Category Archives: Kontadennoù ha Mojennoù

Ar feunteun vurzhudus, Loig Kampion (2022)

Feunteun V1Strollet eo bet tri skrid disheñvel el levr-mañ : ur gontadenn verr, unan hir meur a bennad oc’h ober anezhi hag un danevell a denn ouzh an amzer a-vremañ. Kement ha lavaret e kavan c’hwitet an dastumad a-berzh an embanner. Ar mesaj a resev al lenner n’eo ket : “emaoc’h o vont da lenn un dra bennak a vezoc’h dedennet gantañ”, met kentoc’h : “emaoc’h o vont da lenn ul levr gant ar skrivagner-mañ-skrivagner, n’eus forzh pe e plijo deoc’h e stil pe ne raio ket”. Mmmmmmmm…

Ar skridoù o-unan n’int ket divalav, o flas o dije an div gontadenn e n’eus forzh peseurt levr kontadenn mod hengounel. N’eo ket al lennegezh on an tommañ outi met lusket int ha plijus da lenn. Silet ez eus bet gant ar skrivagner un nebeut nevezentioù diouzh e berzh e-unan, stag ouzh mont en-dro ar gevredigezh a-vremañ. Daoust da se, e chom stumm ar gontadenn  unan eus ar stummoù lennegel ma roer an nebeutañ dioutañ e-unan. Gellout a ra istorioù ar c’hontadennoù chom pell eus o saver, ha kaout neuz memestra.Abalamour da se eo e choman un tammig diseblant ouzh ar jener-se, peurliesañ : me eo gant an dud on dedennet, muioc’h eget gant ar c’hurioù.

Gant an danevell gentañ eo bet desachet va evezh dreist-holl. Ne welan tamm ebet petra emañ oc’h ober amañ, pa n’eus netra enni e liamm gant bugale pe grennarded, netra d’en em lakaat diouzh ment o sell, ar pezh a vez posubl memes pa gonter dezho istorioù tud kozh pe war an oad. Met din-me eo war an tu-se e tleje kleuziañ Loig Kampion. Danvez a zo gant ar bed a-vremañ, gant an darempredoù etre an dud, gant souezhadennigoù ar pemdez. Holl e vevomp tamm-pe-damm ar memes re, met en doare d’o ezteurel eo e c’hell ar skrivagner en em ziferañ hag, e-ser skrivañ, deskiñ traoù diwar e benn e-unan.

Emaon gant ar santimant n’en deus ket kavet c’hoazh ar skrivagner-mañ an istor en deus c’hoant da gontañ. Ar-re-se n’int nemet meuzioù da c’hortoz, moarvat.


Marvailhoù Bro-Leon, Levrenn 1, Gab Milin (1999)

marvailhou bro-leon001Dastumet eo bet kontadennoù al levr-mañ gant Gab Milin en XIXvet kantved. Kalz plijadur em eus bet o lenn anezho, o vezañ m’eo ken saourus ar yezh anezho ha m’eo aes da gompren. Kontet e vezont en un doare dreist, a laka da vezañ dedennus ha bev memes istorigoù ne rofen talvoudegezh ebet dezho a-hend-all. Degaset he deus soñj din al lennadenn-mañ eus an hañv, pell a zo, m’em boa lennet diouzh renk holl levrioù kontadennoù Luzel evit mont war-raok gant va brezhoneg : va levrioù brezhonek kentañ tout e oant.

Ha me prederiañ diwar-benn hudouriezh ar skrivañ. Ur c’honter mat, unan e zo aour e deod, pe aour e bluenn, ar memestra eo en ur mod, a c’hell kas an dud d’al lec’h ma kar.

Ur vrav a veaj em eus graet gant an dastumad-mañ.


Ur rusianez e Breizh er bloavezhioù 1850, Ekaterina Balobanova, Bro-Rusia (XIXvet k.)

Rusianez e breizhSellout a ra al levr-mañ ouzh Breizh, daoust m’eo bet skrivet e ruseg. Setu perak ez eus bet embannet un droidigezh vrezhonek gant Anna Mouradova e 2021.

Ekaterina Balobanova a zeue alies e Breizh pa oa yaouank. Boaz e oa da vont war an hentoù asambles gant ur vignonez, hi o tastum kontadennoù ha dezrevelloù, he mignonez o livañ. Ar pezh a ginnig deomp eo un dezrevell eus he beajoù, skeudennaouet alies gant an istorioù a zastume diwar muzelloù an dud en em gave ganto.

Skrivet eo en un doare dudius ha skañv. An istorioù dastumet a zegas soñs eus reoù all, hep bezañ ar memes re. Nevesaat a ra un tammig hon anaoudegezh eus an danvez, ar pezh a zo plijus. Reiñ a ra ar skrivagnerez taolennoù bev ha dedennus eus stad al lec’hioù a dremene drezo ivez.

Ne cheñch ket kalz tra en doare da veajiñ, marteze, met laouen on bet o lenn seurt levr diwar pluenn ur vaouez evit ur wezh : e brezhoneg, evel er yezhoù all a lennan, n’eus nemet paotred o vezañ skrivet seurt testenioù en XIXvet kantved.

Oberennoù-dave eo levrioù Ekaterina Balobanova, keltiourez nemeti Bro-Rusia er mare-se, evit ar rusianed o deus lennet anezho. Ar skeudenn a stummont en o fenn eus ar pezh a gavint amañ pa zeuint a zle bezañ tost, daoust ma vije nevesaet, ouzh an hini he doa deskrivet ar veajourez. Dedennus e vez atav gouzout peseurt roud a laosker e spered an dud, hag e hini an dud estren peurgetket.

Moien a zo ivez da lenn al levr-mañ hep terriñ e benn, netra nemet evit ar blijadur. Skañv ha buhezek a-walc’h eo evit se.


Straed ar sec’hedien ha koñchennoù all, Yann Guillamot (2017)

straed-ar-sec-hedien-ha-konchennou-all-cdChomet on pell a-raok prenañ al levr-mañ, ha pellik a-raok e lenn : ar c’hontadennoù ne blijont ket din, diouzh boaz. Re ar rummad-se, ar re ne z’eont ket re war-zu ar moliac’h, a ziskenn un tamm aesoc’h avat, ha soñjet em eus e vije dispar selaou ar bladenn a ya da heul an torkad.

A-benn ar fin em eus kavet plijus va lennadenn. Daoust ma anavezen lod eus an istorioù a-raok, e vezont kontet brav-tre, en un doare dedennus atav ha gant ur brezhoneg war un dro lennek ha rannvroel (eus Ploveilh eo Yann Guillamot) : gras em eus kavet gant an notennoù e traoñ ar pajennoù alies.

Echuet em eus gant ar santimant da vezañ graet ul lennadenn yac’h ha didrabasus.

Ur goulenn a sav en va fenn, ha n’eo ket ar wezh kentañ. Daoust ma vijen plijet gant tresadenn ar golo, e kavan heugus ar re a zo e diabarzh al levr. Daoust ha ne vije ket bet gwelloc’h tremen hep skeudenniñ ? Pa ouezer e c’hell chom ur viken levrioù brezhoneg a zo war ar stalennoù hag ar staligoù… ‘m eus aon ne raio ket ar skeudennoù-se o zreuz gant an amzer.


L’engoulevent de l’Arrée, Hélène du Gouezou (2022)

l-engoulevent-de-l-arreeDedennusoc’h eo an eil opus-mañ eget an hini kentañ, hervezon.

Plijus e vez atav bevañ un avañtur en e endro tost, en tiez a anavezer a-wezhioù zoken ; klevet anv eus an dud a vev tro-dro deomp war ar pemdez.

Hiriset e vezan, avat, gant traoù ‘zo e levrioù-polis va amezegez Hélène du Gouezou. N’eo ket tre-ha-tre L’engoulevent de l’Arrée ur romant-polis, bezo pe vezo, anvet eo ganti “mojenn dorfedel”, ar pezh a bermet dezhi ebatal kement ha ma kar war ar sujedoù tost d’he c’halon : boued ha keginañ, mat, he zachenn eo. Skeudenn he Breizh hunvreet, avat, a gavan ponner ken-ken (daoust ma vijen kazi sur eo se a blij d’an dud…). Lakaat a ra ac’hanon da soñjal e Breizh an heuliadoù tele marc’had-mat, e enklaskoù ar c’homisar Dupin hag e seurt traoù.

Kalzig a fent em eus bet gwezhioù a zo ha kavet em eus mat ar sell taolet war ar vistiked a bep seurt staliet er biojoù ; ar striv war implij ar brezhoneg, ar ouiziegezh eus ar vro a ya pell alies, war an Istor, war an douaroniezh, war ar plant hag al loened, war ar boued…

Dic’hortoz ha deuet mat ar fin goude ma krede din bezañ divinet pep tra. Echuiñ a ra gant un twist eus ar c’hentañ.

E-keñver skritur ez eus ul labour anat war ar yezh, dreist-holl e-keñver geriaoueg. ‘M eus aon avat n’eo ket mui ar skrivañ a daolioù morzhol adjektivel diouzh ar c’hiz ken, daoust pegen kaer e vije an anvioù-gwan implijet. Ponner an traoù, ken ez int. Met gwelet a ran, war Facebook an aozerez, e plij kalz d’an dud. Klotañ a ra moarvat gant redioù ar jener… Setu perak ne vezan ket desachet gant ar romantoù-polis lec’hel dre vras, emichañs.

Brokus ha lipet ul levr, evel meuzioù burzhudus Hélène : setu ar pezh a gont.


Yann-Fañch, kereour Gwidel, Erwan Ar Menga (1990)

kereour gwidelSoñjal a rae din e vije al levrig-mañ buhezskrid un den eus an amzerioù kent, moarvat n’em ba ket taolet pled ouzh anv ar skrivagner. Skridoù relijiel eo a zeu dindan pluenn Erwan ar Menga.

Daoust d’an disouezhadenn, em eus bet plijadur a-walc’h gant va lennadenn.

Ur gontadenn relijiel eo, en ur mod. Un doare faltazi dieub o veskañ ar pezh a zo pouezus e buhez ar skrivagner : Breizh e c’hizioù kozh, buhez war ar maez, ton ha fent ar c’honter, sonerezh -brizhellet eo an destenn gant tammoù kanaouennoù skrivet asambles gant o notennoù ha psalmoù kanet)-, yezhoù -nag a souezh o kavout Esperanteg el levr-mañ !-… An tudennoù, relijiel, a zo bet roet dezho perzhioù denel hag a zeu kalz fent diwarno.

A-benn ar fin e vez adkavet el levr-mañ ar souezh a vez dirak ur c’honter kig-ha-kroc’hen : gellout a ra kontañ forzh petra, meskañ forzh petra, gant ma vez kontet mat !

Deuet eo gantañ.


Nerto, Frédéric Mistral, Frañs (1891)

Unan eus oberennoù brudetañ Mistral eo Nerto. Un hir a varzhoneg eo (4000 gwerzenn), o kontañ un istor epik tennet eus ur vojenn-pobl. O c’hoari, tad Nerto en deus kollet ene e verc’h, a yelo gant an diaoul pa vo 16 vloaz.

N’eo bet miret nag al lusk nag ar rimoù en droidigezh vrezhonek, evit doujañ ster an destenn. N’heller profitañ nemet eus an istor, a vez lennet evel ur romant eus ar mare-se (Alexandre Dumas…). Romantel-kenañ eo ha leun a lammoù-dilammoù.

N’on ket bet evit mirout a gaout souezh : a-benn ar fin, sevenadur okitania zo kalz dianavoc’h din eget hini ur bern broioù all.

Brudet eo bet ar varzhoneg Nerto ha tapet he doa ur priz digant Akademiezh Frañs, ar pezh a zo drol pa ouezer e oa skrivet en okitaneg. Gwiriet em eus, ar priz Vitet n’eo ket ur priz ispisial evit an oberennoù e yezhoù all eget ar galleg met ur priz evit ar skrivagnerien baour dellezus. Marteze e c’hell bezañ displeget gant bezañs an droidigezh gallek e-tal d’an destenn okitanek, en embannadur orin.

Diwezhatoc’h eo aet Nerto da c’hoarigan savet ar sonerezh anezhañ gant Charles-Marie Widor ha krouet e 1924. Levrenn an oberenn, savet gant Maurice Lénat, n’eus ger okitanek ebet ken ennañ.

Ul lennadenn zedennus eo. Dioueret em eus ur pennad-digeriñ bennak, da zisplegañ kenarroud krouidigezh an oberenn ha kenarroud istorel an itrik, lec’hiet tro Avignon er Grennamzer.


Laeoù Marie de France, aozet gant Pierrette Kermoal, Roparz Hemon, Yeun ar Gow, bro-Saoz (XIIvet kantved)

An embannadur-mañ zo eus 2011.

Strollañ a ra holl laeoù Marie de France lakaet e brezhoneg, mui daou hag a ouezer bremañ n’eo ket ganti e oant bet savet. Pa oa bet graet al labour treiñ gant tud all c’hoazh, he deus adkemeret Pierrette Kermoal anezhañ. Ar peurrest a zo bet lakaet e brezhoneg ganti.

Roet e vez titouroù diwar-benn an aozerez, met ne vezer ket beuzet ganto, o vezañ ma ouezer nebeut a dra diwar e benn.

Sot evel ma z’on, e oan engortoz da gavout barzhonegoù rimet, a-fed laeoù ! Met ma oa ar stumm orin, den n’en deus adimplijet anezhañ e brezhoneg. Pouezusoc’h eo chom feal ouzh an destenn eget ouzh he zres, ma z’eus un dibab d’ober etre an daoù, moarvat.

Petra a chom eta ? Kontadennoù savet a-feson, frammet brav ha lusket o darvoudoù. Daoust ma ne vijen ket tomm ouzh seurt lennegezh em eus bet ur gwir blijadur o lenn ar re-se. Peogwir int skrivet brav eus un tu, ha peogwir e santer mat-tre enno an endro istorel, ar pezh a ra anezho, daoust ma vijent oberennoù a faltazi, testenioù prizius eus buhez ar Grennamzer er meteier pinvidik. Ha marteze ivez peogwir eo ar garantez an tem pennañ anezho-holl : memes ma n’eus nemet klichedoù oc’h ober ar briñsezed koant hag ar varc’heien hael e lodenner mat-tre trivliadoù ha poanioù an eil re kement hag ar re all.

Ul levr a dalv e zamm lennadenn eta !


An tornaod, Paotr Juluen (1930)

Kentañ embannadur al levr-mañ zo eus 1935, met echuet e oa bet ar skrid e 1930 gant ar skrivagner.

“Pinvidik ? Ya. Ha leun gant furnez an amzer gozh ouzh rimadelladeg ar c’hrennlavarioù. Diwar re a-wechoù zoken : fastet e vezer un tamm gant ar re binvidigezh evel gant ar re a amann war ur galetezenn”. Gant ar frazenn-mañ, kavet er pennad-kinnig gant Per Denez en embannadur em eus lennet (Hor Yezh 184-185), e oan o c’hortoz ar gwashañ eus an destenn.

Gras da se, marteze, em eus bet ur souezhadenn blijus o tizoloiñ anezhañ.

Renket eo e rummad ar romantoù, met n’eo ket splann-tre peseurt doare skrid eo. Un danevell-beaj, da gentañ. Beleg e oa Juluen Sklison / Paotr Juluen / Gour-na-gil. Troet-kenañ gant ar brizh keltiegezh, evel kalz brezhonegerien desket eus penn kentañ an XXvet kantved. Dre se, bet entanet gant Sketla Segobrani, en deus tennet awen dioutañ da sevel An Tornaod.

Mont a ra Juluen Sklison da vro-Gembre war roudoù e vreudeur kelt, ha war roudoù tornaod Pempoull peurgetket : m’eo bet kanet gant Théodore Botrel ez eus un tornaod e Pempoull, daoust ma ne weljer hini ebet, ez eus un abeg istorel da gement-se !

Un dastumadeg mojennoù, da eil, tro-dro d’an tem-mañ, ha deuet bravig gantañ : goude mouezh an dezreveller, setu hini ar c’honter ha n’eo ket disteroc’h.

Ar pep dedennusañ, marteze, eo an testeni dibar eus spered ar mare, eus e spered dezhañ. Deomp tud an XXIvet kantved eo an den-mañ ur furlukin eus ur ouenn aet da get. Trelatet gant e feiz hag e zeskadurezh kristen, ne c’hell ket herzel ouzh plantañ pennadoù kentelius en e zezrevell. Ar merc’hed, an dud lezirek a dap o fegement, ha kement-se gant un naturel hag un doare lorc’h a laosk batet al lenner.

Un ad-feiz, kazi, a vag Juluan Sklison ouzh Breizh hag ar gelted, ha setu kement-all a rannbennadoù souezhus, eeünik, o tont dindan e bluenn.

Kontant eo Paotr Juluen eus ar pezh ez eo, eus a blas er gevredigezh, eus e zeskadurezh, eus e wrizioù. Ha dindan e bluenn a zen digompleks ha didrubuilh e fuilh degadoù ha degadoù a rimoù, a grennlavarioù, poblek pe ijinet gantañ. Den e greion e oa Juluen Sklison, brudet evit sevel rimoù ken aes ha tra. Ne c’heller ket tremen hebiou ! Ur mor anezho a gaver er skrid, lod anezho 3 gwezh d’an nebeutañ (Gant kolo hag amzer / e vouka ar mesper)… Peadra da gounaat e veze komzet dre grennlavarioù gant hon tud-kozh, n’eus ket pell ‘zo c’hoazh, hag e galleg kement hag e brezhoneg.

Daoust d’ar soñjoù diamzeret a ziskouez ar skrivagner, d’e vojennoù louet, d’e veaj pemp gwenneg ha d’e rimodelloù stambouc’hus, ez eus ul lañs hag ur startijenn er skrid a laka anezhañ da vezañ lennet gant ur mousc’hoarzh e korn ar muzelloù. Plijus eo, en desped da bep tra.

Ha desket e vez ur bochad traoù a-fed brezhoneg.


An Itron De Saint Prix, Yvon Le Rol (2019)

Emili-Barba Guitton, an Itron de Saint Prix (1789-1869), he doa komprenet abred ar binvidigezh a oa el lennegezh dre gomz. A-hed he buhez eo bet o selaou hag oc’h adskrivañ ar pezh a veze kanet pe gontet dezhi, e korn-bro Kallag dreist-holl.

He dastumadenn eo a ginnig Yvon Le Rol deomp, en ur pezh-mell levr 734 pajennad ennañ. Kregiñ a ra gant ur pennad-digeriñ o lec’hiañ an dastumerez en he bro hag en hec’h amzer, o tiskouez ar pouez he deus bet evit tud brudetoc’h egeti met o doa tennet o mad eus he danvez : Pengwern ha Kervarker, da skouer.

Kinniget e vez ur mor a werzioù ha sonennoù e brezhoneg; ur mister e gwerzennoù daouzek silabenn : Ezop, ur gontadenn bennak. Miret eo bet doare reizhskrivañ an Itr. de Saint Prix, kemm-digemm, doare an amzer-hont. Ne laka ket an traoù da vezañ aes da lenn. A-du on gant Yvon Le Rol, koulskoude : domaj e vije embann hep ar skritur orin-se, met perak ne vije ket kinniget un destenn kempennet e peurunvan e-kichen, pa ouezer emañ pep tra e brezhoneg a-hend-all, hag ez eo bet savet al levr evit brezhonegerien ? N’eo ket talvoudus-tre an droidigezh c’hallek, a zo fazioù enni ouzhpenn. Ur wezh ouzhpenn on dipitet gant an nebeut a van a vez graet eus Yann Vrezhoneger pa vez embannet levrioù evel hennezh, pe hini Herve Burel, pe hini Jan Conan… evit ar skiantourien nemetken, pa vijent lennet gant kalz muioc’h a dud ma vijent kempennet e peurunvan. N’eus nemet soñjal e fablennoù Yann ar Feunteun e galleg, ma ne vije nemet embannadurioù er skritur orin gant a-leizh a notennoù bihan e pep lec’h, ne vije den evit o lenn. Ur vank a bedagogiezh-pobl a zo amañ en ur mod bennak.

N’em eus ket lennet al levr penn-da-benn eta : ar galleg n’em eus graet nemet gwiriañ tra-pe-dra ennañ ur wezh an amzer (aes eo bezañ touellet gant ar gerioù troc’het e lec’hioù dic’hortoz, dreist-holl er penn kentañ). N’em eus ket taolet kalz pled ouzh an displegadurioù diwar-benn ar gerioù diaes da lenn hag ouzh ar munudoù o tennañ d’ar skritur pe d’an doareoù kinniget gant tud all. Lennet em eus al levr evel un douristez kurius : ar c’hanaouennoù evel istorioù brav, ar pezh-c’hoari hag ar gontadenn da ziduiñ va amzer. Bamet on bet rak pinvidigezh ar gwerzioù ha n’anavezen ket kalz diouto, ha lennet em eus gant kalz aked ha plijadur an notennoù istorel a yae da heul pep testenn. Respont a raent brav d’ar goulennoù a save ennon va-unan pa lennen an testennoù.

Ret eo din anzav n’on ket arbennigourez tamm ebet war an danvez. Kaout ur seurt dastumadeg ha studiadenn glok etre va daouarn a ro ar santimant din da vezañ gant ur gwir teñzor. Va lennadenn eus an testennoù o-unan he deus tennet d’ur seurt dornata evit poent, met gouzout a ran e c’hellan soubañ donoc’h en danvez diouzh ret : peadra ‘zo.

Al levr-mañ a ro ivez ur seurt skeudenn ledan eus al labour a rae an dastumerien, eus o doare d’en em gemer, eus ar rouedadig a c’hellent sevel etrezo : un doare da gompren gwelloc’h penaos eo aet war-raok al labour war danvez Breizh, d’ur mare ma veze pinvidik ar sevenadur e penn an dud met diaes mirout roudennoù bev anezhi.

Ul levr pouezus e kav din ez eo eta.