Category Archives: Avañtur

La saga du sorceleur, L’intégrale, Andrzej Sapkowski, Pologn (2008-2015)

sorceleurSetu an titloù a gaver en 3566 pajennad eus an oberenn glok-mañ :

1. Le Dernier Vœu (2008)

2. L’Épée de la providence (2008)

3. Le Sang des elfes (2008)

4. Le Temps du mépris (2008)

5. Le Baptème du feu (2009)

6. La Tour de l’hirondelle (2010)

7. La Dame du Lac (2011)

8. La Saison des orages [prequel] (2015)

Disoñjet em eus, bremañ, gant piv e oa bet aliet din teurel ur sell war an heuliad. Un hir a sell em eus taolet, kement hag ober. Souezhusat tra avat, n’eo ket peogwir e oan sot gant an oberenn. Evit kregiñ diouzhtu gant an tu fall, e kredan ez eo abalamour d’ar fent a gaver penn-da-benn al levrioù-mañ.

Ha da gompren a zo ne blij ket din c’hoarzhin ? Tamm ebet. Met daou seurt fent a zo el levrioù, a gav din. An hini kentañ eo ar fent a zeu diwar ar pezh a ra an tudennoù. En Harry Potter ez eus kalz eus ar fent-se, a gavan eus ar c’hentañ troc’h. Ne bella ket al lenner eus ar pezh a c’hoarvez ; er c’hontrol, desachañ a ra anezhañ d’e heul.

An eil fent, an hini a implij Andrzej Sapkowski, a zo ur fent “evit lakaat al lenner da c’hoarzhin”. C’hoarvezout a ra traoù grevus, met un dibab eo a-berzh ar skrivagner o c’hontañ gant fent.

Kalz poan em bez gant an eil fent-se, a lazh va beaj er romantoù. Herzel a ra ouzhin sevel an eor. Chom a ran atav en va c’hroc’hen lennerez, e-lec’h kemer perzh en avañtur.

Gwelloc’h eo, emichañs, peogwir e tiskouez buhez ar “witcher” bezañ arvarus-abominabl ! Plijadur a vez o skeiñ, o tourtañ, o troc’hañ munut, o taeañ, oc’h aspediñ pe o ravokiñ boudoù… Dibistik ne chom ket Geralt atav.

Skrivet mat eo an avañturioù-mañ ha bev-buhezek. Ne oa ket ur binijenn mont betek penn.

N’em eus ket kavet dedennus-tre ar bed ijinet gant Andrzej Sapkowski avat. Harpañ a ra war fiselennoù gros ar jener, a gav din. E-keñver soutilded romantoù Robin Hobb, da skouer, e komprener n’eo ket e-barzh krouiñ e ved en deus lakaet ar skrivagner e holl aked. N’eo ket e dra kement-se. Skrivañ eo e hini. Pep tra a zeu aes dindan e bluenn. Ar gerioù skrivet eo e huderezh dezhañ.

Un dra em eus kavet dedennus-tre a-hed an tri mil pajennad-mañ eo gwelet e bluenn o lemmat, dres. Ma vijen chomet gant an div pe deir levrenn gentañ n’em bije ket santet an traoù o vont war-raok, ken war ar stil ken war an danvez.

Kalz dedennusoc’h eo testennoù ar c’hreiz eget re ar bloavezhioù kentañ. Ha gwir eo en tu all ivez ; berraat a ra e alan a-benn ar fin, santet e vez gwezh ha gwezh all en dez mall ar skrivagner oc’h echuiñ, pe diegi o vont war-raok.

N’eo ket dizingal an oberenn evit kement-se. Ret-mat eo d’an traoù kaout ur penn kentañ hag un dibenn. Ar vouedenn, e kreiz, zo magus ha fonnus.

An oberenn glok-se ne vez kavet da werzhañ nemet dindan he stumm niverel, amañ, da skouer. Al levrioù paper a vez gwerzhet unan hag unan a-hend-all.


Noirs sont les cheveux de ma bien-aimée, Frank G. Slaughter, Stadoù-Unanet (1974)

noirs_sont_les_cheveux_de_ma_bien_aimee-766661-264-432Pa z’eer d’ar sinema, ne vez ket atav evit sellet ouzh ur film Arz hag Esae. Aliesoc’h, e vez evit diverrañ e amzer ha kaout leizh e zaoulagad hag e zivskouarn eus istorioù tud all… memes pa ne vezont ket kontet en un doare soutil-tre.

Lenn ar romant-mañ a zo bet evel sellet ouzh ur western rumm B, gant un ivinad hiraezh ouzh an amzer dremenet, pa veze paot ar c’homiks-où e gwenn-ha-du, mare Rahan, Billy-the-kid ha kement a zo…

Re aes an istor karantez, betek bezañ sot… ma ! Met soñjoù dic’hortoz ha bev a-fed ober, lusk, troioù-kaer gwir harozed ne zeu si ebet da weñviñ o sked dinamm ; ur bluenn flour daoust d’ar skeudennoù gortozet ha d’an ideologiezh pro-amerikan e gwall an indianed…

Ul lennadenn diverrus ha dibreder.


Ostizien ar C’hi Melen Mat, Pierre Mac Orlan, Frañs (1926)

ostizienxxxLennet em boa ar romant-mañ e galleg c’hoazh. Ha, souezhusat tra, ez eus kavet din e oa gwelloc’h e brezhoneg ! Marteze peogwir n’eus ket liv ar c’hozh war brezhoneg Goulc’han Kervella tra ma toug galleg Pierre Mac Orlan e vloavezhioù.

Ha setu ar romantig-mañ ne oan ket bet entanet gantañ o pignat gant va gwrezverker. Bev-buhezek eo ha muioc’h a blas a gemer Breizh ennañ en doare brezhonek eget en hini gallek.

D’ar re n’anavezont ket an oberenn e c’hellan lavaret e tenn e ambiañs da Enez an teñzor, nemet ez eo disheñvel an istor. Meur a wezh em eus soñjet e tenne ivez da Aotrou Kont Monte-Kristo. Paket e vezer gant an troioù-kaer.

Techet e vezer da geñveriañ stumm brezhonek ar romant evit ar yaouankiz-mañ gant ar re a vez embannet gant Keit Vimp Bev : aes e vije bet da hennezh kaout ur priz.

Plijet on gant tres ar romantoù embannet gant Aber. Peurlipet eo. Met c’hwezhet un tamm, ivez. Ne zegas netra ar skeudennoù d’ar romant, d’am soñj. Kalz bevoc’h eo ar re a weler en e benn e-ser lenn.


Gens de Lyon : romans, Henri Béraud, Gabriel Chevallier, Joseph Jolinon, Marcel E. Grancher, Jean Reverzy, Charles Exbrayat, Jean de la Hire, Frañs (2000)

lyonAbaoe ma lennen romantoù Paul-Jacques Bonzon Les 6 compagnons, ha me bihan, ez eo chomet ennon ar c’hoant da anavezout kêr Lyon. Ur gêr n’on bet morse enni. Setu perak em boa kemeret ar mell levr-mañ en ur voest-levrioù.

N’on ket bet dipitet gant va c’havadenn, daoust ma ne vijen ket bet plijet kement ha kement gant pep oberenn enni.

La gerbe d’or gant Henri Béraud (1928) n’eo “nemet” eñvorennoù yaouankiz, dezho bordoù alaouret ha douster fazius an amzer dremenet.

Un tamm mat dedennusoc’h eo ar poltred eus Lyon en XIXvet kantved dre e itrikoù lik, savet gant Gabriel Chevallier e Brumerives (1968) daoust ma vije un tamm lip-revr ar sujed, dres.

Gant Dame de Lyon (1932) e tepegn Joseph Jolinon ar skoulm, e buhez ur vourc’hizez, a verk fin ar feiz a vag evit he gwaz ha penn kentañ ur vuhez nevez : en he fenn da gentañ hag er fedoù da heul. Ur studiadenn psikologel spis, don, didruez ivez.

Au Mal Assis a bled gant ur c’houch all eus ar gevredigezh. Anv un ostaleri eo, douget war gein ar gwagennoù a hej armerzh kêr Lyon. Kontet eo en un doare war un dro brokus ha soutil, gant ur gwir preder eus an itrik hag ur fin peurlipet.

Daoust m’en dije graet studioù medisinerezh, ne oa ket Jean Reverzy eus ur familh pinvidik. Kontañ a ra e-barzh Place des angoisses e zeroù war e studioù. Fromet on bet gant ar skrid-mañ war meur a boent.

Gwirheñvel-mat eo, o lakaat an amzer-dremenet da froumañ ha da c’hwezhañ evel pa vijer oc’h advevañ anezhañ asambles gant ar skrivagner. Surrealour e teu da vezañ, pa zepegn ar steudad heulierien a ambroug an doktor meur a wele da wele bep mintin. N’eo ket cheñchet kalz an doare en ospitalioù em eus aon, daoust ma ne oa ket dec’h e oa !

Ha dizoloet em eus pluenn kizidik hag asur Jean Reverzy ha n’anavezen ket. Ur mestr eo hennezh war an anvioù-gwan. Dreist-ordinal eo studiañ e vod da skrivañ, evit ur brezhoneger en deus desket skrivañ diwar kuzulioù Yann-Ber Piriou (ur frazenn eo bet pouezet mat he gerioù n’he deus ket ezhomm a anvioù-gwan, setu ar pep pouezusañ a oa chomet din anezho). Anvioù-gwan paot, marteze. Met pa zibaber ha koubler anezho pizh o devez un nerzh dibar. Skoet on bet gant mestroniezh Jean Reverzy warno.

Hentad ar medisin yaouank a zo ouhzpenn redek war-lerc’h flotantennoù gwenn e trepasioù ken hir ha ma z’int uhel. Ur gentel a vuhez eo, ur roudour etre yaouankiz ha oad gour, etre oad gour ha kozhni. Un testeni brav ha fonnus eo, bet embannet a-raok ma teuje Jean Reverzy da vezañ brudet evit e romantoù.

Anv skrivagner brudetañ an torkad-mañ eo hini Charles Exbrayat, moarvat. Ur mor eus e levrioù a oa el levraoueg-kêr pa oan yaouank : amezeg e oa da Agatha Christie war astelloù an dastumad Le Masque. Met ne oan ket deuet a-benn da lenn hini ebet. Re bell e oa ar pemdez deskrivet enno eus va buhez bugel. Bremañ ma klot ma oad ganto eo bet un drugar lenn hennezh. Skrivet brav-tre eo Félicité de la Croix-Rousse, bev, stil dezhañ, gwriziennet en e endro (kêr Lyon), dedennus a-fed itrik hep na vije divinet a-raok an diluziadenn… N’eo ket dibosubl e kendalc’hin gant ar skrivagner-mañ !

Ur pezh-c’hoari enni un 20 pajennad bennak a zo bet lakaet en dastumad ivez : Le déménagement de Guignol. Soubadenn vihan e bed poblek hag e fent burlesk ar vargodenn milanavezet. O tremen a c’henoù da linennoù skrivet e kemer Guignol un tamm kof. Kuitaat a ra tachenn an eñvorennoù bugaleaj evit degouezhout war hini ar c’heñveriañ. Petra an diaoul en dije graet Goulc’han Kervella eus seurt tudenn ? Pep hini a c’hell ober e soñj.

Oberenn hirañ an dastumad eo Les mystères de Lyon gant Jean de la Hire (1933). Ur romant avañturioù eo. An haroz anezhañ, an “Nyctalope”, deuet da vezañ gouest da welet en noz dre zegouezh da heul un oberatadenn, a zo gwelet evel hini kentañ an dreistharozed. Tro-dro dezhañ, ur familh hag ur vandennad mignoned bourc’hiz o vevañ a-stroll en ur maner. Lakaat a ra da soñjal e Tintin, e Langelot, e Blake ha Mortimer, e Sherlock Holmes hag e kant ha seizh oberenn all eus an XXvet kantved. Ijinus ken-ken, o fleurtiñ gant an darvoudoù dreist-naturel, leun a suspens, ur romant dreist eo.

Hir eo bet, moarvat, lenn an eizh oberenn-mañ d’ober va soñj war kêr Lyon. Met pep hini anezho he deus taolet ur gouloù ispisial war he ardremezioù, war he ambiañs, war he amzer-dremenet, war ijin an dud a zo bet o chom enni ha war kement tra ha ne vije ket bet ken buhezek en ur bajennad Wikipedia. Hoalet hag estlammet on bet penn-da-benn va beaj.


An enezenn gevrinus (1), Jules Verne (1875)

an-enezenn-gevrinus

Embannet e brezhoneg e 2021.

Pegen plijus eo lenn ur Jules Verne ! Hag hennezh e ouezen e oa ouzh ar ber abaoe pell hag e c’hortozen dibasiant anezhañ.

Evel-just ez eo ret lakaat a-gostez Nab ar goueziad mat, fealoc’h c’hoazh eget ar c’hi ; eeunded pimpatromel pep tudenn, eeunded an darempredoù baradozel etrezo. En ur gontadenn emaomp, stummet hervez reolennoù ar wirionez.

Ha dispar eo en em leuskel da vezañ kaset war vourzh ar radell sturiet gant Jules Verne. Nag ur c’honter ampart anezhañ !

Amzer em eus bet, en ur dreiñ ar pajennoù an eil war-lerc’h eben, d’en em soñjal war an heklev ispisial a laka an dezrevelloù Robinson da dregerniñ e empennoù lennerien an XXvet kantved. Pa weler ar pemp paotr-se o tiskar, o tistummañ an natur, o piaouañ, hir o c’hrabanoù a drevadennerien, ne c’heller ket chom hep stadañ eo aet emskiant an dud war-raok evit ar pezh a sell ouzh gwareziñ an natur hag ar boudoù bev. Lod anezho, d’an nebeutañ. Emichañs n’eo ket re ziwezhat ?

Kaset e vez an istor eus ar c’hentañ, diellet a-zoare e-keñver anaoudegezh an natur hag ar skiant (ha Jules Verne e-unan a zleer anavezout e-barzh tudenn Cyrus Smith ?).

O c’hortoz e oan abaoe ar penn kentañ, met chomet on bamet gant an div bajennad ziwezhañ, prientet pell a oa e-kerzh ar romant.

Pegoulz e teuio deomp an eil lodenn ? War ar glaou-bev emaomp !


Ar marc’heg na oa ket anezhañ, Italo Calvino, Bro-Itali (1959)

marchegLaouen bras on e vije bet Serj Richard, an troour,  betek fin ar rummad tri levr-mañ. Pouezus e kavan echuiñ an traoù ha re a raktresoù pe a droidigezhioù a chom diglok.

Evel en daou romant all eus ar memes rummad, e kemer Calvino ur goulenn filozofel hag e ijin un istor diwarnañ. Kinnig a ra meur a respont el levr-mañ da : petra eo bezañ unan bennak ?

Evit ur wezh, n’on ket dedennet-kenañ gant ar goulenn ha n’en deus ket lakaet kerdin don da dregerniñ ennon. Met un dudi eo al romant-mañ da lenn, en e ardremez krennamzerel kadarn. Muioc’h c’hoazh eget en daou all eo bezant ar fent ennañ, seul vui ma vez dielfennet pizh personelezh pep tudenn.

Ha me soñjal : ur mailh war ar skrivañ a zo gouest da gontañ n’eus forzh peseurt bidennoù d’an dud, dont a raio brav gantañ bep tro.

Ken marvailhus hag ur gontadenn, ken pizh e skritur hag ur romant, marteze eo Ar marc’heg na oa ket anezhañ romant bourrusañ an drilogiezh.


Saga Arvorika 4 : Ened ar spierezed, Yann-Bêr Kemener (2021)

saga arvorika 4Ar bedervet levrenn-mañ eus ar saga n’eo ket an hini gwellañ d’am soñj. Sofkont e vez santet ennañ ar c’hoant da baskañ gouziegezhioù istorel d’al lenner, ha ne vez ket graet en un doare soutil met dre bennadoù hir lakaet e genoù an tudennoù hag a dorr, dre se, lusk an ober. C’hoarvezout a ra kalzig a draoù koulskoude. Daoust da se em eus bet poan o chom e-barzh an itrik. Pinvidigezh ar romant a zo kentoc’h en e daolennoù bev moarvat.

An darempredoù karantez, dichadennet ha lieskementet ar re a gemer perzh enno, n’eus na penn na lost dezho ! Met fonnus int d’an nebeutañ. Degas a reont ur c’hreunenn frankiz ha follentez deuet mat da sklaeraat un endro politikel teñval a-walc’h.

Ur bennoberenn n’eo ket met chom a ra dudius ha diverrus, da lenn hep terriñ e benn, hep klask re a ster pe a wirionez d’an traoù.


Morlaeron Karaiba, Goulc’han Kervella (2021)

Morlaeron-KaraibaEr rummad Aes da lenn eo bet embannet al levrig-mañ, a zeu da heul Gwenn, ar vorlaerez, gant an hevelep skrivagner.

N’eo ket istorioù don a-walc’h ar re-se evit m’em bije dalc’het soñj eus an tudennoù, a zo ar memes re eus ul levr d’egile koulskoude.

N’eo ket displijus ar romantig da lenn koulskoude : micher ‘zo, ha santet e vez. Estreget e brezhoneg Goulc’han Kervella. Ar pezh a ra ar muiañ a vad d’al lenner, marteze, eo al lusk a santer en traoù, ar c’hempouez, an doare da gas an istor war-raok hep koll amzer na neudenn.

Ur fin digor a zo d’al levr. Anat eo n’eo hennezh nemet un ailhedenn bennak en ur chadenn a vo hir pe hiroc’h. Aze c’hoazh e santer nerzh ar skeledenn, ar raktres, a-dreñv ar produ echu.

Va fri kurius a ran o lenn se, pa ouezan mat n’eo ket bet skrivet evidon. Drol e kavan koulskoude, en ur romant savet a-ratozh-kaer evit tud gour diwar un endro istorel, klask “reizhañ” an amzer-dremenet. N’eo ket bet un dra normal lakaat merc’hed da bignat e bourzh, e mare ebet eus an Istor (daoust ma vije bet unan bennak a vare da vare, hep gouzout d’an dud dre vras). Seul souezhusoc’h, ma c’heller fiziout war an endro istorel ha geografikel kinniget gant ar skrivagner a-hend-all. D’am meno e c’hell disteraat ar blijadur un tamm bihan, oc’h ober eus an istor-mañ unan re jentil.

Dedennus eo memestra ha lennet e vez buan. Da bep hini d’ober e soñj.


No pasaran : 1. Le jeu, 2. Andreas, le retour 3. Endgame, Christian Lehmann, Frañs (1996)

No pasaran1Levrenn gentañ ar rummad tri levr-mañ a loc’h diwar un tem boutin : n’eo ket gwall splann ar vevenn etre c’hoari ha gwirionez.

Tri c’hrennard a heulier. Da vare ur veaj-skol e tec’hont diouzh evezh o c’helennerien amzer da vont d’ur stal c’hoarioù-videoù iskis. Unan eus ar c’hoarioù a zegasont en-dro en deus perzhioù dreistnaturel. Daoust ma vijer c’hoazh e mare an disketennoù PC, e tiskouez bezañ gouest da etrelugañ e c’hoarierien, hep wifi na netra ebet. Ken pizh eo kalite e skeudennoù ma kreder bezañ er vuhez gwir. Hag e gwirionez… Hervez an dibaboù graet, en em gaver o vevañ brezel pe vrezel eus an XXvet kantved ha, gwashoc’h ‘zo, e liamm eeun gant familh ar c’hoarier.no pasaran 2

Goude bezañ soñjet ne oa ket ur souezh e vije bet lakaet al levr-mañ en ur voest-levrioù, o vezañ m’eo diamzeriet e endro stlennek, em eus troet va soñj. E gwirionez e ro dezhañ ul liv “vintage” a c’hell plijout a-nevez d’ar grennarded. Ha n’eo ket tamm ebet ul levr “jentil” evel ma vez ar c’hiz. Kriz ha realist eo ar senennoù emgannoù, ar brezelioù.

Mat eo al levr-mañ d’en em soñjal war al liammoù a zo etre dec’h hag hiziv ha war disoc’hoù pleustrek ar brezelioù. Lennet em eus anezhañ da vat evel un oberenn enep an arme, dreist-holl goude twitch ar fin.

Daoust ma oa lipet-mat, hag echu, an istor e fin al levrenn gentañ, al levrennoù 2 ha 3 a gendalc’h gant an hevelep spered met, evel alies pa vez un astenn d’ar soubenn, hep digarez gwir e penn kentañ. Ken dic’hortoz all eo ar fin e-keñer ar pezh a ouezer eus ar penndudenn Andreas.

No pasaran 3Ret eo tremen hep teurel re a evezh ouzh gwanderioù a zo evit bourrañ an istor da vat : unan anezho eo an ton un disterig kentelius, “Signe de Piste”, a vez gant ar skrivagner a-wezhioù. A-boan ma vez santet, met pa vez, eo hegasus.

Ur meskaj mat etre brezelioù an XXvet kantved hag ar politikerezh (kazi) a-vremañ e bro-Frañs (n’eo ket cheñchet kement-se dindan 25 vloaz hag anavezout a reer an dud, daoust d’o anvioù faos). Un dra a zo sur : ne veze ket damantet betek re al lennerien yaouank, nag a-fed danvez, nag a-fed hirder. Ne gredan ket e vije embannet seurt traoù hiziv, ne vije ket lennet ganto. Domaj eo, kar dedennus eo.


Et c’est comme ça qu’on a décidé de tuer mon oncle, Rohan O’Grady, bro-Ganada (1963)

Boemet e vezan gant an titloù dreistordinal hag hennezh en deus desachet va evezh – n’eo ket ken brav e saozneg : Let’s Kill Uncle-.

Aon em eus bet un tamm e vije kozh stil al levr, met n’eo ket kement-se. Un liv bennak eus Heidi a zo war an traoù da gentañ, met buan e laka an daou lampon da soñjal en istorioù Anthony Buckeridge kentoc’h, ha pell eo o istor da vezañ ken jentil ha troioù-kaer Bennett hag e vignoned.

Un taol-kaer a-berzh ar skrivagnerez hag a oa gant he zrede romant evit ar yaouankiz pa oa bet embannet hennezh, lakaet da vezañ hec’h hini gwellañ. Ur film a oa bet tennet dioutañ a-raok na gouezhfe Rohan O’Grady e puñs an ankounac’h. Adembannet eo bet al levr-mañ un nebeut bloavezhioù ‘zo.

Plijet on bet gant an aergelc’h, dezhañ un douster faos, ha gant makiaveliezh an daou aelig-doue mesket gant eeünded o dek vloaz. Fent ha suspens a zo. Skoulmet ha diskoulmet brav an itrik.

Talvezout a ra ar romant e lennadenn emichañs, daoust d’e oad, ha daoust d’ho hini marteze !