Category Archives: Polis

Le chat qui… 12 : Le chat qui connaissait un cardinal, Lilian Jackson Braun, Stadoù Unanet (1991)

Soñjal a rae din e vije diaes adlañsañ avañturioù James Qwilleran en ul lec’h-bevañ dedennusoc’h eget hini ar romant kent, al leti dirapar-se em boa komzet diwar e benn amañ. Met n’eus harz ebet da ijin Lilian Jackson Braun pa vez anv da lakaat e haroz da zilojañ. Setu eñ staliet en ur c’hraoù-avaloù eizh kostez dezhañ, en deus lakaet reneveziñ ken brav ma vez aozet gweladennoù d’e vizitañ.

Un istrogell a rener-skolaj a goll e vuhez ha setu James Qwilleran o heuliañ roudoù ar muntrer, sikouret gant Koko ha Yom-Yom.

Kaset e vezomp e bed ar redadegoù-kezeg dre hanterouriezh strollad c’hoariva ar gumun, evit echuiñ gant un trafik spisoù ha bilhedoù faos…

Daoust ha ne vije ket ar soubenn o trenkañ etre Qwilleran hag e zousig Pamela, ivez ?

Un daouzekvet levrenn ha ne zistera ket e lusk. Dudius-kenañ, daoust ma vije anat eo lennegezh skañv. Soñjal a ra din em eus kavet un displegadenn bennak d’ar fed e plij din kement ar rummad-mañ -marteze eo spazhañ laou !-. M’en dare hag-eñ ne denn ket ar bed kloz-se, en ur gêriadenn faltaziet en em anavez an holl enni, leun a glichedoù ha, war un dro, a ijin hag a imor vat, ouzh bed Noddy em eus desket lenn gantañ ha tremenet kalz amzer vourrus en e ser d’ar mare ma veze moullet don va eñvorennoù bugel en va empenn. Ur seurt Noddy evit ar re vras e vije eta !

Diskuizhus eo atav.

Advertisements

Trouble vérité, E. Lockhart, Stadoù Unanet (2018)

Savet eo ar romant-mañ en un doare n’em boa ket bet tro da welet c’hoazh, daoust ma lavar ar skrivagnerez en ur post sriptum eo bet implijet gant tud all araozi : kontañ a ra an istor war-gil. Roet e vez ur fed, ha goude, da bep pennad, e ra ul lammig a-dreñv, betek ma vije roet an istor penn-da-benn.

Degas a ra un efed iskis d’ur remake, deuet brav, eus The talented Mr Ripley.

Nemet ez eo Jule ur plac’h a-boan kuitaet ar grennardiezh ganti, ar pezh a adlak an istor diouzh live ar re yaouank a-vremañ, a vije ret paeañ ker anezho evit ma tigorfent ul levr gant Patricia Highsmith.

Ur suspens dispar zo er romant, pa ne ouezer ket an istor c’hoazh, evel-just. Met memes evidon eo bet ur blijadur mont betek ar fin. Lusket brav eo ha stagañ a reer ouzh an harozez, dezhi da vezañ muntrerez. Lakaet e vezer diaes gant he dibaboù peogwir e c’heller o c’hompren, tamm-pe-damm.

Gant un titl ken dilufr hag o vezañ m’eo awenet gant levrioù all, ne gav ket din e raio kement a verz Trouble vérité ha Nous les menteurs, met kazi kenkoulz eo, a gav din.

 


Commissaire Dupin 1 : Un été à Pont-Aven, bro-Alamagn (2012)

Abaoe un toullad bloavezhioù em eus bet tro da glevet meuleudi kanet d’ar c’homisar Dupin e meur a lec’h ha gant a bep seurt tud. Diegi em eus bet e-pad pell da gregiñ en e avañturioù avat, evit un abeg eeün : ne vourran ket ouzh ar romantoù-polis lec’hel.

Daoust d’e anv kaout liv ar vro, tad ar c’homisar Dupin zo alaman, hag e anv gwir eo Jörg Bong. Evel kalzig alamaned en deus kemeret ar boaz da zont da vakañsiñ e Breizh abaoe meur a zek vloaz, lec’h m’en deus kavet mignoned hag ur vammvro diouzh e galon. Ar c’homisar Dupin zo un doare dezhañ da zoñvaat e anaoudegezh eus ar vro, he boazioù hag he annezidi.

N’on ket bet displijet gant an enklask kentañ-mañ, daoust ma vije bet disteraet va flijadur gant bezañ gwelet un azasadenn-tele a-raok : n’em boa netra da zizoloiñ a-fed itrik. Skrivet eo mat, gant ur stil sirius, tost ouzh hini Jean-François Parot, daoust ma vije un nebeut traoù iskis a-fed treiñ (Implij Océanopolis gant ur ger-mell atav, da skouer, pe ober “langue celte” eus ar brezhoneg…). Dedennus eo an enklask, a liamm bed an arz ouzh hini ar polis.

Koulskoude e choman sebezet gant ar fed e c’hellfe plijout seurt lennegezh da vretoned. Hec’h interest brasañ eo lakaat da zizoloiñ ar vro gant ur sell diabarzh, an hini hon eus holl, bretoned (ha dont a ra mat a-benn, hep lieskementiñ ar c’hlichedoù). Da lavaret eo e chom deomp an enklask-polis, pa vez goullonderet al levr eus e ekzotelezh, an hini a glasker er romantoù istorel pe er romantoù a dremen en estrenvro… Perak, neuze, dibab ar romant-polis-mañ kentoc’h eget unan all, o c’houzout n’en deus ket ar c’homisar Dupin ur bersonelezh kreñv ouzhpenn ? Romantoù Bannalec n’o deus netra ouzhpenn d’ar re all, panevefe Breizh.

Ma n’eo ket, eveldon, dre guriusted e-keñver an alamanted niverus a zibab Konk-Kerne da lec’h-vakañsiñ evit mont war roudoù Dupin, ne welan ket re…

Marteze ez in un tamm pelloc’h gant ar rummad, evit nompaz ober va soñj war ur romant kentañ, ar re-se ne vezont ket atav ar re wellañ… (skrivet en doa Jörg Bong traoù all en alamaneg a-raok). Met n’on ket sur da gavout youl a-walc’h da vont betek ar fin. 7 romant zo bet embannet evit poent.


Le chat qui… 11 : Le chat qui vivait haut, Lilian Jackson Braun, Stadoù Unanet (1990)

Kavet em eus dispar endro al levr-mañ. Goulennet e vez gant Qwilleran implijout e hêrezh bras-meurbet evit saveteiñ ur savadur istorel, ar C’hasablanca, a zo o kouezhañ en e boull e bro an traoñ, lec’h ma oa o chom gwezhall.

A-raok ober e vennozh e tiviz Qwilleran mont da dremen ar goañvezh er savadur, met ne zegaso ket chañs dezhañ : gouzout a reer adalek ar pajennoù kentañ ne zistroio ket bev. Ur c’hoari en em stalia etre ar skrivagnerez hag al lenner da c’houzout penaos, perak, pegoulz…

Un ambiañs dispar eo deuet Lilian Jackson Braun da staliañ er romant. Lec’h kloz ar savadur hag ar gumuniezh tud a zo o vevañ ennañ en deus lakaet ac’hanon da soñjal e Familistère Guise. Diskouezhet e vez mat e gozhni, e vuhez birvidik c’hoazh hag e amzer dremenet. Dont a reer d’en em stagañ outañ. Abalamour da se on bet dipitet gant ar fin, em eus kavet re aes.

Perzh ar c’hizhier a zo bras e diorren hag e diskoulm an enklask, evel boaz.

Seblantout a ra ar rummad levrioù-mañ bezañ re eeün, marteze, met ne ziskenn ket va interest evito. Un doare chalm a zo dezho. Skrivet int mat, intimist a-walc’h, troet war ar vuhez en diabarzh hag ar chervad, gant just peadra a draoù dreistordinal da virout an evezh war elum. Lennadennoù didrabas, un teuzar.


Strasse des Todes, Robert Crais, Stadoù Unanet (2012)

Un enklask-polis doare “thriller” : an daou zen yaouank a zo bet skrapet dre zegouezh gant ur vandennad trafikerien tud dibaper zo war var o buhez. Lusket eo, gant un aergelc’h amerikan eus ar c’hentañ, en dezerzh nepell eus mec’hiko.

Lennegezh da ziverrañ e amzer, hep pal all ebet eget se. Doare un telefilm, ha pa vije a galite. Kalz eus perzhioù ar seizhved arz a gaver er romant-mañ : kelanioù diouzh an druilh, enklaskoù kenstur gant bandennadoù enep, dispak armoù ha kirri, tro-bale e biñsaskell er fin…

Ha nag a souezh gant ar fin ! Deuet e daol da vat gant Elvis Cole, an enklasker prevez !

Ne oa na displijus da heuliañ na skrivet fall, met n’eus ket peadra da sammañ e vemor gant seurt oberenn-beveziñ.


Le chat qui racontait des histoires, Lilian Jackson Braun, Stadoù Unanet (1988)

An dastumad danevelloù-mañ, embannet etre 8vet ha 9vet romant an heuliad met skrivet e gwirionez etre 1962 ha 1968, zo e-maez rummad. Ne vez ket anv a gQwilleran e-barzh. Cheñch a ra ar penntudennoù atav, evel ar savboent implijet, met e kement danevell a zo o deus ar c’hizhier ur plas bras, ma n’eo ket ar rol pennañ.

O klask hec’h hent e oa ar skrivagnerez gant an danevelloù kentañ-mañ. Dieuboc’h eo enno eget na vo en he heuliad romantoù-polis, dre se, e c’hell mont war-zu muioc’h a faltazi evel en danevell gentañ : Un chat trop petit pour ses moustaches. Lod eus an tudennoù (kizhier pe tud) a gaver el levr-mañ a zo bet adimplijet ha diorroet ganti, diwezhatoc’h, e avañturioù Qwilleran.

Anat eo ar fent en danevelloù a c’hoari gant statud ar c’hizhier e-keñver hini an dud. Ul lennadenn skañv eus skridoù ne glaskont ket pemp troad d’ar maout, met peurlipet memestra, en o mod.


Le chat qui… 10 : Le chat qui parlait aux fantômes, Lilian Jackson Braun, Stadoù Unanet (1990)

Ur vignonez kozh a zleo Qwilleran dioueriñ diwar vremañ : marvet eo Iris Cobb, ur vaouez a oad gantañ en doa graet anaoudegezh ganti pell a oa, en e vro gent. Honnezh a oa deuet d’ober he annez e kontelezh Moose, da gentañ evit ober war-dro an ti bras en doa bet Qwilleran da hêrezh, da eil evit dimeziñ gant un den eus ar vro. Goude e varv trumm e oa en em gavet hec’h-unan en ti-feurm en doa laosket dezhi, lec’h ma laboure er mirdi arc’hantaouet gant fontoù Qwilleran. Ha setu ma varv Iris gant an aon ! Qwilleran a ra e annez en ti-feurm, kement evit erlec’hiañ anezhi er mirdi, amzer da gavout unan bennak all evit ar post-labour, hag evit enklask war he marv iskis.

Dizouaret e vez un dornad sekredoù kozh gant Qwilleran hag e gazh dreistordinal Koko ; ne ouezer ket piv eus an daou en deus ar gwellañ re vourroù. Pourmen a reont e riboulioù, ha klask achap ouzh un enebour dañjerus : ur plac’hig gant ur sailh gwer hag ur balig.

Kavet un doare gant ar romantourez da lakaat e harozed da zilojañ adarre, ar pezh a blij kalz dezhi, o vezañ ma vez diazezet hec’h istorioù war an darempredoù gant an amezeien alies. Emañ ar romant-mañ e lignez ar re all, na gwelloc’h, na falloc’h, mat da ziverrañ e amzer pa ne vez ket c’hoant da derriñ e benn gant lennadennoù lennekoc’h.


Nicolas Le Floch 12 : La pyramide de glace, Jean-François Parot, Frañs (2014)

Er biramidenn, kelan ur vaouez hag a denn kalz d’ar rouanez, hag ur gerig rouestlet e c’herioù. Kaset eo ar c’homisar Le Floch, war-bouez e fri tanav, war-zu an ti mat diouzhtu. Ar pezh a vo diaes eo lakaat ar muntr da vezañ anavezet, peogwir e vez amjestr atav enklask e ti pinvidien.

Ken saourus ha biskoazh eo an divizoù e galleg ar mare, met estreget se a zo : an dro-spered eo a dap Jean-François Parot gant soutilded. A bep seurt doareoù da zornata an dud a vez kinniget, dre gaer pe dre heg hag a-berzh an holl. C’hoari a ra Sartine e jeu doubl atav, tra ma rann Nicolas e amzer etre e vestrez Aimée d’Arranet, e vignoned boaz atav ken troet war ar chervad, hag e labour enklasker. Dañjer, troioù-ouesk, teodadoù a zeu a bep eil gant mareoù soñjoù diabarzh ha teneridigezh. Ur vrochadenn zedennus a ziskouez Nicolas o c’hourdrouz e vignon ha kenlabourer Bourdaut, re domm ouzh ar soñjoù araokour a zegaso an dispac’h : n’eo ket ne vije ket a-du gantañ e gwirionez, met n’eo ket evit tennañ e lealded digant ar roue, daoust ma ne vije ket dall war e zivout.

Ur romant deuet brav adarre ha ne glask ket plantañ re a souezh el lenner kennebeut : dilezet eo ennañ ar c’hevrinoù tro-dro da vamm dianav Nicolas, ha ne vez ket mui komzet diwar-benn e vab, koulz lavaret.


Cormoran Strike 4 : Blanc mortel, Robert Galbraith (2018)

Ar rummad romantoù-polis-mañ a gendalc’h da vont crescendo er pevare levrenn. Evel e holl levrioù J.K. Rowling, n’eo ket an itrik pennañ a zo an dedennusañ. Kontrol da heuliadoù all, ma ne servij an tudennoù stabil nemet da vevenniñ un endro, ez eus ur gwir labour war an enklaskerien, Cormoran ha Robin. Seul vui ez eer war-raok, seul well o anavezer.

Goude un dimeziñ war an ton bras e kav Robin un diskoulm d’he buhez koublad reuzeudik. Ar pezh a laosk digor an nor dezhi war darempredoù all, nebeutoc’h klasel.

E-keñver labour, setu-hi oc’h enklask dindan identelezhioù amprestet, e burevioù ar parlamant da gentañ, en ur stalig bitrakoù da heul. Ar familh a labour burev Cormoran evitañ a guzh e sekredoù ouzh an enklaskerien, goude bezañ goulennet o sikour. Redek a ra al lenner war roudoù ur bern tud, betek ur senenn suspens ma vez lakaet buhez Robin en arvar… ur wezh ouzhpenn.

Marteze eo romant dedennusañ an heuliad betek-henn, gant al luziet hag an don m’eo an darempredoù etre an tudennoù ennañ.


L’anneau de Moebius, Franck Thilliez, Frañs (2008)

Ar romant-polis-mañ zo dreistordinal, peogwir e c’hoari gant kodoù ar jener evit tuañ war-zu ar moliac’h. Unan eus an harozed, distabil an tamm anezhañ, a ra hunvreoù gwirheñvel-meurbet a ziskouez dezhañ lodennoù eus an dazont. Un dazont teñval-meurbet, gant tud marv e-leizh a vez lakaet kablusted o muntroù war e chouk. Petra a vo graet gantañ, ma n’eo ket cheñch an amzer-vremañ, hag a zo war un dro amzer-dremenet an dazont rakwelet-se ?

Luziet eo an istor adalek ar penn kentañ, ret eo heuliañ aketus evit kompren mat da belec’h e vezer kaset. Splann eo ez eer war-raok tamm-ha-tamm, avat, gant muioc’h-mui a lañs, betek ur fin dic’hortoz a-grenn daoust d’ar pezh a oa bet empennet gant al lenner a bajenn da bajenn.

Dispar eo ar romant war meur a geñver. Skrivet mat, ijinet a-feson ken e koller an neud a-wezhioù ! ha diellet munut war sujedoù lies a ro ar santimant d’al lenner da zeskiñ traoù en ur ziduañ. Fin, diduañ n’eo ket ar ger gwellañ marteze, spontus a-walc’h eo ar romant da lenn, gant deskrivadurioù senennoù gwadek ha tennder ken psikologel ken gwirion e-tal da zañjerioù n’heller ket tremen hebioù dezho.

Ur romant eus ar c’hentañ, a c’hoari ampart gant boukloù-amzer.