Category Archives: Skridoù-esae

Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved : 4, Fransez Favereau (2020)

Favereau4Ha me o lenn an teir levrenn gent, e soñjen atav : dreist e vo, pa gomzo eus ar skrivagnerien a-vremañ !

Met n’on ket bet ken entanet ha ma kave din e vijen.

Da gentañ ez eus manket din, dreist pep tra, ar pezh a rae talvoudegezh al levrioù kentañ : ar bommoù tennet eus levrioù a bermete d’al lennerien ober o soñj war stil ar skrivagner-mañ-skrivagner. N’eus mui eus ar pedervet levrenn-mañ nemet ur c’hatalog eus an dud o deus kontet e bed al lennegezh, en un doare ledan.

Ledan-ledan.

Ledan-ledan-ledan.

Kaer, brokus eo ar pezh a ro Frañsez Favereau deomp, displeget munut. Met ul levr da glozañ an dastumad ne chom ken, evel pennad-klozañ un hir a bennad-skrid, o tigeriñ hentoù nevez hep plediñ ganto da vat. Ha pell ez a Yann gant e gazeg alies. Setu meneget anvioù tud ha n’o deus skrivet “netra” a-fed lennegezh. Lennegezh dre gomz, studiadennoù, yezhadur, yezhoniezh, Breizh, treiñ… ur sac’h da bep tra e teu da vezañ. Al liammoù gant an aozer a ziskouez bezañ bet danvez an dibab lakaat anv hennezh pe honnezh, kentoc’h eget ar strizhder skiantel.

Ne lavaran ket eo displijus da lenn. Laouen on, ha dedennet, gant ul levr diwar-benn Frañsez Favereau hag XXvet kantved an dud lenneg. M’on dipitet gant an disoc’h n’eo nemet peogwir ne glot ket gant an titl. Pell a ziskouez ul lennegezh pinvidik, e tiskouez dienez unan ha n’he deus ket peadra da leuniañ ar plas lakaet dezhi hag a vez ret dezhi mont da bigosat e danvezioù all evit ober van ez eus boued.

Ha n’eo ket ur souezh, pa soñjer mat. Re dost, re fresk eo an XXvet kantved da c’houzout piv en deus kontet, piv n’en deus ket. Piv ne vo ket lonket e anv gant rod an amzer.

N’on ket sur e oa tu d’ober gwelloc’h.


L’Agression, une histoire naturelle du mal, Konrad Lorenz, Aostria (1963)

Konrad LorenzUl levr etologiezh eo hennezh. Ma ne ouezit ket petra eo an etologiezh, setu ar pezh a lavar Wikipedia : Studi skiantel emzalc’h al loened eo. Soñjal a ra din eo ar bras eus levrioù Konrad Lorenz war an tem-se. Lennet em boa Komz a rae gant ar bronneged, al laboused hag ar pesked pa oan bihan, ha krediñ a ran en doa taolet al levr-se ur gouloù padus war va c’hompren eus ar bed. Setu perak eo en em gavet al levr-mañ etre va daouarn.

El lodenn gentañ e vez kinniget arselladurioù ha taolioù-arnod kaset da benn gant ar skrivagner e-unan pe gant mignoned dezhañ. Eus loened nebeut diorroet o c’hompren, pesked dreist-holl, da gentañ. Ha neuze eus loened “speredekoc’h”. Adlakaet e vez mabden en e blas a loen e-touez al loened : petra, er pezh a ra pe en deus lakaet e plas er gevredigezh, a denn eus e anien loenel, pe eus e anien denel ? Dedennus-tre betek-henn.

Pennadoù fin al levr a zo eus un troc’h all, daoust ma vijent dedennus ivez. Tennañ a reont d’ar filozofiezh, un tamm mat (petra a vo dazont an denelezh, pa weler ar pezh eo gouest al loened da zeskiñ dre ma tiorront), ha reiñ a reont da gompren uhelvennadoù Konrad Lorenz, stag ouzh e feiz. Lennet em eus ar pennadoù-se gant ur sell un tamm disfizius : anat eo o deus koshaet kalz eus ar soñjoù, pe eus an darvoudoù, zoken, a ginnig ar skrivagner enno. Lennet em eus anezho evel un doare utopiezh, ha tennet va mad diouto koulskoude. O keñveriañ ar soñjoù peoc’hgar-se gant ar pezh a ouezan eus buhez Konrad Lorenz, gant e zallentez e-keñver an naziegezh ivez. Emichañs eo diwar e benn e komz pa ra anv eus “tud tre, met bubu un tamm” a vez kendrec’het gant ar soñj “n’eo ket ar brezel, goude holl, an dra spontus-meurbet ez eo e gwirionez”. Aet eo e varv da c’hlas etretant.

Ar ouiziegezh skiantel, ar vignoniezh hag ar fent a zo e-tailh da saveteiñ ar bed, emezañ en e bennad diwezhañ, Gouestl a optimism.

N’eo ket ken sot-se.

En ur serriñ al levr-mañ e stadan pegen dedennus ha kentelius eo bet, ur wezh ouzhpenn. Dont a ra c’hoant din da vont da welet petra eo deuet an etiologiezh, skiant diorroet gant Konrad Lorenz e-unan, da vezañ bremañ. Klask a rin levrioù all diwar-benn ar sujed-se, a gavan gwallzedennus ha pinvidik-mor.


Mélanges en hommage au passeur de mémoire – Pennadoù dibabet en enor da Frañsez Favereau – A festschrifft in honour of Professor Favereau ; a-stroll (2018)

ronan-le-coadic-francis-favereau-melange-en-hommage-au-passeur-de-memoireDastumad renet gant Ronan Le Coadic.

N’eo ket aes ober un diverradenn eus ar pezh a gaver el levr-mañ, o vezañ m’eo ur sac’h a bep tra, feal ouzh giz ar “meskajoù” a vez prenet d’ur c’helenner skolveur pa ya war e leve.

Ar pezh a zo sur eo em eus bet kalz plijadur o lenn anezho -war-bouez unan pe zaou, re luziet evidon, n’on ket bet betek ar penn anezho.

Pep pennad a zo en e yezh (galleg, brezhoneg pe saozneg), gant un diverrañ en ur yezh all.

Liesseurt eo an temoù, lod skañv evel ar studiadenn gant Nelly Blanchard war ar brezhoneg a gaver war an etikedennoù gwin pe c’hoazh hini Maëlle Meriaux diwar-benn ar boued-sukr. Lod all muioc’h teknikel (Istor, sokiologiezh, yezhoniezh, lec’hanvadurezh…). Plijus eo mont a gazh da razh ha kaout, e mod-se, ur sell a-vras war tachennoù-studi an dud o deus kemeret perzh.

Met ar pep dedennusañ, marteze, eo ar sell a-dreñv war buhez hag oberenn Frañsez Favereau e-unan. E-touez an dud oberiant war ar brezhoneg n’eus ket ur mor a vije ken digor o spered. Dellezet mat e oa dezhañ al levr tev-mañ.


N’espérez pas vous débarrasser des livres, Umberto Eco, Jean-Claude Carrière, Frañs (2009)

n'esperez pas vous debarrasser des livresTennet eo an testennoù-mañ eus pennadoù-kaoz.

Kredet em eus, er penn kentañ, e oan en em gavet re ziwezhat gant al levr-mañ : 13 vloaz goude m’eo bet embannet, ar skouerioù roet gant an daou zen diwar-benn an teknologiezh, urzhiataerioù hag internet, a zo aet diouzh ar c’hiz pell a zo. Diskouez a reont bezañ gwellwelour a-walc’h e-keñver an doare m’eo aet an traoù war-raok e gwirionez, marteze.

Met n’eo ket ar pep pouezusañ.

Hervezo, al levrioù a zo ur stumm peurvat da lakaat gouiziegezh da dremen. Keñveriañ a reont ijinañ ar voullerezh gant ijinañ ar rod. Kaer o deus an ijinadennoù-se bezañ oadet a veur a gantved, n’eus ket bet ijinet gwelloc’h abaoe, ha ne vo ket. A-se an titl.

Peadra da brouiñ e c’heller bezañ gouiziek ha fentus. Umberto Eco, da skouer, a zastum al levrioù kozh, evel e gendivizer. Met pas n’eus forzh peseurt re ! Ar re a gont traoù faos penn-da-benn nemetken. Levrioù digant istrogelled o deus klasket, e pep mare eus Istor al levrioù, diskouez pe brouiñ traoù hep penn na lost. Plijet on gant an doare-se da welet an traoù, da zastum titouroù e kleuz.

Divizoù dedennus-tre diwar-benn an Istor, al levrioù kozh hag a bep seurt traoù dedennus-meurbet evit ar re a zo sot gant al levrioù, digant personelezhioù ha speredoù gwallzedennus, a vo kavet el levr-mañ.

Puilh eo an danvez, met chom a ra aes ha dudius da lenn penn-da-benn.

N’ez eus chañs ebet e vo adembannet al levr-mañ, met m’en em gavit gantañ en ur voest-lervioù pe en ul lec’h bennak, lakait anezhañ en ho sac’h, talvezout a ra danvez ur sell !


Le beau sexe des hommes, Florence Ehnuel, Frañs (2008)

Le-beau-sexe-des-hommesUn hir a veulgan eo al levr-mañ diwar-benn kaerded korf ar wazed ha pep lodenn eus o ardivink-genel.

Ma, ul levr porno ouzhpenn, a vo soñjet gant lod…

N’eo ket tamm ebet war an ton-mañ e vez kaozeet ennañ koulskoude. Skolveuriekaet war ar prederouriezh eo ar skrivagnerez. Mont a ra aze war un dachenn a vez miret, alies, d’an dud vunut, d’ar re n’int ket desket, d’ar re strizh o spered, ouzhpenn, war sujed plas ar maouezed e pep tachenn eus ar bed, ar sekselezh en o zouez. Ha brav-tre e teu ganti. Rannañ a ra gant al lennerien hec’h esmae rak korf ar wazed, en ur zeskrivañ anezhañ dre ar munud gant he daoulagad brokus ha bamet.

Kalz vad en deus graet din al levr-mañ. Kaset e vezer gant entan Florence Ehnuel, souezhet, sebezet gant he hardiegezh a-wezhioù.

Ha me soñjal : echu eo amzer ar relijionoù ! Distroit deomp hor c’horfoù ! Roit plas dezho er pemdez, e lavar an dud, e pep lec’h, en un doare yac’h… ma c’hello pep hini, desket pe get, doñvaat en-dro e gorf hag hini ar re all. Evel ma asantomp da natur eeun al loened en o fezh, asantiñ deomp-ni.

Hent ‘zo d’ober c’hoazh met pigosat al levr-mañ en ur vont a sikouro lod, sur !


Éloge du voyage à l’usage des autistes et de ceux qui ne le sont pas assez, Josef Schovanec, Frañs (2014)

Schovanec voyageUl levr iskis eo hennezh, marellet a eñvorennoù, a gejadennoù graet gant ar skrivagner e-kerzh e veajoù dre ar bed. Me, tu kenwerzhel ar beajoù ne blij ket din. Kavout a ran un tamm re aes implijout e re evit lakaat ul levr d’ober berzh.

Ret eo anzav, koulskoude, e laka al levr-mañ da vezañ aes da lenn ha denel. Gouzout a ra Josef Schovanec doñvaat e lenner.

Ar prederiadennoù eo a zedenn ac’hanon el levr-mañ. Evitañ, da skouer, n’eus ket a veaj wir ma ne vezomp ket lakaet ganti da cheñch hor bevennoù diabarzh. Dassoniñ a ra al lavarenn-se gant va soñjoù don. Hag ouzhpenn ur wezh on bet unvan gantañ. Nemet e vijen-me bet pelloc’h, marteze : evit se, perak mont ken pell ?

N’eo ket gwall hir al levr, met leun a deñzorioù. Da vezañ lennet gant an holl foeterien-bro, d’an nebeutañ.


Du bon usage érotique de la colère et quelques-unes de ses conséquences…, Gérard Pommier, Frañs (1994)

usage érotique de la colère

Drol eo peogwir em eus lennet al levr-mañ kazi penn-da-benn hep kompren na bu na ba ennañ, koulz lavaret. Daoust da se em eus bet ur blijadur divent oc’h ober : skrivet mat eo, frammet a-feson, gant speredegezh hag awen. Hag ar pezh a glasken ennañ em eus kavet, a-benn ar fin : gwelet eus an diabarzh penaos ez a en-dro al labour bredelfennourezh gant ar pratikoù, petra a zegas dezho, peseurt hent a heul ar bredelfennour. War ar c’hrafoù-se ez eo espleg-mat an oberer. Harpañ a ra war e vuhez micher, tud en deus heuliet hag anavezet, lakaat anezho da skouer, displegañ peseurt hentoù en deus soñjet heuliañ ha dilezet war-lerc’h ha penaos e kav pep tra e ster a-benn ar fin…

Krediñ a ran eo ar seurt disfi a vagan ouzh ar bredelfennourezh a harz ouzhin da vlazañ seurt oberennoù penn-da-benn. Ne gavan ket sirius-tre ravoderezh Freud kozh, ur paotr ijinus ma z’eus unan, ha poan em eus oc’h empentiñ e c’hellfe tud ken poellek ha sirius hag aozer al levr-mañ (psikanalist diouzh e vicher) kerzhout war e roudoù. Daoust da se e vezan evel sorc’hennet gant e labour war un dro : dezhañ da vezañ bresk ha distabil, n’hon eus netra evit kompren an diemouez ma ne dremenomp ket dre Freud. Ha, gwashoc’h a se, tremen hep Freud zo chom hep kompren seurt ebet er bed hag el lennegezh, peurgetket, a zo bet skrivet abaoe m’eo bet embannet e studioù.

Ma ran van na vezañ komprenet seurt ebet, eo peogwir ne gavan ket tu da liammañ an titl -dreistordinal, ret eo anzav- gant ar pezh em eus lennet en diabarzh. Arabat goulenn ganin penaos implijout e fulor en e c’hoarioù erotel eta : m’emañ ar respont el levr on tremenet hebiou dezhañ penn-da-benn.

Peadra zo da brederiañ war ar pezh a glask al lennerien gant o lennadennoù, ha war ar pezh a dennont diouto ivez. Start eo anzav n’eo ket bet komprenet un destenn, evit un den gour. Hag ez eo bet lennet ha priziet daoust da se. Mod pe vod, e vag ar skridoù hor speredoù, memes ma vez en ur mod… diemouez.


Il n’y a pas d’âge pour jouir, Catherine Grangeard, Frañs (2020)

Bredelfennourez, Catherine Grangeard he doa graet ul lamm p’he doa klevet Yann Moix e 2019 o lavaret ne oa ket gouest da garout maouez ebet a-oad gantañ -ha eñ en e hanterkant vloaz, n’eo ket gouest da garout maouezed koshoc’h ha 25 vloaz-. Diwar an darvoud feukus-se ez eo ganet he levr.

Ur plede eo he zestenn evit ar maouezed a bep oad : ar pezh a harz outo da genderc’hel da garout o c’horf ha d’en em garout, daoust d’ar bloavezhioù o tremen, eo seurt frazennoù sot, distaget gant gwazed en em gav hag a zo boaz da vezañ e kreiz ar jeu.

Harpañ a ra an obererez war he skiant-prenet micher ha reiñ istorioù gwir da skouer. Ha gwir eo ez eo koñfortus gwelet ne vez kollet netra, morse, hag e c’heller atav kaout e blas e koroll ar garantez hag ar c’hoant.

Un taol-esae eo al levr-mañ da adlakaat an traoù en o reizh hag ar maouezed e kreiz ar jeu, ha pa vije aet al loar a-dreñv d’o zi. Ul levr pozitivel hag a dro ar billig war he zu mat.

Met arabat mouchañ hon daoulagad : keit ha ma vo ezhomm da skrivañ seurt levrioù da reiñ fiziañs d’ar maouezed ha da gendrec’hiñ anezho o-unan n’int ket didalvoud-krenn e chomo dizingal ar gevredigezh.

Ur c’hammed en a-raok a vez graet ganti. Plijus eo da lenn, mat da brofañ ha da vrudañ. Hag un tamm reizhegezh a c’hounezimp un deiz bennak, daoust d’hor blev o wennaat ?


Scènes de la vie charançonne – Dix ans de délire pédagogique, Corinne Bouchard, Frañs (2003)

“Je n’en ai pas après le monde, qui est ingouvernable ; je n’en ai pas après les « jeunes », ni en général ni en tant qu’élèves. J’en ai après le délire pédagogique organisé, après tout ce qui ajoute à la dureté des temps l’épouvantable fardeau de la sottise et de l’absurdité.”

Dont a ra al levr-mañ goude ur c’hentañ hini, bet embannet e 1994 : La vie des charançons deviendra poétique.

Komz a ra Corinne Bouchard diwar-benn he skiant-prenet en Deskadurezh-Stad gant ur sell-dielfennañ. Ur seurt reketañs eo he skrid  a-enep monedoneoù diboell he implijer.

N’eus koulz lavaret ster ebet gant lenn seurt levr 20 vloaz goude ma vije bet embannet, o vezañ ma pled gant divizoù politikel. Koshaat a ra diouzhtu an testennoù stag ouzh ar c’heleier.

Bet on betek ar fin memestra. Meur a abeg ‘zo da gement-se : Da gentañ ez eo skrivet mat hag ez eo un teuzar lenn komzoù poellek war ar sujed-mañ, hag a zo bet e kreiz va frederioù micherel e-pad 15 bloaz. War dachenn ar studiañ emaomp, n’eo ket war hini ar c’hlemmichal, ha ma ne c’hell ket kuzhat penn-da-benn he c’hwervoni an obererez ne vez ket krignet he skrid ganti.

Da eil, ez eo un eston gwelet pegen difiñv, landrammus, eo mekanik an Deskadurezh Stad. N’eo ket diwar netra e vez graet ar “mamout” anezhi gant lod ! Petra zo bet war-raok etre he levr kentañ hag he eil hini ? Petra zo bet war-raok en 20 vloaz diwezhañ ? Ken nebeut a dra, ma chom kazi a-vremañ an destenn, war-bouez munudoù.

Pet dekvloazioù a zo bet, hag a vo ezhomm anezho c’hoazh, a-raok kompren n’eo ket brouilh an Deskadurezh Stad un oberenn vat, kaer e vo diblasañ ar virgulennoù a-gleiz hag a-zehou ennañ ? Hag un dra bennak a chom da saveteiñ er gabiotenn-se ?

Dic’hizet levr Corinne Bouchard, sur, met kenderc’hel a ra ar pezh a lavar da skeiñ er gwenn. Ha vad a ra.


Ateliers d’écriture, Martin Winckler, Frañs (2020)

Emaon gant ar santimant da vezañ lennet ul levr hep penn na lost, gant hennezh.

Gant un hevelep titl e vijer o c’hortoz un doare hentenn pe d’an nebeutañ ur mod-implij. Al levr-mañ n’eo ket unan. Pe marteze en deus klasket bezañ hag en deus c’hwitet.

Koulskoude en deus skrivet kalz Martin Winckler ha sikouret kalz tud d’ober kement-all.

Kemer a ra harp war e vuhez, war e skiant-prenet evit reiñ traoù pouezus da c’houzout diwar-benn ar skrivañ : liv ur vuhezskrid zo war lodenn gentañ e destenn alies. Met ur soñj zo en e benn memestra, treuzkas ar pezh a oar hag a sant.

Un ton dreistordinal, dezhañ e-unan, e oar Martin Winckler reiñ d’e levrioù. En tu all d’an teknikoù hewel emañ (evel ar fed da implijout ar stumm benel evit an holl, ar pezh a zo kement hag en em lec’hiañ war ur plañ politikel) hag en tu all d’an traoù desket ivez. Diabarzh e levr n’eo ket renket bravoc’h ha diabarzh poubellenn va burev emichañs. Ha n’eo ket peogwir ne oar ket penaos ober : lod eus e levrioù zo lipet-kenañ, dezho stummoù kemplezh, evel La maladie de Sachs, a gomz diwar e benn el levr-mañ, hag a zo ur romant dre lies mouezh).

Gant ur stumm ken laosk, penaos an diaoul e ra evit skeiñ er gwenn ?

Reiñ a ra un nebeut kuzulioù. Traoù pleustrek. Met d’am soñj e pled muioch gant an darempred etre an unan hag ar pezh a skriv eget gant an doareoù rekis da sevel un destenn. Doñvaat ar sujed hag e grommañ betek e lakaat da gemer ar stumm a ya gant an unan zo e kreiz ar jeu amañ.

En un eil lodenn e kinnig testennoù o dije gellet bezañ skrivet, ha n’int ket bet da vat. Soñjoù en deus d’ober. Pennoù kentañ. Dibennoù disheñvel posubl. Un dastumadeg brouilhoñsoù eo, kazi.

Daoust da se on bet fromet don gant an eil lodenn-mañ, kement ha gant an hini gentañ. Diskouez a ra kalz faltazi, kalz ijin, un naturel dic’hortoz -ken sirius eo ar skrivañ, diouzh boaz-. Adober a ra eus ar skrivañ ul lusk naturel, evel debriñ pe alaniñ. Adliammañ a ra an dud gant o ezhommoù, gant o youloù diabarzh. Ha degas da soñj ez eo ar skrivañ un dra war ober ha ne vez morse echu, keit ma vezer bev.

Start eo displegañ seurt taol-arnod-lenn. Tres un netraig zo war al levr uvel-mañ, met hejañ a ra kalz traoù e-barzh al lenner. Me gav ‘din eo peogwir en deus Martin Winckler ur bersonelezh dreistordinal. N’on ket sur em eus desket traoù en ur lenn Ateliers d’écriture, met serriñ a ran anezhañ gant ar santimant em eus diskoachet ur mignon hag en deus kavet ar stek evit va lakaat en va bleud.

Ur ster a vije d’an testennoù berr ha diechu strollet er fin eta : disteraat an hed etre an hini a oar hag an hini ne oar ket c’hoazh…