Category Archives: Studiadennoù

Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved : 4, Fransez Favereau (2020)

Favereau4Ha me o lenn an teir levrenn gent, e soñjen atav : dreist e vo, pa gomzo eus ar skrivagnerien a-vremañ !

Met n’on ket bet ken entanet ha ma kave din e vijen.

Da gentañ ez eus manket din, dreist pep tra, ar pezh a rae talvoudegezh al levrioù kentañ : ar bommoù tennet eus levrioù a bermete d’al lennerien ober o soñj war stil ar skrivagner-mañ-skrivagner. N’eus mui eus ar pedervet levrenn-mañ nemet ur c’hatalog eus an dud o deus kontet e bed al lennegezh, en un doare ledan.

Ledan-ledan.

Ledan-ledan-ledan.

Kaer, brokus eo ar pezh a ro Frañsez Favereau deomp, displeget munut. Met ul levr da glozañ an dastumad ne chom ken, evel pennad-klozañ un hir a bennad-skrid, o tigeriñ hentoù nevez hep plediñ ganto da vat. Ha pell ez a Yann gant e gazeg alies. Setu meneget anvioù tud ha n’o deus skrivet “netra” a-fed lennegezh. Lennegezh dre gomz, studiadennoù, yezhadur, yezhoniezh, Breizh, treiñ… ur sac’h da bep tra e teu da vezañ. Al liammoù gant an aozer a ziskouez bezañ bet danvez an dibab lakaat anv hennezh pe honnezh, kentoc’h eget ar strizhder skiantel.

Ne lavaran ket eo displijus da lenn. Laouen on, ha dedennet, gant ul levr diwar-benn Frañsez Favereau hag XXvet kantved an dud lenneg. M’on dipitet gant an disoc’h n’eo nemet peogwir ne glot ket gant an titl. Pell a ziskouez ul lennegezh pinvidik, e tiskouez dienez unan ha n’he deus ket peadra da leuniañ ar plas lakaet dezhi hag a vez ret dezhi mont da bigosat e danvezioù all evit ober van ez eus boued.

Ha n’eo ket ur souezh, pa soñjer mat. Re dost, re fresk eo an XXvet kantved da c’houzout piv en deus kontet, piv n’en deus ket. Piv ne vo ket lonket e anv gant rod an amzer.

N’on ket sur e oa tu d’ober gwelloc’h.


Le quotidien des anarchistes mexicains en lutte : exils, circulations et connections, Alexandre Weiss, Frañs (2022)

alexandre weiss

A-wezhioù e lenner un oberenn peogwir e vezer dedennet gant ar sujed anezhi, ha dre an oberenn, e teuer da anavezout he skrivagner. Ar wezh-mañ eo ar c’hontrol em eus graet. Lennet em eus an dezenn-mañ peogwir em eus bet tro da eskemm gant an den en deus he savet war sujedoù all, dre Facebook, ha fellet a rae din, dre ergerzhout ar pezh e oa aet kalz bloavezhioù d’e vuhez dezhañ, anavezout gwelloc’h va danvez mignon. Kentañ kammedoù e oa al lennadenn-se, evidon, en ur bed n’anavezan ket. Metoù an anarkourien. E-kerzh va lennadenn em eus bet tro da zizoloiñ ne oa ket eus an dud-se ar ouenn-tud a soñjen (tud a-enep an urzh, n’eus forzh pehini e vije, ha tuet dre se da zegas mesk ha trubuilhoù e pep lec’h ma vezont strollet).

Ur nor o tigeriñ war an Istor eo bet evidon eta, hep ne vijen aet pell ganti. Gant an diviz en deus kemeret Alexandre da chom hep treiñ ar bommoù e yezhoù estren, em eus c’hwitet war ul lodenn vat eus ar menegoù, a oa en ur yezh n’anavezan ket, ar spagnoleg.

Daou dra o deus desachet va evezh dreist pep tran daoust ma ne oant ket tamm e kreiz ar preder : plas digredus ar maouezed er strolladoù politikel engouestlet don-se ; plas bihan met merzabl an esperanteg, meneget war sujed ar preder diwar-benn ar yezhoù da implijout etre ur gumuniezh tud ne rannent ket ar memes re hag o deveze, koulskoude, ezhomm bras d’en em glevet evit aozañ o stourm.

Ul lennadenn blijus ha kentelius eo bet din, a roe c’hoant da vont pelloc’h ganti.

Neb a venn a gavo an dezenn en he fezh amañ :

https://www.theses.fr/2022PA100102

Tamm-ha-tamm en em lak e plas miltamm ar bed en va fenn, gras da seurt lennadennoù.


Mélanges en hommage au passeur de mémoire – Pennadoù dibabet en enor da Frañsez Favereau – A festschrifft in honour of Professor Favereau ; a-stroll (2018)

ronan-le-coadic-francis-favereau-melange-en-hommage-au-passeur-de-memoireDastumad renet gant Ronan Le Coadic.

N’eo ket aes ober un diverradenn eus ar pezh a gaver el levr-mañ, o vezañ m’eo ur sac’h a bep tra, feal ouzh giz ar “meskajoù” a vez prenet d’ur c’helenner skolveur pa ya war e leve.

Ar pezh a zo sur eo em eus bet kalz plijadur o lenn anezho -war-bouez unan pe zaou, re luziet evidon, n’on ket bet betek ar penn anezho.

Pep pennad a zo en e yezh (galleg, brezhoneg pe saozneg), gant un diverrañ en ur yezh all.

Liesseurt eo an temoù, lod skañv evel ar studiadenn gant Nelly Blanchard war ar brezhoneg a gaver war an etikedennoù gwin pe c’hoazh hini Maëlle Meriaux diwar-benn ar boued-sukr. Lod all muioc’h teknikel (Istor, sokiologiezh, yezhoniezh, lec’hanvadurezh…). Plijus eo mont a gazh da razh ha kaout, e mod-se, ur sell a-vras war tachennoù-studi an dud o deus kemeret perzh.

Met ar pep dedennusañ, marteze, eo ar sell a-dreñv war buhez hag oberenn Frañsez Favereau e-unan. E-touez an dud oberiant war ar brezhoneg n’eus ket ur mor a vije ken digor o spered. Dellezet mat e oa dezhañ al levr tev-mañ.


Marc’hadour livioù, Herve Gouedard (2022)

marc-hadour-liviouN’eo ket gwall dev al levrig-mañ, met dedennus-kenañ eo.

Heuliañ a ra ur breizhad, Julien Tanguy, lesanvet an Tad Tanguy e fin e vuhez, a oa bet e kavandenn dost meur a livour eus an XIXvet kantved, Van Gogh, Cezanne, Pissarro… e penn kentañ al luskad impresionist. Fardañ ha gwerzhañ a rae livaj dezho en e stal a Bariz. Kemeret en doa perzh e kannoù ar Gomun, ar pezh en doa talvezet dezhañ bezañ toullbac’het war-lerc’h.

Plijet e vezan atav o lenn buhezskridoù. Ur savboent, ur sklêrijenn zisheñvel a vez dezho pa vezont kreizennet war tud a eil renk, tud munut evel ma oa an Tad Tanguy. Redek a ra pluenn Herve Gouedard war ar paper, resis ha naturel. E istorioù-buhez a vez lennet evel romantoù. Plijadur lennegel ha plijadur o teskiñ pe oc’h adwelet prantadoù eus an Istor : setu ar rekipe a ginnig d’e lennerien.

N’en em vank morse.


Définir la “langue bretonne” : discours concurrentiels d’origination et d’identification dans les paratextes des dictionnaires bretons, Malo Morvan (2017)

E-pad meur a viz on chomet gant al lennadenn nemeti-mañ, em eus kavet arabadus a-wezhioù pa ne vezen ket entanet gant ar sujedoù a veze pledet ganto (Istor, lakaomp, el lodenn gentañ dreist-holl), met se ne sell nemet ouzhin ha sur on e vo kavet dedennus gant an holl a-hend-all.

Ha m’em eus dalc’het krog betek penn, eo peogwir e kaven gwallzedennus sujed an dezenn-mañ, hag ez eo e gwirionez.

Dielfennet eo bet e gorpus eus ar pishañ gant Malo Morvan ; netra ne vez laosket a-gostez ha mont a ra don e-barzh ar preder. Drol eo, peogwir n’eus netra nevez er pezh a lenner, pa soñjer, an holl vrezhonegerien o deus lennet savboentoù an eil re hag ar re all, ha degemeret anezho, a-wezhioù, hep klask pelloc’h : … ijin ar yezh… souploc’h ar brezhoneg evit krouiñ gerioù diwar gwriziennoù… e mod-se vez graet e brezhoneg… hag all, hag all…

Netra nevez, marteze, met ur gouloù oc’h elumiñ trumm evidon : n’on ket eus an troc’h-se. En em ziskouezet eo an div skol ken gaonac’h an eil hag eben, dreist-holl en abeg ma n’eus ket fellet dezho en em unaniñ evit krouiñ ha magañ ul lignez.

Ha ni e kreiz ar jeu, kaset ha digaset evel boueoù gant red ar morioù hep kompren re vat, paket en ur brezel n’eo ket hon hini, benvekaet en desped deomp alies.

Vad a ra din gwelet an traoù skrivet, deskrivet, dielfennet evit adkavout va hent ha gouzout en em lec’hiañ e-keñver ar yezh a garan.

Un dezenn madoberus.

Re stank, marteze, evit reiñ c’hoant d’an holl d’e lenn, met dindan ur stumm berraet e vije ur sapre levr talvoudus d’an holl.


Les enfants sauvages, mythe et réalité, Lucien Malson, Frañs (1964)

enfants sauvagesEvit mont donoc’h gant istor Viktor, ar bugel gouez.

Al levr-mañ, dres ar memes hini, a oa du-mañ pa oan bihan. Klasket em boa meur a wezh e lenn, hep dont a-benn daoust ma oan dedennet gant ar sujed. Stil Lucien Malson a gaven, hag a gavan c’hoazh, c’hwezhet a-walc’h, daoust ma vije pouezus ar pezh a ro da c’houzout. Ret eo ivez adlakaat ar skrid-mañ er mare m’eo bet skrivet evit chom hep fumiñ rak frazennoù a seurt gant : “…et l’on sait, par exemple, comment la psychiatrie révèle les liens très étroits qui très souvent unissent l’attitude de racisme à l’attitude de pédérastie…”. N’eus ket kalz anezho, dre chañs.

Dre ma n’eo ket gwall yaouank eo em eus kavet anezhañ en ur voest-levrioù, kredabl.

Bezo pe vezo em eus gwalc’het va c’hoant, ar wezh-mañ.

Renablet ha studiet e vez ar vugale a oa bet kavet, an doare m’en em renent hag an doare m’int deuet a-benn da ziorren (pe get) el lodenn gentañ, gant Lucien Malson eta. Ar pezh a glask ar ouizieien gouzout eo, a-benn ar fin, petra eo un den, ma lakaer a-gostez kement roudenn eus ar gevredigezh, petra zo disheñvel etre un den hag ul loen pa vevont er memes mod ?

Met, d’am brasañ souezh, n’eo ket aze lodenn hirañ al levr. En un eil lodenn e c’heller lenn penn-da-benn an div studiadenn en doa skrivet an Dr Itard diwar-benn Viktor.

Ar re-se em eus kavet dispar. Da gentañ, peogwir int skrivet, int, en ur stil flour hag heson. Da eil, evit an abeg meneget gant Lucien Malson : ar pezh en deus klasket an den-se ober gant ar bugel a c’hell bezañ lakaet da zeroù ar pedagogiezh a aweno diwezhatoc’h Maria Montessori. Skridoù a dalvoudegezh int, o tiskouez kement a zenelezh hag a ouiziegezh hag a fallvarchoù.

Ur goulenn a red em fenn koulskoude. Ha ret eo ? Gwallgas an dud evit o lakaat da blegañ ouzh ar pezh a greder bezañ stad denel ur mare bennak ? Ken gwir e chom ar goulenn en deiz a hiziv.


L’orchestre dans tous ses éclats : ethnographie des formations symphoniques, Bernard Lehmann, Frañs (2002)

orchestre scherm 2005

Ul levr dedennus-kenañ eo, daoust ma ne vije ket nevez. Ret eo gouzout eo metoù ar sonerezh klasel ur metoù mirelour-kenañ ha n’eo ket aet war-raok dindan ugent vloaz, ar pezh a harz ouzh ar studiadenn-mañ da louediñ. Kenkoulz eo da lenn bremañ ha ma oa ugent vloaz ‘zo.

Evit kompren an darempredoù a zo etre an dud el lazoù-seniñ klasel a-vicher eo bet Bernard Lehmann o sellet pizh ouzh meur a hini anezho. Savet en deus goulennoù ouzh ar sonerien, klasket gouzout penaos e oant deuet d’ar sonerezh, petra en doa pouezet evit ma tibabfent ar benveg-mañ-benveg… Ha kontrol d’ar pezh a c’hellfer soñjal, n’eo ket istorioù hiniennel en deus rastellet nemetken. Luskoù bras a zo ivez, disheñvel hervez ma sonit ur benveg dre c’hwezhañ pe ur benveg dre gerdin. Abegoù ‘zo evit ma vije imoret mat lod eus ar binviji tra ma vez mouzhet ar re all. Lod eus ar sonerien a zo evel kouezhet eus lost ar c’harr : lakaet o doa en o fenn mont da soloourien, hag erru int koll e strollad dispis al laz-seniñ… Evit lod all, o deus graet sonerezh evel dre zegouezh, n’eo bet o buhez-micher nemet un heuliad souezhadennoù plijus ha chañsus. Bleuñviñ a ouezont en o labour pemdez.

Skouerioù int eus an danvez pinvidik a c’heller kavout el levr-mañ, a heul ar sonerien eus o oad tenerañ betek kern o micher : ar sonadeg, en ur dremen dre an deskiñ hag ar pleustradegoù.

Gwallzedennus em eus kavet ar studiadenn penn-da-benn, daoust ma ne vijen ket mui e-barzh ar jeu-se. N’eo ket peogwir e tegase soñj din eus an amzer dremenet nemetken. Met ivez peogwir ez eo bed munut al laz-seniñ evel ur melezour bihan-bihan eus ar vuhez gwir.

Treuzet eo bet va fenn gant kalz soñjoù e-kerzh va lennadenn. Unan anezho eo emañ ar bed-se, an doare-se d’ober sonerezh o vont da get peogwir eo chomet krog en amzer-dremenet ha n’eo ket gouest da sellet war-zu an dazont. Betek an doare da zeskiñ seniñ a zo e-kichen, pell eus ar pezh a venner kinnig d’e vugale bremañ, pa vezer doujus ouzh o fersonelezh. Unan all a oa stag ouzh skeudenn ar chef mat hag ar chef fall, em eus kavet dreist-ordinal. Penaos e tle ur chef en em ren evit ma vije perzh ar sonerien er sonerezh, en tu all d’an notennoù ha d’ar pezh a zo skrivet war ar skrid-sonerezh ? Ur gentel da heuliañ evit an holl dud a zo tud dindanno war o labour…

Ur berlezennig a levr, fin ha displeget a-zoare, c’hwezhet kalz buhez ennañ gant pozioù enrollet hag adskrivet hep cheñch netra enno, da reiñ liv d’ar skouerioù.


Santé et pratiques médicales des Bretons insulaires et continentaux du Haut Moyen Âge (V-Xe siècles) : revue de la littérature ouverte, analyse croisée des données historiques et archéologiques, Benjamin Franckaert (2014)

Evel kalz tud eo er gazetenn YA! em eus graet anaoudegezh gant Benjamin Franckaert, a venege e dezenn war ar vedisinerezh. C’hoant a oa savet ennon da lenn anezhi. Kavet e vez en-linenn amañ.

Kentañ tra o tesachañ an evezh : an dachenn dibabet evit an enklaskoù. Ur skouer vrav eo eus an doare ma c’heller lakaat ur redi (sevel un dezenn, labour arabadus ma z’eo, war ar vedisinerezh peurgetket, netra da welet gant al labour tro-dro d’an dud ha d’ar c’horfoù a ra ar vedisined war ar pemdez) da blegañ da zezvioù an unan. Ar “perc’hennañ” a vez graet eus se e sonerezh hengounel, “l’appropriation” e galleg, an doare ma laka pep hini un hevelep ton da seniñ diouzh e vod dezhañ e-unan. Un taol-kaer a-berzh an danvez medisin.

Gant an tu istorel e oan desachet en ur fourrañ va fri en diell-mañ. Anzav a zlean ne gomprenen ket kement ger implijet, anvioù eskern, anvioù kleñved, daoust m’em bije desket unan bennak e-kerzh va lennadenn. Fellet a rae din gwelet penaos e c’heller magañ an oberennoù (romantoù, lakaomp !) diwar-benn an amzer-dremenet en ur chom an tostañ posubl eus ar pezh a anavezer eus an tremened. Graet em eus ar striv da lenn pep tra koulskoude, roll ar c’horfoù-eskern hag ar pezh a oa bet kavet warno, an oad a oa d’an dud da vare o beziadur… Ar pep dedennusañ o vezañ an titouroù roet diwar-benn buhez an dud-se.

Goude bezañ dibabet e dachenn-enklask en doa rastellet Benjamin Franckaert kement tra a oa diwar-benn ar yec’hed hag ar c’hleñvedoù, e-barzh ar skridoù istorel ha relijiel ha diwar an enklaskoù arkeologel. Ar renabloù a ya d’ober un tamm brav eus an oberenn. (N’em eus ket gellet lenn an taolennoù, roet en un doare sistematek, o vezañ ma ne dremenont ket mat er stumm .epub met ne veze netra enno ha ne oa ket bet skrivet dindan frazennoù a-raok. Gwelloc’h e vije d’an hini dedennet dibab ar stumm .pdf kentoc’h). Goude-se e vez klasket reiñ ster d’an traoù en ur sintezenn, berr met hirc’hortozet.

Kavout a ra din bezañ desket traoù war ar vedisinerezh daoust ma vije bet re skort va anaoudegezh arbennik evit tapout pep tra. Ouzhpenn gant an tem e oan bet dedennet hanter-gement gant framm an dezenn, an doare resis da dermeniñ an dachenn, an doareoù da enklask a oa bet implijet gant an dud a servije o labourioù evit an dezenn-mañ. Kavout a ran un tammig domaj, da skouer, ne vije ket bet gellet implijout an testennoù latin ha kembraeg ne oant ket bet lakaet e galleg pe e brezhoneg kent : peadra ‘zo da soñjal e oant niverus. Ar mod labourat a vez gwelet fraezh ha dedennus da studiañ ivez.

Un tammig arabadus eo an dezenn-mañ evit Yann-lenner-ha-n’en-deus-ket graet-medisinerezh, met pas re, talvezout a ra ar boan he follennata d’an nebeutañ. Pe ober evel unan a anavezan : lenn penn-da-benn, en ur lammat a-us d’al listennadoù re hir avat.

N’eo ket bet embannet dindan stumm ul levr, re arbennik evit bezañ gwerzhet marteze. N’eo ket didalvoud evit kelo-se.


La meilleure des vies, éloge de la vie non vécue, Adam Phillips, Rouantelezh Unanet (2013)

Sorc’hennet e oan gant titl al levr-mañ, ar pezh en deus bountet ac’hanon d’e lenn.

Ouzhpenn sevel skridoù-esae ez eo psikoterapeut ha bredelfennour Adam Phillips diouzh e vicher. Don eo e ouiziegezh war al lennegezh ivez. Evit skeudennaouiñ e lavar, e kemer harp ar skrivagner war pezhioù-c’hoari ha skridoù kozh pe goshoc’h.

Setu penaos e vez kinniget e levr gant Adam Phillips :

“Ul levr diwar-benn an arnodadoù n’int ket bet kaset morse da benn ganeomp, hag e vagomp kañv dezho, ez eo La Meilleure des vies – éloge de la vie non vécue. […] Ha, dre ma chom un dra bennak hep c’hoarvezout, e ro plas d’un dra bennak all : kengwiadet eo an dizonidigezh hag an ijin […]”

Ur santimant drol em eus goude adserriñ al levr-mañ : plijadur em eus bet ouzh e lenn, penn-da-benn. N’em eus ket kavet hir va amzer, na kavet gwelloc’h mont d’ober traoù all eget e zigeriñ bemnoz keit ha ma oan gantañ. Koulskoude, a-boan ma z’on gouest da gomz diwar e benn : maget on bet muioc’h gant ar pezh a veze lavaret diwar e benn ha gant promesaoù fonnus an titl eget gant ar pezh a oa ennañ, e gwirionez.

Gwir eo n’em boa lennet kazi hini ebet eus an oberennoù a skeudennaoue an destenn, ar pezh ne sikoure ket.

Lakaomp n’em eus ket kavet el levr-mañ ar pezh a oan o klask, pe ne oa ket skrivet en un doare sklaer : n’em eus ket adkavet en destenn spered an diverradenn… Marteze e oa un tamm re vicherel evidon, daoust ma ne veze ket santet dre ar gerioù implijet. Met daoust ha ne oa ket re veizidik, kentoc’h ? Skrivet evit ar skrivagner e-unan, evit e lakaat da lufrañ, muioc’h eget evit displegañ e soñj d’al lennerien ? Peotramant n’on ket lennek a-walc’h da heuliañ e soñjoù…

An tem, koulskoude, a blij kalz din : penaos e teuomp d’en em stummañ e kleuz, en ur mod, penaos e teu an traoù hon eus argaset e-kerzh reoù all d’ober ar pezh a zo ac’hanomp, ken kreñv hag ar re a zo anezho en un doare fetis.

Kavet va c’hont etre an titl hag ar pevare pajennad golo a-benn ar fin : memes ma ne oa ket en doare gortozet, n’eus nemet se a gont, emichañs !

 


Comment améliorer les œuvres ratées, Pierre Bayard, Frañs (2000)

Kalz fent em eus bet penn-da-benn al levr-mañ hag a c’hellfe tremen da fentigell lennegel met a zo leun a draoù dedennus ha speredek.

Da gentañ, gant an titl, a gavan dispar. Un arz ennañ e-unan eo hini an dibab titloù ha Pierre Bayard zo ur mailh war an danvez. Pa welan-me seurt titl, ne c’hellan ket herzel ouzh lakaat va fri el levr. Petra a gredo lavaret ennañ ? Ne c’hell bezañ nemet leun a souezhadennoù.

Hag al lennerien vrezhonek, ar skrivagnerien vrezhonek a zo ac’hanomp holl a zle sevel outo o-unan ar goulenn-mañ a bajenn da bajenn. Hol lennegezh, muioc’h c’hoazh eget reoù yezhoù brasoc’h, a zo war sevel, war ijinañ. Ezhomm hon eus da gaout ostilhoù ha gerioù da wellaat an traoù, da zisplegañ ar pezh ne z’a ket, ha lunedoù spiswel da zielfennañ ar pezh a zo evit uhelaat al live, atav.

Da eil on bet souezhet, hag entanet, gant an doare m’en deus kaset Pierre Bayard e labour. Bet eo o klask e korpus skrivagnerien milvrudet o oberennoù muiañ c’hwitet : Hugo, Proust, Ronsard, Chateaubriand, Voltaire, René Char… ha dielfennañ ar pezh a ra anezho c’hwitadennoù, e-keñver an oberennoù meur o deus savet ar skrivagnerien-se da vareoù all.

Aze em boa fent gant an danvez peogwir e kaven aes mont da zielfennañ oberennoù e vezer sur ha serten n’int ket bet lennet gant lennerien ho levr burutellat -start eo d’ar bras eus an dud lenn ar pennoberennoù, neuze evit ar pezh a sell ouzh oberennoù nullañ ar skrivagnerien veur… – Gant ur mousc’hoarzh e korn va muzelloù em eus kaset va lennadenn da benn, laouenaet gant e soñj d’ober se, gant an degouezh dreistordinal-se.

Met petra eo un oberenn c’hwitet ? Evit piv eo c’hwitet, pegeit e pad, perak ? ha c’hwitet e vo atav ?

Evit kement oberenn eus ar c’horpus en deus dibabet e tispleg ar pezh a zo aet a-dreuz, hervezañ. Meur a abeg a zo, met ar pep dedennusañ a sell ouzh an hed a zo etre ar skrivagner hag al lenner, a c’hell bezañ re verr pe re vras. Ur soñj da brederiañ pizh warnañ, a gav din.

Imoret gwelloc’h e oan c’hoazh o lenn an trede lodenn, a ginnig doareoù pleustrek da wellaat kement oberenn kinniget. Pierre Bayard en em ziskouez war un dro leun a intrudu, leun a ijin, leun a fent pa adskriv lodennoù ‘zo eus linennoù hor skrivagnerien veur. Mont a ra pell ganti, ha dispar eo.

Diskouez a ra Pierre Bayard gant al levr-mañ un intimelezh gant al lennegezh ha ne vez ket kavet gant kalz tud. Un dachenn-c’hoari eo evitañ, ul lec’h krouiñ, soñjal, adstummañ, meskañ, krennañ, lakaat da darzhañ. Mont a ra en tu kontrol eus ar skeudenn a vez anezhi peurliesañ, un arz sirius, tonius, hanter-varv ha n’eus droed da cheñch blevenn ebet war e benn. Diskouez a ra ur ouiziegezh don eus an danvez, met war un dro e oar chom uvel, c’hoarzhin diwar e benn e-unan ha ne vez ket c’hwezhet gant al lorc’h daoust ma vije pinvidik-kenañ e studiadenn, dezhi da seblantout un tammig droch diouzh ar c’hentañ sell.

Ul levr dispar eo, a alian d’an holl. N’eo ket gwall hir da lenn ouzhpenn. Nag a zanvez, avat !