhioù he deus kaset er sistem evit gellout o c’has pell diouti da vat.

Skrivet eus ar c’hentañ eo, gant gerioù resis hag un dibab santimantoù ledan. Gwirheñvel eo defod bezañ gwirion. Aes ha gwallzedennus eo ar romant da lenn, souezhus lies gwezh. Evel alies, e vezan skoet gant ar pell e yae Diderot ganti, ar modern ma oa e oberennoù evit e vare.

O lenn an oberenn-mañ e teu d’am soñj e oa eus ar sklêrijennoù ouzhpenn tud speredek : mennet e oant, ivez, da zigeriñ daoulagad an dud. Da sklêrijennañ an hent, foei da bep pilpouserezh. Met ur gefridi amjestr e oa : anez bezañ soutil, e koller skouarn ar re a glasker tizhout.

N’on ket sur en deus tizhet an Dispac’h Gall e bal. Met deuet eo a-benn Diderot eus e gefridi douger-lutig, ha n’eo ket hep fent en desped d’ar sujed gwall sirius.

 


Ar marc’heg na oa ket anezhañ, Italo Calvino, Bro-Itali (1959)

marchegLaouen bras on e vije bet Serj Richard, an troour,  betek fin ar rummad tri levr-mañ. Pouezus e kavan echuiñ an traoù ha re a raktresoù pe a droidigezhioù a chom diglok.

Evel en daou romant all eus ar memes rummad, e kemer Calvino ur goulenn filozofel hag e ijin un istor diwarnañ. Kinnig a ra meur a respont el levr-mañ da : petra eo bezañ unan bennak ?

Evit ur wezh, n’on ket dedennet-kenañ gant ar goulenn ha n’en deus ket lakaet kerdin don da dregerniñ ennon. Met un dudi eo al romant-mañ da lenn, en e ardremez krennamzerel kadarn. Muioc’h c’hoazh eget en daou all eo bezant ar fent ennañ, seul vui ma vez dielfennet pizh personelezh pep tudenn.

Ha me soñjal : ur mailh war ar skrivañ a zo gouest da gontañ n’eus forzh peseurt bidennoù d’an dud, dont a raio brav gantañ bep tro.

Ken marvailhus hag ur gontadenn, ken pizh e skritur hag ur romant, marteze eo Ar marc’heg na oa ket anezhañ romant bourrusañ an drilogiezh.


Éloge du voyage à l’usage des autistes et de ceux qui ne le sont pas assez, Josef Schovanec, Frañs (2014)

Schovanec voyageUl levr iskis eo hennezh, marellet a eñvorennoù, a gejadennoù graet gant ar skrivagner e-kerzh e veajoù dre ar bed. Me, tu kenwerzhel ar beajoù ne blij ket din. Kavout a ran un tamm re aes implijout e re evit lakaat ul levr d’ober berzh.

Ret eo anzav, koulskoude, e laka al levr-mañ da vezañ aes da lenn ha denel. Gouzout a ra Josef Schovanec doñvaat e lenner.

Ar prederiadennoù eo a zedenn ac’hanon el levr-mañ. Evitañ, da skouer, n’eus ket a veaj wir ma ne vezomp ket lakaet ganti da cheñch hor bevennoù diabarzh. Dassoniñ a ra al lavarenn-se gant va soñjoù don. Hag ouzhpenn ur wezh on bet unvan gantañ. Nemet e vijen-me bet pelloc’h, marteze : evit se, perak mont ken pell ?

N’eo ket gwall hir al levr, met leun a deñzorioù. Da vezañ lennet gant an holl foeterien-bro, d’an nebeutañ.


Les enfants sauvages, mythe et réalité, Lucien Malson, Frañs (1964)

enfants sauvagesEvit mont donoc’h gant istor Viktor, ar bugel gouez.

Al levr-mañ, dres ar memes hini, a oa du-mañ pa oan bihan. Klasket em boa meur a wezh e lenn, hep dont a-benn daoust ma oan dedennet gant ar sujed. Stil Lucien Malson a gaven, hag a gavan c’hoazh, c’hwezhet a-walc’h, daoust ma vije pouezus ar pezh a ro da c’houzout. Ret eo ivez adlakaat ar skrid-mañ er mare m’eo bet skrivet evit chom hep fumiñ rak frazennoù a seurt gant : “…et l’on sait, par exemple, comment la psychiatrie révèle les liens très étroits qui très souvent unissent l’attitude de racisme à l’attitude de pédérastie…”. N’eus ket kalz anezho, dre chañs.

Dre ma n’eo ket gwall yaouank eo em eus kavet anezhañ en ur voest-levrioù, kredabl.

Bezo pe vezo em eus gwalc’het va c’hoant, ar wezh-mañ.

Renablet ha studiet e vez ar vugale a oa bet kavet, an doare m’en em renent hag an doare m’int deuet a-benn da ziorren (pe get) el lodenn gentañ, gant Lucien Malson eta. Ar pezh a glask ar ouizieien gouzout eo, a-benn ar fin, petra eo un den, ma lakaer a-gostez kement roudenn eus ar gevredigezh, petra zo disheñvel etre un den hag ul loen pa vevont er memes mod ?

Met, d’am brasañ souezh, n’eo ket aze lodenn hirañ al levr. En un eil lodenn e c’heller lenn penn-da-benn an div studiadenn en doa skrivet an Dr Itard diwar-benn Viktor.

Ar re-se em eus kavet dispar. Da gentañ, peogwir int skrivet, int, en ur stil flour hag heson. Da eil, evit an abeg meneget gant Lucien Malson : ar pezh en deus klasket an den-se ober gant ar bugel a c’hell bezañ lakaet da zeroù ar pedagogiezh a aweno diwezhatoc’h Maria Montessori. Skridoù a dalvoudegezh int, o tiskouez kement a zenelezh hag a ouiziegezh hag a fallvarchoù.

Ur goulenn a red em fenn koulskoude. Ha ret eo ? Gwallgas an dud evit o lakaat da blegañ ouzh ar pezh a greder bezañ stad denel ur mare bennak ? Ken gwir e chom ar goulenn en deiz a hiziv.


Istor fentus stadoù hag impalaerezhioù al loar, Savinien Cyrano de Bergerac, Frañs (tro 1650)

Ne lennan ket alies skridoù eus ar XVIIvet kantved. Marteze e teu eus an droidigezh, met an dra gentañ a zeu d’am spered eo ez eo modern a-walc’h skritur al levr-mañ. Plijus ha buhezek eo e stil, daoust ma vije troc’het an istor ingal gant distroelloù skiantel pe filozofek, evel ma plije kement d’ar skrivagnerien ober er mare-se. N’eus forzh peseurt sujed a vije skrivet diwar e benn, e chom plijus an oberenn da lenn a-fed yezh, lusk, stumm ar frazennoù.

Unan eus an oberennoù “arlañs” (tad-kozh ar skiant-faltazi eo, ne ouezan ket re petra ober eus se e brezhoneg : “anticipation” e galleg) kentañ eo ar romant-mañ. Evidon ez eo kentoc’h ur seurt kontadenn, liammet ouzh bed ar marvailhoù : memes d’ar mare ma oa bet skrivet, n’eo ket kontet evel un istor stag ouzh an amzer-dazont, met evel unan a vije posubl e amzer-vremañ ar skrivagner.

Ar pezh em eus kavet un tammig diskoñfortus en istor eo ne vezen ket gouest atav da zidouezhiañ soñjoù ar skrivagner : pegoulz e veze oc’h ober goap ouzh e genseurted, pegoulz e veze o kinnig traoù poellek, war zigarez diduiñ pe lakaat da c’hoarzhin, ha pegoulz e laoske frankiz war moue e ijin, traken. Aesoc’h e oa da gompren evit tud e vare, sur-mat. Evidomp, ez eo alies an notennoù bihan a sikour da gompren ar mennad kuzh. Splann e vez evit an tammoù a zo bet troc’het gant an embannerien da vare pe vare, met a-wezhioù ne vezen ket sur. Evit reiñ ur skouer : goude kement a ijinadennoù, a soñjoù nevez roet gant ar skrivagner, e echu al levr gant un distro trumm d’ar moral kristen. Hag ur red e oa, evit kuzhat kentelioù ar romant ha permetiñ dezhañ bezañ embannet ? pe mouezh “dreistme” ar skrivagner, en em roe da glevet en un doare naturel ?

Deuet mat eo ar pennad-digeriñ gant an droourez, Mich Beyer, da ginnig war un dro ar skrivagner hag an oberenn, a-hend-all ez afe pep lenner da glask an titouroù zo ennañ e Wikipedia gallek pe saoznek.

N’eo ket ul levr gwall dev, lennet e vez dindan nebeut amzer. Dedennus-tre eo evit gwelet penaos e tremene tud ar XVIIvet kantved eus ar rambreadennoù prederouriek d’an difraeoù skiantel. Test eo eus temz-spered ar mare, a gav din, ha dudius da lenn evidomp, 4 c’hantved war-lerc’h.

 


Hunvre un den lu, Fiodor Dostoievski, bro-Rusi (1877)

Gant un doare mezh eo ret din anzav n’on ket kendrec’het gant an danevell-mañ, daoust ma n’em bije ket alergiezh ouzh Dostoievski diouzh boaz.

N’eo ket gwall hir an destenn. Divizout a ra an daneveller en em lazhañ, met ur gejadenn dic’hortoz a cheñch e nozvezh. Chom a ra kousket don, paket en un hunvre faltaziek dezhañ livioù ar wirionez. Treiñ a ra an destenn da utopia, ma ro Dostoievski ur skeudenn eus ur bed peurvat, hep sach-blev na soñjoù droch. Ur bed a ya da fall abalamour da zonedigezh an dezreveller ennañ. Amzer en deus bet memestra da welet war-zu petra mont, ha setu ma tiviz mont da skignañ ar c’helou vat ur wezh dihunet.

Ur seurt geneliezh adwelet eo an destenn, a ya berr-ha-berr da gelennadurezh pennañ ar c’hrist, karout e nesañ. Un destenn teologel muioc’h eget faltaziek, a bell.

An embannadur brezhonek, eus 2006, zo ennañ un dastumad gerioù hag ereadurezhioù egzotek. N’eo ket divalav, met mont a ra a-enep d’ar pezh a gomprenan bezañ bouedenn ar gelennadurezh roet gant an destenn-mañ : ret eo paouez da derriñ e benn gant meizadoù uhel ha bevañ gant ar re all en doare eeünan posubl, gant karantez outo.

Kavout a ran diamzeret a-walc’h an tem, a-fed relijion d’an nebeutañ : ar re a zo dedennet gant ar relijion bremañ ne bledont ket ganti en doare ma veze graet en XIXvet kantved dre studial testennoù relijiel kozh ha tabutal diwarno. Hag ar re n’int ket dedennet gant ar relijion n’o do ket kalz ebat o lenn an destenn-mañ moarvat. N’eo ket fonnus a-walc’h an endro faltaziek evit lakaat dougen ar soñjoù gant ijin al lenner. N’eo ket un destenn da hunvreal, met unan da studiañ.

Posubl eo e rofe alc’hwezioù da gompren gwelloc’h oberennoù Dostoievski, koulskoude. Aze emañ an interest anezhi, moarvat.

 


La lupo sur Kapitolo, Stellan Engholm, bro-Sued (1932-1958)

lupo sur kapitoloAr suedour Stellan Engholm en deus skrivet pevar romant en esperanteg ha troet kalzig oberennoù ivez. E holl zanevelloù eo a zo kinniget el levriad-mañ, deuet a-ziwar ar wask e 1997 (embannet e oant bet a-strew e kazetennoù liesseurt a-raok).

Div zanevell a zo merket don gant levezon kontadennoù H.C. Andersen : Knabo kaj birdo / paotrig ha labous ha La branĉetoj / ar skourroùigoù.

An danevelloù all eo souezhus a-walc’h o zon. Gwelet e vez emañ ar skrivagner o ribotat e soñjoù en e benn, goustadik. E dudennoù ne heuliont ket ul linenn eeun ha n’eo ket gwall sklaer atav ar pezh a glaskont ober. Pe, m’eo sklaer, e troont chupenn, e vagont keuz rak o oberoù ur wezh m’int kaset da benn, hag ar c’heuz-se eo a cheñch o doare da welet ar bed. N’eo ket danevelloù eeunik eta, pa zigoront klas d’ar preder. Filozofek int, en ur mod.

Daoust da se, n’int ket diaes da lenn. Tapet e vez mabden war e bemdez, e munudoù e vuhez, gant se e c’hell al lenner en em lakaat e plas ar penndudenn. Taolennoù kaer eus an natur hag eus ar santimantoù a gan-hi e kreizon an unan a gaver e-leizh. Lec’h ar preder eo. A-hend-all, an diaes ma vez rannañ e vuhez gant tud all, mankoù mabden, e zaolioù-kaer aet d’ar c’hleuz zo e kreiz ar jeu. N’eus ket klodoù el levr-mañ, ne ra nemet chuchumuchiñ e istorioù e pleg ar skouarn, d’al lenner da brederiañ, ma kar.

Un nebeut testenioù diwar-benn ar skrivagner a gaver e fin al levr, kement hag hiraat ar geusteurenn. Klotañ a ra e skridoù, hervez, gant an den ma oa : tavedek, chaokan a rae e c’herioù seizh gwezh warn-ugent a-raok o distagañ. Daoust ma oa gouest da labourat buan-tre ha gant awen, pa veze ret (evit troidigezhioù da skouer), n’en deus ket skrivet kement-se a oberennoù a-hed e vuhez : un den goustad e oa dre anien.

Plijet on bet gant al levr dre vras : melkonius eo hep bezañ ankenius. An destenn on bet skoet ar muiañ ganti, Ar bleiz war ar c’hapitol, zo ken berr ma n’on ket sur e c’heller ober un danevell anezhi, daoust ma rofe hec’h anv d’an dastumad. Lakaat a ra en ur geñver emdroadur sevenadurezh Roma gant stuz al loened, gwallgaset gant mabden.


Menez An Ene, Gao Xingjian, bro-Sina (1990)

menez an eneAl levr-mañ n’eo tamm ebet ur romant ; un dezrevell-beaj ne lavaran ket, diwar-benn ur veaj evel m’o c’haran : unan a zigor ene ar beajer war un dro gant e zaoulagad. Ouzhpenn ur veaj en egor eo ur veaj diabarzh eta. Kalz pajennadoù em eus kavet dedennus ha plijus-tre peogwir e oar ar skrivagner plantañ un aergelc’h gwelloc’h eget nikun, displegañ ar pezh a lak diaes an nen, pe ar pezh a lak e galon da deuziñ. Sachañ a ra war neudennoù a lak anezhañ da adkavout e vugaleaj pe da glask andon e garantezioù kozh hag a-vremañ. Deskrivañ a ra endroioù digredus, ardremezioù gouez (tud ken gouez all a-wezhioù), antreal a reomp gantañ en tiez niverus ha ken iskis an eil re hag ar re all.
Koulskoude, n’on ket eus ar vro-se. Dre ziouer a dostidigezh, a zarempredoù reoliek, ha pa vije dre hanterouriezh levrioù, n’anavezan ket kenkoulz sevenadur hengounel bro-Sina ha hini broioù all. Ha santet em eus e tremenen hebiou d’ur bern traoù el levr-mañ. Forzh pegen resis e vije deskrivet al lidoù “dao”, n’on ket evit meizañ o zalvoudegezh hag ar pouez o deus e buhez an dud-se : din ne zegasont eñvorenn ebet, netra liammet ouzh va bugaleaj pe gizioù em bije anavezet. Heñvel evit ar mojennoù niverus dastumet gant an dezreveller hag a gont d’e vestrez evit he lakaat da skrijañ. Hag eus politikerezh ar vro n’anavezan koulz lavaret netra ebet n’on gouest da lavaret nemet e kavan kriz anezhañ goude bezañ lennet al levr-mañ. Ne lavaran ket eo fall dizoloiñ traoù, broioù nevez dre al lennegezh, met santet em eus e vanke din ur bern rakrekizoù, evit kompren al levr-mañ da vat. N’on ket evit meizañ en abeg da betra en deus tapet ar skrivagner-mañ priz Nobel al lennegezh eta. E-lec’h mont don en e ved, lennadenn e levr ne zegas din nemet un tañva anezhañ.
Eus ar c’hentañ em eus kavet lodennoù ‘zo, evel ar pennad ma kont ar beajer penaos en em gav war an hent gant ur beajer all ha ne ziskouez ket bezañ hegarat. Skoüs ar pennad ma kav ur bugel war an hent, ha  meur a hini all. Mat eo din e vije start ar skoulmoù etre ar pezh a ra an den hag ar pezh a soñj : p’en em goll el latar e tiskouez mat e zigalon, ha kement ‘zo. Met diwar ar pezh a ra, an doare ma ra gant an dud en em gav ganto, merc’hed pe estrenien, n’em eus ket gellet tennañ breuriezh : n’en em gaven nemet ral a wezh o soñjal “graet em bije eveltañ”. Chomet eo estren an dezreveller din, nemet a vare dre vare, pa ra anv eus koshaat peurgetket, ar pezh a c’hoarvez aliesik. Ar sell a daol war ar merc’hed a greden karantezus da gentañ, met n’eo ket : n’eo karantezus nemet ouzh merc’hed yaouank koant (hag un tamm sot, hervezon), ar re all o vezañ didalvoud-krenn evitañ. Feuket on bet gant unan eus ar pennadoù war an tem-se zoken :

“Bezañ pedet da zebriñ gant ur plac’h a vev hec’h-unan : ur blijadur e tlefe bezañ. Hogen tremenet eo ganti oad kaer ar merc’hed, un dremm spinek hag amloariet dezhi, marchodennoù balirek, ha pa vount war he marc’h-houarn pe pand a a-c’haol warnañ, nend eo ket tamm kenedek. Digalonekaet e troadikellan en ur glask un dra bennak da lavarout dezhi.”

Dre vras eo kentoc’h plijus al levr da lenn. Douget e vezen gant ar skritur, goustadik, betek en em gavout gant un nebeut pajennadoù a gaven dreist hag a gomze din da vat. Reoù all a gaven enouüs, pe ne zeuen ket a-benn d’o meizañ mat. Dre vras e kav din e vank al levr-mañ a framm, ha daoust ma ouezfe Gao Xingjian depegnañ resis kalon mab-den e kav din n’eo ket trawalc’h evit ober ur bennoberenn eus Menez an Ene.

Ret eo lavaret (ur wezh n’eo ket atav) em eus kavet diaes va lennadenn e-keñver yezh ivez. Implijet e vez gant an troer ur geriaoueg n’on ket boaz da zornata, ha seul ziaesoc’h pa vez luziet sujed al levr… Evidon eo bet ul lennadenn a oa traoù da rastellat enni, hep bezañ un dudi divesk.


Les instructions, Adam Levin, Stadoù Unanet (2011)

les instructionsChomet on gennet war ar romant hir-meurbet-mañ e-pad an hanter eus an hañv, ha daoust da se, ne ouezan ket peurvat petra soñjal diwar e benn, daoust m’em bije bet amzer d’en em soñjal ha lennet kalzig skridoù all etretant.

Kontet eo an istor gant un “dezreveller n’heller ket fiziout ennañ” (kavet em eus ar formulenn-mañ en ur pennad diwar-benn ar romant ha kavout a ra din e klot resis gant va ezhomm). An dezreveller, an haroz eta, zo 10 vloaz bennak. Ur paotrig yuzev donezonet-dreist ez eus anezhañ, ur seurt savantenn. Krediñ a ra mort eo ar mesiah nevez. Emañ o paouez bezañ lakaet er-maez eus ar skol yuzev a heulie kentelioù enni peogwir en deus un emzalc’h feuls, ha lakaet eo bet en ur skol all ma heul ur program evit ar vugale diaes : ar “gaoued”, ul lec’h heñvel ouzh un toull-bac’h war meur a boent.

Dont a ra a-benn ar paotrig da strollañ un armead bugale tro-dro dezhañ : ul levezon eus ar souezhusañ en deus war e genseurted ha tamm-ha-tamm ez a an itrik war-zu un diskoulm feuls ha digredus.

Un dra bennak souezhus a zo e stil ar skrivagner : dindan ouzhpenn 1000 pajennad, ne gont nemet un dornad devezhioù. Tost eo e zoare-ober eus deskrivadurioù an naturalisted pishañ, en ur mod, nemet eo troioù, distroioù ha korntroioù soñjoù an haroz a vez plusket ha diblusket ken munut m’en em goller en e empenn follet, ha pa zeu e-barzh an istor unan bennak dezhañ soñjoù poellek, e lakaer un tamm amzer a-raok adkavout e gempouez hag adreiñ d’ar fedoù o ster gwir. Ne c’hoarvez nemet ral a wezh er romant forzh penaos.

An eil tra digustum-kenañ eo ne glask ket ar skrivagner-mañ reiñ ton ar wirionez d’e skrid : holl vugale an istor a zo speredek-meurbet, komz a reont gant gerioù sirius, sevel a reont itrikoù evel gwir dorfedourien… ha daoust da se ez a ar romant en-dro evel pa vije da vat eus ar skol, eus an dud-se : touellet eo al lenner gant e lennadenn, peogwir eo ken resis ar bed deskrivet ma lakaer anezhañ da wirion. Ha kement-se, hep bezañ mezevellet gant ul lennadenn a lakafe an unan da blavañ.

Hag un trede tra, diouzh liv an amzer marteze met ral a-walc’h er bras eus ar romantoù, ur romant feuls-kenañ eo Les instructions, ken ma vezer skoet gant ar feulster dirollet en em gaver gantañ e-ser lenn a-wezhioù.

Hir eo roll an traoù a c’heller menegiñ diwar e benn : diskouez a ra kalz gouiziegezhioù diwar-benn ar relijion hag ar gizioù yuzev, da skouer, ken ma c’heller en em goll enno ! gwelloc’h eo bezañ arroutet war ar Bibl evit kregiñ ganti. Lakaat a ra da soñjal e-barzh ur romant brudet all ivez, en ur mod : Sa majesté des mouches gant William Golding. An dra-se a oa bet lavaret din pell ‘zo pa oa bet roet al levr din, ha disoñjet em boa penn-da-benn, met splann eo pa erruer tro ar fin. Ha koulskoude, ne c’hellfe ket bezañ disheñveloc’h an endro kinniget.

D’am soñj on bet plijet a-walc’h gant romant Adam Levin, daoust ma n’em bije kavet kazi gwezh ebet ennañ doareoù da veajiñ, da zisoñjal va endro : dont a ra eus al lusk gorrek iskis roet gant ar skrivagner moarvat. Hag echuet em eus anezhañ gant ar santimant n’em boa ket peurgomprenet pep tra, e vije da adlenn un deiz bennak marteze… Ur romant iskis-bras eo eta, a alian d’ar re a blij dezho terriñ o fenn gant traoù un tamm luziet ha dizoloiñ skridoù divoutin-kaer.


For la batalilojn ! , Bertha von Suttner, Aostria (1889)

for la batalilojnDie Waffen nieder ! eo titl orin ar romant-mañ, bet lakaet en esperanteg, e-touez yezhoù all, peogwir e klot mat gant ar spered en deus lakaet ar yezh-mañ da vezan ganet tro ar memes bloavezhioù : raktres kentañ ar yezh a oa bet kinniget gant Zamenhof e 1887.

Ur vaouez a gont, en ur gemer harp war he c’haieroù deizlevr savet ganti pa oa yaouank hag a-hed he buhez. Kontañ a ra da gentañ penaos e vez desavet ar vugale e doujañs ar fedoù-arm, ar merc’hed zoken. Dimeziñ a ra ar plac’h yaouank gant ar gwellañ danvez gwaz a vije : ur soudard a-vicher. Karantez ez eus etrezo, ken ez eus, betek ma tarzh ur brezel bennak ha ma varv ar paotr.

Da heul an darvoud spontus-se e krog ar vaouez da cheñch mennozhioù e-keñver ar brezelioù, ar spered patriot ha kement ‘zo. Pa zigor he beg e sav cheu etre hi hag an dud : gwelet fall-tre eo ar mennozhioù peoc’hgarour en ur c’hantved m’eo pouezus-tre derc’hel krog war soñjoù an dud evit kas da benn ar brezelioù niverus a oa bet e Europa e fin an XIXvet kantved. Dimeziñ a ra un eil gwezh gant un eil soudard a-vicher, nemet en deus hennezh an hevelep mennozhioù ha hi diwar-benn ar brezelioù, hag e harp anezhi en he danvez brezel-ar-groaz enep spered o amzer. Desevel a reont mab an dezrevellerez hervez mennozhioù peoc’hgarour, ha sevel a-enep familh ha mignoned evit difenn o savboent, dreistordinal d’ar mare-se er metoù pinvidik a vevent ennañ.

Lodennoù zo eus al levr a denn da romantoù Jane Austen, pa c’hoarvezont er saloñsoù, hep ar fent koulskoude. Lodennoù all a lak da soñjal kentoc’h e Autant en emporte le vent, pa ziskouezont ar brezel e-unan. Gwezhioù zo e vez dedennus-tre, gwezhioù ‘zo e enoeer, peogwir ez eus fellet d’ar skrivagnerez ober un droiad ken klok eus he sujed ma koller nerzh ar fedoù romantelaet : tro ar fin on bet o wiriaat daoust hag e oa ur romant pe get, gant an tost ma oa ouzh he buhez, betek an anvioù. Ur romant eo e gwirionez pa ne echu ket buhez he gwaz evel hini gwaz an harozez, met me laka ez eus kalz traoù tennet eus buhez gwir ar varonez von Suttner a-hend-all.

Dedennus eo, ha d’ar c’houlz ma oa bet embannet e oa peadra da lakaat an dud da brederiañ, pa vez sellet ouzh ar sujed gant meur a savboent : hini ar plac’h, hini he gwaz, hini ar bugel, hini ar familh, an dud sivil, ar soudarded, ha dastumet he deus ivez testennoù tennet eus prezegennoù ha kelaouennoù eus hec’h amzer evit reiñ pouez d’he lavar. Un destenn dalvoudus eo eta. Keñveriaet eo en Wikipedia gant La case de l’oncle Tom : kement all en dije graet Die Waffen nieder evit stourm ar beoc’hgarourien hag al levr-se evit hini an enepsklavourien. Ar skrivagnerez hec’h-unan zo bet o stourm a-hed he buhez evit ar peoc’h ha chañsoù bras zo he dije levezonet he mignon Nobel evit krouiñ priz ar peoc’h.

Ar pezh em eus da rebech ouzh ar romant-mañ n’eo ket an danvez anezhañ met ar fed e vije kalz, kalz re hir evit ar pezh a oa da lavarout.  Ul levr a-bouez oa bet d’ur mare bennak eta, met koshaet en deus fall.