Category Archives: Desevel bugale

MamaaAaan ?!, Mademoiselle Caroline, Frañs (2016)

Gant seurt titl he dije gellet ar vannenn-dreset-mañ bezañ ponner, setu ar pezh a c’hortozen diganti d’an nebeutañ, diverrañ va amzer hep klask tizhout uhelderioù divent. Souezhet on bet o c’hoarzhin kement eta.

Pigoset he deus Mademoiselle Caroline en he buhez mamm evit sevel an opus farsus-mañ. Foutouilhek eo un tamm, dezhañ da vont hervez urzh an amzer -en em gavout gant an tad, genel ar vugale, sevel anezho hag o welet o koshaat. N’eo ket nevez an doare-se da sellet ouzh joaioù ar vammelezh, en ur ober goapig ouzh ar vugale ha muioc’h c’hoazh outi hec’h-unan, ma n’eo ket ouzh an tad ur wezh an amzer. Met en em anavezout a reer, tamm-pe-damm, pa droer ar pajennoù. Freskder an traoù bevet zo war an traoù.

Ma n’eo ket ponner, n’eo ket pinvidik-kenañ kennebeut nag ijinus-meurbet, met d’an nebeutañ e tremener ur prantad mat, evel pa vijer bet o kafeta a-hed an endervezh gant ur vignonez.

Da amprestiñ da dremen ur pennad c’hoarzhus pe da brofañ d’ur vamm nevez !


100 rimadell evit ar vugale, Mark Kerrain (2019)

Mont a ra Mark Kerrain dre hentoù ha ne vezont ket heuliet kalz : peurliesañ, pa gaver rimadelloù e brezhoneg, ez int traoù dastumet. Dont a ra ar re nevez-krouet-mañ da greskiñ ar bern ha kalz interest a welan dezho. Da gentañ e reont ar pezh a ra atav ar rimadelloù, reiñ c’hoant da vont pelloc’h ganti. D’an eil, ez int bet savet a-ratozh gant ar pal deskiñ un dra bennak, un droienn, un doare frazenn, eeün-tre peogwir ez int evit bugale yaouank-mat. D’an trede eo aes ha modern ar yezh anezho.

Mark Kerrain a anavez mat ar stignoù a gouezh ar vugale enno en ur zeskiñ kaozeal brezhoneg : desavet en deus un toullad anezho, hag un hir a resped kelenner a zo a-dreñv dezhañ ivez. Gellout a reer fiziout ennañ evit deskiñ traoù talvoudus.

Pep rimadell a zo kinniget un enrolladenn anezhi en-linenn, ar pezh a c’hell sikour kalz tud ar vugale war ar pouez-mouezh, an ton hag an distagadur.

Evit un den gour hep bugale n’eo ket ket ken dedennus, marteze, nemet e vije plijet, eveldon, o splujañ en-dro e bed liesliv ar vugaligoù.

Memes ma seblant dister ar jener, e kavan mat pinvidikaat an dastumadeg rimadelloù hag em eus bet plijadur o lenn ar re-mañ.


J’aime pas ça, j’en veux encore, Nadia Gagnier ha Myriam Gehami, bro-Ganada (2015)

Ul levr o vodañ soñjoù diwar-benn ar vugale hag ar boued.  Ar pezh em eus kavet mat ennañ eo ez a don a-walc’h gant e sujed, pa gomz eus “skeudenn-korf” an den evit displegañ perak e sav kudennoù boued gant tud ‘zo. Met n’ez a ket ken pell ha m’em bije karet, pa ne ra ket anv eus an “dysoralité sensorielle” (penaos an diaoul lakaat se e brezhoneg, “drouggenoù skiantennel” ??) oa diwar he fenn e oan o klask titouroù, just a-walc’h. Marteze peogwir n’eo ket anavezet kalz c’hoazh.

An tech nevez eo frankaat war moue ar vugale, paouez da abegiñ diwar-benn ar boued. Ar c’hudennoù a sav pa soursier eus an diaesamantoù-se a zo kalz gwashoc’h eget ar re a zeufe eus ar boued war-eeün.

A-hend-all e adkaver el levr-mañ techoù fall seurt levrioù, skrivet evit ar sodien. Diverradenn kelc’hiet e fin ar pennad, ton “new age”, kuzulioù re anat…

Ne vo ket desket kalz tra gant an dud o deus desavet bugale dija, daoust ma vije ul levr diellet mat ha dedennus, en e rummad.

 


Enseigner la musique au collège : cultures juvéniles et culture scolaire, Florence Eloy, Frañs (2015)

enseigner musique au collègeUn danvez-tezenn roet da lenn d’an neb a gar dre an embann.
Studial a ra ar skolveuregez kelenn an danvez “dister” m’eo ar sonerezh er skolajoù, dreist-holl. “Dister”, dre ma ne vez kelennet nemet un eurvezh ar sizhun e pep klas ha ne gendalc’h ket dre ret el lise ; dister ivez gant an nebeut a bouez a vez roet dezhi gant tud ar vugale, gant ar gelennerien all hag ar melestradurezh a-wezhioù, o vezañ ma ne cheñch netra bezañ barrek war ar sonerezh pe get evit mont gant n’eus forzh peseurt heñchañ.
Alies e keñveria Florence Eloy ar sonerezh ouzh kelenn ar galleg : gant ar gelennerien c’halleg e vez bountet ar vugale da lenn levrioù a denn ouzh al lennegezh, d’ur mare ma paouez ar re yaouank da lenn, alies, ma heuliont o zech naturel. Evit ar sonerezh eo un tamm mat disheñvel, ar grennardiezh eo an oad ma vez selaouet ar muiañ posubl a sonerezh gant mabden. An dalc’h n’eo ket lakaat ar vugale da selaou, met didortañ ha sturiañ an doare o deus da selaou evit ober anezho selaouerien desket, gouest da zibab etre pour ha trichin, d’en em reteriñ un tammig, da gaout ur sell (pe ur skouarn !) un disterig digoroc’h ha dielfennekoc’h…
Daou zoare zo, dre vras, da dommañ ar skolajidi ouzh sonerezhioù nevez evito : en em harpañ war oberennoù a denn ouzh o bed evit deskiñ traoù ‘zo, peotramant klask c’hwezhañ buhez e-barzh sonerezhioù klaseloc’h (a c’hell bezañ rock pe jazz !) en un doare m’en em santfent tost diouzh ar sonaozerien : dre ledañ deskamant, implijout ar fent…
Aterset eo bet ur bern skolajidi ha liseidi, bet eo Florence Eloy o sellet ouzh kentelioù e meur a zoare ti-skol, gant bugale o tont eus metoù disheñvel ha kelennerien eus rummadoù oad disheñvel. An divizoù bihan implijet da bouezañ war ar soñjoù a ro kalz buhez d’al levr.
N’eo ket displijus da lenn ha reiñ a ra danvez preder, daoust ma vije un tamm c’hwezhet ar skritur a-wezhioù, hervez kanonoù seurt studiadennoù e galleg.


Enfances, Françoise Dolto, Frañs (1986)

Enfances
El levr-mañ e vez kontet eñvorennoù eus he yaouankiz gant Françoise Dolto, goulennataet gant he merc’h. Dielfennañ a ra an darvoudoù ouzh skleur he buhez-labour gant ar vugale. Soñjet em eus kalz e eñvorennoù Simone de Beauvoir peogwir int bet desavet un tammig memes mod hag e metoù peuzheñvel ; ouzhpenn eo ganet an div vaouez brudet-se er memes bloavezh, 1908. Uvel e chom Françoise Dolto, koulskoude ar pep heverkañ er pezh a gont eo e oa un den dreist d’ar re all ; ur spered eus ar re lemmañ, un temz-spered eus ar re aesañ p’he deus gouzañvet traoù diaes kenañ en he familh hep barn, war a lavar ! Deuet eo a-benn d’en em zizober eus he familh hep re a zroug ha da heuliañ he hent dezhi hec’h-unan pa ne oa ket ar pezh a c’hortozer diganti. Bamet on chomet dirak hec’h istor. Evit ur vaouez e oa diaes-kenañ dont da vezañ unan bennak er mare-se ; burzhudus eo ar pezh eo deuet a-benn d’ober o loc’hañ gant ken nebeut a chañsoù.


Raconte-moi une histoire, Chase Collins, Amerika (1992)

Raconte-moi une histoire
Marteze e kontit istorioù d’ho pugale dija : ma rit, ne servijo ket da galz tra al levr-mañ deoc’h. Va c’hentañ soñj din-me vez atav lenn ul levr dezho ha n’em boa ket kalz a skiant-prenet war ar c’hontañ a-raok : ur sapre dizoloadenn oa bet evidon. Displegañ a ra da betra e talvez ijinañ ho istorioù deoc’h, ha reiñ a ra ur bern kuzulioù hag alioù da lakaat ac’hanoc’h da gregiñ e-barzh. A-viskoazh em eus soñjet eo un hentenn vat evit rannañ ur prantad plijus e brezhoneg gant ar vugale.
N’eo ket anat d’ober e brezhoneg : ret eo bezañ koñsañtret mat. Met en em voazañ a reer tamm-ha-tamm. Plijadur ‘vez o vont war-raok.
Un tamm helavar e kavan doare an aozerez da ginnig an traoù met… normal eo, plijout a ra dezhi kontañ istorioù !
Ar pezh zo sur eo e serrer al levr gant ur c’hoant bras d’ober evelti.


L’intelligence du coeur (1997) ; Il n’y a pas de parents parfaits (2008), Isabelle Filliozat, Frañs

L'intelligence du coeur
N’on ket tik gant al levrioù psikologiezh ; ur wezh an amzer e lennan unan bennak peogwir e vez prestet din, evit magañ ar gaoz. Sed pezh a zo bet c’hoarvezet ar wezh-mañ (met piv an diaoul a c’hellfe mont da brenañ ul levr gant ur vaouez disi o sellet ouzhoc’h gant un tres ken amoed war ar golo ???).
Diaes e vez din en em lakaat e-barzh ‘blam d’ar stil un tammig eeun ha didaktik evit chom hep lavaret kentelius…
Met evit ur wezh, em eus kavet dedennus hennezh, L’intelligence du coeur.
Loc’hañ a ra an oberourez eus ar fed e c’heller muzuliañ ar QI, met pas ar fed da vezañ gouest da liammañ darempredoù aes ha don gant an dud ; koulskoude eo un donezon n’heller ket dioueriñ evit ober e dreuz er vuhez en deiz a-hiziv. Klask a ra neuze, en ur seurt “yezhadur” eus an trivliadennoù, reiñ ar roudoù diazez a bermet da gaout ul live diazez war ar poent-se. Speredek em eus kavet he soñjoù hag he c’hinnigoù dre vras. Talvoudus evit an hurusenn a blac’h a ouezan bezañ !!! (kavet ‘m eus ar ger brav-se e romant diwezhañ Evenou)…
Ar gudenn eo pa adserrit al levr. Ret vije rannañ ar pezh a santit gant an dud met ne reont ket foutr ouzhoc’h ! E e… ma, un utopiezh brav e oa memestra !Pas de parents parfaits
Evit pezh a sell ouzh an eil levr eo heñvel a-walc’h ouzh an hini kentañ (bommoù bras anezhañ o vezañ meneget e-barzh zoken) met kreizennet war an diaes m’eo an darempredoù etre tud ha bugale. Kavet em eus dedennus anezhañ peogwir e kinnig Isabelle Filliozat digeriñ e zaoulagad war ar pezh ez eo an darempredoù da vat, n’eo ket ar pezh a zlefent bezañ. N’eo ket ral ne garfe ket unan eus an dud ar bugel-mañ-bugel, da skouer. Ne dalv netra asuriñ ar c’hontrol : ret eo asantiñ d’ar fed-se ha lakaat gerioù war ar pezh a vez, forzh penaos, santet gant an holl, a-benn diluziañ ar gudenn. Ur bern skouerioù tennet eus he labour a sikologiez he deus lakaet, sikour a ra ivez da geñveriañ ho kudennoù gant reoù ar re all ha da relativizañ en ur mod.
Kemeret em eus amzer d’en em soñjal un tammig war ar fed e c’hellen lenn levrioù Isabelle Filliozat ha pas reoù all (unan all oa bet prestet din war un dro met n’em eus ket gellet e echuiñ). Da respont em eus kavet e oa peogwir ez eus heñvelidigezhioù etrezomp. Graet he deus studioù hir, lent eo chomet e-pad pell hag ul lennerez touet eo eveldon ! Tamm-ha-tamm eo ‘m eus rastellet ar munudoù-se en he levrioù. Farsus em eus kavet.


Comment ne pas être une mère parfaite, Libby Purves, Bro-Saoz (1996)

Comment ne pas être une mère parfaite

…ou l’art de se débrouiller pour avoir la paix !

Na pegen plijus, farsus ha fromus al levr iskis-se ! Ha n’eo ket lakaat da c’hoarzhin a ra hepken : leun eo a soñjoù fur, eus ur furnez bevet, diazezet war ar skiant-prenet. Disammet e vezer en ur lenn anezhañ eus kalz a draoù a samm hor c’houstiañs a-fed desevel bugale. Ar pezh en doa skoet ac’hanon eo an hentoù a gave ar vaouez-se da ren he buhez mamm en ur ober fae ouzh selloù tort an dud hag ouzh kuzulioù re unton al levrioù a lenner pa vezer dougerez. Ur bannac’h aer fresk e bed an dougen hag an desevel bugale vihan !