Category Archives: Da vezañ renket

Ar rastellerezh bras, Bernez Tangi (2022)

ar-rastellerezh-bras_golo_webUr ster bennak a zle bezañ, a soñjen dre va lennadenn. Soubet on en ur mor a arouezioù n’em eus ket alc’hwezioù d’o c’hompren, pe ken nebeut… Ha me soñjal e oberennoù all o doa graet an hevelep efed din ; Marc’hekadenn Atepomaros, Kazh dall ki tomm, Chao e Kêris ha me ‘oar-me… Alies, pa ne gomprenan seurt, eo a-gaozenn d’ar politikerezh on bouzar ha dall outañ.

Met n’on ket sur eo se amañ.

Ul levr dedennus eo, evit an hini en deus c’hoant da studial a-dost hentoù kammdroidellek ha krouüs empenn Bernez Tangi. Pep frazenn, pep degouezh notennet el levr-mañ a zle kaout ur ster bennak. Met re sot on, da grediñ a zo, evit didouezhiañ pour diouzh trichin. Chomet on evel ur beulke dirak ar pajennadoù-mañ. N’em eus gellet tennañ diouto na fent, na kompren, na plijadur.

Ne chom nemet ar brezhoneg eta.

Hag a-walc’h eo evit skrivañ un oberenn skiant-faltazi ?

Pe… diskiant-faltazi ?

Erru er fin, sebezet, badouellet un tamm gant va strivoù o klask kompren, e adlennan pevare pajenn ar golo, an hini he doa lakaet ac’hanon da brenañ al levr :

[…] Fent, dic’hoanag, diskianterezh, spi, hunvreoù, gwirvoud pe faltazi ? Kas a ra Bernez Tangi ac’hanomp dre hentoù don un amzer da zont a vo dioutañ pe get.

… Ha setu me disammet en un taol : estregedon, eta, n’en doa ententet seurt ?


Toter Mann, Åke Edwardson, Bro-Sued (2007)

Toter MannAr wezh kentañ e oa din lenn romant pe romant eus ar skrivagner-mañ. Brudet eo koulskoude. Met o sellet ouzh e anv hag ouzh e destenn nemetken, ne oan ket evit lavaret hag-eñ e oa paotr pe blac’h anezhañ. Diskouez a ra mat a-walc’h, a gredan, unan eus galloudoù hud romantoù-polis broioù an Hanternoz. Mistri a zo eus ar skrivagnerien-se war arz ar c’hempouez.

Itrik polis. Buhez pemdez. Familh. Ober. Psikologiezh. Un endro lec’hel degaset da soñj ingal, daoust ma teufe en un doare naturel. Hag ar rekipe arroutet-mañ eo a ra eus al levr-mañ unan dedennus da lenn eus ar bajennad gentañ d’an hini ziwezhañ. Memes en ur gemer n’eus forzh peseurt romant e kreiz ur rummad, evel m’em eus graet (an 9vet war 12 amañ).

presque mortEn ur gaout bourrapted o lenn, e soñjen en dud a lavar na gavout interest ebet o lenn romantoù-polis. Diaes eo muzuliañ ar pezh a zegas d’e lennerien ur seurt levr. Profañ a ra ur veaj, diavaez kement ha diabarzh ; un dielfennañ eus ar gevredigezh, eus ar pezh a vroud mabden da lakaat un troad dirak egile a zeiz da zeiz. Beajoù a c’heller ober er vuhez gwir, emezoc’h… Sur a-walc’h ! Met strilherez an enklask-polis, en oberennoù lennegel, eo ar winterell a bermet d’ar mareoù borodus strishaat. Ne chom eus ar vuhez nemet he mareoù dedennus, birvidik.

Kavet em eus dispar va beaj. Hep mar ebet, e adpignin en tren asambles gant Åke Edwardson kerkent ha m’em bo tro !


De sang-froid, Truman Capote, Stadoù-Unanet (1966)

De-sang-froidKontañ a ra al levr-mañ, dre ar munud, drouglazh ur familh feurmourien gant daou baotr fall, er bloavezhioù 60. Ur thriller n’eo ket, dezrevell un darvoud skrijus gwir e gwirionez.

D’am soñj ez eo diamzeret bremañ, nemet e vije c’hoant splujañ en Istor tost. Kalz pelloc’h ez a levrioù-polis a-vremañ a zo, en doare realist ha digas da zepegn ar fedoù, e-barzh dielfennañ abegoù ha digarezioù ar vuntrerien ivez. Nemet… skrivet brav eo, diazezet war un enklask resis en deus astennet e vrec’hioù lies war-zu pep tudenn vev a c’helle tizhout. Hep tamm mizerabilism, en em santer o kosteziañ tamm-ha-tamm war-zu ar vuntrerien, mareoù ‘zo, peogwir e vez anv anezho evel tud, ar pezh a chomont daoust da bep tra, memes en tu all d’o marv e penn kordenn ar Justiz.

Dre ma z’a ar bloavezhioù war-raok, e teu al lennerien a-benn d’en em zistagañ diouzh an druez hag ar fulor moarvat, ha da deurel ur sell muioc’h dielfennus war seurt darvoudoù. Brav eo kastizañ an dorfedourien, met lakaat traoù e plas evit ma ne zeufent ket da vezañ eo an dalc’h. Sed, d’an nebeutañ, penaos e lennan an oberenn vrudet-mañ.


Beuzet diwar ar pont bras ha danevelloù all, Yann-Fulub Dupuy (2019)

beuzet-golo-webUn tamm lure em bez atav da zigeriñ ul levr gant Yann-Fulub Dupuy, aon e vije re ziaes, moarvat. Met n’eo ket bet ar wezh-mañ, evit daou abeg : aet on war-raok, emichañs. Ha bet em eus ar santimant, ivez, ez a e vrezhoneg, gant an amzer, war-zu un tamm skañvaat, en dibab geriaoueg d’an nebeutañ.

N’eo ket evit se n’eo ket ken lennegel e yezh ha ma oa a-raok. Hag ar stek en deus, ne ouezan ket penaos, da dapout diouzhtu al lenner en e rouedoù. Ur wezh lañset, ne c’heller ket mui tardañ. Ur blijadur, da vat. Er mod-se, memes ar c’hontadennoù, ha ne zoujan ket kalz bri outo diouzh boaz, a gavan c’hwek da lenn. M’en dare hag-eñ n’eo ket ar re a zo el levr-mañ danevelloù moliac’h kentoc’h, pe hanter-hent etre danevell ha kontadenn en ur mod.

Ar pezh em eus kavet ar gwellañ en torkad-mañ eo an danevell-polis, Muntroù serr-noz, on chomet pell ganti o klask kompren da belec’h e klaske mont ar muntrer.

Abeg a gavan en diwezhañ dezrevell avat : Beuzet diwar ar pont bras. Skrivet ken brav hag ar re all, lusket, dedennus penn-da-benn ha gant ur gwir striv war psikologiezh an tudennoù, ha pa vije hini an enklaskerez. Ar filozofiezh, ma c’hellan lavaret, a gavan iskis enni. Savet eo, d’am soñj, war un diazez n’eus ket anezhañ, war ar fed raklakaet e vije gwelloc’h, natureloc’h, bravoc’h, bevañ e koublad eget e “troublad” (ar pezh a vez graet “trouple” anezhañ e galleg, ret-mat eo sevel ur ger, ne gredan ket e vije unan dija ?) hag e vije “kollet” un dra bennak er garantez adalek m’en em garer dre dri kentoc’h eget dre zaou. Ne gomzan ket amañ eus darempredoù revel, pe estreget eus se, d’an nebeutañ. Peotramant eo keuz eus an amzer-dremenet ez eus fellet d’ar skrivagner diskouez, un distro d’ar stad orin ? Ne ouezan ket re. Dre ma ne z’an ket a-du gant ar raklakadenn em eus bet poan o kompren dibaboù holl dudennoù an istor-mañ. Met ne vern : diverrañ e amzer, prederiañ, setu daou bal tizhet ganin dre lenn an danevelloù-mañ.

Ur sapre skrivagner mat eo Yann-Fulub Dupuy.


Ar re vrizhellet, Hugo Hamilton, Bro-Iwerzhon (2003)

ar-re-vrizhelletUl levr stroñsus eo war meur a boent ha dreist-holl evidomp, brezhonegerien, hon eus klasket mare pe vare desevel bugale e brezhoneg en un endro ne oa ket a-du. N’eo ket ur souezh e vije bet lakaet e brezhoneg eta.

N’eo koulskoude “nemet” ul levr eñvorennoù, evel na ped all, daoust m’en dije da vat stil, ritm ha nerzh-prederiañ ur romant. Diaes e vije bet ijinañ e dudennoù ma ne vije ket bet anezho e gwirionez, a gredan. Just war-lerc’h ar brezel, ur vamm alamanez he deus kavet repu e Bro-Iwerzhon hag e kred d’an holl e oa un nazi anezhi, daoust ma stourme he familh a-enep d’ar renad. Un tad hag a laka e bennaennoù, e garantez-vro evit Iwerzhon, a-us c’hoazh d’e garantez evit e familh. Evit ar paotrig a vev an istor e vez skeudennaouet e dud, plas e familh er bed, gant ur brezel yezhoù da gentañ-tout, alamaneg hag iwerzhoneg o vezañ yezhoù an ti, ha pa vije rediet ar vugale da gaozeal iwerzhoneg dre ar feulster. Ar saozneg zo yezh an enebourien.

Meur a zremm zo d’ar feulster diwar abegoù yezh ; n’eo ket an taolioù gwialenn a c’hloaz ar muiañ en istor-mañ d’am soñj. An digenvez eo rediet ar vugale-se da vevañ enni em eus kavet kalz gwashoc’h. Un torfed eo, war ma meno, herzel ouzh bugale da vont gant mignon-pe-vignon abalamour d’ar yezh a gomz pe rediañ anezho da lenn (sellet, hag all) ar pezh a vez kinniget e brezhoneg nemetken p’emañ ken ledan ar bed sevenadurel. Kement-se zo da brederiañ outañ e skeud levr Mikael Madeg : Desevel bugale e brezhoneg. An dra nemetañ a c’heller treuzkas d’ar vugale eo ar garantez evit ar yezh : m’he deskont en desped dezho, ma n’eo stag nemet ouzh eñvorennoù start, ne chomint ket ganti. Evel-just, n’eo ket an holl evel tad Hugo Hamilton, met kavout a ra din e sko e levr er gwenn peogwir e santer, en ur mod bennak, e c’heller tennañ kelennadurezh dioutañ war poentoù ‘zo.

Dreistordinal eo al levr dre ma laka tal-ouzh-tal feulster ar bed hag hini ar familh, ha ma tiskouez ivez ar pezh a ziwan diwar ar feulster, n’eus forzh peseurt hini e vije… ha ne c’hell bezañ nemet feulster adarre : klozet ar c’helc’h.

Alc’hwez al levr-mañ zo kuzhet er bajenn gentañ, a-raok an destenn : emañ er fed ez eo “The Speckled People” an titl orin anezhañ. N’eo ket en iwerzhoneg eo bet skrivet.

Lakaet e brezhoneg gant Herve ar Beg, embannet e brezhoneg e 2020.


Le chat qui… 16 : Le chat qui jouait aux dominos, Lilian Jackson Braun, Stadoù Unanet (1994)

Pa vezan taget gant an diegi lenn e tistroan d’ar rummad Le chat qui… .

Aet eo he mignonez levraouegerez da vakañsiñ heptañ. Divizout a ra Qwilleran ober kement-all. Ober a ra van da vont da skrivañ pennadoù kelaouennerez en enezenn a zo nepell eus e di. E gwirionez ez eo marvioù drol a zesach anezhañ, mont a ra da enklask gant e daou gazh.

N’eo ket dedennus-tre an enklask-polis (hep poliserien) er romant-mañ met n’eo ket se a ro e briz d’an oberennoù-mañ. Un afer endro, daremprediñ sokial, buhez pemdez eo ha war ar poent-mañ ne z’a ket ar rummad da zisteraat gant an niver a romantoù. El levr-mañ e vo kavet ivez ur senenn a laka da soñjal en unan bennak pouezus eus Bilzig, hag em eus bet kalz plijadur o keñveriañ ganti.

Deuet eo brav gant ar skrivagnerez pennad ar gorventenn tro ar fin. Kement-se kaset da vat, e c’hell Qwilleran adakavout Polly, distro eus he vakañsoù, hag adstagañ gant e vuhez sioul.


Diougan ar seizh sant, Yann Bijer (2019)

War goshaat ez a Kaou Kemener, ha, dre se emichañs, war c’horrekaat. Un taol dichañs evit ur rummad romantoù-polis n’eo bet morse lañset d’ar pevarlamm a-fed lusk… Anzav a ran em eus kavet hir va amzer er romant-mañ. N’eo ket stag ouzh an ambiañs relijiel -bod ha boued er presbital, istor ar pardon ha kement ‘zo- a vez diazezet eus ar c’hentañ gant al lennerien e-barzh oberennoù all (Fidelma, lakaomp…). Met n’em eus ket kavet dedennus-tre an istor, a laka kalz amzer o loc’hañ ouzhpenn. Ha, gwashoc’h ‘zo, ur wezh diluziet, e chomer gant ar santimant da vezañ bet lorbet un tamm, memes ma z’eus bet diskaret un den pe zaou diouzh ezhomm.

Chom a ra ar brezhoneg, brav da lenn daoust d’e c’hwezh ezañs a vareadoù ; an titouroù sevenadurel war istor ar pardon, an ambiañs didrabas a-walc’h daoust da grizder an degouezhioù.

N’eo ket displijus da lenn, pell a se, met ma c’hortozer ar strilh a zeu diouzh seurt romantoù diouzh boaz e vezor dipitet.


Le chat qui… 15 : Le chat qui allait au placard, Lilian Jackson Braun, Stadoù Unanet (1993)

Ur wezh ouzhpenn e kav un digarez ar skrivagnerez da lakaat Qwilleran da zilojañ evit ar goañv. En ti a ra e annez ennañ e vo tostoc’h ouzh e zous hag ouzh ar predoù lipous a fard evitañ. En ti-se emañ Yom-Yom ha Koko en o bleud evit ober ergerzhadennoù dizoloiñ… e-barzh an armelioù-moger, ha n’int ket bet goullonderet da heul marv ar perc’henn kent. Barrek eo Koko da zizoloiñ prouennoù, ha dielfennañ a ra ivez ar pellgomzadennoù a resev Qwilleran. An enklask-mañ a vez renet a-bell, a-fed kilometradoù hag a-fed amzer ivez (tremenet eo ar fedoù dija).

Faltaziek eo an istorioù-mañ hep terriñ penn al lenner… betek re nebeut. 15 romant all eus Le chat qui… a chom din da lenn war-lerc’h hennezh, n’on ket sur ez in betek penn, pe war va nañv. Da virout evit prantadoù skuizhder diremed. Pa vin kozh-Noe, piv ‘oar ?


Kousk, kousk…

Lennerien gaer,

Evit abegoù personel, e vo dibosubl-krenn din boueta A ! Lenn… e-pad un nebeut mizioù. Adstagañ a rin gant ar skrivañ pennadoù d’ar 15 a viz Even 2018, d’an diwezhatañ. Da c’hortoz, e kinnigan deoc’h al levr-mañ, skrivet ganin.

syndrooooomMa n’ho peus ket graet c’hoazh, e c’hellit ivez teurel ur sell war pennadoù kozh ar blog. An hini kentañ anezho a oa Koulz ar c’hastrilhez gant Herve ar Gall (11/12/2008), goude, n’ho peus nemet pignat 🙂

Ken ar c’hentañ ! A galon !

Pevarlagad