Category Archives: Beajoù

Caminante, Danevelloù eus an Andoù, Katell Chantreau (2006)

“Keleier eus an Andoù” a vije kentoc’h eget “danevelloù” : e gwirionez eo un doare deizlevr eus he beaj a ginnig Katell Chantreau, dezhañ da vezañ bet skrivet war-lerc’h. E-kerzh he beaj 7 mizvezh tro ar bloaz 2000 eo tremenet dre Ekouador, Perou ha Bolivia.

Kalz dezrevelloù-beaj ‘zo e brezhoneg hag atav e kavan anezho dedennus. Met hini Katell Chantreau he deus un dra bennak dreist d’ar re all. He doare da veajiñ, tost-tre diouzh an dud, o kemer perzh en o buhez, en o strivoù da wellaat o femdez ha da wareziñ o sevenadur, a zo dibar dija. Pell omp eus ar gartenn-bost amañ. Ar veaj-se a denn muioc’h d’ur veaj diabarzh eget d’un ergerzhadenn evit touristed. Intret eo gant sonerezh, dañs ha livaj. Dic’hortoz eo, digor war a bep seurt traoù ha tud. Ouzhpenn tremen he deus graet ar veajourez : diouzh he live, he deus klasket reiñ un taol skoaz, plantañ un tañva eus sevenadur Breizh, lakaat ar mennozhioù da vont war-raok… Dizoloiñ a reer ivez he fersonelezh divoutin, jourdoul ha kred enni : un drugar.

N’em boa ket prenet al levr-mañ peogwir e tisplij din al levrioù divyezhek, dre vras. Met n’on ket bet dipitet gant hennezh. Kompren a ran gwelloc’h an doare-se da veajiñ (a denn ouzh doare ar bloavezhioù 70-80, e metoù ‘zo) eget an hini a-vremañ, d’an daoulamm, an hentenn-veaj peg ouzh ho torn evit bezañ sur da chom hep c’hwitañ war dra-mañ-tra… Ha kontet e vez an traoù gant kizidigezh. Dont a ra a-benn Katell Chantreau da rannañ brav gant al lenner he zreuzfurmadur diabarzh ha d’e lakaat da dañva anezhañ. Fromus eo meur a wezh.

Ul levr digorus ha don.

Advertisements

Afrika, Lan Tangi (2017)

D’ar mare-se, er bloavezhioù 70 pa oa Lan Tangi 23 vloaz, e oa diouzh ar c’hiz foetañ bro hep gwenneg ebet en e chakod hag en em leuskel da vont gant al lanv.

Eñvorennoù-beaj, eta, roet pell war-lerc’h ha kemeret ton ganto, lufret ma z’int bet gant ar bloavezhioù. Ur misi o lenn, gant an didro m’emaint.

Tro d’en em lakaat e spered ar bloavezhioù 70 en-dro ha da advevañ un tamm frankiz ar yaouankizoù-se.

Un heuliad testennoù berr a ya d’ober al levr. Heuliañ a reont urzh an amzer ha roudoù ar beajer, met hep lakaat pouez war ar raktres-beaj (hag unan a oa ?). Kentoc’h eo un dastumad eñvorennoù, kreizennet war an darvoudoù heverkañ, ar c’hejadennoù a chom garanet er spered. Taolioù-lagad. O tiskouez stokadenn ar sevenadurioù, alies. Ha brav em eus kavet an doare m’en deus Lan Tagi d’en em lec’hiañ, ken e-touez an dud ken e-barzh e levr : tamm brabañserezh ebet, chom a ra uvel, anzav a ra e vevennoù. Met pell eo al levr-mañ da vezañ ul levr-bourzh ; tennañ a ra d’al lennegezh daoust ma vije gwriziennet er vuhez gwirion.

Kalz plijadur em eus bet oc’h ober un tamm hent e kavandenn ar skrivagner, mibin e bluenn.


A-hed ar Panamericana, Jorj Abherve-Gwegen (2007)

Dre vras em eus kavet ebatus an danevell-veaj-mañ. Ar muiañ a bouez a vez roet da vro-Ekouador, ergerzhet e vez ivez bro-Chili ha bro-Arc’hantina, ar pezh a zo mat evit keñveriañ an teir bro-se etrezo.

Perzhioù mat a levr-mañ eo ez eo resis-kenañ. N’eo ket diwar-c’horre an deskrivadennoù hag an displegadurioù, ha plijus eo heuliañ kammedoù ar beajer. Desket e vez traoù, ken war ar broioù ken war arz ar beajiñ. Kontet e vez an traoù gant ur bluenn ampart.

Koulskoude em eus kavet hir va amzer a-wezhioù, marteze dre m’em eus lennet al levr-mañ dre zegouezh, hep bezañ dedennet da vat gant ar sujed. Astennoù istorel ‘zo a gaven enouüs. Ha merzout a ran e pegan aesoc’h e-barzh pa ro ar skrivagner munudoù diwar-benn e zarempredoù hiniennel gant tud ar vro, ar pezh a ra gwezhioù ‘zo, pa chom evel en diavaez eus e sujed gwezhioù all. D’ar mareoù-se, em boa un tammig ar santimant da lenn levr-heñchañ Yann baleer.

Ar pezh a zo sur eo e ro c’hoant da vont d’ar broioù-se ; enezenn Chiloe dreist-holl.


Phaenomen 1 ; 2 : Plus près du secret ; 3 : En des lieux obscurs, Éric L’Homme, Frañs (2006)

Ur rummad tri levr plijus a-walc’h da lenn, ennañ drammoù pennañ al levrioù evit ar yaouankiz : galloudoù dreistnaturel, kevrinoù da ziluziañ, spierezh, karantez etre ar grennarded, beajoù, goulennoù diwar-benn e wrizioù, pennadoù e-barzh riboulioù pe gevioù (pouezus-tre, an dra-se, war a seblant, evit abegoù diemouez bet studiet gant tud all). Anzav a ran on bet souezhet-mat, ha plijet, gant an disoc’h.

Koulskoude ez eus kavet din, alies, e oa RE. Savet eo a-feson, santout a reer ar skrivagner a-vicher, ar stek… met ene a vank, marteze. Ur festival klichedoù eo ivez en ur mod.

Tro din d’en em soñjal war an doare da varn seurt levrioù, pa vezer erru kozh dija. A-wezhioù e prizian gant va sell den gour, hag al levr a zegas un dra bennak d’an den gour ma z’on (evel re Robin Hobb, J. K. Rowling, Christelle Dabos…). Evit Phaenomen, e kav din e tle bezañ dedennus evit ar grennarded, met din-me, n’en deus ket degaset kalz tra.


Va zammig buhez, Jarl Priel (1954)

Lennet em eus an eil embannadur, eus 1975.

Ul levr eñvorennoù, war un ton disheñvel a-walc’h diouzh ar re all : daoust ma ne vije ket yaouank ar boulom (1885-1965) e santer n’en deus ket gouzañvet re gant ar vuhez. Mab nemetañ ar familh, graet e vez war e dro gant e vamm hag, abred, gant e vamm-gozh da varv honnezh. An tad, lonker, n’eo ket evit desevel anezhañ. Spered lemm ha dilu e ra Jarl e dreuz er skolaj ken aes ha tra. E blijadur vrasañ : skrivañ ha sevel pezhioù-c’hoari. Pa vez ret dezhañ dilezel ar studioù, defot gellout paeañ, e lak e anv da vont da soner-trombon e sonerezh an arme a vor : un digarez a-feson da foetañ bro hep poaniañ re gant ar vicher.

Plijadur en dez da gontañ, kement hag ur c’honter, ha santet e vez en e eñvorennoù en doa ar stek da zaremprediñ ha da voemañ e genseurted. Kalz fent a zo en e goñchennoù. N’eo ket un den a dorr e benn. Ha kement a draoù en deus da gontañ, ma vez roet ur plas bras d’an darvoudoù, kontrol d’ar skridoù-eñvorennoù all ma vez deskrivet kement lec’h ha darvoudig pemdez dre ar munud. Tro en deus bet da dostaat ouzh pennoù bras, prezidant, tzar… par eo e droioù-kaer da re Jean Conan, war-bouez nebeut.

Gant se, ha doug Jarl Priel d’al leurenniñ, e chom an danevell-buhez-mañ muioc’h a-ziavaez eget an eñvorennoù all em eus lennet betek-henn. An titl e-unan a welan evel ur fentigell, ur serr-lagad d’al lenner. N’eus ket uveloc’h, padal den ebet n’en dije traoù dedennusoc’h da gontañ…

Al levr-mañ zo hini kentañ ur rummad tri, a-raok Va buhez e Rusia hag Amañ hag ahont.


Comment chier dans les bois, Kathleen Meyer, Stadoù Unanet (1989)

Un titl dispar, ha dispac’h. Evidon, ar goulenn, fas dezhañ, a zo bet kentoc’h : penaos chom hep lenn al levr ? Hag arabat fiziout e Google, a renk anezhañ er rummad “fent” : kozh kaozioù. Ar bourmenerien o vont war vaez war ar maez a zeu da vezañ ur gwir kudenn ekologel.

Da gentañ e weler penaos saotrañ an nebeutañ posubl : penaos en em lec’hiañ e-keñver al lec’hioù dour, pet metrad diouto, eus peseurt tu… gant un nebeut kuzulioù evit na vezan ket gwelet pe en em staliañ klet. Douarañ ? Toaliñ ? Pe degas ho produadennoù d’ar gêr ? Komprenet em eus gant souezh ne oa ket ar soñj diwezhañ-mañ ur farsadenn, daoust ma oa ar wezh kentañ din klevet diwar e benn. Kinnig a ra Kathleen Meyer ul listennad dafar a zo bet ijinet ha savet a-ratozh-kaer evit se.

Estreget traoù mat zo el levr-mañ. Al listennadoù-dafar-mañ, da skouer, a vez kinniget o merkoù, o frizioù, hag ur geñveriadenn zon anezho. N’eo ket talvoudus evit unan ne ra nemet teurel ur sell. A-benn ar fin e lammen ar pajennadoù randonus-se. An eil tra ha n’eo ket dispar eo ar stag m’eo al levr ouzh kudennoù resis an amerikaned. Du-hont eo disheñvel ar c’hudennoù endro eus ar pezh ez int du-mañ. Ha dre se e c’heller lavaret, goude lenn al levr, o deus tapet lañs warnomp evit dirouestlañ ar c’hudennoù a sav, pa ne vije nemet evit krediñ lakaat ar gaoz diwar o fenn.

Koulskoude em eus tennet va mad eus va lennadenn. Desket em eus ur bern traoù ha tro em eus bet drezi d’en em soñjal war kudennoù ne ouezen ket e oa anezho, zoken. Sirius eo an danvez, met kontet gant un tamm brav a fent hag a istorioùigoù farsus -el lodenn gentañ dreist-holl- a lak da dremen ur prantad dudius.


La dernière fugitive, Tracy Chevalier, Stadoù Unanet (2013)

Tro 1850, div c’hoar kwaker a guita bro-Saoz evit mont davet ur genvreuriezh kwaker amerikan, lec’h ma tle unan anezho dimeziñ. Siwazh, an danvez-pried a varv a-raok en em gavout hag he c’hoar, Honor, a erru hec’h-unan er gumuniezh lec’h ma n’anavez den ebet. Ret e vo dezhi ober he zoull gant an nebeut he deus : he donezon evit gwriat “Quilt”-où, ha klask chom divrall en he c’hredennoù daoust ma ne vije ket akord atav gant an dud he deus da vevañ ganto.

Ur romant-deskoni eo, lec’h ma vez roet ur plas kaer d’ar gwriat, ar pezh em eus kavet plijus-tre. Tem pennañ ar romant eo an “hent-houarn kuzh” koulskoude, an aozadur tud a youl-vat a sikoure ar sklaved da achap, nebeut a-raok brezel an digevrediñ.

Ur wezh ouzhpenn e kinnig Tracy Chevalier ur romant dreist hep bezañ gwall hir. Soutil ha resis, reiñ a ra tro da welet ar stourm kuzh-se dre an diabarzh. Kavet em eus un tammig re aes ar fin, re “romantaet” marteze. Met ne ziskar ket ar sell pozitivel em eus war an oberenn, ha war ar skrivagnerez-mañ, a gavan barrek-mat.


Aet on, Gwenn A-Du (2017)

Kavet em eus dreist tem al levr-mañ : un den yaouank a guita e di hep lavaret tra da zen, evit kerzhout eeün dirazañ. Temptadur meur a zen, yaouank pe kozh, emichañs… En em leuskel a ra da vont diouzh ar pezh a gav, ha da zaremprediñ an dud en em gav war e hent. Skrivet eo brav ha dedennus da lenn, keit ha ma vezer e-barzh. Ur wezh adserret al levr, koulskoude, e kav din ne z’a ket pell a-walc’h anezhañ. Chom a ra klouar, evel pa ne rafe nemet kontañ un taol-pleustr gwirion (marteze eo se, met kenkoulz e vije bet en displegañ neuze), daoust ma vije pinvidik-kenañ an tem ha ma vije bet moien da zonaat an traoù evit lakaat an haroz da vevañ degouezhioù estlammusoc’h, pe dañjerusoc’h, pe me ‘oar, evit ma vije desket traoù da vat gant al lenner ha kavet repsontoù da c’houlennoù a sav outañ e-unan. Met n’eo nemet va savboent a zen gour, ha n’eo ket bet skrivet al levr evit e rummad-oad…


Fake in China, Maïwenn Morvan (2017)

Sur a-walc’h he deus implijet Maïwenn Morvan ar skiant he deus prenet da vare ur veaj e bro-Sina evit skrivañ ar romantig-mañ. Met a-boan eo ma vez santet, gant an tost m’eo chomet eus he fal : skrivañ evit ar yaouankiz.

Dibabet he deus stumm un eskemm-lizhiri (dindan stummoù modernoc’h : SMS ha postel) etre daou zen yaouank. An hini kentañ, paket gant ur gudenn yec’hed just d’ar mare da vont d’ur veaj e Sina, a ro e blas d’ur c’hamarad a denn kalz dezhañ. Ur soñj dreist ! Ha setu lañset an avañtur.

Desket e vez ur bern traoù, en ur gemer harp war glichedoù a-wezhioù, divountet war-lerc’h.  N’he deus ket klasket ar skrivagnerez deskrivañ pep tra, na kenteliañ betek re. Un drugar eo heuliañ ar paotr yaouank, a gont e bemdez gant fent, an traoù a gav iskis, e zarempredoù gant an dud ha kement ‘zo.

Ar stek he deus Maïwenn Morvan evit skrivañ seurt levrioù skañv. Distresus eo da vat, dispar evit ar vakañsoù !


Les aventures de Boro, reporter-photographe 1 : La dame de Berlin, Dan frank ha Jean Vautrin, Frañs (1987)

Levrenn gentañ ur rummad a 8 eo honnezh. Skrivet a zaou zorn, bez he deus da haroz Boro, ur yuzev hungariat a zo bet awenet kalz e grouerien gant al luc’hskeudennour Robert Capa evit sevel e dudenn.

Ur seurt romant-avañturioù-polis istorel eo La Dame de Berlin. Kregiñ a ra just a-raok na errufe Hitler e penn bro-Alamagn. Pourmen a ra an haroz dre Europa. Livet-kaer, romantel, dreistordinal eo e droioù-kaer ha n’heller ket enouiñ o lenn anezho. Ur stil o deus ar skivagnerien, a zegas fent da vareoù dic’hortoz ; un implij ampart eus ar galleg ivez, ur geriaoueg pinvidik war meur a live-yezh hag ur blijadur o c’hoari gant ar yezh, dre vras.

Ar pezh am eus kavet dedennus eo an endro istorel dreist pep tra, betek bezañ direnket un tammig gant ar fed e lak anat ar skrivagnerien eo bet skrivet al levr goude an darvoudoù istorel. Da lavaret eo ne glaskont ket lakaat al lenner da zisoñjal e ved dezhañ ha da splujan korf hag ene en istor a gontont, kentoc’h e tegasont soñj re alies eus ar pezh a zo o vont da c’hoarvezout. Emzalc’h pep haroz a glot muioc’h gant hini unan a oar petra eo bet an Istor, eget gant unan a vije paket e kreiz an tourmant hep bezañ re sur pelec’h kas e gammedoù. Gant se, n’eo ket ken gwirheñvel ha m’en dije gellet bezañ.

Ur meskaj deuet brav, gant un dakennig a Gorto Maltese, kalz Istor, fent forzh pegement, suspens pa vez ret, dilammadennoù niverus-meurbet… Un evezh pizh zo bet roet d’an doareoù treuzdougen el levrenn-mañ : kirri ker, tren, zeppelin… An harozed, dibabet mat, a zo gwezh pinvidik, gwezh paour, kement hag ober un dro glok eus kevredigezh ar mare. Gant ur stil disheñvel-mat, e kavan kerentiezh etre al levr-mañ hag hini Timothée de Fombelle, Vango.

Lennegezh poblek a live uhel, a lavarfen. Gwelet e vo m’eo bet gouest ar skrivagnerien da zerc’hel gant o lusk diaoulek el levrennoù a heul, daoust ma vo ret d’an amzer mont war-raok ha, marteze, tizhout bloavezhioù n’eo ket ken pinvidik ar vouedenn da dennañ diouto hag hini ar bloavezhioù tregont e Frañs hag Alamagn.