Tag Archives: Yann

Yezhadur : Alioù fur evit ar vrezhonegerien diasur, Yann Gerven (2014)

87 kraf yezh a vez pledet outo el levr-mañ. Lod anezho a oa bet embannet e-barzh ar gelaouenn YA, lod all a oa bet skrivet kent.

Kontrol d’ar pezh a c’hellfer krediñ, n’eo ket ul levr evit an deskarded. N’eus nemet nebeut eus ar c’hrafoù-yezh-se a vije talvoudus d’unan bennak a zo o teskiñ abaoe bloaz pe zaou. Un afer mont pelloc’h, soutiloc’h war ar brezhoneg ez eo, pa ne vez ket adkavout blaz ar yezh, evel er pennad 15 : “Emañ e penn ur frazenn, evit un dra a zo o paouez tremen”. Kalz doareoù reizh, a-fed yezhadur, a vije da gontañ ar pezh a zo o paouez tremen, met un afer a dregantad eo : petra en dije lavaret ur brezhoneger a-vihanik ?

A-viskoazh em eus tennet kalz a zeskadurezh diouzh pennadoù Yann Gerven -n’eo ket lavaret on gouest da implijout pep tra difazi c’hoazh ! Kavout a ran aes-tre doare ha stumm al levr-mañ, a ziskouez bezañ pinvidik-kenañ, daoust ma ne heulfe urzh ebet ha ma vije renket ar pennadoù evel ma teuont e teuont. Ret eo e lenn penn-da-benn da gentañ, evit gouzout petra a c’hell bezañ talvoudus deoc’h-c’hwi, a-raok deskiñ da vat ar re a vo ezhomm da zeskiñ.

Ha ma vez start, diouzh boaz, lenn levrioù yezhadur, lenn hennezh n’eo ket, peogwir e red fent didrec’hus Yann Gerven a-hed ar pajennadoù, er skouerioù roet pe en doare da ginnig an traoù. Peadra da bakañ deskadurezh en ur c’hoarzhin : war e du mat e vez lakaet an unan gant al levr prizius-mañ.

 

Advertisements

Ouzh strak ar gurun, Yann Vartolod (1981)

Eñvorennoù arme, gant unan ha ne oa ket sot gantañ, hag eñvorennoù toull-bac’h da heul (ne cheñch ket kalz tra).

Diamzeret eo an destenn un tammig, daoust ma santer mat eo an arme evel ur ramz difiñv ha n’en deus ket cheñchet abaoe. Ar pezh a zo kemmet, marteze, eo taerder an unan en e geñver : abaoe m’eo bet lamet ar servij-soudard e Frañs, ne z’a ket mui an dud d’an arme dre heg, ha n’o deus ket tro da vagañ seurt soñjoù ken puilh.

Plijus a-walc’h eo da lenn memestra, ha berrik forzh penaos.


Aon pe ober traoù, Yann-Baol an Noalleg (1975)

Ur pezh-c’hoari berr, e daou arvest, kinniget gant Preder. Meizidik-kenañ, ne gont istor ebet ha n’eo ket eoriet er vuhez. Ne ra nemet merat soñjoù uhel. An tudennoù, brastreset, ne eskemmont ket da vat etrezo, santet e vez emaint o… c’hoari.

Ur gwir striv en deus graet ar skrivagner evit lakaat anezho da fiñval ha da drouzal war al leurenn, doare Comedia del arte prederouriek. Pep tra a ya re bell avat, hag ar fent zo bet klasket plantañ gant ar skrivagner ne sko ket er gwenn.

Emichañs eo talvoudusoc’h a-fed soñjoù eget a-fed lennegezh, ma z’eus ur ster bennak da dennañ. Evidon, daoust da gompren ar bras eus ar gerioù, ne glaskfen ket kontañ eus petra zo kaoz…

Test eo seurt testennoù eus ur vuhez kevredigezhel arbennig e brezhoneg er bloavezhioù 70, en ur metoù resis, evel m’en diskouez al lugan a gaver p. 64 : “Lennit Preder ha beajit en amzer”… Emaomp war dachenn ar “private jokes”, ar farsadennoù prevez : petra a droe e penn lod tud, penaos e implijent ar brezhoneg, betek pelec’h e vezent kaset gant o ijin… Pell a-walc’h e gwirionez : ar bloavezhioù 70 a oa bloavezhioù dieub. A-hend-all, ne welan interest ebet d’an destenn-mañ. Komzoù toull. Oc’h ober goap anezhañ e-unan hag ouzh e vigoned emañ Yann-Baol an Noalleg moarvat, met diaes eo d’an neofited pegañ enni.


Saga Arvorika 1 : Penaos eo marvet Yann Pilhaouer ?, Yann-Bêr Kemener (2018)

Ur romant-polis skañv e-touez metoù ar bilhaouerien hag hini merc’hed friturioù Douarnenez.

Skrivet eo en ur brezhoneg war un dro aes ha pinvidik. Ur soñj a zeue din alies e-kerzh va lennadenn eo hini ar romantoù-skol a wezhall, evel Mon ami Pierrot pe Le chalet du bonheur. Plantet en deus Yann-Bêr Kemener en e istor kement tra a oueze diwar-benn istor ha gizioù ar vro. Gant se e kaver pennadoù kazi etnologel diwar-benn beilhadeg ar re varv, an droiadoù pilhaoua ha kement ‘zo. Ne c’heller ket mont hebiou d’ar youl kenteliañ.

Daoust da se e kav din eo deuet brav e geusteurenn gant ar c’helenner-skrivagner. Lusket eo an istor, daoust ma ne vije nemet un digarez eus an enklask-polis moarvat. Lakaat a ra Breizh gwezhall da advevañ e ijin al lennerien, en ur zegas forzh munudoù. Ha santet e vez ar begon en deus o kontañ an abadennoù c’hoari daou etre Yann hag e vignonezed.

Dudius ha distennus eo, ma n’eo ket Lennegezh gant un L bras : gouest da zedennañ ur bern tud gour nevez erru e bed ar brezhoneg, ha kalz re all ivez. Gedal a rin ar re a zeuio war-lerc’h.


Hunvre un den lu, Fiodor Dostoievski, bro-Rusi (1877)

Gant un doare mezh eo ret din anzav n’on ket kendrec’het gant an danevell-mañ, daoust ma n’em bije ket alergiezh ouzh Dostoievski diouzh boaz.

N’eo ket gwall hir an destenn. Divizout a ra an daneveller en em lazhañ, met ur gejadenn dic’hortoz a cheñch e nozvezh. Chom a ra kousket don, paket en un hunvre faltaziek dezhañ livioù ar wirionez. Treiñ a ra an destenn da utopia, ma ro Dostoievski ur skeudenn eus ur bed peurvat, hep sach-blev na soñjoù droch. Ur bed a ya da fall abalamour da zonedigezh an dezreveller ennañ. Amzer en deus bet memestra da welet war-zu petra mont, ha setu ma tiviz mont da skignañ ar c’helou vat ur wezh dihunet.

Ur seurt geneliezh adwelet eo an destenn, a ya berr-ha-berr da gelennadurezh pennañ ar c’hrist, karout e nesañ. Un destenn teologel muioc’h eget faltaziek, a bell.

An embannadur brezhonek, eus 2006, zo ennañ un dastumad gerioù hag ereadurezhioù egzotek. N’eo ket divalav, met mont a ra a-enep d’ar pezh a gomprenan bezañ bouedenn ar gelennadurezh roet gant an destenn-mañ : ret eo paouez da derriñ e benn gant meizadoù uhel ha bevañ gant ar re all en doare eeünan posubl, gant karantez outo.

Kavout a ran diamzeret a-walc’h an tem, a-fed relijion d’an nebeutañ : ar re a zo dedennet gant ar relijion bremañ ne bledont ket ganti en doare ma veze graet en XIXvet kantved dre studial testennoù relijiel kozh ha tabutal diwarno. Hag ar re n’int ket dedennet gant ar relijion n’o do ket kalz ebat o lenn an destenn-mañ moarvat. N’eo ket fonnus a-walc’h an endro faltaziek evit lakaat dougen ar soñjoù gant ijin al lenner. N’eo ket un destenn da hunvreal, met unan da studiañ.

Posubl eo e rofe alc’hwezioù da gompren gwelloc’h oberennoù Dostoievski, koulskoude. Aze emañ an interest anezhi, moarvat.

 


Ar skrilh a lavaras “Sut” !, Yann Varc’h Thorel (2015)

Dizoloiñ a ran gant al levr-mañ un dremm nevez d’un den a anavezan pell ‘zo evit e droidigezhioù.

En e varzhonegoù, e c’hoari Yann Varc’h Thorel gant ar gerioù. Fent a oar lakaat, kement hag ampartiz, e testennoù awenet dreist-holl gant bed ar vugale : natur, loened bihan ha bras tresoù tud dezho, taolennoù lieskementiñ, mentoniezh, lizherennegoù… luchañ a reont war-zu ar surrealism a-wezhioù.

Re uhel eo al live yezh da lakaat ar barzhonegoù-mañ etre daouarn ar vugale hep na vijent skoazellet gant unan bennak, emichañs. Un teñzor e vo evit o c’helennerien avat ! Hag evit an dud gour int un drugar, skañv ha bouetus war un dro.

Ar pezh a lavaran amañ n’eo nemet evit lodenn gentañ al levr : skridoù Yann Varc’h Thorel e-unan. Karet em bije kenderc’hel ganti a-hed al levr, met ne oa ket a-walc’h anezho moarvat. An eil hanterenn a zo enni troidigezhioù barzhonegoù dreist-holl : diwar ar galleg (Keineg, Corbière…) pe diwar ar sinaeg, kalzig. Brav int ivez da lenn, met n’eo ket ar memestra, ha domaj e kavan na vezañ ket meneget war golo al levr e oa estreget krouidigezhioù personel ennañ. Ur gontadenn pe ziv, troet diwar ar sinaeg ivez, zo en em gollet e-touez ar peurrest… Direnket on bet gant diouer unvaniezh testennoù al levr-mañ.

Daoust da se eo bet ur souezhadenn vrav din dizoloiñ ar barzh awenet-mañ, dezhañ un ton personel ha didrabas. Ul lagad a zalc’hin warnañ diwar vremañ.


Un hent hag un dremmwel, Joelle Kermoal, Pierrette Kermoal ha Yann Mikael (1972)

El levrig-mañ eo bet bodet 8 danevell skrivet gant tri skrivagner disheñvel, div blac’h hag ur paotr. Danevelloù Yann Mikael a anavezen c’hoazh, dre m’em boa lennet anezho en dastumad danevelloù gantañ e-unan e oa bet moullet e 2008 : An emgav chanter ha danevelloù all. Adlennet em eus anezho ha kavet anezho mat un eil gwezh. Ar re all, gant Joelle ha Pierrette Kermoal, eo evito em boa prenet al levrig peogwir e kave din ne gavfen ket anezho e lec’h all. Ha n’em boa ket lennet anezho c’hoazh, e gwirionez.

Plijet on bet ganto dre vras : ar memes perzhioù mat o deus an div skrivagnerez. Danevelloù-ambiañs a ginnigont, o tepegn eus ar bravañ ur momed, ur pred e buhez mabden ma vez an unan o klask e hent pe war var eus an dazont. Momedoù hiraezh ha levenez tro-ha-tro. Ur skritur gwregel tre eo, a-benn ar fin -daoust ma kavfe din n’eo ket ken anat an diforc’h etre skridoù paotred ha merc’hed, en deiz a hiziv, tost da 50 vloaz diwezhatoc’h. Perzhioù gwan o deus ivez : daoust ha danevelloù int, pe skridoù nemetken, n’anavezer ket re vat penn diouzh lost anezho… ha peg int ouzh ar vuhez bevet, hep mont pelloc’h. En se int tost ouzh danevelloù Yann Mikael hag e ro ur seurt unvaniezh d’an hollad.

Al levrig n’eo ket ur binijenn e lenn, met ne laosko ket ur roud don em spered kennebeut.


Bar Abba, Yann Bijer (2016)

golo_bar_abbaSouezhet on bet un tammig gant ar maread istorel hag an tem dibabet el levr-mañ : evit kaozeal eus amzer Jezuz, eo bet kreizennet ar romant war unan eus ar re a veve er memes koulz ha eñ, an hini a oa bet dieubet en e blas gant Poñs Pilat a-raok na vije staget ouzh ar groaz : Bar Abba.

Poan em eus bet un tammig o voulc’hañ ganti : amzer da anavezout an endro, da tostaat eus an haroz dousig ha da gompren un tammig kostezioù ar politikerezh, a zo pouezus en istor. Keit ha ma chome an traoù war ur plañ ledan e kaven rust a-walc’h al lennadenn hag em eus bet poan o tigêriañ. Ur wezh lañset avat ! un drugar !

Deuet eo brav gant Yann Bijer. N’eo ket chomet o treiñ tro-dro d’an “Nazorean” Jezuz, evel ma lavar Yann Bijer, daoust m’en dije tennet e awen eus e istor sur a-walc’h. Stagañ a reer kloz ouzh an haroz, a goll tamm-ha-tamm lañs ha breskenn e yaouankiz betek dont d’e gozhni. Dipitet e vezan atav o welet ne fell ket da Yann Bijer kas da benn vat liammoù karantez e dudennoù, met gwirheñvel eo en istor-mañ c’hoazh.

Daoust hag-eñ e c’heller dirouestlañ kudennoù ur bobl dindan yev gant ar feulster ? Klask a ra ar romant-mañ respont d’ar goulenn. Paket e vezer gant an itrik, a lak ivez da veajiñ ha da zizoloiñ gizioù all da vevañ, e Jeruzalem pe e manati an esenianed.

Ur romant a zigor a galz dremmwel al lennegezh brezhonek !


Mignoned ar Sul, Yann-Fañch Jacq (2016)

mignoned-ar-sulUr romant evit ar yaouankiz eo, savet a-ratozh evit bugale tro 15 vloaz emichañs. Plediñ a ra gant buhez ur vaouez, chomet hec’h-unan gant daou grennard, ha debret gant ar pemdez betek ma n’eus ster ebet ken d’he buhez na da hini he bugale. Pa ginnig he embregerezh digollañ ar vicherourien evit o lakaat er-maez, e profit eus an degouezh evit kregin gant ur vuhez all ha digeriñ un ispisiri- stal perrukennerez er gêriadenn. Diskouez a ra ar skrivagner penaos e vez krouet pe adkrouet al liamm sokial etre an dud a bep remziad.

Ne oa ket fall ar soñj, met skeiñ a ra hebiou a gredan, dreist-holl peogwir n’eo ket kreizennet an istor war ar benndudenn vat. Gwelloc’h e vije bet heuliañ a-dost ar grennardez pe ar paotr yaouank, ha reiñ an darvoudoù da vezañ komprenet dre o daoulagad, memes ma vije bet nebeutoc’h orin. Diaes-tre e c’hell bezañ d’ur c’hrennard en em lakaat e plas ur vaouez war an diskar ha n’eo ket gwall lufrus he buhez. A-hend-all e vez kaozeet kalz diwar-benn ar re gozh -hevelep rebech. Ma ne vez ket anv eus ul liamm start etre unan kozh hag ur c’hrennard, emañ an dud kozh o vevañ war ur blanedenn all e spered ar re yaouank.

A-hend-all e kav din ivez eo re eeun an traoù, e tremenont re blaen a-wezhioù. Gwirion a-walc’h eo penn kentañ al levr hag emskiant ‘zo da vezañ kavet unan a anavez mat tud e amzer. Ar romantoù sokial ne zereeont ket mat ouzh e bluenn koulskoude, hervezon. Hiraezh em eus ouzh an amzer ma farde romantoù-polis skañv, en ur implijout enno, gant muioc’h a ampartiz, e anaoudegezh eus mabden.


Traoù nevez, Yann Gerven (2013)

traou nevezD’ur mare bennak e kave din em boa graet tro skridoù Yann Gerven, marteze em boa graet ur re gofad anezho, ne vezen ket mui desachet ganto, ha pa vezen rediet da lenn unan bennak em beze diegi oc’h ober.

Tremenet eo ar mare-se, evit doare, peogwir en ur lenn an torkad danevelloù-mañ em eus c’hoarzhet va gwalc’h. Aet eo fent ar skrivagner war soutilaat gant an amzer, ha ma kaver atav krennarded da benndudennoù an darn vrasañ eus danevelloù al levr, dedennusoc’h em eus kavet an temoù. Diwar daolennoù pe tud brudet e tenn e awen, Istor ivez, gwezh ha gwezh all, tro da rastellat skiant, sevenadur dre vras hag a ro ar santimant d’an unan da vezañ gouiziek.

Ul levr a blant imor vat en hini e lenn eo eta : saourus-kenañ eo mont da heul an holl zaveoù eo pebret an istorioù ganto. N’en deus ket e barr ar skrivagner evit plantañ un ambiañs, teurel un diviz bev-buhezek, brastresañ un dudenn dibar dindan ur rannbennad. Leun a ijin eo e fentigelloù, pa gred risklañ eus “O ! Nann” da “Onan !” lakaomp (darbet eo bet din mougañ gant ar c’hoarzh !) War-zihun e chom an evezh, pa c’hell kavadennoù yezh pe stumm en em gavout n’eus forzh peur, e It Themis, sa’r rest na pa ve ken. Al lenner, goude skrabañ e benn ur pennadig, a sklaera e letern en un taol. Ur gwir blijadur neuronel zo gant ar bleustradennig.

Unan bennak eus an danevelloù zo war un ton donoc’h, evel Gustave Nadaud vs Rouget de l’Isle, dedennus ha saourüs-mat ivez. Peadra da brouiñ n’eo ket gennet ar skrivagner war ur stil nemetañ, ma oa ezhomm.

Gant un danevell, nemeti, on bet dipitet : Hag Ava a vane dilavar. N’eus nemet an titl anezhi em eus kavet dispar.

A-hend-all, n’on ket evit deskrivañ ar joa hag ar birvilh em eus bet o lenn al levr simpa-mañ. M’en dare hag-eñ n’eo ket torkad danevelloù gwellañ hor mestr-bourjiner, a-benn ar fin !