Category Archives: Erotelezh

Toisons ardentes, Aude Debeaurain, Frañs (2021)

Toisons ardentesUl levrig barzhonegoù erotel ! Dreist ! Gant luc’hskeudennoù da heul !

Ma, souezhet on bet va-unan met n’on ket bet entanet. N’eo ket c’hwitet, nag ar skrid nag ar fotoioù e gwenn-ha-du (merc’hed nemetken, a-dammoù).

Petra a zo kaoz, neuze, ma ne sav from ebet ennon en ur lenn anezho ?

Marteze int re arvestel ? Pe emañ re bell bed diabarzh Aude Debeaurain eus va hini ?  Poan em eus bet o tispartiañ an eil re eus eben e gwirionez, o vezañ ma n’int stag ouzh netra resis ebet. Ar groc’hen, an umorioù a zo etre ar pajennoù-se n’o deus anv ebet, ne z’int stag ouzh den. Karet em bije karout ar barzhonegoù-se, seul vui ma oant bet profet din, met n’on ket deuet a-benn.

Ul levr gall dreist pep tra : skrivet brav, gant ur golo dedennusoc’h eget e ziabarzh. Dispac’h ebet.


Le beau sexe des hommes, Florence Ehnuel, Frañs (2008)

Le-beau-sexe-des-hommesUn hir a veulgan eo al levr-mañ diwar-benn kaerded korf ar wazed ha pep lodenn eus o ardivink-genel.

Ma, ul levr porno ouzhpenn, a vo soñjet gant lod…

N’eo ket tamm ebet war an ton-mañ e vez kaozeet ennañ koulskoude. Skolveuriekaet war ar prederouriezh eo ar skrivagnerez. Mont a ra aze war un dachenn a vez miret, alies, d’an dud vunut, d’ar re n’int ket desket, d’ar re strizh o spered, ouzhpenn, war sujed plas ar maouezed e pep tachenn eus ar bed, ar sekselezh en o zouez. Ha brav-tre e teu ganti. Rannañ a ra gant al lennerien hec’h esmae rak korf ar wazed, en ur zeskrivañ anezhañ dre ar munud gant he daoulagad brokus ha bamet.

Kalz vad en deus graet din al levr-mañ. Kaset e vezer gant entan Florence Ehnuel, souezhet, sebezet gant he hardiegezh a-wezhioù.

Ha me soñjal : echu eo amzer ar relijionoù ! Distroit deomp hor c’horfoù ! Roit plas dezho er pemdez, e lavar an dud, e pep lec’h, en un doare yac’h… ma c’hello pep hini, desket pe get, doñvaat en-dro e gorf hag hini ar re all. Evel ma asantomp da natur eeun al loened en o fezh, asantiñ deomp-ni.

Hent ‘zo d’ober c’hoazh met pigosat al levr-mañ en ur vont a sikouro lod, sur !


Le point sublime, Manu Causse, Frañs (2020)

Le-point-sublimeUr romant evit ar re yaouank, met war ur sujed ne vez ket stoket outañ diouzh boaz er rummadoù levrioù-se : deroù ar sekselezh. Evel-just e vez levrioù diwar-benn karantez, ha reoù all diwar-benn degouezhioù grevus evel gwallerezhioù, merc’hed yaouank o tougen ha me oar-me, met diwar-benn ganedigezh ar sekselezh, diwar-benn sichenn ur sekselezh o vleuñviñ, n’eus netra, din da c’houzout.

Kentañ kraf da sklaeraat : daoust ma skriv istor ur plac’hig, ur grennardez, ur vaouez yaouank hag hini ur vaouez kozh, Manu Causse n’eo ket ur plac’h. Bet on o wiriañ kement-se adalek ar pajennoù kentañ, santet e vez.

Plijet on bet gant ar romant en un doare bennak. Kavout a ra din eo dedennus ha dic’hortoz tudenn ar vamm-gozh. Hi eo an alc’hwezh war-zu ar frankiz, asambles gant ar gamaradez hardi. Tud ar plac’h, int, a chom gant doareoù kozh, serret warno o-unan ha tostoc’h ouzh ezhommoù ar gevredigezh eget ouzh ezhommoù ar c’horfoù.

Eus un tu all, peogwir eo bet skrivet evit krennard(ez)ed, n’em eus ket bet va gwalc’h gant ar skrid : n’eo ket skrivet fall, met n’eo ket skañv pluenn Manu Causse kennebeut. Santet e vez ar c’hoant d’ober mat, da ziskouez, da chom hep disoñjal tra.

N’on ket sur e vo direnket ar re yaouank gant se.

Met me ‘garfe gouzout, e gwirionez, pet bugel a vo desachet gant al levr-mañ. N’eo ket peogwir e krog ar skrivagnerien evit ar re yaouank da zistegnañ o fluennoù war ar sujed e lakaio ar merc’hed yaouank en o bleud gantañ. Un doare utopia eo evidon, muioc’h evit poufal “embann a reomp hep mezh ebet war bep seurt sujed” eget evit ar grennarded da vat. Marteze peogwir e teu e kreiz neblec’h, e tifoup en un endro lennegel ma n’eus netra a-raok, el levrioù evit ar vugaligoù, en albomoù ha kement ‘zo. Degouezhout a ra d’an oad amjestr ma ne vez ket en o bleud ar grennarded gant ar gerioù evit envel an traoù, dija.

Un nor o tamzigeriñ eo al levr-mañ, marteze, pe un taol-esae a-berzh an embanner da welet hag-eñ e vije moneiz d’ober… pe an daou? Mont a ra war an tu mat, met gounezet e vo ar stourm pa vo dieub ar c’homzoù e pep levr. Keit ma vez serret holl gomzoù ha soñjoù ar seks er memes hini e chom hent d’ober.

Ul levr dic’hortoz, da zizoloiñ.


Saga Arvorika 3 : Voulouz ruz ha Satin gwenn, Yann-Bêr Kemener (2020)

voulouz-ruzUn nebeut traoù a vezen direnket ganto abaoe ar penn kentañ a gendalc’h da hilligañ va skiant-burutellat el levr-mañ : an hini pouezusañ anezho a sell ouzh emzalc’h an haroz e-keñver e zarempredoù revel. A-boan ma ne vez ket kinniget anezhañ evel ur gouzañver, na mui na maez ! N’eus kudenn ebet en se : gellout a ra unan bennak “ober” tra ma c’hortoz egile (eben) e “vije graet”, met direnket on el levr-mañ gant ur skeudenn diaoulekaet eus ar merc’hed a gemer stur o buhez revel, tra ma vez lakaet kalz uheloc’h plac’h yaouank fur skol-lojañ ar merc’hed. N’eo ket skrivet el levr : chom a ra dereat Yann-Ber Kemener atav, doujus zoken. Met santet e vez daoust da se.

Ne gavan ket grevus an dra-se e-keñver ar blijadur em bez oc’h heuliañ an istor-mañ koulskoude. Ma, mont a ra un tamm buan evidon a-wezhioù, pa vez graet ur bern traoù ha roet ur bern displegadennoù istorel hep o eoriañ e amzer-vremañ an dezrevell dre santadoù hag endroioù en em gollan aes, ha n’em bez ket c’hoant atav da vont war-gil evit gwiriañ. Met troet e vez ar pajennoù an eil war-lerc’h eben gant plijadur. Ar pezh a souber mat ennañ eo endro istorel, sevenadurel, menezioù Are ha Douarnenez. N’eo ket ken kreñv en trede levrenn-mañ marteze met dre ma oa bet staliet mat a-raok e kendalc’her gant al lusk roet en deroù.

Dont a ran da vezañ lezirek gant an oad, ha bourrañ a ran kemer ul levr skañv ur wezh an amzer. Ne fell ket din e talvezfe “kemer ul levr e brezhoneg” kement ha “labourat”, evel ma wel ar vugale divyezhek an traoù. Gant se, n’eus forzh pegen uhel e vo va berniad levrioù-da-c’hortoz e lennin atav romantoù-polis Yann-Ber Kemener da gentañ. N’eus ket lennegezh uhel enno, marteze, met evit leuniañ e gof pa vez naon, petra gwelloc’h eget ur pladad toazennoù fonnus ? Plijout a reont din ken-ken.


Ar farvel göapaër, Paskal Kerenveyer (tro 1789)

Embannadur brezhonek kentañ al levr-mañ, skrivet tro an Dispac’h bras, zo eus 2005.

An hanter anezhañ zo ur pezh-c’hoari skañv, plijus da lenn daoust ma ne vije ket ur bennoberenn. Skoet e vezer gant ar fed e vije deuet nebeut-nebeut a skridoù seurt-se betek ennomp. Doujet ez eus bet da reizhskrivadur orin ar skrivagner, ar pezh a laka an traoù da vezañ diaes a-walc’h da lenn e brezhoneg. Un droidigezh gallek zo kinniget a-zehoù. Dont a ra un niver bras a notennoù da sklaeraat poent pe boent, da deurel gouloù war daou ster posubl da reiñ d’an traoù dilennabl war an dornskrid ha kement ‘zo. Kalz splet em eus tennet eus an notennoù-se e-kerzh va lennadenn eus an tu brezhonek nemetken.

Eil lodenn al levr, an Arabadies, a gaver enni testennoù berr, doare rimodelloù met evit an dud deuet :

Mar lavarez petra dalc’han
Marc’harid, az pezo lod
Aour ? Arc’hant ? Nann, nann, emezañ
Feteiz n’ez ay en da skipod.
O ! eme neuze Marc’harit
Faezh oun. Mat, eme Eozen
e dañvaat a reoc’h mar kirit
Derc’hel a ran va bitouzenn.
 
Lennet em eus al lodenn-mañ gant ur blijadur divent, ur mousc’hoarzh e korn va muzelloù, en ur gemer harp war ar stumm galleg a-wezhioù. Nag a vad a ra freskaat e soñjoù o tegas d’e soñj e oa korf hag ene eus hon “holl vombardioù kozh” ha n’eo ket krignerien treid sent nemetken. Un ebat !
Fin eo lenn al levr-mañ dres goude romant Fulup Lannuzel : Kaour ar Barzh, galeour, hag a ijin ur c’henarroud gwirheñvel da istor ar pezh-c’hoari.
Ha me da hunvreal : klok eo al levr, ne vank poz ebet ennañ, roet e vez zoken en un doare propr-tre tonioù ar c’hanaouennoù a zo da implijout da c’hoari ar pezh. Perak ne vije ket diskouezet war al leurenn, deiz pe zeiz ?
Evit ober ho soñj war an destenn e c’hellit pellgargañ stumm pdf ar pezh-c’hoari amañ.

 


Plateforme, Michel Houellebecq, Frañs (2001)

Sed amañ un titl kevrinus ! Klasket em eus pell er romant penaos e zisplegañ. Kavet em eus tro ar fin, gant istor ar peul-tredan -anat e oa din e oa ur skeudenn eus ar pezh e teufe an istor, buhez an haroz, da vezañ. Anat oa din emañ ar bomm-mañ e kern ar veaj, hag e vije ur fin trumm ha braouac’hus da c’hortoz. N’eus ket da c’hortoz pell anezhi. Souezhet bras on bet eta o welet n’eo ket an displegadenn gentañ kinniget e-barzh Wikipedia. Ne vern.

Ur wezh ouzhpenn on bet kaset korf hag ene gant koñchenn Houellebecq. Drol eo peogwir ne zougan ket kalz bri ouzh an den m’eo ar skrivagner. Dont a ra a-benn, dre e skritur, da lakaat kalz traoù da zassoniñ el lenner. Kregiñ a ra gant an heug -ha ne vije ket un doare kerentiezh etre ar mab nevez emzivadet el levr-mañ hag en Estren Camus ?, mont war-zu ar ranellerezh : betek pelec’h e kredo an istrogell-mañ kas ac’hanomp ? Betek ma vezer higennet da vat.

Komz a ra kalz ar romant-mañ eus ar c’hastaoui e bro-Dailand. Kalz nebeutoc’h eget eus ar wir garantez avat, an hini a cheñch ar bed p’en em gaver ganti, hag a cheñch anezhañ adarre p’he c’holler. Anzav a ran e oan estonet a-walc’h o stadañ pouez ar garantez-se en istor. Ne glote ket gant ar skeudenn em boa miret eus skridoù Houellebecq, kalz disouezhetoc’h a se en va eñvor. Met plijus-kenañ em eus kavet ar meskaj-se etre krizder ha douster, etre disouezh ha spi. Ur romant dous-sall eo, en ur mod.

Hag ur wezh ouzhpenn, met ne fazian morse war se, em eus kavet el levr bommoù a glote ken brav gant va doare da zielfennañ an traoù m’em bije ar santimant e strinkont war-eeun diouzhin. Soñjal a ran amañ e afer ar “broc’h” -m’ho peus lennet al levr, marteze ho po soñj.

Iskis eo Houellebecq, treuzet e vez e romantoù gant bannoù daredus, berr ha strinkus. Frammet mat eo ar romant-mañ ha savet a-feson. Met p’en em ziskouez ken spiswelus ar skrivagner, n’on ket sur hen ra a-ratozh.

Serriñ a ran al levr gant ur santimant a binvidigezh, a gevrin brasoc’h c’hoazh. C’hoant em bije da lenn pep tra gantañ, evit tennañ ar vouedenn eus e skridoù. Santout a ran en deus kalz traoù da lavaret din.

 


Petra din-me…, Mikael Madeg (2020)

Gwelet a ran ar romant Petra din-me... evel ur sammad, un doare testamant, evit ar pezh a sell ouzh al lodenn gentañ e Breizh d’an nebeutañ. Pinvidik-kenañ eo a-fed yezh ha sevenadur. Un doare taolenn vev eo, gwelet dre zaoulagad an haroz. Ret eo en em staliañ el lusk gorrek, en em intrañ eus an endro ha disoñjal ar berniad levrioù da lenn a zo o c’hortoz war hoc’h estajerenn e-kichen : ur wezh kroget e-barzh ar romant tev-mat-mañ, e c’homoc’h pell ganti !

An dibab en deus graet ar skrivagner da gontañ e istor evel ma vije ur gontadenn graet da unan bennak a gadarna ar santimant emaer amañ, n’eo ket evit en em zivertisañ nemetken, met evit ober tro an afer, plantañ kement troienn dedennus a vo gellet, kontañ kement mojenn ha ma vo gellet.

Lieskementet eo an evezh hag ar blijadur gras d’ar senennoù seks. Laouen on o welet ar sujed o tigeriñ frankoc’h. Aet eo lark Mikael Madeg ganti, n’eo ket unan pe ziv a vo kavet met ur mor a hini, lec’hiet ingal penn-da-benn al levr.

Un nebeut notennoù diwar o fenn :

Da gentañ em eus merzet eo ar skrivañ senennoù seks un afer dibab geriaoueg. Lakaat a ra ar skrivagner en dibab-se kalz eus e bersonelezh hag eus ar pezh a sturia e yezh. Ar goumoulennad-gerioù a implij Mikael Madeg evit ar senennoù seks el levr-mañ em eus kavet resis, met fleuriset betek re, a-wezhioù. Un dibab a glot mat gant ur spered ‘zo bet eus ar brezhoneg, d’ur mare ma ne veze ket ar seks un tem a c’helled kaozeal eeün diwar e benn. Siwazh e kav din e noazh pinvidigezh ar c’heriaoueg ouzh spisder al lavar. D’ur mare ma n’en deus c’hoant al lenner da soñjal e netra ebet all eget rannañ e santadoù gant an haroz, en em gav o studiañ gerioù ijinus, skeudennaouet. Re a blas a gemer ar brezhoneg e-keñver an istor, d’am soñj. Netra gwelloc’h da wiskañ ur goantenn eget ar sae vihan zu… Met moien ‘zo da soñjal ivez ez eo un dibab a-ratozh, evit chom tost ouzh tro-spered ur paotr eus ar mare deskrivet.

Da eil e kav din ez eo ret ober un diorren, el levrioù seks, eus ar penn kentañ betek ar fin. Tennoc’h-tennañ e tle bezañ an traoù, war-bign atav. Ul labour brav zo bet graet war an dra-se gant Mikael Madeg, met tevder al levr eo ha ne bermet ket kas ar raktres da benn da vat : kalz re dev eo evit ma vefe efedus betek ar fin.

Dipitus a-walc’h em eus kavet an haroz a-wezhioù. Chom a ra doujus atav e-keñver ar c’hoarioù lik a ra gant ar merc’hed. Met François Abgrall a zo bet roet dezhañ gant Madeg tro-spered e amzer, tamm-pe-damm. Gellout a ra bezañ diseblant-kaer ouzh tonkad ar merc’hed hag ar maouezed a henta. A-wezhioù em eus kavet un tamm hegasus e emzalc’h, e zoare da ren e zamm buhez hep soñjal nemeur er re all. Disaour e c’hell en em ziskouez ivez : pep tra a ya plaen evitañ. Ar fed ne vije ket gwall emouestlet er vuhez a denn, ar wezh-mañ, da zoare ar romantoù troioù-kaer. Treuziñ a ra ar vuhez hep krouiñ liammoù don gant an dud, evel pa ne implijfe anezho nemet dre interest. Poan ‘meus o voazañ ouzh an doare digas-se d’en em ren gant ar re all. Marteze ne vije ket bet fall donaat ar psikologiezh.

A-hend-all e kavan un tamm digempouez an div lodenn pennañ eus ar romant : an hini gentañ e Breizh, an eil en Aljeri. E Breizh e vez deskrivet kalzig an endro hag ouzhpenn e anavezer anezhañ dre vras neuze e vezer en e vleud. Met ur wezh erru e Konstantin ez a war dreutaat an deskrivadurioù. Lakaet e vez ar pouez war an darempredoù etre an dud hag an itrikoù. Kavet em eus hir va amzer en eil lodenn a-wezhioù, peogwir e plij din kaout reteroù-gweled evit ijinañ mat an traoù. Met diaes e vije bet hiraat muioc’h ivez. Danvez meur a romant a oa, emichañs. Unan e Breizh, unan adalek ma kuita ar vro an haroz. Aesoc’h e vije bet da lenn ha da werzhañ.

Evit mont berr ganti e kav din ez eo ur romant mat gant ar skrivagner, a vala ennañ soñjoù n’int ket nevez, memes en e levrioù all, met en deus graet ur gwir labour evit o dispakañ en ur lakaat ar sekselezh e-kreiz ar jeu, e-lec’h he lakaat a-gostez evel ma vezer techet d’ober, e brezhoneg dreist-holl. Gant an niver a senennoù tomm a gaver er romant hag an doare da zemokratelaat anezho en o fourrañ e pep lec’h, e kav din eo ul levr a laka lennegezh ar brezhoneg da vont war-raok.

Evit e brenañ, mont e darempred gant ar skrivagner : mikael.madeg.keredol@orange.fr


La aĵoj kaj la sezonoj, Ulrich Becker, bro-Alamagn (1996)

La aĵoj kaj la sezonoj / An traoù hag ar c’houlzoù-amzer. Kemenn a ra an titl-mañ un dastumad danevelloù hag a zo war un dro ur sac’h a bep tra. Eus un tu, skridoù en deus savet ar skrivagner da gas d’ar Belarta Konkurso, ur genstrivadeg-skrivañ bloaziek en esperanteg. Er penn kentañ eo bet lakaet ar re-se hag an holl anezho o doa rastellet ur priz bennak. Kavet em eus souezhus anezho, evel p’en dije bet c’hoant da vont re bell ganti, ken er stumm ken en temoù. Diskouez a reont kalzig a ijin memestra.

Goude-se e kaver en La Memorejoj  eñvorennnoù dezho ur stumm lennegel : a demoù, tri-ha-tri. Skridoù personeloc’h ha donoc’h int, plijet on bet kalz ganto. En Tri okazoj el Historio / Tri darvoud tennet eus an Istor e kont Ulrich Becker penaos, e teir bro disheñvel, eo bet rebechet dezhañ mod-pe-vod e vroadelezh alaman. Feuls eo, dre ma vez lakaet pouez ar brezel war choug un den yaouank ha n’en deus ket kemeret perzh ennañ, kennebeut hag e dud.

Un destenn all en deus desachet va evezh eo Jingoj aŭ Ĉar ni estas germanoj : ur c’hrennard eus reter Berlin a skriv d’e vamm-gozh goude diskar ar voger. Gwelet a ra e dud oc’h embann mennozhioù politikel nevez ; ne vez displeget netra dezhañ ; kollet eo.

Un danevell skiant-faltazi eus ar c’hentañ troc’h a echu an dastumad : La Esperanto-Maŝino.

Gwirion ha kizidik em eus kavet an testennoù n’o doa pal kenstrivañ ebet. Diskouez a ra ar genstrivadeg bezañ tizhet he fal, da lavaret eo bountañ da skrivañ, dineizhañ barregezhioù nevez, met ar pep gwellañ a zeu da heul, a-benn ar fin, pa gav Ulrich Becker e vouezh dezhañ e-unan ha pa zeu ar redi-skrivañ da vezañ diabarzh, e-lec’h bezañ diavaez.


Aphrodite, moeurs antiques, Pierre Louÿs, Frañs (1896)

Tremen a ra an darvoudoù e kêr Aleksandri, en Henamzer. Eus un tu, ur serc’h eus ar re goantañ, Chrysis. Eus an tu all, ar c’hizeller Demetrios, ken kaer ma vije prest n’eus forzh peseurt plac’h d’en em lazhañ evitañ. Gwalc’het eo Demetrios gant e vuhez re aes ha ne ziskouez ket bezañ dedennet ken gant karantez ar c’hig. Deuet eo da garout muioc’h delwenn Aphrodite, savet gantañ diwar he skeudenn, eget ar rouanez Berenice hec’h-unan.

P’en em gav e-tal da gChrysis eo dedennet ganti raktal. Met fae a ra Chrysis outañ. Evel er c’hontadennoù hengounel, e c’houlenn gantañ kas teir amprouenn da benn a-raok m’en em rofe outañ. Laerezh, lazhañ, koll e enor. Ken kelc’hiet eo Demetrios ma sent outi…

Erotelezh zo er romant, met n’eo ket kreñv, daoust dezhi bezañ hollvezant. M’on bet lakaet diaes gant va lennadenn n’eo ket abalamour da se. Diskouez a ra war un dro ur gevredigezh henamzerel hunvreet, hervez an doare ma wele tud ar Marevezh kaer anezhi, ha war ziskar. Muioc’h eget ar garantez, ar c’hrizder a intra ar skrid. Ha diskouez a ra an tudennoù bezañ renet gant froudennoù kentoc’h ha gant pennaennoù.

Marteze e vez ret bountañ-divountañ kriterioù ar jener evit kas pelloc’h an arz : gant un oberenn a seurt-se emaer moarvat. Met daoust da ampartiz Pierre Louÿs war ar skrivañ ha d’e anaoudegezhioù don, n’on ket bet fromet nemeur gant ar romant-mañ. Un istor diwar-benn c’hoant revel ha galloud eo, da gentañ tout. Moarvat ne respont ket da c’houlennoù enlouc’het en va anien ?

Kavout a reer an destenn amañ.


Perlez va Daeloù, Paskal Tabuteau (2018)

Un dastumad barzhonegoù klasel o stil on bet boemet ganto. Ar garantez eo an tem pennañ, a red dre an dri zem all : Koll, Harlu ha Dasorc’h. Sevel a ra istor buhez ar skrivagner e kleuz dirak daoulagad al lenner, a-lommoùigoù skañv.

Un drugar eo echuiñ gant testennoù laouenoc’h an trede lodenn, p’eo teñval an div gentañ. Reiñ a ra un digor war an dazont, degas a ra spi ha drantiz. Kizidik on ouzh fent ar skrivagner pa ra anv eus seks war an ton-se, en Pêr ha Naig he bodig faezh pe Kourtez itronezed da skouer : un dra em boa bet tro da verzout e testennoù all digant e zorn c’hoazh.

Paskal Tabuteau n’eo ket un nevesaer a-fed stumm, plijout a ra dezhañ implijout frammoù a eil dorn, pa n’int ket pleustret abaoe kantvedoù. Met n’eus ket kalz tud da implijout anezho gant kement a zonezon. Staliet e stern koñfortus gwerzennoù klasel pe enklotennoù doare krennbrezhoneg, en em lak an ene da nijal pell, distag diouzh trubuilhoù ar pemdez.

Ar barzhonegoù-mañ a gavan war un dro lennek ha soutil. Evidon, e skoont er gwenn bep tro, ha pa vijent awenet gant mojennoù keltiek kozh pe testennoù eus an Henamzer ha ne zesachont ac’hanon tamm ebet e mod all:  Gwerz bugale Lir, Kalipso... Kavet e vez enno trivliadoù fraost, kement hag er barzhonegoù a denn eus hon amzer-vremañ : Klouar eo an noz, Samhain, Erc’h àr An Intel, Hunvreerez ar Pont Quai-de-Seine… Gant re anezho en em santan unvan evit gellout o menegiñ holl.

Ur bed dezhañ e-unan a ginnig al levr-mañ, ur bed en em santan du-mañ ennañ. Kaer-meurbet.