Tag Archives: Serj

Rouanez ar pleg-mor, Serj Richard (2017)

Dont a ra al levr-mañ da heul Ken tost d’an teñzor, a implij an hevelep tudennoù. Ken pouezus all eo an endro : kêr ha bae St Brieg. Desket e vez traoù diwar-benn ar pesketa ha buhez tud an arvor, gant ur pouez bras roet d’ar sevenadur.

N’eus netra da rebech : pinvidik ha flour ar yezh, un itrik poellek. Koulskoude, n’eo ket gwall blijus da lenn. Marteze abalamour ma n’eo ket an harozed gwir harozed, n’int ket studiet pizh. Poan em eus bet oc’h en em stagañ outo, daoust ma ne oant ket dianav din. Lakaat a ra ac’hanon da soñjal el levrioù “lenn” a lennen pa oan bihan, ma ne oa penntudennoù nemet peogwir e oa ret evit lakaat ur bern gouiziegezhioù da vezañ lonket. N’eo ket tre e mod-se e welan an traoù : ar blijadur lenn da gentañ, ar peurrest da heul, mar bez tu, ha ma n’eus ket, n’eo ket sañsubl. Ma vez graet ur valeadenn e bro St Brieg e-kerzh ar romant, e vank a lusk, a suspens, hag an istor karantez ha ne vez nemet damveneget he dije dellezet muioc’h a breder, marteze ? Un afer pouezañ n’eo ken, p’emañ an holl aozennoù amañ. Madik eo, hep mui ken.

Advertisements

Enora Kerveleg ha paotr ar skramm, Serj Richard (2011)

enora-kerveleg-ha-paotr-ar-skrammUr romantig evit ar grennarded, plijus a-walc’h, o tremen en un endro modern ma oar an dud ober gant ar Genrouedad evit mont e darempred an eil gant ar re all.

Un digarez da gaozeal eus an teknologiezhioù nevez e brezhoneg, eus o dañjerioù hag eus ar pezh o deus cheñchet el liammoù sokial, d’an nebeutañ.

Un is-tem a zo : hini ar c’hleñved, pe an namm. Plijet on bet gant steuñvenn an istor, daoust ma vije iskis a-walc’h ar fin ; re drumm, re “zanevellek” e-keñver peurrest ar romant.

Diskouez a ra ar yezh bezañ aes da lenn evit tud yaouank live skolaj (emañ an harozez e trede klas, met mat eo da vezañ lennet abretoc’h ivez). Ponner e kavan un tammig an tech m’en deus Serj Richard da implijout pikoù-estlamma gant al loa vras, met netra grevus. D’am soñj e sko al levrig-skol-mañ e kreiz e bal.


An dengasaour, Molière, Frañs (1666)

dengasourLakaet eo bet ar pezh-c’hoari-mañ e brezhoneg gant Serj Richard hag embannet eo bet e 2013.

N’on ket sur e vijen bet o prenañ al levr-mañ m’em bije anavezet ar pezh-c’hoari a-raok, met hemañ, just a-walc’h, n’em boa ket lennet c’hoazh : laouen e vezan atav o tizoloiñ oberennoù klasel, e n’eus forzh peseurt yezh e vijent bet skrivet.

Goude-se eo chomet al levr un nebeut bloavezhioù da zastum poultrenn war va estajerenn, a-raok na lakafen en va fenn kregiñ e-barzh, hep re a gred…

Nag ur souezhadenn eta ! nag a blijadur ! ur gwir ebat eo, a gav din, lenn oberennoù e gwerzennoù 12 silabenn. Hag un dro-gaer bezañ gouest da lakaat seurt oberenn e brezhoneg. Plijadur lennek, da gentañ, a-raok teurel pled ouzh ster hollek an oberenn.

Ar pezh em eus kavet un tammig start eo anvioù an dud : diaes eo nompaz en em goll abalamour n’eo ket aes anavezout an anvioù paotred diouzh an anvioù merc’hed. Evel-just ez eus ul roll anezho e penn kentañ al levr, met ret eo mont da sellet outañ diehan.

A-hend-all ne gomprenan ket re perak eo bet dibabet an oberenn-mañ e-touez listennad pezhioù-c’hoari Molière, n’em eus ket kavet milzedennus an tem anezhañ a-benn ar fin. Gant un dudenn a daol o wirionezioù d’an dud e kreiz o fas, e kav din e vije bet tu d’ober un dra farsusoc’h pe zonoc’h, diboan. N’on ket sur em eus komprenet mat ar ster en doa c’hoant Molière da reiñ d’e labour… N’eus forzh, ul lennadenn vourrus e oa.