Tag Archives: 3

Koktel ar vuhez 2 ha Koktel ar vuhez 3, Jil Penneg (2021, 2022)

koktel2 2021Troc’h ebet etre an div levrenn-mañ hag hini kentañ ar rummad, diorroadur ebet zoken, ma kredan lavaret, kement ha displegañ emaer gant an hevelep liv rik.

Fellet a rae din peurlenn an hollad a-bezh a-raok ober va soñj da vat. Graet eo. Met aet eo va interest war ziskar a-vuzul ma z’aen war-raok gant al levrioù.Gwelet a ran anezho kazimant evel un dastumadeg tudennoù a eil renk, pep hini en e glogorenn, a gej unan anezho ouzh unan all a-wezhioù, pe a zisparti diouti.Koktel3 2022

N’eo ket dre ziouer a vicher, anat eo eo barrek Jil Penneg war ar brezhoneg kement ha war ar c’hontañ. Dre zibab, emichañs, e chom stag ar skrivagner ouzh ar fedoù, hag outo nemetken. Met reiñ a ra din ar santimant bezañ o lenn ur geriadur diwar-benn tud a-wezhioù…

Klasket em eus kompren petra a vanke din, ha krediñ a ran em eus kavet : n’eo liammet an istorioù-mañ e mod ebet gant ar pemp skiant. N’eus enno na blaz, na c’hwezh, na droug, na from. Ken eeun int dezrevellet hag ur senario. Marteze ez eo ret kaout muioc’h a ijin eget n’em eus evit priziañ anezho hervez o zalvoudegezh ?

Kement a dud, ken disheñvel an eil re diouzh ar re all, hep hini ebet a c’heller stagañ outañ da vat en un doare fromel… ar c’hoktel-se en deus lakaet va fenn da dreiñ !

Anzav a ran em eus aon da vezañ tremenet hebiou un dra bennak. Gant plijadur e tegemerin savboentoù hag alioù kontrol eta.


À la recherche du temps perdu 3 : Le côté de Guermantes, Marcel Proust, Frañs (1920)

M’em boa bet plijadur gant an div levrenn gentañ eus La recherche, n’em eus ket bet kement gant hennezh. Kroget e oan gant un entan a zo bet mouget a bajenn da bajenn, betek ma kavfen borodus evit mat ar pezh a veze dibunet. Setu perak on chomet ken pell ganti moarvat…

Penaos eo posubl, pa vezomp gant an hevelep skrivagner, an hevelep dezreveller, an hevelep buhez o vont war-raok tamm-ha-tamm ?

Krediñ a ran eo abalamour d’an endro. Eus hini an ti, ar familh, an ti-vakañsoù gant ar vamm-gozh e tremener el levr-mañ da hini ar Gevredigezh kaer. Ul live spisder digredabl zo en doare ma vez deskrivet ha dielfennet pizh gant Proust, gant he gevier, he gwanderioù, ar spi a bost enni. Met n’on ket dedennet kement gant an en-dro-se ha ma oan gant bugaleaj tenerañ an dezreveller ha gant e garantezioù krennard.

Hegaset hardi on bet gant ar pour glas a veze roet dezhañ gant Saint Loup. Ha, da heul, gwalc’het sof-kont gant ardoù ar familh Guermantes, da skouer.

A vare da vare e veze dihunet va evezh gant dezrevell fedoù dedennusoc’h : emzalc’h drol Charlus e-keñver an dezreveller, marv ar vamm-gozh, distro Albertine… Met enouet on bet aliesoc’h eget dedennet, e gwirionez.

Ret-mat e oa lenn an trede levrenn-mañ evit mont pelloc’h ganti ; graet eo, emichañs e teuio war-lerc’h traoù a vin dedennet muioc’h ganto.


Saga Arvorika 3 : Voulouz ruz ha Satin gwenn, Yann-Bêr Kemener (2020)

voulouz-ruzUn nebeut traoù a vezen direnket ganto abaoe ar penn kentañ a gendalc’h da hilligañ va skiant-burutellat el levr-mañ : an hini pouezusañ anezho a sell ouzh emzalc’h an haroz e-keñver e zarempredoù revel. A-boan ma ne vez ket kinniget anezhañ evel ur gouzañver, na mui na maez ! N’eus kudenn ebet en se : gellout a ra unan bennak “ober” tra ma c’hortoz egile (eben) e “vije graet”, met direnket on el levr-mañ gant ur skeudenn diaoulekaet eus ar merc’hed a gemer stur o buhez revel, tra ma vez lakaet kalz uheloc’h plac’h yaouank fur skol-lojañ ar merc’hed. N’eo ket skrivet el levr : chom a ra dereat Yann-Ber Kemener atav, doujus zoken. Met santet e vez daoust da se.

Ne gavan ket grevus an dra-se e-keñver ar blijadur em bez oc’h heuliañ an istor-mañ koulskoude. Ma, mont a ra un tamm buan evidon a-wezhioù, pa vez graet ur bern traoù ha roet ur bern displegadennoù istorel hep o eoriañ e amzer-vremañ an dezrevell dre santadoù hag endroioù en em gollan aes, ha n’em bez ket c’hoant atav da vont war-gil evit gwiriañ. Met troet e vez ar pajennoù an eil war-lerc’h eben gant plijadur. Ar pezh a souber mat ennañ eo endro istorel, sevenadurel, menezioù Are ha Douarnenez. N’eo ket ken kreñv en trede levrenn-mañ marteze met dre ma oa bet staliet mat a-raok e kendalc’her gant al lusk roet en deroù.

Dont a ran da vezañ lezirek gant an oad, ha bourrañ a ran kemer ul levr skañv ur wezh an amzer. Ne fell ket din e talvezfe “kemer ul levr e brezhoneg” kement ha “labourat”, evel ma wel ar vugale divyezhek an traoù. Gant se, n’eus forzh pegen uhel e vo va berniad levrioù-da-c’hortoz e lennin atav romantoù-polis Yann-Ber Kemener da gentañ. N’eus ket lennegezh uhel enno, marteze, met evit leuniañ e gof pa vez naon, petra gwelloc’h eget ur pladad toazennoù fonnus ? Plijout a reont din ken-ken.


Kouplan 3 : Libre comme l’air, Sara Lövenstam, bro-Sued (2019)

Da heul ur fazi e-barzh keflusker-klask Google on en em gavet o lenn ar romant-mañ evel pa vije an eil eus e rummad. An trede eo koulskoude.

N’eo ket ur gwall afer : an daveoù roet a zo stag ouzh al levrenn gentañ dreist-holl. Ha pep romant eus an heuliad-mañ a ginnig un enklask disheñvel ha distag diouzh ar re all.

Startoc’h eo deuet ar vuhez da vezañ evit Kouplan : n’en deus ket mui bod ebet e neblec’h. Ret dezhañ kousket er-maez hag en em zibab evit kavout peadra da zebriñ ha d’ober war-dro e yec’hed. An enklasker prevez a zo anezhañ a zo, war un dro, ul loen preizhet gant tud a bep seurt, poliserien en o zouez.

Statud ha stuz-buhez divoaz Kouplan a c’hwezh ur blaz dic’hortoz e-barzh an enklask hag a vije dister a-walc’h a-hend-all. Un enklask ha n’eo nemet un digarez evit kontañ istor an haroz m’eo Kouplan. Dilufr ha krammennek, met un haroz memestra, gras d’an dibaboù en deus graet hag o deus kaset anezhañ da Stockholm ha da zizoloiñ e wir identelezh. Met war se, ne lavarin ger ebet, deoc’h da gaout plijadur ar souezhadenn.


Vernon Subutex 3, Virginie Despentes, Frañs (2017)

Gant an trede levr-mañ e echu istor Vernon Subutex. N’on ket bet teoget gant an itrik ha ne seblante ket din bezañ na gwall unvan na gwall splann etre ar penn kentañ hag an diskoulm. N’eo ket kaset fall an traoù koulskoude ha n’eus ket da faziañ, ur gwir fin ‘zo, daoust ma kavfen anezhañ un tamm re aes.

Pinvidigezh ar romantoù-mañ ‘zo e lec’h all, d’am soñj. Virginie Despentes he deus ar stek evit tapout an amzer-vremañ diwar-nij. Kuit da efedoù lennegel, da droioù-micher inteligentsia al Lizhiri. He romantoù n’int heñvel ouzh netra all. Ur broud int d’ar preder, ur melezour a c’hell hor gevredigezh sellout outi hec’h-unan ennañ. Dedennus-kenañ e oa al levrenn 3-mañ war ar poent-se.


Les mystères de Larispem 3 : L’élixir ultime, Lucie Pierrat-Pajot, Frañs (2018)

An dourenn ziwezhañ-holl, levrenn diwezhañ-holl ar rummad teir-mañ.

Emaomp e 1871, e keoded dieub Pariz. Adskoulmet e vez an itrik lec’h ma oa chomet (un tamm diverradur ne vije ket bet a re, poan em eus bet oc’h eñvoriñ plas ha rol pep hini). E penn ar gouarnamant ne chom nemet un den diwar an trikon a oa kent, ha c’hoazh, maneet eo evel ur vargodenn stag ouzh he neudennoù, hep gouzout da zen. Pal an hini zrouk, Vérité de Maugardin ? Reiñ lañs d’ar brezel, ha ren dibardon war an holl, goude bezañ en em veñjet eus an dud o deus lakaet anezhi da c’houzañv kent. Ne zlefe ket bezañ diaes dezhi, adal ma kav an tu da laerezh formulenn an dourenn ziwezhañ-holl, an hini a bermet sturiañ spered ar re all hep touch anezho, digant Liberté.

N’an ket da gontañ troioù-kaer Carmine, Nathanaël hag o c’henseurted dre ar munud. Trawalc’h eo gouzout eo echu an avañtur da vat hag e kav pep hini e blas er fin.

Boemet on bet gant an heuliad dibar-mañ. Un ton en deus ha ne gaver neblec’h all ebet, gant e ardivinkoù dreistordinal hag e renk kigerien galloudus a gomz louchebem(eg ?). M’eo kumun a-walc’h tudennoù Liberté ha Nathanaël, hini Carmine zo dispar. Implijet brav eo kêr Bariz istorel. Tennañ a ra an ambiañs da hini filmoù ‘zo gant Jean-Pierre Jeunet, da skouer La cité des enfants perdus pe gant Tim burton Miss Peregrine et les enfants particuliers.

Pa soñjer eo gant ar romantoù-mañ e krog Lucie Pierrat-Pajot he resped a skrivagnerez, ez eus peadra da soñjal eo strujus aergelc’h levraoueg ar skol a-benn sevel lennegezh. Kelennerez-teuliourez eo en ur skolaj.


Pourmenadenn Yaya 3 : Ar sirk, Jean-Marie Omont, Patrick Marty, Charlotte Girard, Golo Zhao, Frañs (2011)

Embannadur brezhonek eus 2018.

Gant an trede levrenn-mañ e kuita kêr ar vugale e bourzh karr-samm ur sirk. Digeriñ a ra war ardamaezioù ha livioù nevez, ar pezh a zegas un tamm aer fresk en heuliad.

N’emañ ket mui holl giriegezh ar veaj war divskoaz an daou vugel, gant se e c’hell Yaya soñjal en-dro en he familh hag en em leuskel da vont gant ar velkoni, evel ma tere ouzh ur plac’hig vihan pell eus e gerent.

Emañ atav enebourien drouk pe droukoc’h war seulioù Yaya ha Tuduo : abalamour dezho ne c’hellint ket chom dindan warez o mignon gour nevez, en em sant kiriek anezho un tammig. Ha setu un imram nevez o kregiñ evito, pell diouzh pep tra anavezet ur wezh ouzhpenn. Ne chom dezho nemet o youl da dizhout ar pal : adkavout tud Yaya e Hong-Kong.

Brav eo an istor, hirisus un tammig, gortoz a ran e vo echu evit adlenn an holl levrennoù en un tenn.


Bedig mab an dig 3, Biel Elies (XXvet kantved)

Embannet eo bet an trede dastumad testennoù-mañ, kinniget gant Mikael Madeg, e 2013. Dilerc’hioù ar skubellad eo, marteze… Un doare aes eo d’ober anaoudegezh gant pluenn ar skrivagner ; gwir eo e red ar gerioù en un doare naturel-tre dindan e vizied hag ez eus ur gwir stil gantañ.

Kavet em eus enouüs ar bras eus an “danevelloù”, a gavan a-ziwar-c’horre. Tostoc’h ouzh marvailhoù eget ouzh skridoù, en ur mod, ha n’on ket plac’h ar marvailhoù tamm ebet. N’eo ket pec’hed lenn tammoù eñvorennoù, met n’int ket dedennus-bras. Dihunet eo bet va evezh tro ar fin gant an nebeut testennoù a gomz eus e amzer er brezel. A-hend all e vez drailhet gerioù sofkont, duet pajennadoù gantañ hep gouzout re da belec’h en deus c’hoant da vont… N’eo ket tamm ebet ar pezh a blij din lenn. Ur santimant un tammig heñvel em boa bet en ur lenn eñvorennoù Jañ-Mari Skraign, ma ‘m eus soñj mat. Kement ha diskouez n’eo ket ar gonterien ampartañ a ra ar gwellañ skrivagnerien ; o donezon a zo e lec’h all ! Ur gourc’hemenn a c’heller ober d’an holl destennoù-se, d’an nebeutañ, eo int sklaer hag aes da lenn, doare Naig Rozmor un tammig. Lennegezh dre gomz, kentoc’h eget dre skrid, ar pezh a zo iskis da lavaret diwar-benn Biel Elies ha ne oa ket konter tamm ebet…

Klask a rin an daou levr kent, koulskoude, kement ha kaout ar sell ar c’hlokañ posubl war an traoù. Un dra vat e oa strollañ an holl destennoù bihan-se, strewet amañ hag ahont, evit gellet o studiañ paneveken. Hag evit mont pelloc’h gant ar soñj-se, e kavan un tammig droch bezañ bet graet un dibab, a-benn ar fin ; bezañ bet embannet lod eus an testennoù diechu, bezañ laosket ar romantoù a-gostez, ha kement ‘zo. Met ur sapre labour zo bet kaset da benn gant Mikael Madeg dija, deomp da adperc’henniñ ur glad a vije aet e puñs an ankounac’h a-hend-all .


Chase Vaeleg 3 : Wilhelm, Umran Asovar (2014)

chase vaeleg 3Setu, echu gant an trede romant-mañ rummad Chase Vaeleg. Dipitet on un tammig peogwir em eus kavet diaes-tre en em lakaat e-barzh en-dro, disoñjet em boa an istor tamm-pe-damm ha n’eo ket anat adsplujañ enni. Gwelloc’h e vije bet din o lenn holl en un tenn !

N’on ket dipitet gant an istor : evit ul levr eus ar rummad-mañ e kav din eo luziet a-walc’h ar steuñvenn evit derc’hel evezh al lenner, hag an tudennoù zo dedennus, ha pa vijent euzhviled. Ur gwir klozadur a zo d’an istor a-bezh, ar pezh a ziskouez e oueze mat ar skrivagner da belec’h ez ae en ur sevel e skrid. Perzhioù mat tre a zo eta.

Tro em eus bet da wiriañ n’eo ket un doare lennegezh a blij din koulskoude : re c’hourel marteze ! (n’on ket plijet muioc’h gant ar chick lit). Met un istor dedennus eo koulskoude, gouest da zesachañ evezh ar vrezhonegerien yaouank moarvat.


Maen Rannou, Yann Gerven (2009)

Maen RannouSed aze romant diwezhañ ar rummad teir levrenn evit ar yaouankiz Fulennoù war skubellennoù. Poent e oa, d’am soñj ! aet an awen da hesk gant fin an eil… ar pezh hon eus amañ eo div pe deir istorig distag peget an eil ouzh eben evel ma teu e teu, gant neud gros peurliesañ ‘n eus lakaet ac’hanon da soñjal e dilamadennoù heuliadoù tele.
Evit ar yezh n’omp ket laeret : brav eo atav, naturel an divizoù daoust ma vije dreistnaturel ar c’henarroud. N’eo ket gwall zedennus, met ne varver ket gant an enoe memestra, ha lennet ‘vez buan.
Evit an trilogiezh a-bezh, n’eus ket kalz a ster enni, kavout a ran un tammig flaner an dreveziñ sorserien mod Harry Potter farsus hag ar pezh a c’hoarvez e festival an Erer Kozh. Dizingal kenañ eo al lusk hag an interest a c’heller dougen d’an istor. Techet e oan ivez da veskañ an tudennoù peogwir int niverus-mat hag e komzont holl memes mod. Lakaomp n’eo ket da renkañ e-touez pennoberennoù Yann Gerven !