Category Archives: Alamaneg

Commissaire Dupin 1 : Un été à Pont-Aven, bro-Alamagn (2012)

Abaoe un toullad bloavezhioù em eus bet tro da glevet meuleudi kanet d’ar c’homisar Dupin e meur a lec’h ha gant a bep seurt tud. Diegi em eus bet e-pad pell da gregiñ en e avañturioù avat, evit un abeg eeün : ne vourran ket ouzh ar romantoù-polis lec’hel.

Daoust d’e anv kaout liv ar vro, tad ar c’homisar Dupin zo alaman, hag e anv gwir eo Jörg Bong. Evel kalzig alamaned en deus kemeret ar boaz da zont da vakañsiñ e Breizh abaoe meur a zek vloaz, lec’h m’en deus kavet mignoned hag ur vammvro diouzh e galon. Ar c’homisar Dupin zo un doare dezhañ da zoñvaat e anaoudegezh eus ar vro, he boazioù hag he annezidi.

N’on ket bet displijet gant an enklask kentañ-mañ, daoust ma vije bet disteraet va flijadur gant bezañ gwelet un azasadenn-tele a-raok : n’em boa netra da zizoloiñ a-fed itrik. Skrivet eo mat, gant ur stil sirius, tost ouzh hini Jean-François Parot, daoust ma vije un nebeut traoù iskis a-fed treiñ (Implij Océanopolis gant ur ger-mell atav, da skouer, pe ober “langue celte” eus ar brezhoneg…). Dedennus eo an enklask, a liamm bed an arz ouzh hini ar polis.

Koulskoude e choman sebezet gant ar fed e c’hellfe plijout seurt lennegezh da vretoned. Hec’h interest brasañ eo lakaat da zizoloiñ ar vro gant ur sell diabarzh, an hini hon eus holl, bretoned (ha dont a ra mat a-benn, hep lieskementiñ ar c’hlichedoù). Da lavaret eo e chom deomp an enklask-polis, pa vez goullonderet al levr eus e ekzotelezh, an hini a glasker er romantoù istorel pe er romantoù a dremen en estrenvro… Perak, neuze, dibab ar romant-polis-mañ kentoc’h eget unan all, o c’houzout n’en deus ket ar c’homisar Dupin ur bersonelezh kreñv ouzhpenn ? Romantoù Bannalec n’o deus netra ouzhpenn d’ar re all, panevefe Breizh.

Ma n’eo ket, eveldon, dre guriusted e-keñver an alamanted niverus a zibab Konk-Kerne da lec’h-vakañsiñ evit mont war roudoù Dupin, ne welan ket re…

Marteze ez in un tamm pelloc’h gant ar rummad, evit nompaz ober va soñj war ur romant kentañ, ar re-se ne vezont ket atav ar re wellañ… (skrivet en doa Jörg Bong traoù all en alamaneg a-raok). Met n’on ket sur da gavout youl a-walc’h da vont betek ar fin. 7 romant zo bet embannet evit poent.

Advertisements

Strasse des Todes, Robert Crais, Stadoù Unanet (2012)

Un enklask-polis doare “thriller” : an daou zen yaouank a zo bet skrapet dre zegouezh gant ur vandennad trafikerien tud dibaper zo war var o buhez. Lusket eo, gant un aergelc’h amerikan eus ar c’hentañ, en dezerzh nepell eus mec’hiko.

Lennegezh da ziverrañ e amzer, hep pal all ebet eget se. Doare un telefilm, ha pa vije a galite. Kalz eus perzhioù ar seizhved arz a gaver er romant-mañ : kelanioù diouzh an druilh, enklaskoù kenstur gant bandennadoù enep, dispak armoù ha kirri, tro-bale e biñsaskell er fin…

Ha nag a souezh gant ar fin ! Deuet e daol da vat gant Elvis Cole, an enklasker prevez !

Ne oa na displijus da heuliañ na skrivet fall, met n’eus ket peadra da sammañ e vemor gant seurt oberenn-beveziñ.


Pellik / Ein Stückel weiter, Antony Heulin (2017)

Kavet em eus el levr-mañ ur sederidigezh nevez digant ar skrivagner-mañ. Peoc’h ha kempouez, a weler da skouer e Glav 3 pe e Mein ar rabin. Komz a ra Anthony Heulin eus karantez a-wezhioù, hep pouezañ re warni ; lakaomp e Mach dir keine Sorgen pe e Latar ha nivlenn, ma kaver un dislavar jedet etre an ton didrabas hag ar sujed, teñval a-walc’h.

E lec’hioù all e kont ar skrivagner prantadoù enkrezus eus e vuhez : kleñved, oberatadenn (Linenn ruz), pep tra gant douster koulskoude, o c’hoari gant an ijin evel en Em c’hambrig. Intret eo lod eus an testennoù gant ur velkoni dispis.

Barzhonegoù all a ginnig klichedoù tennet war ar prim : Arneñv, Divdaolenn, Pellik… Tra ma chom amsteriekoc’h din lod all, evel Darnoù an hollad pe Ar an uhel, a denn muioc’h d’ur bed-hunvre.

Bukañ a ra ar skrivagner ur sell tener war an dud tro-dro dezhañ, evel en Divdaolenn. Ur peizant e Pariz a zegas soñj eus barzhonegoù ‘zo gant Youenn Gwernig, pa ziskouez un den dilec’hiet en engroez.

Stil ‘zo, hag un ton dibar zo degaset gant implij ar gwenedeg hag an alamaneg tal-ouzh-tal, a ro un ton a-vaez-bro d’an hollad.

Ar bed hervez Anthony Heulin em eus bet kalz plijadur o soubañ ennañ. Teurel a ra gouloù an dastumad-mañ war ur barzh kuzh met donezonet-kaer, a sav e vouezh dibar ha kizidik en un doare asur e-touez hini barzhed vrezhonek an XXIvet kantved.


Flavia de Luce 6 : Töte Vögel singen nicht, Alan Bradley, bro-Ganada (2014)

Ma ne ouezfen ket ez eus romantoù all da heul, em bije kredet e oa hemañ hini diwezhañ e rummad. Disheñvel eo ouzh ar re all e meur a geñver, daoust ma vije gwirheñvel ha ma vije implijet ar roadoù kent gant ampartiz ennañ.

10 vloaz goude he marv, setu adkavet korf mamm Flavia, Harriet, e Tibet. Kaset eo en-dro da vBuckshaw evit bezañ interet. An darvoud kregiñ-mañ, a greden ne oa nemet poent-loc’hañ an istor, a bad penn-da-benn al levr a-benn ar fin.

Ul liv teñvaloc’h e ro da bep tra, peogwir eo emellet Flavia a-dost er c’hañv. Reiñ a ra tro dezhi da ziskoachañ istorioù kozh ur wezh ouzhpenn. Hag ur soñj digredus a ziwan en he fenn a gimistez…

El levr-mañ e lak Alan Bradley holl dudennoù romantoù kent ar rummad d’en em gavout asambles e ti Flavia, evel e film diwezhañ un heuliad tele ma vije lakaet holl aktourien an heuliad da ziskouez o fri ur wezh ziwezhañ.

Met ar pep souezhusañ zo e lec’h all : en daou ziviz don kemeret gant ar skrivagner a-zivout e benndudenn 11 vloaz hanter. Unan a sell ouzh he c’hefridi er bed a-viskoazh, unan all ouzh he dazont tost. Met ne fell ket din divoulc’hañ pep tra.

Ur marzh eo pegen brav eo renet an istor-polis-mañ. Pa soñjer mat, ne erru ar c’helan pouezus nemet er pajennadoù diwezhañ.  Hag al levr ne ra “nemet” kontañ an daou zeiz bennak a zo etre degemer arched Harriet en ti-gar hag he oferenn interamant. Daoust da se, ne gaver morse hir e amzer, ken pinvidik ha liesseurt eo ar bed ijinet gant ar skrivagner.


Apprentis vétos très spéciaux : 1 Alerte au yéti, 2 Gare au monstre du lac 3 Attention au(x) dragon(s) 4 Au secours de la licorne, Suzanne Selfors, bro-Alamagn (2013, 2014)

Ar pezh em eus kavet mat gant ar rummad-mañ eo ez eo hir a-walc’h, daoust ma vije evit bugale yaouank, lakaomp 7-10 vloaz. Gant se e lakae ac’hanon da soñjal e-barzh Enid Blyton, live “Secret Seven”.

Ben Silverstein zo mab nemetañ e dud, siwazh, kudennoù a zo etrezo ha divizet o deus kas anezhañ da dremen an hañv pell eus ar gêr, e ti e dad-kozh a anavez a-boan. Kontrol dezhañ, hennezh a vev gant nebeut arc’hant en ur gêriadenn vihan. Serret eo bet, un toullad bloavezhioù kent, al labouradeg boutonioù a laboure ar bras eus tud ar gêriadenn ennañ.

Met annezidi nevez a zo er savadur, p’eo bet staliet nevez ‘zo ur “glinikenn evit buzhug” : un anv a guzh un aozadur a bled gant loened klañv ar bed faltazi. Dre zegouezh en em gav Ben gant unan eus al loened-se, a ya da gas gant e vignonez nevez Perle d’ar glinikenn. Siwazh, abalamour dezhañ e tec’h kuit ur yeti klañv eus ar glinikenn hag e krog da blantañ reuz er gêriadenn. Ret eo d’an daou vugel adtapout anezhañ. Ur wezh kaset ar gefridi da benn e asant ar renerez kemer anezho da zeskarded er glinikenn, lec’h ma rint anaoudegezh gant boudoù a bep seurt.

Da bep levr e avañtur hag e loen nevez. Fonnusoc’h-fonnusañ e teu ar zoo-faltazi da vezañ. Ret eo derc’hel kuzh obererezhioù gwir ar glinikenn ar bed gwirion ; hag enebourien a zo, ken e Boutonville, ken er bed faltazi. Merket mat eo temz-spered an tudennoù, pe vijent a-bouez pe get en istor.

Ar pep gwellañ en istorioù-mañ eo ijin ar skrivagnerez, techet da farsal. He doare dezhi he deus da adimplijout boudoù faltaziek mil anavezet. Ur wezh echu an istor e kaver un astenn e stumm ur c’haier obererezhioù, gant titouroù diwar-benn ar boudoù faltaziek ha resisadurioù diwar-benn ar pezh a zo gwir pe n’eo ket en istor kontet. Kinniget e vez taolioù-arnod, tresadennoù, a bep seurt traoù da vont pelloc’h ganti.

Sañset n’eo ket echu ar rummad, peogwir e reer anaoudegezh el levrenn ziwezhañ gant hini droug ar bed faltaziek, met laosket eo d’ober e reuz hag e c’heller divinout ne vo ket da viken.

Ur blijadur eo bet lenn ar pevar levr-mañ gant ar vugale. Skrivet int brav, gant ijin ha lusk, ha gwirheñvel eo an tudennoù. Lennegezh a galite evit ar re yaouank.

 


Flavia De Luce 5 : Schlussakkord für einen Mord, Alan Bradley, Bro-Ganada (2013)

Kenderc’hel a ra Flavia da fistoulat e pep lec’h en he c’hêriadenn, ha dont a ra brav ganti. N’he deus ket he far evit klevout c’hwezh un torfed, ha pa vez ur c’helan bennak e c’heller bezañ sur n’emañ ket pell.

Emañ he c’hoar henañ war-nes dimeziñ. Honnezh he deus kemeret ivez ar garg dieub a ograourez ar barrez. Rediet eo Flavia, gant he zad, da chom ganti pa z’a da bleustriñ en iliz betek diwezhat : ne vije ket dereat d’ur plac’h yaouank chom pell ouzh he domani, diouzh an noz, hep ambrougerez. Tro da Flavia, a gav hir hec’h amzer, da ziskoachañ un dra bennak dic’hortoz en ograoù…

Donaet e vez an darempredoù-familh evel ar re gant an amezeien en opus-mañ. Dedennus-kenañ eo gras d’e zarempredoù gant ar sonerezh. Adkavet e vez ar framm boaz, anatoc’h dre ma z’eer war-raok gant an heuliad ; tudennoù iskis, liammoù gant an tremened, degouezhioù droch a ra aon (Flavia o kantren e-barzh ur bez kozh eus ar vered e-kreiz an noz, ar wezh-mañ !)… eo barrek-kenañ Alan Bradley d’o reiñ da santout. Farsus e kavan an troioù-distroioù a ra Flavia evit en em silañ etre divesker an dud vras ha kas hec’h enklask da benn. Hag evel bep tro ez eus er fin ur senenn m’emañ he buhez en arvar. Chom a-ra a-us da bennoù ar re zDe Luce kleze gwerzh o maner familh, dre ma n’eus bet kavet diskoulm ebet d’o c’hudennoù arc’hant c’hoazh.

N’he deus ket Flavia kement a aes hag an dud gour da vont da heul he neudenn, dre ma vank dezhi pouez o oad hag o aozadurioù. Koulskoude e sec’h o fri, evel boaz, pa gav an diskoulmoù a-raozo, en ur harpañ war he anaoudegezh don eus ar gimiezh. Reiñ a ra kalz orinded d’an oberennoù-se, a zo kalz danvez enno. Gant ar pempvet romant-mañ e weler ne z’a ket ijin Alan Bradley war zisteraat, er c’hontrol.


Flavia de Luce 4 : Vorhang auf für eine Leiche, Alan Bradley, bro-Ganada (2011)

Evit ar pedervet levrenn-mañ e kemer troioù-kaer Flavia de Luce un tres nevez. Echu eo gant ar baleadennoù war gein Gladys. Dont a ra ur skipailh sinema da dreiñ ur film e maner ar familh de Luce, a zo bountet gant an diouer a arc’hant da feurmiñ ha rannañ e di-annez da vare Nedeleg. Lakaat a ra an endro da soñjal e Tintin Bravigoù ar Gastafiorenn, un tamm bihan. Pedet eo holl barrezianiz ar gêriadenn da arvestiñ ouzh ur pezh-c’hoari er maner. Ne c’hellint ket kuitaat anezhañ gant ur gorventenn-erc’h.

Un “huis-clos” evit hor Miss Marple 10 vloaz neuze. N’on ket bet ken bamet rak al levrenn-mañ ha ma oan bet gant ar re all. Kavet eo din e oa hir an traoù d’en em staliañ. Amzer d’ober gwelloc’h anaoudegezh gant tud ‘zo, koulskoude. Soñjal a ra din ne vez ket implijet eus ar gwellañ an dud niverus a zo stanket war al lec’h : dre forzh heuliañ Flavia e kredfer emañ kazi hec’h-unan en ti, da vareoù ‘zo. N’eo ket gwall luziet an itrik, a ziviner aes. Ur suspens a-zoare ‘zo tro ar fin avat.

N’eo ket fall, met n’eo ket ar romant-mañ tre-ha-tre a-live gant ar re all. N’eo ket se a harzo ouzhin da genderc’hel gant ar rummad. Klozañ a ra ar pedervet levrenn-mañ an heuliad lakaet e galleg, evit poent, met e saozneg hag en alamaneg ez eus 7 levr bennak en holl. Ret eo tennañ e vad diganto : n’eo ket gwall yaouank ar skrivagner, ganet ma oa e 1938. Kompren a reer perak emañ en e vleud o teskrivañ buhez ur bugel 10 vloaz tro ar bloavezhioù 50, daoust ma vije-eñ kanadian ha ma vevfe Flavia e bro-Saoz…


Jo oder Ty 1 : Mehr als nur ein Zeuge, Keren David, Rouantelezh-Unanet (2010)

Kentañ romant ar rummad evit ar grennarded Jo oder Ty / When I was Joe. Plijet bras e oan bet gant al levrenn 2, kroget ganin dre zichañs a-raok hennezh.

Komprenet e vez gwelloc’h an istor en ur gregiñ dre ar penn kentañ, evel-just. Al levr-mañ en deus an hevelep perzhioù mat eget an eil, met a zo gwelloc’h c’hoazh, peogwir ez eus ennañ ur c’hoari war identelezh ar c’hrennard. Test m’eo bet ouzh ur muntr, e vez lakaet gant ar polis en ur program gwareziñ an testoù. Ret eo dezhañ, ha d’e vamm, kuitaat e di, cheñch neuz, cheñch skolaj, cheñch anv ha betek e zeiz-ha-bloaz. Dindan e identelezh nevez eo ur bloavezh yaouankoc’h, hag ar fed en dije troc’het krenn gant e anaoudegezhioù kent a ra anezhañ un den nevez penn-da-benn : krog e oa da vont war fallaat, gant mignoned ne oant ket gwall reizh, hag un eil chañs a ro dezhañ, hep na vije ar pal, hag hep gouzout d’an dud a ra war e dro zoken. An afer identelezh-se a zo studiet gant kalz a ampartiz hag a gizidigezh gant ar skrivagnerez. An darvoud dic’hortoz en deus trejeboulet buhez Ty a vo, a-benn ar fin, e chañs er vuhez, ha gwelet e vo en eil levrenn penaos ar vuhez kuzh-se a zigoro dezhañ dorioù e amzer dremenet hag e wrizioù, a vije chomet dianav dezhañ a-hend-all.

Kalzig suspens ‘zo, muntrerien a zo war e lerc’h memestra ! met n’eo ket ar pep pouezusañ e-barzh ar romant, a zo kempouez-brav etre diavaez ha diabarzh, buhez familh ha darempredoù sokial, ober, sekredoù… Enouiñ a raen un tammig tro ar fin, peogwir e anavezen dija ar pezh a oa da zont, met ne gredan ket e rafe se d’unan a lennfe ar rummad en urzh.

Ur mor a brizioù en deus tapet ar romant-mañ, ober a ra kalz berzh er broioù ma vez ar saozneg ar yezh pennañ, hag e bro-Alamagn ivez. N’eo ket bet lakaet e galleg, din da c’houzout. Gant se, e vije kenkoulz e lenn e saozneg war-eeun, emichañs !


Flavia De Luce 3 : Halunken, Tod und Teufel, Alan Bradley, Bro-Ganada (2011)

Seul vui ez an war-raok, seul vui e teuan da vezañ sot gant Flavia de Luce.

El levr-mañ ez eus anv eus un dermajiez kozh, gouest da lenn planedenn an dud en he boull strink. Kregiñ a ra ar romant evel un tenn-kanol ; ha suspens a vez alies, daoust ma ne vije ket pal pennañ ar romantoù-se. Skrijus eo ar fin dreist-holl. An endro zo dreistordinal, hag ar savadur m’emañ Flavia o chom a c’hoari ur perzh pouezus en itrik.

Kizellet munut eo an tudennoù a eil renk, en o zouez c’hoarezed Flavia, ken karantezus ha re Luduennig, hag he zad gant e bennaennoù strizh. Ar merour hanter-drelatet Dogger, ar geginerez hir he latenn a vez lakaet er jeu par ma c’hellont. Betek ar vamm, marv abaoe pell, a gemer ur plas bras en istorioù Flavia. Un dastumad tud eus ar gêriadenn, kozh ha yaouank, a zeu da glokaat an daolenn. Fri-furch Flavia ne gil rak netra ; en em gavout a ra e degouezhioù drochoc’h an eil re eget ar re all. Kalz ijin a ziskouez Alan Bradley evit lakaat anezhi diaes : el levr-mañ em eus kavet eus ar c’hentañ ar stourm ouzh ar c’hilhog droug, da skouer. Tennañ a ra he mad Flavia eus ranellerezh ar re gozh ha gouest eo da vont e ti n’eus forzh piv hep damantiñ d’he c’horf na d’he gevier.

En ur bed peurglok emaer, pinvidik-ral. Pec’hed e vije leuskel ar rummad romantoù espar-mañ d’ar vugale nemetken. Kerentiezh zo etrezañ hag hini Harry Potter, en ur mod, daoust ma vije en ur stil hag en ur c’henarroud disheñvel-mik.


Demian, La Historio de la Junaĝo de Emil Sinklair, Herman Hesse, Bro-Alamagn (1919)

demianDaoust ma n’en dije ket graet kalz a verz e Frañs, ar romant Demian a zo bet a-bouez evit an alamaned yaouank o deus lennet anezhañ just goude ar brezel bed kentañ, ha dre se e kavan anezhañ dedennus dija.

Ur romant-deskadurezh eo, met pell eo a vezañ boutin. Heuliañ a ra un ahel ha n’eo ket hini an darvoudoù, daoust ma teufent en urzh kronologel. Ne vezont ket kontet holl, nemet ar re a zegas un dra bennak da vilin ar skrivagner. Klasket en deus deskrivañ stummadur diabarzh ar paotr kentoc’h eget e dreuz er vuhez, ha, dreist pep tra, ar stourm a zo ennañ etre an tu sklaer hag an tu teñval, ar Mad hag an Droug. Ne vez ket implijet termenadurioù relijiel betek re avat.

Aes eo da lenn ha digeriñ a ra un nor war ur prantad istorel : petra a soñje ar re yaouank en amzer-se, penaos en em stumment. Daoust ma ne vije ket cheñchet kement-se anien mabden, e kredan koulskoude en deus kollet ar romant kalz eus e nerzh en XXIvet kantved. Korfenn ar relijion zo skarzhet kuit evit ar bras eus an dud yaouank, ha m’eo ret da bep hini dibab e hent, n’ez eus ket kement a ziaouled da drec’hiñ ha ma oa gwezhall. Diskouez a ra kredennoù Demian, hag e zoare un tamm dreistordinal da gompren an testennoù sakr, teurel muioc’h a evezh ouzh diorren ar bersonelezh en unan eget na veze graet er metoù bourc’hiz-se, intret a relijion.

Ur romant iskis eo, barzhoniel, leun a arouezioù, nepell eus giz an hudouriezh a vremañ. Eeunik e seblant bezañ a-wezhioù met santet e vez en deus klasket Herman Hesse displegañ e wirionezioù ennañ. Ha gwezhioù all, ne gomprener ket re da belec’h en deus c’hoant da gas e lennerien : ur c’hest diabarzh eo, ha divinout a reer n’eo ket kavet ar Graal gantañ c’hoazh d’ar mare ma skriv. Skoet e oa bet, war a seblant, gant e gejadenn ouzh ar bredelfennouriezh, ha ne oa ket c’hoazh gwall gozh.

Tennañ a ra muioc’h ar fin d’ur romant eget da eñvorennoù yaouankiz, ha gwell a se ; reiñ a ra liant d’an hollad.