P’en em laka ar vannoù-treset e servij an Istor, e ro seurt levrioù. Ha pa vez an Istor unan a-vremañ, e ra reuz peogwir eo kizidik ar sujedoù.
Hini ar bezhin glas zo e-touez ar re gizidikañ, ken kizidik ma karfe tud ‘zo ne vije ket lennet al levr-mañ. Abalamour da se, ha peogwir ez int tud bras o levezon, ez eo bet lavaret da Inès Léraud chom er gêr kentoc’h ha dont da ginnig he banne-dreset e meur a saloñs lennegel, goude ma vije bet skrivet he anv war ar program !
Evidon, ul levr a zo kontrollerezh warnañ e ra debron din e lenn ha n’em bez ket peoc’h keit ha n’em eus ket graet.
Ha n’em eus ket keuz. Istor dispis ar bezhin glas e Breizh n’anavezen nemet dre ditloù pennadoù kazetennoù ha ne lennen ket. Dont a ra pep tra da gemer ur plas hag un abeg en va fenn goude al lennadenn-mañ : penaos, perak, petra eo interest pep perzhiad. Perak e vez klasket kuzhat ar wirionez, ha pegen diampart ha gros e vez graet. Met n’eus ket ezhomm da vont dre guzh : ouzh ur mafia galloudus hon eus afer. Mont a ra war-raok gant e zezvioù, pe e plijo d’an dud pe ne raio ket.
Kontet e vez droukskouer bezhin glas Breizh gant Inès Léraud ha Pierre Van Hove eta, ha kontet e vez war un dro, peogwir n’eus ket tu da blediñ ouzh an eil hep plediñ ouzh egile, istor al labour-douar e Breizh. Un daolenn glok eo en em zispak dirak daoulagadoù al lennerien. Evit ar re a oar eus an traoù-se ne vo ket kalz traoù da zeskiñ, emichañs, met evit ar re all ez eo sklaer ha splann an displegadenn.
Hag ur brouenn ez eo ar vannenn-dreset-mañ e chom al levrioù, en deiz a hiziv c’hoazh, ostilhoù a zispac’h. Aon a reont da dud ‘zo abalamour d’o galloud kelaouiñ ha strollañ an dud. Deomp da brenañ, da skignañ, da lenn al levr-mañ evit ma vo anezhañ un arm da zifenn an dud en em laka en arvar evit lakaat ar wirionez da skediñ hag ar bed da cheñch.