Category Archives: Barzhonegoù

Kej-mesk 1 (2018)

kej-meskPouezus eo desachañ tud nevez war-zu ar brezhoneg skrivet. Pal an dastumadeg-mañ eo, ha eñ troet war-zu pluennoù eus an XIXvet kantved n’int ket gwall anavezet (war-bouez Kervarker e Varzhaz Breizh).

Kinniget e vez ur barzh, e galleg, dindan un destenn gwiv, a-raok reiñ da lenn un dornad eus e skridoù brezhonek (a-gleiz) gant ar c’heriaoueg troet (a-zehou) renket hervez urzh al lizherennoù. Aes eo da implijout hag efedus.

An dibab testennoù a blijo d’ar re a vag karantez ouzh Breizh gwezhall. Ne vijen ket bet war o zu diouzh doug naturel, me ha n’em eus ket gellet lenn Barzhaz Breizh eus ur penn d’un all gant an arabadus ma kavan e demoù met ret-mat eo din anzav int plijus da lenn en dastumad-mañ hag e lufront a-us d’ar re all : muioc’h awenet, gwelloc’h lusket, pinvidikoc’h o danvez e kement doare a zo.

Ouzhpenn Kervarker e kaver en dastumad testennoù gant Brizeux, Jean-Marie Le Joubioux, Prosper Proux, Gab Milin, Narcisse Quellien, François Le May ha Jean-Baptiste Oliero : anvioù a vije koulz lavaret dianv din ma n’em bije ket lennet antologiezh lennegel Frañsez Favereau.

Tizhout a ra meur a bal al levr-mañ, d’am soñj. Sikourus hep ober aon d’al lennerien nevez e kinnig ur skeuliad testennoù test eus ur mare lennegel chomet en damdeñvalijenn abaoe Gwalarn (war-bouez Barzhaz Breizh). Dont a ra e mod-se da stankañ un doare toull en anaoudegezh eus hol lennegezh.

Un raktres a-zoare evit un dedennus a zisorc’h n’eo ket bet brudet a-walc’h, ha eñ bet embannet 6 vloaz a zo.


Gwennva an Douar Glas, Sophie Tessier, Frañs (2012)

gwennva an douar glasLakaet eo bet an deizlevr beaj-mañ e brezhoneg gant Pierrette Kermoal. Nebeut gerioù a zo ennañ e gwirionez. Ul luc’hskeudenn, un dornad linennoù barzhoniaet war bep pajenn, ha setu ni d’he heul.

Kribet eo bet deizlevr frazennet Sophie Tessier, a ro tammoùigoù anezhañ er fin, betek na leuskel da lenn da Yann lenner nemet ar pep retañ. Ur skeudenn brim, ur santimant : tost eo ar stil da hini an haiku, gant an neudenn ouzhpenn, o kas eus an eil testenn d’an all.

Fromet on bet gant an testennoù-mañ. Soutil int, pinvidik. Pep tra ne gontont ket. An disterañ, an estlammusañ traken. Hag ar pezh a zo ac’hanomp-ni dirak, pe e-barzh, an abadennoùigoù-se.

Un doare brav eo da veajiñ, unan a blij din. An hini nemetañ a zere ouzhin.


Danevellou ha Barzonegou, Yann Gorrigan (1995)

gorriganKentañ tro din lenn tra pe dra gant ar skrivagner-mañ ! Bet on o klask piv e oa, eta. Jean Géléoc eo e anv gwir. Ganet e 1914, marvet e 1969, e oa beleg ouzhpenn skrivañ dindan an anv a Gorrigan.

Dleet em bije gouzout, o vezañ ma vez kalzig anv a relijion el levrenn-mañ.

N’eo ket gwall hir, met plijus eo al lodenn e komz-plaen da lenn. Adkavet em eus ar blijadur em boa o lenn skouerennoù kozh eus Brud Nevez, pa oan o kregiñ gant ar brezhoneg. Eeun, anat eo ar brezhoneg, tost d’ar spered kozh a Vreizh ken a-fed stumm, ken a-fed danvez.

Ne vez kontet netra dreist-ordinal, met graet e vez gant fent ha puilh eo an daveoù da vuhez pemdez Breizhiz gwezhall.

An dornad barzhonegoù er fin em eus kavet kalz disteroc’h. Ar Gorrigan ne oa ket ene ur barzh ennañ, ‘m eus aon. N’int na muzuliet, na barzhonius. Ne rafe ket kalz disheñveloc’h ur skolajiad divyezhek a-vremañ en un dever. Koulskoude ez eus enno un dra bennak tost ouzh pozioù ar c’hanaouennoù hengounel. En ur adlabourat warno un tammign e c’hellfent bezañ adimplijet e mod-se… Piv ‘oar.

Netra da verkañ don an eñvor, eta, met ur pennad hent d’ober trankilig gant ur skrivagnerig gwriziennet er vro.


Toisons ardentes, Aude Debeaurain, Frañs (2021)

Toisons ardentesUl levrig barzhonegoù erotel ! Dreist ! Gant luc’hskeudennoù da heul !

Ma, souezhet on bet va-unan met n’on ket bet entanet. N’eo ket c’hwitet, nag ar skrid nag ar fotoioù e gwenn-ha-du (merc’hed nemetken, a-dammoù).

Petra a zo kaoz, neuze, ma ne sav from ebet ennon en ur lenn anezho ?

Marteze int re arvestel ? Pe emañ re bell bed diabarzh Aude Debeaurain eus va hini ?  Poan em eus bet o tispartiañ an eil re eus eben e gwirionez, o vezañ ma n’int stag ouzh netra resis ebet. Ar groc’hen, an umorioù a zo etre ar pajennoù-se n’o deus anv ebet, ne z’int stag ouzh den. Karet em bije karout ar barzhonegoù-se, seul vui ma oant bet profet din, met n’on ket deuet a-benn.

Ul levr gall dreist pep tra : skrivet brav, gant ur golo dedennusoc’h eget e ziabarzh. Dispac’h ebet.


Le sang nomade, Glenmor (1975)

GlenmorKavet e vo drol, marteze, met n’em boa lennet levr ebet gant Glenmor a-raok hennezh. Ar bommoù e oan en em gavet ganto war hent va studioù pe war ar rouedadoù sokial n’o doa ket galvet ac’hanon. Kavout a raen diaes, memestra, respont : ne ouezan ket petra a dalv, n’anavezan ket. Setu perak em eus lennet al levrig-mañ.

Kerkent hag ar pajennoù kentañ e oan erru skuizh dija : evel Oscar Wilde, e klask Glenmor dozviñ bep eil frazenn un epitaf pe ur frazenn milvrudet a vo skrivet e pep lec’h goude e varv. Selaou a ra outañ e-unan, arvestiñ ouzh e oberenn gant teneredigezh ha lorc’h a-vuzul ma skriv anezhi.

Aet eo diouzh ar c’hiz an doare skritur-se el lennegezh, c’hwezhet, c’hwezh enni ivez. Pa lennan ar bommoù strollet el levrig-mañ n’on ket evit herzel da soñjal en deus Glenmor un doare gall a-walc’h da blediñ gant al lennegezh. Implijout a ra gerioù brav, stil a zo. Met an diabarzh ? Soñjoù stokus peogwir int diazez, marteze. Ur vrav a zalc’husted, a fealded e-keñver e vro. Soñjoù politikel a ra heklev gant re an dud a gav brav e skridoù, moarvat.

Met diwar farsal, ma tleer atav liammañ foñs ha stumm, brein eo ar 92 pajennad-mañ gant fazioù-skrivañ. Ne daolan ket re a bled outo diouzh boaz, e brezhoneg dreist-holl, o vezañ ma ra diouer an isframmoù da gas labour peurreizh da benn vat. Met e galleg ? Daoust hag an embanner, e-unan, n’eo ket bet kalonek a-walc’h da lenn an destenn a-raok hec’h embann ?

‘M eus aon e tepegn madik ar pezh a soñjan diwar-benn testennoù al levrig-mañ : kalz a drouz evit nebeut a dra. Dindan dilhad ur barzh, n’eo Glenmor, evidon, nemet ur profed.

N’eo ket netra, dija… met n’eo ket va zra.


La poursuite du bonheur, Michel Houellebecq, Frañs (1997)

La-Poursuite-du-bonheurUn dizoloadenn vrav eo bet al levrig-mañ evidon.

Kened e destennoù ne zeu ket eus o stumm : n’eo na soutil na divoutin. Ar bras anezho a zo skrivet e gwerzennoù daouzek silabenn. Daoust d’ar rimoù, d’ar c’hlask geriaoueg, e santer er barzhoniezh-mañ paotr e gomz-plaen, ar pezh a laka anezho diouzh live n’eus forzh piv. Pell int a vezañ lennek. Ur perzh brav, hervezon.

Hag o danvez…

Skeiñ a ra Houellebecq er gwenn bep tro. N’eus ket par dezhañ evit lakaat va c’halon da dregerniñ, a-unvouezh gant e gomzoù. Netra nevez e-barzh an temoù : digenvezded, estreniezh ouzh an dud all, diouer a garantez, diouer a spi, heug rak ur vuhez arabadus, bezañs ar marv, tost pe dostoc’h… ar memes re eo a zornata en e romantoù. Met barzh ebet ne c’hell dioueriñ anezho, ha lenner ebet ivez. Gant se eo bet magus-mat al lennadenn-mañ evidon.

Ur mail eo Houellebecq evit deskrivañ e stad diabarzh : ne gomz, peurliesañ, nemet diwar e benn e-unan. Nemet en un dornad barzhonegoù, en o zouez Passage, unan eus va re muiañ-karet el levr. Plijout a ra dezhañ cheñch savboent, kemm brasder ar werenn-greskiñ evit dielfennañ an traoù. Ur birouetenn-fin, ur wezh an amzer, a zeu da souezhiñ ha da vantriñ e lenner, evel e Véronique.

Ur barzh daonet a c’hellfe bezañ anezhañ, nag ur vuhez drist ! Daoust hag ez eo ar priz rekis evit bezañ orfebour war ar varzhoniezh ?


Bord an oabl, Le bord du ciel, Louis-Jacques Suignard (2021)

bord-an-oabl-le-bord-du-cielEn dastumadeg barzhonegoù divyezhek, teiryezhek-mañ ez eus bet graet un dibab a gavan nevez. Marteze n’eo ket kement-se met nevez eo e-keñver ar pezh a welan diouzh boaz er jener-se : ne vez ket troet ar barzhonegoù en un doare sistematek. Lod a zo e brezhoneg, lod all e galleg, lod all troet e galleg diwar ar brezhoneg, ha lakaet e saozneg war ar marc’had. An dibab yezh a vez graet gant ar skrivagner pa grog gant e bluenn, n’eo ket un dibab stag ouzh an embann er yezh-mañ-yezh. Ha kavout a ra din e ro ul liv dreist-ordinal d’an dastumad. Daoust ma vije muioc’h a c’halleg eget a vrezhoneg, evit ur wezh e vez lakaet an div yezh war ur memes live. Ne vez ket kinniget ar brezhoneg evel ur yezh n’heller ket kompren ma ne vezer ket eus ar vegenn. Melezouriñ a ra gwelloc’h, a gav din, spered ur breton eus an XXIvet kantved -morse n’eo un den a gomz brezhoneg nemetken, o kaozeal ouzh tud ne ouezont nemet galleg. An holl ac’hanomp a oar an div yezh hag un tamm saozneg. Hag ar c’hementad a bep yezh a zo en torkad-mañ a zo heñvelig ouzh an hini a gaver en hor buhez a-vremañ, dre vras. Muioc’h realour eo luc’hskeudenn ene ar skrivagner en doare-se : liesyezh, liesliv, lieslufr.

Plijet on bet gant va zroiad barzhoniel dre ma komz Louis-Jacques Suignard eus ur bed tost ouzh va hini, eus diabarzh an unan, eus diabarzh an ti, eus e zamm jardin, eus karantez hag eus c’hoant. Pinvidik eo e destennoù a-fed sonioù ha gerioù, ar pezh a zigor an nor d’un doare klask : petra zo kuzhet a-dreñv ? Brokus a-fed skeudennoù ivez -ar re a stummer en e benn dre e lennadenn, n’eo ket al luc’hskedennoù implijet da skeudennaouiñ anezho-.

Testennoù labouret int, dezho da vezañ en ur stumm dieub. Peogwir on mirelour e vank din un tamm kabestr d’ar muzulioù ; rouzmouz ar gwerzennoù jedet, surentez an hentoù bonnet. Met emskiantek on eo an dibab gwerzennoù dieub-se ar pezh a ra ac’hanomp tud disheñvel hag ouzhpenn bezañ fromet gant ar barzhonegoù-mañ ez on bamet rak mouezh dibar ar barzh en em laosk da vezañ klevet enno.

Dibabet mat eo an titl e-keñver an diabarzh : an ezhomm didrec’hus da bignat (dre ur skeul bennak ?) ha da nijal a red a bajenn da bajenn. Teneridigezh, bam, kempouez buhez unan a ro ster dezhi.

Splann eo el levr-mañ emañ Louis-Jacques Suignard en e sav e pempvet estaj e savadur a bevar*. Met se a ouezen dija, goude bezañ selaouet hag adselaouet e ganaouennoù abaoe bloavezhioù.

*Evit digejañ ar frazenn gevrinus-mañ, lennit al levr 😉


Ar farvel göapaër, Paskal Kerenveyer (tro 1789)

Embannadur brezhonek kentañ al levr-mañ, skrivet tro an Dispac’h bras, zo eus 2005.

An hanter anezhañ zo ur pezh-c’hoari skañv, plijus da lenn daoust ma ne vije ket ur bennoberenn. Skoet e vezer gant ar fed e vije deuet nebeut-nebeut a skridoù seurt-se betek ennomp. Doujet ez eus bet da reizhskrivadur orin ar skrivagner, ar pezh a laka an traoù da vezañ diaes a-walc’h da lenn e brezhoneg. Un droidigezh gallek zo kinniget a-zehoù. Dont a ra un niver bras a notennoù da sklaeraat poent pe boent, da deurel gouloù war daou ster posubl da reiñ d’an traoù dilennabl war an dornskrid ha kement ‘zo. Kalz splet em eus tennet eus an notennoù-se e-kerzh va lennadenn eus an tu brezhonek nemetken.

Eil lodenn al levr, an Arabadies, a gaver enni testennoù berr, doare rimodelloù met evit an dud deuet :

Mar lavarez petra dalc’han
Marc’harid, az pezo lod
Aour ? Arc’hant ? Nann, nann, emezañ
Feteiz n’ez ay en da skipod.
O ! eme neuze Marc’harit
Faezh oun. Mat, eme Eozen
e dañvaat a reoc’h mar kirit
Derc’hel a ran va bitouzenn.
 
Lennet em eus al lodenn-mañ gant ur blijadur divent, ur mousc’hoarzh e korn va muzelloù, en ur gemer harp war ar stumm galleg a-wezhioù. Nag a vad a ra freskaat e soñjoù o tegas d’e soñj e oa korf hag ene eus hon “holl vombardioù kozh” ha n’eo ket krignerien treid sent nemetken. Un ebat !
Fin eo lenn al levr-mañ dres goude romant Fulup Lannuzel : Kaour ar Barzh, galeour, hag a ijin ur c’henarroud gwirheñvel da istor ar pezh-c’hoari.
Ha me da hunvreal : klok eo al levr, ne vank poz ebet ennañ, roet e vez zoken en un doare propr-tre tonioù ar c’hanaouennoù a zo da implijout da c’hoari ar pezh. Perak ne vije ket diskouezet war al leurenn, deiz pe zeiz ?
Evit ober ho soñj war an destenn e c’hellit pellgargañ stumm pdf ar pezh-c’hoari amañ.

 


Kanoù noz, Friedrich Hölderlin, bro-Alamagn (2015)

Gant kalon em eus lennet al levr-mañ betek ar fin. Anzav a ran on bet laouen ne vije ket tevoc’h.

Koulskoude e oa kroget mat an traoù, plijout a ra din lenn traoù estren, dizoloiñ lennegezh klasel bro-Alamagn. Ha dedennus e oa danevell-buhez ar skrivagner, kinniget e penn kentañ al levr.

Met n’on ket deuet a-benn da vont e-barzh.

Netra da welet gant al live brezhoneg, n’eo ket diaes da lenn. Ne gredan ket e teufe eus ar stil e-unan kement-se ; lennegezh an XIXvet kantved em eus pleustret kalz warni gant ar brasañ plijadur e-pad bloavezhioù. Met Hölderlin ne zeuan ket a-benn da vont e-barzh e ved. An istor bro c’henidik a gomz Jean-Frédéric Kirjuhel diwar he fenn er c’hentlavar a zo tremenet a-us da va hini penn-da-benn.

Marteze ez eo lennegezh re “gozh”, eo re zisheñvel hor buhez eus e hini evit santout an traoù memes mod ? Met kavout a ran drol, peogwir e vezan fromet a-wezhioù gant skridoù kalz koshoc’h.

Un doare barzhoniezh harpet war an natur eo : elfennoù hag a douch nebeut ac’hanon, hag a zo plac’h an diabarzh. Koulskoude e vezan bamet rak ur bern barzhonegoù a gomz eus an natur hag a vount ac’hanon da adskoulmañ ganti…

Lenn un dastumad barzhonegoù penn-da-benn ha na vezañ fromet gant hini ebet anezho, sed un dra ne c’hoarvez ket alies din ! Met e mod-se eo bet evit al levr-mañ.

Evit an eil gwezh, ar bloaz-mañ, e vezan dipitet gant un dastumad barzhonegoù troet gant meur a zen. Egile n’on ket deuet a-benn da vont betek ar fin anezhañ. Alese ar goulenn a savan ouzhin va-unan : ha posubl eo e vije kollet ur seurt unvaniezh dre an treiñ ? Ha dreist-holl, dre m’eo bet troet ar barzhonegoù-se gant meur a zen disheñvel ? Soñjal a ran en un unvaniezh tachennad gerioù, da skouer ? Hag eus se e c’hellfe dont, ne zeuan ket a-benn da intrañ ar bed estren-se ?

Ma lennit anezhañ e c’helloc’h reiñ ur respont din, marteze.

 


Ar person touer, Yeun ar Gow (1961)

Ur pezh-choari berr, loc’het diwar ur fed istorel ha skrivet e gwerzennoù.

N’on ket bet entanet gant an istor, met ar pezh zo mat ennañ eo n’eo ket pimpatromel. Diskouez a ra pegen arvarus eo ober dibaboù, n’eus forzh peseurt re e vijent, pa vezer en un endro distabil.

Plijus-tre eo da lenn abalamour d’ar yezh a ziskenn en divskouarn evel mel er gouzoug. Ur c’heriaouegig a zo er fin. Displeget eo e brezhoneg enni ar c’herioù lakaet da ziaes. Hag en ur lenn anezhi, ne c’heller ket herzel ouzh soñjal : Ha ken resis-se e oa ar brezhoneg ? Ur bam !

Emaer pell ouzh ar gont en deiz a hiziv met mat eo al levrig-mañ da dostaat ouzh ar spered kozh. Ken gwir a-fed danvez hag a-fed yezh.