Baradoz hag ifern, Jon Kalman Stefansson, bro-Island (2007)

Lakaet e brezhoneg gant Olöf Petursdottir ha Mich Beyer, embannet e brezhoneg e 2019.

Ul levr o reiñ un aergelc’h dreistordinal eo hennezh. Daoust ma vije ur gwir istor o tougen anezhañ, eo ret e lenn a dammoù hir evit kaout amzer da splujañ er bed deskrivet ha d’e dañva don. En em lakaat en ur spered “lenn barzhoniezh” muioc’h eget en ur spered “lenn un istor”.

En em soñjet on, e-kerzh va lennadenn, war ar pezh a ra eus al levr-mañ un oberenn zibar. Dont a ra evit darn eus ar c’hemm etre an natur gouez, dihegar, ha natur mabden gant he gwanderioù hag e zrochderioù. Met estreget se a zo. Soñjet em eus neuze e teue eus an doare ma vesk ar skrivagner ar prederouriezh gant ar pemdez, kontrol d’ar pezh a ra kalz romantourien all. Dre vras, pa lenner ur romant, e heulier un istor hag e vez rasket gant ar skrivagner kement tra ha ne denn ket outañ. Met amañ e vez degemeret ar prederiadennoù evel ul lodenn eus an istor, nemet ar c’hontrol e vije : degemeret an istor evel ul lodenn eus ar prederiadennoù ?

Un dra zo sur, dispar eo an disoc’h. Lakaat a ra an unan e-tal d’e goulennoù diazez war ar vuhez, ar marv, ar garantez, ar gened, ar gozhni. Kriz ha soutil eo war un dro. Ul levr eus ar seurt  levrioù ne vezer ket ar memes den a-raok bezañ o lennet, ha goude. Un taol-kaer, ur skrivagner da heuliañ pizh eta.

 

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

2 responses to “Baradoz hag ifern, Jon Kalman Stefansson, bro-Island (2007)

  • Annaig Kervella

    E 2018 em eus graet anaoudegezh gant JK Stefansson. Island a zo ur vro a zo tost d’am c’halon abaoe pell (bet on 1 wech). Ur wech kroget gant al levr kentañ – Entre ciel et terre, e galleg, an hini bet troet e brezhoneg, em eus lennet an 2 all a ya da heul. Em bleud on gant seurt lennegezh, preder, aergelc’h. Da c’houde em eus lennet 2 levr all : “D’ailleurs, les poissons n’ont pas de pied” hag “A la mesure de l’univers. Ha plijet bras bepred. Ar 5 levr em eus o lennet e 2018.
    Un dudi vefe kaout an 2 levr a ya da heul “Baradoz hag ifern” e brezhoneg… labour ha dudi evit an troerezed !

  • Kris Braz

    Ul levr dreist, ya ‘vat. Lennet ‘m boa anezhañ e glg met un dra dibar eo kaout seurt lennegezh diwar ur yezh “bihanik” e bzg, dreist-holl unan troet div-ha-div. Un diskoulm evit kaout lennegezh e yezhoù raloc’h en hor yezh ?

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s