Category Archives: Prederouriezh

Karnedoù un ergerzhour difiñv, Herve Gouedard (2020)

karnedoù un ergerzhour difinvUn anv a-feson a zo bet roet d’al levr-mañ pa ouezer eus petra a zo kaoz ennañ.

Dibabet en deus Herve Gouedard tremen hep karr-tan, bloavezhioù a zo dija. N’eo ket kement-se lavaret ne z’a ket ken da vale. Tro-dro d’e di, en e gêr pe en natur tost. N’en deus ket ezhomm da vont pell, an hini eo pinvidik e ved diabarzh.

Petra eo an teñzorioù a laka en e chakodoù war e hent ? Un toullad gerioù eskemmet, un dakenn filozofiezh c’hwipet digant un estren pe un amezeg, ur savadur bennak a laka e spered da gantreal hag a glasko gouzout muioc’h diwar e benn…

Lennet e vez pennadoù berr an dastumad gant ur stad-spered tost d’an hini ret evit lenn barzhoniezh. Skrivet brav eo, hag evit chom e-barzh ar stumm rediet (evit bezañ embannet war Ya!) ez eus bet dleet d’ar skrivagner kontañ pizh e c’herioù : pep hini anezho en deus e bouez.

Gwelloc’h-gwellañ e teuer da anavezout an den, habask, sonn war e gilhoroù, dilu e soñjoù, atav war-c’hed ar c’hreunenn da reiñ da valañ d’e vilin-klopenn.

Pa bled al levrioù-beaj gant ar bras-infinit, e hillig pluenn stilo Herve Gouedard ar bihan-infinit. Evit brasañ plijadur ar vrezhonegerien.


L’Agression, une histoire naturelle du mal, Konrad Lorenz, Aostria (1963)

Konrad LorenzUl levr etologiezh eo hennezh. Ma ne ouezit ket petra eo an etologiezh, setu ar pezh a lavar Wikipedia : Studi skiantel emzalc’h al loened eo. Soñjal a ra din eo ar bras eus levrioù Konrad Lorenz war an tem-se. Lennet em boa Komz a rae gant ar bronneged, al laboused hag ar pesked pa oan bihan, ha krediñ a ran en doa taolet al levr-se ur gouloù padus war va c’hompren eus ar bed. Setu perak eo en em gavet al levr-mañ etre va daouarn.

El lodenn gentañ e vez kinniget arselladurioù ha taolioù-arnod kaset da benn gant ar skrivagner e-unan pe gant mignoned dezhañ. Eus loened nebeut diorroet o c’hompren, pesked dreist-holl, da gentañ. Ha neuze eus loened “speredekoc’h”. Adlakaet e vez mabden en e blas a loen e-touez al loened : petra, er pezh a ra pe en deus lakaet e plas er gevredigezh, a denn eus e anien loenel, pe eus e anien denel ? Dedennus-tre betek-henn.

Pennadoù fin al levr a zo eus un troc’h all, daoust ma vijent dedennus ivez. Tennañ a reont d’ar filozofiezh, un tamm mat (petra a vo dazont an denelezh, pa weler ar pezh eo gouest al loened da zeskiñ dre ma tiorront), ha reiñ a reont da gompren uhelvennadoù Konrad Lorenz, stag ouzh e feiz. Lennet em eus ar pennadoù-se gant ur sell un tamm disfizius : anat eo o deus koshaet kalz eus ar soñjoù, pe eus an darvoudoù, zoken, a ginnig ar skrivagner enno. Lennet em eus anezho evel un doare utopiezh, ha tennet va mad diouto koulskoude. O keñveriañ ar soñjoù peoc’hgar-se gant ar pezh a ouezan eus buhez Konrad Lorenz, gant e zallentez e-keñver an naziegezh ivez. Emichañs eo diwar e benn e komz pa ra anv eus “tud tre, met bubu un tamm” a vez kendrec’het gant ar soñj “n’eo ket ar brezel, goude holl, an dra spontus-meurbet ez eo e gwirionez”. Aet eo e varv da c’hlas etretant.

Ar ouiziegezh skiantel, ar vignoniezh hag ar fent a zo e-tailh da saveteiñ ar bed, emezañ en e bennad diwezhañ, Gouestl a optimism.

N’eo ket ken sot-se.

En ur serriñ al levr-mañ e stadan pegen dedennus ha kentelius eo bet, ur wezh ouzhpenn. Dont a ra c’hoant din da vont da welet petra eo deuet an etiologiezh, skiant diorroet gant Konrad Lorenz e-unan, da vezañ bremañ. Klask a rin levrioù all diwar-benn ar sujed-se, a gavan gwallzedennus ha pinvidik-mor.


Bibliothérapie : Lire, c’est guérir, Marc-Alain Ouaknin, Frañs (1994)

Leuniet eo bet va fenn a c’houlennoù p’em eus gwelet an titl dedennus-mañ. Peseurt kleñvedoù a vije soagnet gant levrioù ? Peseurt levrioù ? Penaos ez a an traoù en-dro ? Hag un dra sirius eo al levrderapiezh, pe un ijinadenn a c’hiz nevez evit gwerzhañ levrioù d’al lennerien new-age ?

Dre vras e choman war va c’hoant, gant un diabarzh ha ne glot ket ken brav-se gant an titl. Un nebeut titouroù em eus rastellet memestra : AR c’hleñved nemetañ a vez anv anezhañ amañ eo an diwaskadenn. N’eo ket Ouaknin en deus ijinet ar c’hoñsept a levrderapiezh, met tennet eo eus Proust. Al lenn a laka al lenner en ur stad distabil, ma c’hell sevel goulennoù outañ e-unan, ar pezh ne ra ket ken an den diwasket, skornet en e gleñved a harz outañ da fiñval, da gaout lañs.

Tout ar peurrest em eus kavet hanter zigredus. C’hwezhet-abominabl eo an destenn gant ambreadennoù prederourel ha niverologiezh. Gouzout diouzh an arameek a vije gwelloc’h evit heuliañ a-zoare. Daveoù religiel a gaver sof-kont. Tres ‘zo war al levr-mañ da vezañ sirius-kenañ, diellet, prederiet… gant un den a ra pennadoù-kaoz diwar-benn e zanvez.

N’eo ket tre-ha-tre n’em bije ket komprenet an traoù, daoust ma vije bet diaes a vare da vare. Tammoù ‘zo o deus plijet din, evel pa zispleg ar skrivagner penaos e studia ar yuzevien el levraoueg. Dedennet on bet gant an testennoù a veze harpet warno evit displegañ ar soñj-mañ-soñj. Met ret e oa din chom war api, en un destenn vorodus, evit chom hep c’hwitañ war an nebeut traoù dedennus en em gave. An tech en deus ar skrivagner da c’hoari gant ar gerioù, da ad-verañ anezho, a denn d’an albac’henn kentoc’h ha d’al lennegezh, mont a ra pep tra da gaoteriad euzhus a-benn ar fin.

Kavout a ran drol, ha droch, e c’hellfe seurt brizh-skiant (digant un den desket-kenañ, koulskoude !) plijout ha tizhout. Koulskoude e ouezan e ra, peogwir eo bet aliet al levr-mañ din gant unan bennak… (laouen on ne ouezfe ket brezhoneg, evit ur wezh !) Met ne gomprenan ket penaos. An titouroù pleustrek zo rouez, a-boan ma klot an danvez gant an titl kinniget… Onanism lennek n’eo ken, d’am soñj.

Ur pezh-kurius eo memestra, na pa vije nemet evit kompren petra a denn tud ‘zo eus o studioù hir e skol ar rabined ?

Krediñ a ran n’eus nemedon o chom hep bezañ plijet gant seurt traoù. E embann zo en em lakaat e riskl da dremen evit ur sodez ha ne intent seurt… Emskiantek on eus se, ar pezh en deus lakaet ac’hanon da soñjal e kontadenn Andersen : Dilhad nevez an impalaer.


Aon pe ober traoù, Yann-Baol an Noalleg (1975)

Ur pezh-c’hoari berr, e daou arvest, kinniget gant Preder. Meizidik-kenañ, ne gont istor ebet ha n’eo ket eoriet er vuhez. Ne ra nemet merat soñjoù uhel. An tudennoù, brastreset, ne eskemmont ket da vat etrezo, santet e vez emaint o… c’hoari.

Ur gwir striv en deus graet ar skrivagner evit lakaat anezho da fiñval ha da drouzal war al leurenn, doare Comedia del arte prederouriek. Pep tra a ya re bell avat, hag ar fent zo bet klasket plantañ gant ar skrivagner ne sko ket er gwenn.

Emichañs eo talvoudusoc’h a-fed soñjoù eget a-fed lennegezh, ma z’eus ur ster bennak da dennañ. Evidon, daoust da gompren ar bras eus ar gerioù, ne glaskfen ket kontañ eus petra zo kaoz…

Test eo seurt testennoù eus ur vuhez kevredigezhel arbennig e brezhoneg er bloavezhioù 70, en ur metoù resis, evel m’en diskouez al lugan a gaver p. 64 : “Lennit Preder ha beajit en amzer”… Emaomp war dachenn ar “private jokes”, ar farsadennoù prevez : petra a droe e penn lod tud, penaos e implijent ar brezhoneg, betek pelec’h e vezent kaset gant o ijin… Pell a-walc’h e gwirionez : ar bloavezhioù 70 a oa bloavezhioù dieub. A-hend-all, ne welan interest ebet d’an destenn-mañ. Komzoù toull. Oc’h ober goap anezhañ e-unan hag ouzh e vigoned emañ Yann-Baol an Noalleg moarvat, met diaes eo d’an neofited pegañ enni.


Éloge de l’hypocrisie, Olivier Babeau, Frañs (2018)

Pell a vezañ ur perzh fall da lakaat an hu warnañ, ar pilpouserezh eo ar pri eo bet lakaet a-viskoazh ar gevredigezh da ziwan warnañ. Kevredigezh ebet hep pilpouserezh, tu ebet da vevañ asambles. Setu ar pezh a zispleg Olivier Babeau el lodenn gentañ eus e veuleudi dezhañ, gant forzh skouerioù tennet eus Istor ar bed ha daveoù pinvidik.

Emañ an traoù o cheñch avat, ha stad a vez graet d’an treuzwelusted er bed a-vremañ. Un doare pilpouserezh nevez, kuzhet gwelloc’h met mammenn a zistruj. En eil lodenn, e ra anv Olivier Babeau eus techoù nevez ar gevredigezh, en o zouez ar red da vezañ eeün a spered, diskoach, pa vever ur vuhez ha n’eo ket bet morse ken a-wel d’an holl, dre ar rouedadoù sokial dreist-holl.

Lonket em eus al levr-mañ gant kalz kuriusted ha n’em eus ket paouezet da zizoloiñ traoù ennañ betek ar bajenn ziwezhañ. Kendrec’hus eo lavar ha dielfennañ ar skrivagner, a ziskouez bezañ speredek ha gouiziek. Degas a ra un doare nevez da empentiñ an darempredoù sokial.

Ul levr da lenn, evit livañ gevier hep morc’hed ha gounit muioc’h a frankiz.


An diskoulm diwezhel, Youenn Olier (1976)

Gant gwir abeg marteze, n’emañ ket pezhioù-c’hoari Youenn Olier e-touez e oberennoù lennegel brudet. En e bennad-digeriñ d’An diskoulm diwezhel e lak war-wel ar skrivagner kerentiezh ar pezh-c’hoari gant an temoù a bled ganto en Enez ar Vertuz, nemet eo lec’hiet an ober en un amzer tostoc’h diouzhomp. E gwirionez ez eo kreñv a-walc’h endro politikel ar brezel yen hag eñvor lazhadegoù an eil brezel-bed er pezh, daoust ma chomfe en un amzer n’eus ket anezhañ e gwirionez.

Petra eo an temoù-se ? Meur a hini a welan, met bodet e c’hellont bezañ dindan unan bras : ha gellout a ra un den en em lakaat e plas Doue ?

Dedennus a-walc’h eo da lenn, daoust d’un nebeut techoù fall. Hep bezañ ur mailh war ar c’hoariva e kav din eo re helavar ar pezh-mañ evit bezañ gwallzedennus war ul leurenn. Ret e vije bezañ ijinus-meurbet war al leurenniñ evit tennañ dioutañ jestroù, dilec’hiadennoù pinvidik. Chom a ra war dachenn ar preder, hep bezañ skañvaet gant emzalc’hoù denel omp boazet outo hag a zougfe ar ster. C’hoariva da lenn, eta.

An eil tra eo an dibaboù yezh, a-fed geriaoueg dreist-holl. Ne blij ket re din desachañ an evezh war se diouzh boaz peogwir e kav din e tiskouez an dibaboù-se ur bern traoù diwar-benn personelezh ar skrivagner, ar pezh a zoujan evel-just. Met aze e vez implijet kement a c’herioù iskis ma plant ur seurt estreniezh en destenn. Un afer tregantad eo marteze. Ne soñj ket din e kredfe den pe zen embann an destenn-mañ hiziv hep reiñ dezhañ ur stumm un disterig lennabloc’h.

Evit ober ho soñj e c’hellit pellgargañ an destenn amañ.


Hunvre un den lu, Fiodor Dostoievski, bro-Rusi (1877)

Gant un doare mezh eo ret din anzav n’on ket kendrec’het gant an danevell-mañ, daoust ma n’em bije ket alergiezh ouzh Dostoievski diouzh boaz.

N’eo ket gwall hir an destenn. Divizout a ra an daneveller en em lazhañ, met ur gejadenn dic’hortoz a cheñch e nozvezh. Chom a ra kousket don, paket en un hunvre faltaziek dezhañ livioù ar wirionez. Treiñ a ra an destenn da utopia, ma ro Dostoievski ur skeudenn eus ur bed peurvat, hep sach-blev na soñjoù droch. Ur bed a ya da fall abalamour da zonedigezh an dezreveller ennañ. Amzer en deus bet memestra da welet war-zu petra mont, ha setu ma tiviz mont da skignañ ar c’helou vat ur wezh dihunet.

Ur seurt geneliezh adwelet eo an destenn, a ya berr-ha-berr da gelennadurezh pennañ ar c’hrist, karout e nesañ. Un destenn teologel muioc’h eget faltaziek, a bell.

An embannadur brezhonek, eus 2006, zo ennañ un dastumad gerioù hag ereadurezhioù egzotek. N’eo ket divalav, met mont a ra a-enep d’ar pezh a gomprenan bezañ bouedenn ar gelennadurezh roet gant an destenn-mañ : ret eo paouez da derriñ e benn gant meizadoù uhel ha bevañ gant ar re all en doare eeünan posubl, gant karantez outo.

Kavout a ran diamzeret a-walc’h an tem, a-fed relijion d’an nebeutañ : ar re a zo dedennet gant ar relijion bremañ ne bledont ket ganti en doare ma veze graet en XIXvet kantved dre studial testennoù relijiel kozh ha tabutal diwarno. Hag ar re n’int ket dedennet gant ar relijion n’o do ket kalz ebat o lenn an destenn-mañ moarvat. N’eo ket fonnus a-walc’h an endro faltaziek evit lakaat dougen ar soñjoù gant ijin al lenner. N’eo ket un destenn da hunvreal, met unan da studiañ.

Posubl eo e rofe alc’hwezioù da gompren gwelloc’h oberennoù Dostoievski, koulskoude. Aze emañ an interest anezhi, moarvat.

 


Kelc’h an amzer, Youenn Olier (1971)

Ar pezh a zo bet etre va daouarn eo ul levrig divalav, biziataet gant ur mekanik-skrivañ kozh : kaset eo bet al labour embann en un doare artizanel. Ur c’hemm splann ‘zo gant talvoudegezh an diabarzh. Un adembannadur eus an oberenn-mañ a zo bet e 1994.

Kavet em eus mat tre an dastumad barzhonegoù-mañ, kement a-fed soñjoù hag a-fed stumm. Aes a-walc’h eo da lenn, renket brav ar sonioù er gwerzennoù, dispakañ a ra Youenn Olier e frazennoù en un doare naturel.

Er pennad-digeriñ e tispleg ar skrivagner ne ra nemet adkemer prederiadennoù en deus graet anv anezho en e gomz-plaen c’hoazh. Anat eo, met ar varzhoniezh a daol ur gouloù nevez warno. Fraesoc’h int da glevet, da entent. Skeiñ a reont muioc’h ar spered.

Petra eo ar soñjoù-se ? Prederiadennoù un emsaver, alies. Unan nec’het gant laoskentez e genvroidi, gant alouberezh e vro, gant an Istor n’he deus ket troet war an tu mat. Hag e-kichen da se, soñjezonoù klaseloc’h : ster ar vuhez, natur, marv… dedennet on bet en un doare ispisial gant testennoù ‘zo ma tiskouez e feiz oc’h horjellat., da skouer Digarez.

Moien ‘zo da welet ha da bellgargañ al levr-mañ evit netra, amañ.

 


Emile Masson, professeur de liberté, J.Didier Giraud ha Marielle Giraud, Frañs (1991)

Ur vuhezskrid klok-mat eo a vez kinniget gant an aozerien. Kemer a ra harp war lizhiri ha skridoù niverus Emile Masson, e familh hag e vignoned. Dreist eo evit ober anaoudegezh gant an den ha kompren don e droioù ha distroioù-ene. Dre ma oa un den publik, oc’h eskemm kalz gant an intelektualed a veve war un dro gantañ, e kinnig al levr uemile masson professeur de libertér seurt panorama eus ar vuhez politikel e-pad e vuhez. Kroaziañ a raer ur bern tud brudet pe nebeutoc’h : Jean-Julien Lemordant, Romain Rolland…

E-touez an temoù a bled al levr ganto e kaver ar frankiz da soñjal, an deskadurezh-pobl, ar brezhoneg, an esperanteg, ar stourm nann-feuls, ha kement ‘zo. Un den a feiz e oa Emile Masson a-raok pep tra all, da lavaret eo e penn kentañ e vuhez : ur feiz a zeu tamm-ha-tamm da guitaat barlenn an iliz evit dont da vezañ ur feiz e-barzh mabden. Tremenet en deus e vuhez o redek war-lerc’h ar spi da cheñch ar gevredigezh. Ha ma n’eo ket deuet da benn vat a-raok e varv, eo splann en deus bet ul levezon padus war ar re a oa tro-dro dezhañ, ha betek an deiz hiziv.

Gwir eo e oa Emile Masson ur rakweler, evel m’en lavare eñ e-unan. Re araokour e oa e soñjoù evit bezañ degemeret hep reuz a-wezhioù. Met ken leun eo al levr-mañ gant munudoù, ma kav din e vez kollet an neudenn a-wezhioù, o tiskouez kenkoulz e lureioù hag e weledigezhioù. Evit neofited ha n’o deus ket ur sevenadur politikel don ez eus re a zanvez, marteze.

A-hend-all eo ret d’al lenner ober ar striv da vont en tu all da blegoù-skrivañ hegasus Emile Masson evit tennañ ar vouedenn diouto, soñjoù an den. Evitañ da vezañ kaset e vuhez gant ur bluenn e penn e vizied, n’eo ket Emile Masson ur skrivagner meur. Skrivañ a ra evel ma veve, gant re a jourdoul, re a estlamm. Pep arvar bihan a dreuz e spered a vez merket en e skridoù gant tri fik ; n’eus nemet se enno !

Un hegas eo bet din, ivez, ar fazioù-reizhskrivañ laosket el levr gant an embanner. Ur souezh e-barzh ul levr ken diellet e zanvez.


Demian, La Historio de la Junaĝo de Emil Sinklair, Herman Hesse, Bro-Alamagn (1919)

demianDaoust ma n’en dije ket graet kalz a verz e Frañs, ar romant Demian a zo bet a-bouez evit an alamaned yaouank o deus lennet anezhañ just goude ar brezel bed kentañ, ha dre se e kavan anezhañ dedennus dija.

Ur romant-deskadurezh eo, met pell eo a vezañ boutin. Heuliañ a ra un ahel ha n’eo ket hini an darvoudoù, daoust ma teufent en urzh kronologel. Ne vezont ket kontet holl, nemet ar re a zegas un dra bennak da vilin ar skrivagner. Klasket en deus deskrivañ stummadur diabarzh ar paotr kentoc’h eget e dreuz er vuhez, ha, dreist pep tra, ar stourm a zo ennañ etre an tu sklaer hag an tu teñval, ar Mad hag an Droug. Ne vez ket implijet termenadurioù relijiel betek re avat.

Aes eo da lenn ha digeriñ a ra un nor war ur prantad istorel : petra a soñje ar re yaouank en amzer-se, penaos en em stumment. Daoust ma ne vije ket cheñchet kement-se anien mabden, e kredan koulskoude en deus kollet ar romant kalz eus e nerzh en XXIvet kantved. Korfenn ar relijion zo skarzhet kuit evit ar bras eus an dud yaouank, ha m’eo ret da bep hini dibab e hent, n’ez eus ket kement a ziaouled da drec’hiñ ha ma oa gwezhall. Diskouez a ra kredennoù Demian, hag e zoare un tamm dreistordinal da gompren an testennoù sakr, teurel muioc’h a evezh ouzh diorren ar bersonelezh en unan eget na veze graet er metoù bourc’hiz-se, intret a relijion.

Ur romant iskis eo, barzhoniel, leun a arouezioù, nepell eus giz an hudouriezh a vremañ. Eeunik e seblant bezañ a-wezhioù met santet e vez en deus klasket Herman Hesse displegañ e wirionezioù ennañ. Ha gwezhioù all, ne gomprener ket re da belec’h en deus c’hoant da gas e lennerien : ur c’hest diabarzh eo, ha divinout a reer n’eo ket kavet ar Graal gantañ c’hoazh d’ar mare ma skriv. Skoet e oa bet, war a seblant, gant e gejadenn ouzh ar bredelfennouriezh, ha ne oa ket c’hoazh gwall gozh.

Tennañ a ra muioc’h ar fin d’ur romant eget da eñvorennoù yaouankiz, ha gwell a se ; reiñ a ra liant d’an hollad.