Category Archives: Arz

Aphrodite, moeurs antiques, Pierre Louÿs, Frañs (1896)

Tremen a ra an darvoudoù e kêr Aleksandri, en Henamzer. Eus un tu, ur serc’h eus ar re goantañ, Chrysis. Eus an tu all, ar c’hizeller Demetrios, ken kaer ma vije prest n’eus forzh peseurt plac’h d’en em lazhañ evitañ. Gwalc’het eo Demetrios gant e vuhez re aes ha ne ziskouez ket bezañ dedennet ken gant karantez ar c’hig. Deuet eo da garout muioc’h delwenn Aphrodite, savet gantañ diwar he skeudenn, eget ar rouanez Berenice hec’h-unan.

P’en em gav e-tal da gChrysis eo dedennet ganti raktal. Met fae a ra Chrysis outañ. Evel er c’hontadennoù hengounel, e c’houlenn gantañ kas teir amprouenn da benn a-raok m’en em rofe outañ. Laerezh, lazhañ, koll e enor. Ken kelc’hiet eo Demetrios ma sent outi…

Erotelezh zo er romant, met n’eo ket kreñv, daoust dezhi bezañ hollvezant. M’on bet lakaet diaes gant va lennadenn n’eo ket abalamour da se. Diskouez a ra war un dro ur gevredigezh henamzerel hunvreet, hervez an doare ma wele tud ar Marevezh kaer anezhi, ha war ziskar. Muioc’h eget ar garantez, ar c’hrizder a intra ar skrid. Ha diskouez a ra an tudennoù bezañ renet gant froudennoù kentoc’h ha gant pennaennoù.

Marteze e vez ret bountañ-divountañ kriterioù ar jener evit kas pelloc’h an arz : gant un oberenn a seurt-se emaer moarvat. Met daoust da ampartiz Pierre Louÿs war ar skrivañ ha d’e anaoudegezhioù don, n’on ket bet fromet nemeur gant ar romant-mañ. Un istor diwar-benn c’hoant revel ha galloud eo, da gentañ tout. Moarvat ne respont ket da c’houlennoù enlouc’het en va anien ?

Kavout a reer an destenn amañ.


La vie est plus belle en musique, Claire-Marie Le Guay, Frañs (2018)

Dre guriusted eo em eus bet c’hoant da lenn al levr-mañ ha n’eo ket bet skrivet evidon, stummet don ma oan bet war ar sonerezh klasel gwezhall.

Ur bianoourez a vicher a zispleg petra eo ar sonerezh eviti, en ur heuliañ un hent pavezet gant oberennoù o deus merket he buhez.

Etre testeni personel, prederouriezh, istor ar sonerezh, deskrivañ oberennoù ha flourañ ego an aozerez, diaes eo renkañ al levr. Sirius a-walc’h em eus kavet anezhañ evit un oberenn ledañ, ha dedennus alies : ne chom ket atav ar skrivagnerez gant oberennoù pe sonaozourien mil anavezet. Soñjal a ra din he deus skrivet ul levr en deus ur ster eviti, kentoc’h eget un dra kenwerzhel, ha diskouez a ra he zrivliadoù bezañ gwirion.

Ar pep gwellañ a vije lenn al levr-mañ ouzh skramm e urzhiataer ha gellet mont da glask war Youtube kement oberenn meneget, evit tennañ ar pep gwellañ anezhañ.

Met ne ouezan ket re piv a c’hellfe bezañ dedennet gant al levr-mañ, a-benn ar fin. Tud war an oad, boaz da selaou seurt sonerezh hep bezañ bet tizhet ul live dreistordinal war o benveg ? Me ‘bari n’eus ket ur mor a lennerien evit seurt traoù.

Ha ret eo din anzav on bet hegaset un tamm gant ton ar yezh, re eeünek. Evit komz eus un arz n’heller ket deskrivañ gant gerioù, hag espern a c’heller ar varzhoniezh ? Tachet eo an destenn ouzh an douar gant ar c’hentañ derez.

Dedennus a-walc’h eta, hep bezañ dispar.

 


Éloge de la fesse, Hans-Jürgen Döpp, Frañs ?? (2002)

Ne gavan netra diwar-benn an hini en deus savet al levr-mañ, emichañs eo ur gall pa ne welan meneg ebet eus un droidigezh.

Ul levr skeudennoù eo da gentañ tout : delwennoù, livadurioù, luc’hskeudennoù diouzh giz ar bloavezhioù 20.

Un destennig a zeu da heul, met n’eo ket ar pep pouezusañ. Displegañ a ra an Ao. kelenner Hans-Jürgen Döpp -kelenner war betra, me garfe gouzout, an erotelezh marteze, pa welan e anv war meur a c’holo eus ar bleud-se e-barzh Google ? pe kelenner va revr, fasil- penaos e veze gwelet pe soñjet al lodenn-se eus ar c’horf, ar revr, gant red an amzer hag ar sevenadurezhioù. Skouerioù ha bommoù meneget a vez kavet e-kerzh al lennadenn.

N’eo ket skrivet fall, na loudour. N’eo ket displijus da lenn kennebeut, met n’eus netra dreistordinal da zizoloiñ ha n’eus riskl ebet da vougañ diwar re a ditouroù. Gwir eo n’eo ket ken brav ar skeudennoù hag ar pajennaouiñ pa lenner war ul lennerez (evel ‘m eus graet) ha war baper ivez…

Ul levr skañv eo, war bep keñver. Da follennata ma kouezh dindan ho torn. Redek war e lerc’h ne dalv ket ar boan.