Category Archives: Saozneg

Les cartographes, Peng Shepherd, Stadoù Unanet (2023)

Les-CartographesDiegi em bez, alies, da vont war gaout skrivagnerien n’anavezan ket pa vez anv a faltazi harozek : ur stil lennegel eo hag a vez kustum da awenañ ur mor a skriverien stag ouzh an danvez kentoc’h eget ouzh ar stumm. Mil boan em bez o lenn levrioù avañtur skrivet fall. Gortoz a ran e vije lennet an oberennoù gant kalz tud a-raok ober va soñj din-me.

Disheñvel eo bet an dro-mañ gant Peng Shepherd. Koulskoude e oa ar wezh kentañ din lenn he anv. Krediñ a ran eo ar c’hoari Cartographers en deus bountet ac’hanon war-zu ar romant-mañ. Netra da welet, a-benn ar fin… Nemet ar blijadur a zo da dennañ eus ar romant kement hag eus ar c’hoari.

N’on ket bet paket en istor diouzhtu : n’em boa ket fiziañs er skrivagnerez. Aon em boa e vije skrivet brav hep bezañ “santet”, lennegezh d’ober lennegezh, leun a ditouroù diezhomm evit an itrik. Aon em boa ivez ne c’helljen ket en em stagañ ouzh an tudennoù.

E gaou e oan.

Un istor kreñv eo, ijinet brav, gwallzedennus. Lod e teuer da vezañ er c’hest.

Un dizoloadenn vrav eo bet. Ur veaj saourus hag entanus, gant va gwellañ ajañs-beajoù : va levraoueg. Hag en ul levrenn nemeti, ar pezh a ra vad, ur wezh n’eo ket bep tro !


Des voisins si ordinaires, David Jackson, Stadoù-Unanet (2018)

VOISINS ORDINAIRESGwelloc’h eget Harlan Coben, a vrud ar golo ?

N’on ket sur met ar pezh a zo anat eo e servij d’ar memes tra. Bevañ ur c’horfad aon, hirvoudiñ war vis fall lod eus an tudennoù, skrijal war planedenn lod all. Ha war ar poent-se n’eus ket da glemm !

Diwar sav-boent an div blac’hig skrapet e vez gwelet an traoù alies. Dedennus em eus kavet an doare.

A-hend-all, dezhañ da vezañ skrivet ha skoulmet mat, n’eo ket ur romant a laosko e roud en XXIvet kantved.Kenkoulz hag ur film polis d’ar Sul da noz, lakaomp. Ha ken disoñjabl ivez. Lennegezh da deurel, met a galite.


Les enfants sont calmes, Kevin Wilson, Stadoù-Unanet (2019)

les enfants sont calmesNothing to see here, setu titl orin ar romant amerikan bihan-mañ.

Ur skrid ha ne glask ket poufal, war ur “pitch” eus an iskisañ : galvet eo Lillian, ur plac’h eus ur metoù dister, d’ober war-dro lez-vugale he mignonez Madison. Pinvidik, dimezet eo honnezh d’ur senatour ha n’en deus ket amzer d’ober war-dro e c’hevelled bremañ m’eo marvet o mamm. Ne c’hell ket, kennebeut, o leuskel a-gostez, ar pezh a vije fall evit e resped publik. Met penaos ober war-dro bugale a beg tan enno bep tro ma sav kounnar enno ?

Ur romant leun a soñjoù dedennus eo a gav din, hag a lak da brederiañ daoust d’e stumm aes ha d’e zoareoù poblek. Met, dres… perak klask plijout kousto pe gousto ? Engortoz ez on e vo tennet eus al levr-mañ oberennoù dedennusoc’h, gant muioc’h a vouedenn, eget ar romant e-unan. Peadra a zo da vont donoc’h e psikologiezh an tudennoù, en darempred amjestr etre Madison hag he mignonez, etre Madison hag he gwaz, ha kement a zo.

Da c’hortoz e tremener ur pennadig lenn plijus ha didorr-penn.


Noirs sont les cheveux de ma bien-aimée, Frank G. Slaughter, Stadoù-Unanet (1974)

noirs_sont_les_cheveux_de_ma_bien_aimee-766661-264-432Pa z’eer d’ar sinema, ne vez ket atav evit sellet ouzh ur film Arz hag Esae. Aliesoc’h, e vez evit diverrañ e amzer ha kaout leizh e zaoulagad hag e zivskouarn eus istorioù tud all… memes pa ne vezont ket kontet en un doare soutil-tre.

Lenn ar romant-mañ a zo bet evel sellet ouzh ur western rumm B, gant un ivinad hiraezh ouzh an amzer dremenet, pa veze paot ar c’homiks-où e gwenn-ha-du, mare Rahan, Billy-the-kid ha kement a zo…

Re aes an istor karantez, betek bezañ sot… ma ! Met soñjoù dic’hortoz ha bev a-fed ober, lusk, troioù-kaer gwir harozed ne zeu si ebet da weñviñ o sked dinamm ; ur bluenn flour daoust d’ar skeudennoù gortozet ha d’an ideologiezh pro-amerikan e gwall an indianed…

Ul lennadenn diverrus ha dibreder.


Famille de menteurs, E. Lockhart, Stadoù-Unanet (2022)

famille menteurs“Klichedoù holl, he doa lavaret va merc’h din. Pell a vezan ken tridus hag al levrenn gentañ. Ha koulskoude, un dra bennak a zo ennañ, a ra e chomer stag”…

Ur prequel da Nous les menteurs eo Famille de menteurs. Da lavaret eo e kont istorioù a sell ouzh tadoù ha mammoù ar grennarded a zo harozed Nous les menteurs. Met n’eo ket evit kement-se eo mat dezhañ bezañ lennet araozañ. Un dipit e vije, zoken : ennañ e vez disklêriet traoù eo arabat gouzout anezho a-raok bezañ lakaet ho fri e Nous les menteurs.

Hag evit an eil gwezh, setu me paket brav gant bed E. Lockart.

Un enezenn brevez e teu izili ur familh pinvidik da dremen o holl vakañsoù warni. Pep hini en e di dezhañ, gant e vugale a vev a-vandennad etre kendirvi ha kenitervezed ; etre festoù aozet gant ar mammoù ha krennarded pedet.

Petra an diaoul a ra deomp buhez ar paourkeizh bugale pinvidik-se ? Estreget lakaat ac’hanomp da c’hlaourenniñ rak o aezamant, o frankiz ?

Kalz tra, e gwirionez.

Evel ma vez skrivet en titl eo diazezet an istor war c’hevier. Hag implijet e vez eus ar gwellañ er skritur. Mont a reer war un tu, ha war-gil da heul, pa gomprener ez eus bet graet goap diouzhimp. N’eo ket lavaret krakoù. Met traoù ha ne vezont gwir nemet peogwir e fell deomp e vijent, en hor penn. Pe a zleje bezañ gellet bezañ, peotramant hon eus kredet mort e oant gwir peogwir ne oa ket fraezh hor spered, abalamour d’an alkool pe da draoù all…

Kavout a ra din eo skrivet kaer al levr. Fin, leun a deneridigezh, felon betek mel eskern an dud re evurus-se, pinvidik, speredek, koant, ken flour o buhez.

Sot on gant an daou levr-mañ. Soñjal a ra din ez int pennoberennoù eus al lennegezh evit ar grennarded. Nag e karjen skrivañ ken reizh !


Le temps où nous chantions, Richard Powers, Stadoù-Unanet (2003)

temps ou nous chantions 2002Kredet em eus da gentañ e oa ur romant diwar-benn ar sonerezh. Met en ur vont war-raok, ha daoust ma vije displeget ha bevet pep tra dre ar sonerezh, klasel dreist-holl, em eus komprenet ne oa ket da vat sujed an oberenn-mañ. An eil tem pennañ, kentoc’h, pa vez ar ouennelouriezh an hini kentañ. Met donoc’h a se eo ar gwir goulennoù a sav diwar ar romant. Ha gouest eo an arz da saveteiñ ar bed ? Da dennañ an hinienn diouzh red an Istor ? Hag e-tailh emañ karantez ur familh da sevel un dazont gwelloc’h d’o bugale ?

Kalz romantoù em eus lennet diwar-benn istor Amerika en XXvet kantved. Ar wezh kentañ eo din, avat, en em gavout gant ur romant a oar mont ken pell e-barzh gouiziegezh ar sonerezh. Un drugar eo da lenn evit unan en deus graet studioù klasel war se.

Brav-meurbet em eus kavet ar romant. Ne ouezan ket re, ur wezh echuet, hag-eñ on a-du gant ar skrivagner pe get. Met ne ra forzh. Ar goulennoù a sav dioutañ eo a gont. Lies int, ha pinvidik ur marzh.

Kement-se skrivet en ur yezh ken brav, ken fonnus ha resis, m’ez eus bet dleet din mont da wiriañ e oa un droidigezh eus al levr.

Ur romant dispar eo : ma n’eo ket brudet eo peogwir eo re dev, a gredan. Talvezout a ra ar boan splujañ ennañ.


La saga des ombres 1 : La stratégie de l’ombre, Orson Scott Card, Stadoù-Unanet (1999)

la-strategie-de-l-ombre Ar skrivagner Orson Scott Cardeo bet enlouc’het va buhez gant e oberennoù meur. Un dra a zisplij din ken-ken e lod anezho, avat : santout e vezont skrivet diwar urzhiad. Aon bras em boa da gavout ar perzh-se en hennezh, setu perak e lennan anezhañ ken diwezhat.

N’eo ket sañsubl el levr, koulskoude. Chom a ra dedennus da zizoloiñ, hag ur blijadur eo adsplujañ e bed ar bennoberenn skiant-faltazi m’eo La stratégie Ender. Daoust da se on laouen o vezañ gortozet. Sevel ur romant a-bezh er memes lec’h, gant an hevelep istor war-bouez munudoù, a gavan un tammig re aes. Daoust ma vije bet graet gant donezon e kav din eo re genwerzhel an doare.

Ken tost, ken emellet e oa e-barzh istor Ender ma n’eo ket chomet va spered gant an itrik nemetken. Bet eo o kantreal war dachennoù teknikel. Ha setu me hegaset gant an divizoù etre ar pennoù bras. Lavaraj. Fent ha ne glot ket gant an tudennoù (pe tudennoù n’int ket diouzh ar fent a reont). Netra entanus.

N’eo ket fall, met n’eo ket dispar ivez. N’eo ket diouzh e vreur bras La stratégie Ender.


Memoirs of a geisha, Arthur Golden, Rouantelezh Unanet (1997)

Arthur-Golden-Memoirs-Of-A-Geisha-Livre-1274815259_L_NOPADP’en em gavan gant ur romant a-seurt gant hennezh, e c’hoarvez din soñjal e tremenan hebiou d’ar pezh a zle bezañ ur romant, alies. Neket ur souezhadenn a-fet stumm, n’eo ket un esparadenn a-fet soñjoù, met un tiked da veajiñ.

Ur veaj dreistordinal em eus graet gant al levr-mañ. Dleet em eus gwiriañ meur a wezh ne oan ket faziet, ne oa ket un istor gwir e oa. Seniñ a rae ken gwirion !

Ral eo, a-benn ar fin, bezañ ambarket ken pell. Disoñjal penn-da-benn ez eus ur skrivagner a-dreñv. Na deurel evezh ebet ken ouzh al levr-tra evit anneziñ kant dre gant el levr-meiz.

E berr gomzoù, ur romant ne z’aio biken ken diouzh va soñjoù. Evel Gone with the wind pa oan daouzek vloaz.


Une situation légèrement délicate, Mark Haddon, Rouantelezh Unanet (2006)

haddonN’eo ket ul lennadenn spontus… met ne zegas ket kalz tra kennebeut. An itrik he deus lakat ac’hanon da soñjal er film “Un air de famille”. Dramaoù diabarzh. Doare skañv da gontañ, met hep ar fulennig drol pe zroch he dije lakaet ar romant da sevel a-us da re all e rummad. Diskoulm feel good. Pep hini a adkav e ahel a-benn ar fin.

Din-me n’en deus ket degaset kalz tra al levr-mañ. N’on ket gwall gizidik ouzh ar seurt fent implijet, diazezet penn-da-benn war an hed etre ar pezh a vez gortozet gant ar gevredigezh hag ar pezh a c’hoarvez da vat. Marteze peogwir n’emaon ket en ur mood vakañsoù ivez. N’eo na skrivet fall, na c’hwitet koulskoude.


Deux soeurs, Elizabeth Harrower, Aostralia (2017)

harrower

Lennet em boa meuleudiñ diwar-benn ar romant-mañ e Telerama, pa oa bet embannet, ha notennet an daveoù anezhañ.

Marvet eo tad an div c’hoar, krennardezed dizanvez anezho. Mont a reont da vevañ e ti un dintin ha ne ra ket kalz van outo. Krediñ a ran, zoken, he deus prientet, gant he dornata, ar pezh a c’hoarvez war-lerc’h.

Ar plac’h sirius m’eo Laura a ya kalonek da labourat, gant ma chello sikour he c’hoar vihan a zo war an hent evit mont da vedisinez. Ha pa vez kinniget dezhi gant he fatron dimeziñ gantañ, e asant. Gouzout mat a ra n’he deus ket karantez evitañ, met pa asant staliañ ar c’hoar vihan en e di bras ganto ha paeañ he studioù dezhi…

Dont a ra an dimeziñ, an ti, ar stad nevez-se da vezañ ur stegn n’en em denno ket an holl dioutañ.

Ijinet em boa e oan o vont da lenn un nouspedvet istor seks : ar gwaz a oa o vont da glask war-lerc’h ar grennardez, ha kement a zo.

Met kalz soutiloc’h a se eo ar romant-mañ e gwirionez. N’eo ket Feliks an doare euzhvil a droc’her o fennoù dezho. Un euzhvil enbarzhet mat en e garter, en e endro eo. Unan a zeu a-benn da lakaat ar bec’h da gouezhañ war benn ar re all atav. Un euzhvil doñv, evel ma vez na ped tro-dro deomp, a oar sklasañ e familh a-bezh ur wezh ma vez serret an nor war o lerc’h, hep skeiñ na gourdrouz.

Un euzhvil a-vremañ, en ur mod. Pep hini a anavez un dornad bennak anezho.

Anzav a ran on bet lakaet diaes gant ar romant, a dosta betek re ouzh buhez n’eus forzh piv.

An doare ma vez respontet dezhañ, pe ne vez ket, dres, eo ar pezh em eus kavet ar gwashañ.

Daoust da se e teuio a-benn Clare da dresañ he hent. Laura, hi, a chomo gant Feliks. Dallet gant ar pezh en dije dleet o darempred bezañ, gant ar pezh a vann warnañ, e nac’ho mont kuit : marteze ne vije ket bet gouzañvabl stadañ donder ar puñs e oa ennañ.

Ul lennadenn ne echuer ket digign.