Tag Archives: buhez

Pebezh buhez ki, Herve Jaouen, Frañs (2017)

Romant evit ar yaouankiz, Pebezh buhez ki zo ur seurt Lassie, chien fidèle war ar mod fentus, a ro un digarez da weladenniñ broioù ‘zo eus ar bed. Skañv eo, lusket brav, dudius, daoust ma ne vijen ket ki gant ar personelekaat evit al loened. Ma ne vez ket gwirheñvel atav, n’eus forzh : ul lamm-faraon er fin a roio ur ster da bep tra. N’em eus ket keuz gant va frenadenn.

Koulskoude e oan tremenet meur a wezh dirak al levr hep kaout c’hoant d’e gemer. An abeg ? Kavout a ran divalav-ki an tresadennoù anezhañ… Gouzout a ran n’emañ ket mui brud Nono da vezañ savet, ha ne rebechan seurt ebet ouzh an treser dre vras. Met kavout a ra din ne glot ket ar stil tresadennoù-mañ gant ul levr evit ar vugale, daoust ma kavfen brav lod anezho, memes el levr-mañ. Pa skriver evit ar vugale, e implijer ur yezh eeün, ispisial, a lak an destenn da vezañ aesoc’h da lenn, hep teurel kont ouzh an tem ispisial a vez komzet diwar e benn. Amañ em eus ar santimant en deus treset Nono… tresadennoù gant Nono. Klotañ a reont eus ar c’hentañ gant an tem, met n’int ket lennabloc’h eget tresadennoù savet evit kelaouennoù tud deuet. Gant se, ne oan ket sur, en ur sellet ouzh ar golo nemetañ, e oa al levr evit ar yaouankiz.

Met ar pezh a gont dreist-holl eo an destenn. Ha war ar poent-mañ, dipit ebet da gaout. Saourus eo troidigezh Herve Lossec ivez, evel boaz.

Advertisements

Va zammig buhez, Jarl Priel (1954)

Lennet em eus an eil embannadur, eus 1975.

Ul levr eñvorennoù, war un ton disheñvel a-walc’h diouzh ar re all : daoust ma ne vije ket yaouank ar boulom (1885-1965) e santer n’en deus ket gouzañvet re gant ar vuhez. Mab nemetañ ar familh, graet e vez war e dro gant e vamm hag, abred, gant e vamm-gozh da varv honnezh. An tad, lonker, n’eo ket evit desevel anezhañ. Spered lemm ha dilu e ra Jarl e dreuz er skolaj ken aes ha tra. E blijadur vrasañ : skrivañ ha sevel pezhioù-c’hoari. Pa vez ret dezhañ dilezel ar studioù, defot gellout paeañ, e lak e anv da vont da soner-trombon e sonerezh an arme a vor : un digarez a-feson da foetañ bro hep poaniañ re gant ar vicher.

Plijadur en dez da gontañ, kement hag ur c’honter, ha santet e vez en e eñvorennoù en doa ar stek da zaremprediñ ha da voemañ e genseurted. Kalz fent a zo en e goñchennoù. N’eo ket un den a dorr e benn. Ha kement a draoù en deus da gontañ, ma vez roet ur plas bras d’an darvoudoù, kontrol d’ar skridoù-eñvorennoù all ma vez deskrivet kement lec’h ha darvoudig pemdez dre ar munud. Tro en deus bet da dostaat ouzh pennoù bras, prezidant, tzar… par eo e droioù-kaer da re Jean Conan, war-bouez nebeut.

Gant se, ha doug Jarl Priel d’al leurenniñ, e chom an danevell-buhez-mañ muioc’h a-ziavaez eget an eñvorennoù all em eus lennet betek-henn. An titl e-unan a welan evel ur fentigell, ur serr-lagad d’al lenner. N’eus ket uveloc’h, padal den ebet n’en dije traoù dedennusoc’h da gontañ…

Al levr-mañ zo hini kentañ ur rummad tri, a-raok Va buhez e Rusia hag Amañ hag ahont.


Buhez prevez Lola P., Maïwenn Morvan (2010)

Setu aze ur romant bihan a lakae ac’hanon da soñjal tre-ha-tre en Bridget Jones… Ne oan ket faziet peogwir em eus lennet e blog ar skrivagnerez eo ar pezh he doa c’hoant ober, dres. Un anv zo da seurt lennegezh zoken, ar “chick lit”.Ma plij deoc’h ar stil-se ne vezoc’h ket dipitet, skañv eo, aes da lenn, gant ur mousc’hoarzhig e korn ho muzelloù.

Evel-just ez eus ezhomm a bep seurt levrioù e brezhoneg, ha n’eus ket a-walc’h a romantoù skañv : gant se on laouen o kavout hennezh.  Koulskoude, en un doare personel, e soñj din on erru re gozh evit bourrañ seurt traoù marteze… bez ‘m eus ar santimant da goll va amzer un tamm bihan, daoust ma ne vije ket displijus ha graet mat zoken… evel pa yafen da azezañ dirak un dresadenn-vev eus Disney…

Da bep hini d’en em soñjal, ne goust ket gwall ger, dreist-holl pa vez pellgarget dindan e stumm niverel, ha n’eo ket gwall hir da lenn. Me lak e tle ober berz e metoù liseanezed…


Ma buhez e Kêr ar Vinaoued 1 ha 2 (Eur homunist en Uhelgoad), Yann-Vari-Skragn (2002 ha 2008)

Ma buhez e kêr ar vinaouedSetu aze levrioù eñvorennoù evel na pet all e brezhoneg… Hennezh, Yann-Vari Skragn, ‘neus bevet en Uhelgoad. Kontañ a ra penaos e oa e vuhez a beizant bihan betek m’eo bet ret dezhañ cheñch hent ha mont da vicherour en ur vengleuz : ur vicher hirvoudus, a lavar, pa ne ree nemet war-dro mekanikoù. Kalz dedennusoc’h ha liesseurt e oa ar vuhez pa oa o terc’hel douar.
Plijus eo da lenn abalamour d’ar brezhoneg aes ha pinvidik. Ur bersonelezh dedennus en deus Yann-Vari Skragn ivez. Daoust ma teufe an eil lodenn dres war-lerc’h eben em eus kavet kalz nebeutoc’h a voued enni avat. Dougen mat a ra hec’h anv “Eur homunist en Uhelgoad” pa ne ra anv, koulz lavaret, nemet eus politikerezh, pezh a gaven hir gwezhioù zo daoust ma ne vefe ket re deknikel an doare da gontañ. Intereset on bet kalz gant e savboent koulskoude, o vezañ ma n’eus ket kalz a dud eus e remziad oad, hag eus Breizh, o dije ar memes mennozhioù. Aesoc’h e vijent bet da lenn e-touez traoù all koulskoude, gellet ‘nije kontañ spisoc’h e vuhez, ha plas a chome en eil levrenn a zo tanav a-walc’h…


Buhez ha fent, Hervé Lossec, 2009

Buhez ha fent
Kavout a ran al levr-se ken paour a-fed danvez ha m’eo pinvidik a-fed brezhoneg. Plijet on bet gant ar pennadoù tennet eus buhezioù memestra : eñvorennoù eus ar Goañv 63, Sebastopol, Mamm-gozh, Redeg bro. Ne blij ket din tamm ebet spered ar c’hontadennoù mod Dastum : santet e vez mat amañ, ha kontet eo pennadoù ‘zo muioc’h eget skrivet. Soñjal a ra din eo dre ma n’em eus ket ar memes doare fent hag ar skrivagner. Ne lavaran ket eo ul levr fall, met n’eo ket diouzhin. Un afer rummad oad moarvat !


%d bloggers like this: