Category Archives: Psikologiezh ha Bredelfennouriezh

La peur des autres : trac, timidité et phobie sociale, Christophe André, Patrick Légeron, Frañs (1995)

Dedennus a-walc’h em eus kavet al levr, dreist-holl er penn kentañ. Displegañ a ra mat-tre ar c’hudennoù liesseurt a c’hell kaout unan da zaremprediñ tud all. Kinniget e vez goulennaouegoù bihan, da c’houzout gant peseurt droug oc’h taget (ma z’oc’h), hag-eñ e talv ar boan kaout sikour da blaenaat an traoù pe get.

Ar pezh ez eus da zerc’hel soñj anezhañ eus al lodenn gentañ eo n’eo ket normal aozañ e vuhez tro-dro d’an traoù ne greder ket ober, en em renkañ evit chom hep en em gavout gant tud all, mont da ouelioù ‘zo, nac’h pignat gant skeul ho labour peogwir ne fell ket deoc’h kaozeal dirak ar re all… e berr gomzoù, leuskel an namm-se da ren war ho puhez.

Hervez an aozerien, e vije meur a zoare da zont a-benn eus ar c’hudennoù-se. Gwell a se… met gant an eil lodenn on bet dipitet a-walc’h, peogwir ne ginnigont nemet unan, a-benn ar fin. An hini a labouront warni. Terapiezh an emzalc’h, a reont diouti. Ar sistem : ober an traoù n’ho peus ket c’hoant d’ober, daoust da bep tra. Evel m’ho pije c’hoant paouez da vutunat : paouezit, ha mat pell ‘zo ! Brav eo, evit tud yaouank dreist-holl… met m’eo bet klasket dija a-hed ur vuhez, klask en-dro, memes gant ur “coach”, a chom danvez-gouzañv. Evel evit ar butun, ez eus sur a-walc’h doareoù all da zousaat buhez ar re a zo taget gant seurt diaesamantoù (ha n’int ket merket e-touez ar c’hleñvedoù ofisiel). Hipnoterapiezh, ha me ‘oar… Met eus an traoù “e-kichen”-se, n’eus anv ebet amañ.

N’eus forzh, reiñ a ra un tañva dija, da bep hini d’ober e damm hent war-lerc’h.

Advertisements

Candide et Lubrique, Adam Thirlwell, Rouantelezh Unanet (2016)

Ur romant un tammig dedennus… met pas muioc’h.

Emañ an dezreveller e kreizig-kreiz un enkadenn : re binvidik eo, re aes eo e vuhez, gant se eo bet bountet gant e vouezh diabarzh da guitaat e labour ha da chom da vevañ gant e wreg (pinvidik) e ti e dud (pinvidik). Petra a reer pa vezer dilabour ? Malañ soñjoù. Ur maler-soñjoù a-vicher e teu da vezañ, ha kinnig a ra anezho deomp evel ma teuont e teuont, a-stlabez.

Gwir eo e teu soñjoù dedennus a-wezhioù, prederouriezh, “refleksionoù profitabl”… met ret eo o didouezhiañ diouzh ar re all ! Evit ar pezh a sell ouzh an itrik ez eus unan bihan, strobet e-touez ar peurrest, ne c’heller ket lavaret e vije tridus al lusk… Ha c’hoazh, pa ne huanader ket da vat…

Taolenn al levr zo ur souezhadenn anezhi hec’h-unan, kontañ a ra un istor a-dammoù, dindan un hir a frazennad. Al lodenn gwellañ eo…

N’eo ket c’hwitet ar romant da vat, met ne zeuan ket a-benn da drueziñ unan en deus da bal klask tammoù trubuilh da blantañ en e vuhez evit dizenouiñ. Koulskoude, pa soñjer mat, an endro-man, an tem-mañ, eo ar re a gaver tamm-pe-damm e pennoberenn Bret Easton Ellis Less than zero ! Posubl e vije, eta, ne vije ket barrek-barrek Adam Thirlwell war ar skrivañ. Emichañs e skriv evitañ e-unan, da glask diluziañ e “gudennoù” ha da reiñ un tamm lufr d’e ego (war em eus komprenet n’emañ ket pell stad haroz Candide et Lubrique eus hini ar skrivagner). War ma meno, n’eo ket erru c’hoazh d’al live ma tedenner al lennerien.

Met posubl eo ivez em bije c’hwitet war un dra bennak, e vije re lennek an oberenn evidon pe evit bezañ peurgomprenet diwar ar c’hentañ lennadenn…

Etre va chik ha va chouk, div notennig evit an dazont :

. Paouez da zibab va lennadennoù diwar o golo

. Chom hep adlenn Adam Thirlwell (nemet ma tro va soñj evit abeg pe abeg, da skouer, kuzul ur mignon).


L’homme-dé, Luke Rhinehart, Stadoù-Unanet (1971)

Romant brudetañ ar skrivagner George Powers Cockcroft, e anv-pluenn Luke Rhinehart, eo L’homme-dé.

Tennet eo eus buhez ar skrivagner, tamm-pe-damm. Da vare ur bodad-stummañ diwar-benn ar frankiz eo en doa divizet leuskel un diñs da gemer divizoù pouezus evit e vuhez.

En ur lenn ar romant-mañ em eus digoret va daoulagad war ar fed eo madober an tudennoù unan eus skoulmoù diazez ar sevel romantoù. An dudenn-mañ n’eo ket eñ a zibab e vuhez, met un diñs. Kollet e vez sont gant al lenner tamm-pe-damm abalamour da se, pa vez ar fed ober dibaboù, mat pe fall, pebr an holl istorioù skrivet, ha kalon an hevelebidigezh.

N’em eus ket bet kalz ebat o lenn ar romant, skrivet eo gant an diñs (hag ez eo !), da lavaret eo digempouez a-walc’h, gant cheñchamantoù lusk ha savboent niverus. Ha diaes eo lenn ur romant ne z’a da neblec’h pa ne zeuer ket a-benn da gompren personelezh ar penndudenn. Met an tem anezhañ a ya pell, seul vui m’eo tamm-pe-damm un istor wir. Ar fed en dije lakaet ar skrivagner ur bredelfennour da haroz e istor a bermet mont pelloc’h eget an darvoudoù ha dielfennañ don an traoù. Ha pa soñjer mat, n’eo ket sot tamm ebet an doare.

A-hend-all eo ur romant a lak e benndudenn da vountañ war ar bevennoù a bep seurt lakaet dezhañ gant ar gevredigezh, kement ha lavaret eo dichadennet a-fed sekselezh, feulster hag a bep seurt. Diaes eo da lenn ivez peogwir e lak ar bed a anavezomp, hor reteroù kevredigezhel, da vrallañ.

Da lenn evit digeriñ dremmwelioù nevez, dic’hortoz.


Ar Beskont daouhanteret, Italo Calvino, bro-Itali (1952)

Kentañ levrenn ur rummad teir eo honnezh, ar pezh em eus desket nevez ‘zo. Me garje e vije lakaet an daou all e brezhoneg, kement ha gouzout penaos e vezont liammet etrezo. Evidon, santout a ran an dezrevell-mañ evel un dra klok.

Ar gwellañ doare da gomz diwar he fenn eo an hini implijet gant ar skrivagner e-unan : hanter-hent emañ etre ur romant hag ur gontadenn, ar pezh zo mat evidon o vezañ m’em bez poan o vont e-barzh bed ar c’hontadennoù, peurliesañ.

Lennet em boa anezhañ e galleg, pell ‘zo, soñj em eus e oa e-barzh program skolveur ar bsikologiezh tro 1987. D’ar mare-se em boa kavet anezhañ diaes. Souezhet on bet oc’h addizoloiñ ur skrid aes da lenn, hag eeün en e soñjoù ivez – eus an eeünded-se ne vez ket kavet gant n’eus forzh piv, hag a lak ar soñj pennañ da strinkellikat – kemerit ur boulom, faoutit anezhañ e daou damm, unan du, unan gwenn, petra ‘vo an disoc’h ?

Ur gentel eo a-ziwar personelezh mab-den, lusket brav, enni tudennoù pimpatromel dudius hag, alies, farsus.


Le nouveau journal créatif : à la rencontre de soi par l’écriture, le dessin et le collage, Anne-Marie Jobin, bro-Ganada (2010)

Un akt krouiñ eo skrivañ un deizlevr, neketa ? setu perak e oan bet desachet gant titl al levr-mañ, kevrinus a-walc’h din.

Ul levr diorren personel eo, dezhañ techoù fall seurt levrioù : eeünded (betek re), pedagogiezh (peurambrougus), doug d’ar speredelezh (m’en dare perak e lakaan se e-barzh an techoù fall ; ur fed eo, kouskoude : n’on ket evit anduriñ ar speredelezh doare new-age. met n’eo ket re bonner el levr-mañ, ne harz ket ouzh al lenn).

Skeudennaouet eo al levr, neket gant traoù brav dre ret, met gant tresadennoù-labour, skouerioù eus ar pezh a c’heller ober. N’eus afer ebet a grouidigezh arzel amañ. Pal al levr eo displegañ penaos e c’hell an tresañ, etre mediomoù all, sikour an unan da ezteurel traoù a denn d’e ziemouez -p’eo techet ar skrivañ “klasel”, er c’hontrol, da blediñ gant an emouez.

Buan a-walc’h em eus komprenet ne oa ket un teknik evidon. Re domm on ouzh ar sevel frazennoù, hag abaoe re bell, evit kaout c’hoant da cheñch. Met war un tu all em eus bet plijadur o lenn al levr betek ar fin, o vezañ ma kinnige ur bern soñjoù ha doareoù ijinus da c’hoari gant ar skrivañ. Degas a rae soñj din, a-wezhioù, eus traoù a raen en va deizlevr a grennardez, evit abuziñ va amzer a greden : skrivañ e-barzh stummoù geometrek, pe n’eus forzh pelec’h er bajenn, traoù hep penn na lost evel ma teuont e teuont… an teknik nemeti, e-touez an holl re-se, em eus miret betek bremañ eo ar skrivañ gant an dorn kleiz. N’em bije ket bet douetañs e tostaen eus va diemouez drezañ…

D’am soñj eo bet raksoñjet al levr-mañ kentoc’h evit tud ha ne “zeizlevriont” ket c’hoazh, gellout a ra reiñ ur seurt deklik. Dibab sevel seurt raktres zo ivez dibab mirout amzer ha plas evitañ e-unan war an deiz. N’eo ket fall.


Le jour d’avant, Sorj Chalandon, Frañs (2017)

Dre zegouezh, e oan bet bloaz ‘zo o vakañsiñ e Hanternoz bro-C’hall hag e oan bet sorc’hennet gant ar rannvro. Ha dres pa oan o tont en-dro, em boa klevet ur pennad-kaoz gant Sorj Chalandon o kinnig e romant, ha me stanket e sal-gortoz ur mezeg bennak. Kement ha lavaret e oa bet graet ur serr-lagad din gant ar romant-mañ.

Kavet em eus dispar an hanterenn gentañ. Lakaat a ra da vevañ, en ur yezh eeün ha brav, bed ar vengleuzieren, e diabarzh ur familh, dre zaoulagad ur bugel bamet dirak e vreur bras. Ur breur ha ne chom nemet eñvorennoù anezhañ : lonket eo bet gant ar vengleuz, ha ret eo d’ar breur bihan lakaat unan bennak da baeañ ar vuhez laeret-se, asambles gant hini an holl re all nijet kuit war un dro (kemer a ra harp ar skrivagner war ur gwallzarvoud gwirion).

Hag en un taol, souezhadenn ! Ar romant-mañ a zo eus ar re-se ma vez ur skoulm, en o c’hreiz, a lak kement tra zo bet kontet da gemer ur ster all -un tammig evel romant John Irving Une veuve de papier. Echuiñ a ra evel kalz telefilmoù amerikan, gant un hir a senennad prosez. Ne ouezen ket petra a oa da c’hortoz ha souezhet on bet gant an doare, daoust ma vije kendrec’hus ha kizidik an arguzennoù kinniget. Gwirheñvel eo ar studiadenn bsikologel, ha reiñ a ra peadra da brederiañ war an emouez hag an diemouez, ar pezh em eus kavet brav.

Plijet on bet dre vras gant ar romant daoust ma vije digempouez interest an div lodenn. Da lenn evit dizoloiñ pe addizoloiñ Hanternoz bro-Chall da vare ar mengleuzioù…

 

 

 

 


La dernière fugitive, Tracy Chevalier, Stadoù Unanet (2013)

Tro 1850, div c’hoar kwaker a guita bro-Saoz evit mont davet ur genvreuriezh kwaker amerikan, lec’h ma tle unan anezho dimeziñ. Siwazh, an danvez-pried a varv a-raok en em gavout hag he c’hoar, Honor, a erru hec’h-unan er gumuniezh lec’h ma n’anavez den ebet. Ret e vo dezhi ober he zoull gant an nebeut he deus : he donezon evit gwriat “Quilt”-où, ha klask chom divrall en he c’hredennoù daoust ma ne vije ket akord atav gant an dud he deus da vevañ ganto.

Ur romant-deskoni eo, lec’h ma vez roet ur plas kaer d’ar gwriat, ar pezh em eus kavet plijus-tre. Tem pennañ ar romant eo an “hent-houarn kuzh” koulskoude, an aozadur tud a youl-vat a sikoure ar sklaved da achap, nebeut a-raok brezel an digevrediñ.

Ur wezh ouzhpenn e kinnig Tracy Chevalier ur romant dreist hep bezañ gwall hir. Soutil ha resis, reiñ a ra tro da welet ar stourm kuzh-se dre an diabarzh. Kavet em eus un tammig re aes ar fin, re “romantaet” marteze. Met ne ziskar ket ar sell pozitivel em eus war an oberenn, ha war ar skrivagnerez-mañ, a gavan barrek-mat.


La maison dans laquelle, Mariam Petrosyan, bro-Armeni (2009)

Splujañ en 891 pajennad a ya d’ober ar romant-mañ zo kement ha splujañ er c’houronk bras. Kinniget eo e jener, gant Wikipedia, evel “realism hud”.

An ti a zo anv anezhañ zo ul lec’h-buhez evit bugale ampechet. Lod anezho eo o divrec’h a ra diouer dezho, lod all o divesker (“ar re a ruilh”), unan bennak e zaoulagad… Lod all n’emañ ket o fenn ganto, pe a vare da vare nemetken. Ar pezh a zo iskis eo an doare ma teu ar vugale-se da berc’hennañ an ti, daoust ma vije tud gour tro-dro : kelennerien, klañvdiourien, edukatourien, tud ar vugale ur wezh an amzer. Nemet eo an ti a berc’hennfe ar vugale ? Ur bed kenstur a savont e-barzh an ti, dezhañ e c’hizioù, e gredennoù, e reolennoù (a c’hell bezañ kriz, betek ar marv).

Gwelout a ran gant ar romant-mañ un doare kerentiezh gant romant Adam Levin em boa kinniget ur pennad ‘zo : Les instructions, o vezañ ma vez savet ur bed kuzh gant ar vugale dindan ar framm ofisiel. N’eo ket anat, e penn kentañ, e kaso an itrik d’ul lec’h bennak, met ur wezh echuet e komprener eo bet savet munut gant an aozerez. Tremenet he deus bloavezhioù gant he c’hrouadurioù ha krouadennoù, a oa tresadennoù a-raok dont da vev dindan he fluenn. N’he doa skrivet ar romant-mañ nemet eviti er penn kentañ.

Meur a savboent a implij da gontañ an istor liesvouezhiek-mañ. Kollet e vez ar reteroù en amzer ivez, evit abegoù displeget e-kerzh an istor. Kontet e vez an traoù bet, a bep eil gant an traoù o vezañ. Hag ar mor a dudennoù, dezho lesanvioù a cheñch gant red an istor hervez o ferzhioù nevez, a lak an traoù da vezañ un tammig luziet. Met ken pinvidik eo ar bed, ma vo ur blijadur adlenn al levr, gant an alc’hwezioù a sikouro da gompren penaos eo bet fardet. Ur seurt kanevedenn eo, marvailhus, hud, ha war un dro realist-kenañ, en divizoù da skouer. Kalzig a fent a vez ivez. Ur romant dispar diwar-benn ar grennardiezh ez eo, kontet en ul luchañ war-zu ar moliac’h, er fin dreist-holl.

N’eo ket aes kaozeal diwar-benn un oberenn ken anpar, ne c’hellan nemet aliañ al lennadenn anezhañ. Splann eo din eo ur romant ne c’heller ket disoñjal.


Aet on, Gwenn A-Du (2017)

Kavet em eus dreist tem al levr-mañ : un den yaouank a guita e di hep lavaret tra da zen, evit kerzhout eeün dirazañ. Temptadur meur a zen, yaouank pe kozh, emichañs… En em leuskel a ra da vont diouzh ar pezh a gav, ha da zaremprediñ an dud en em gav war e hent. Skrivet eo brav ha dedennus da lenn, keit ha ma vezer e-barzh. Ur wezh adserret al levr, koulskoude, e kav din ne z’a ket pell a-walc’h anezhañ. Chom a ra klouar, evel pa ne rafe nemet kontañ un taol-pleustr gwirion (marteze eo se, met kenkoulz e vije bet en displegañ neuze), daoust ma vije pinvidik-kenañ an tem ha ma vije bet moien da zonaat an traoù evit lakaat an haroz da vevañ degouezhioù estlammusoc’h, pe dañjerusoc’h, pe me ‘oar, evit ma vije desket traoù da vat gant al lenner ha kavet repsontoù da c’houlennoù a sav outañ e-unan. Met n’eo nemet va savboent a zen gour, ha n’eo ket bet skrivet al levr evit e rummad-oad…


Asperger et fière de l’être, Alexandra Reynaud, Frañs (2017)

Diouzh ar c’hiz e teu da vezañ abaoe un nebeut bloavezhioù, kontañ e istor pa vezer aotek. M’em eus komprenet mat e vije un den diwar 100 bennak o vezañ tapet gant an namm-se, anavezet fall c’hoazh. Evel kalz tud gour, n’he deus ket gouezet Alexandra Reynaud petra a z’ae a-dreuz ganti, nemet p’eo bet o c’houlenn, ha hi 26 bloaz, tremen amprouennoù evit gouzout hag-eñ e oa aotek. Hag e oa.

Un namm eo a c’heller tremen hebioù dezhañ, dreist-holl evit ar merc’hed : an dud o deus ar sindrom Asperger zo ken speredet hag ar re all, hag alies kalz muioc’h. Ha pa vezont en o bleud gant ar c’homz, ar pezh a zo gwir evit lod anezho, ne vez ket lakaet anv Asperger war o c’hudennoù. Diouzh ar pezh a lavar Alexandra Reynaud o deus poan ar vezeien, o-unan, o krediñ anezhi, pa ne vezont ket titouret resis war an namm-se.

Skrivet eo al levr en un doare eeün, met poellek tre ivez. Kontañ a ra penaos he deus komprenet e c’helle-hi bezañ aotek, penaos he deus tremenet an testoù, ar c’hudennoù a sav diwar an namm-se, eviti, met evit ar re all ivez. Evel ma lavar, pep den aotek zo disheñvel, hag ar pezh a dalvez evit unan ne vo ket gwir atav evit egile.

Plijet on bet gant he zesteni, a bermet kompren gwelloc’h an aotegezh “skañv”, hag en un doare ledanoc’h bezañ digoroc’h d’ar re n’int ket tre eveldomp, n’eus forzh pe re e vije o diforc’hoù. Ma komz Alexandra Reynaud eus lorc’h en titl eo peogwir eo un namm en deus dibarderioù dreistordinal ivez. Implijet e vez muioc’h-mui tud aotek el lennegezh hag er sinema, met er vuhez micherel ivez. War em eus lennet e pennadoù ‘zo, e vez tutaet aesoc’h tud aotek eget tud “normal” d’ober labourioù resis ‘zo, e embregerezhioù ‘zo.

Dedennus-tre evit kompren tud ‘zo tro-dro deomp, ma n’en em anavezit-ket hoc’h-unan, dre zegouezh, er poltred.