Category Archives: Relijion

Hunvre un den lu, Fiodor Dostoievski, bro-Rusi (1877)

Gant un doare mezh eo ret din anzav n’on ket kendrec’het gant an danevell-mañ, daoust ma n’em bije ket alergiezh ouzh Dostoievski diouzh boaz.

N’eo ket gwall hir an destenn. Divizout a ra an daneveller en em lazhañ, met ur gejadenn dic’hortoz a cheñch e nozvezh. Chom a ra kousket don, paket en un hunvre faltaziek dezhañ livioù ar wirionez. Treiñ a ra an destenn da utopia, ma ro Dostoievski ur skeudenn eus ur bed peurvat, hep sach-blev na soñjoù droch. Ur bed a ya da fall abalamour da zonedigezh an dezreveller ennañ. Amzer en deus bet memestra da welet war-zu petra mont, ha setu ma tiviz mont da skignañ ar c’helou vat ur wezh dihunet.

Ur seurt geneliezh adwelet eo an destenn, a ya berr-ha-berr da gelennadurezh pennañ ar c’hrist, karout e nesañ. Un destenn teologel muioc’h eget faltaziek, a bell.

An embannadur brezhonek, eus 2006, zo ennañ un dastumad gerioù hag ereadurezhioù egzotek. N’eo ket divalav, met mont a ra a-enep d’ar pezh a gomprenan bezañ bouedenn ar gelennadurezh roet gant an destenn-mañ : ret eo paouez da derriñ e benn gant meizadoù uhel ha bevañ gant ar re all en doare eeünan posubl, gant karantez outo.

Kavout a ran diamzeret a-walc’h an tem, a-fed relijion d’an nebeutañ : ar re a zo dedennet gant ar relijion bremañ ne bledont ket ganti en doare ma veze graet en XIXvet kantved dre studial testennoù relijiel kozh ha tabutal diwarno. Hag ar re n’int ket dedennet gant ar relijion n’o do ket kalz ebat o lenn an destenn-mañ moarvat. N’eo ket fonnus a-walc’h an endro faltaziek evit lakaat dougen ar soñjoù gant ijin al lenner. N’eo ket un destenn da hunvreal, met unan da studiañ.

Posubl eo e rofe alc’hwezioù da gompren gwelloc’h oberennoù Dostoievski, koulskoude. Aze emañ an interest anezhi, moarvat.

 

Advertisements

Milc’hwid ar serr-noz, Maodez Glanndour (1946)

Va c’hentañ kejadenn e oa gant Maodez Glanndour. Evel-just e ouezen e oa lakaet da varzh meur gant kalz tud, met ne oan ket emskiantek, a-raok lenn va-unan al levr-mañ, eus al levezon en doa bet war ar varzhed a zo deuet war e lerc’h.

N’eo nemet ul levrig dister da welet, ennañ nebeut a bajennoù.

Evel m’en deus en displeget e lec’h all, e kemer harp Maodez Glanndour war e ouiziegezh eus ar sonerezh klasel evit sevel e oberennoù. Splann eo e-barzh honnezh. Milc’hwid ar serr-noz zo ennañ pevar luskad, evel en ur sinfonienn. Pep hini anezho en deus un titl –ar verb a vuhez, ar verb a leunder, ar verb a gevrin, ar verb a drec’h–, met ivez, ur meneg oc’h heñchañ al lenner war-zu an temz-spered a zle santout, evel ma kaver e penn kentañ pezhioù sonerezh ‘zo, dreist-holl re. hanterenn gentañ an XXvet kantved, brokus ar gerioù “tro-dro”, evel didaskaliezhioù, enno.

Start eo ar framm ha frank ar gwerzennoù. Evit Maodez Glanndour, e tle al lenner bezañ kaset gant lusk an taolioù-mouezh hag ar sonioù. Betek-henn em beze diegi o kompren ar mennozh-se a-wezhioù. Met an destenn-mañ en deus lakaet ac’hanon d’en em soñjal donoc’h war an dezv-se, kinnig barzhoniezh ha n’eo ket muzuliet. Heuliet em eus neudenn Maodez Glanndour diwar-benn ar sonerezh : ouzh ar gouloù-se, e teu da vezañ poellek. Ar son, ar sonerezh, eo a gas war-raok ar sonaozour klasel. Ne foeltr ket e amzer dre ret o kontañ e bredoù.

Maodez Glanndour a blant sonerezh en e destenn gant un implij ledan eus ar c’henglotadurioù. Tregerniñ a ra ar c’hensonennoù, ar bogalennoù, an eil re o respont d’ar re all.

Kemer a ra harp ar skrivagner war an natur evit komz eus relijion. Ur meulgan eo, d’an natur ha da Zoue war un dro. Dic’hizet eo tem ar relijion evit kalz tud, bremañ, setu perak ne vez ket lennet kement Maodez Glanndour ha gwezhall, daoust ma chomfe tem an natur, diorroet ledan gantañ, a c’heller pegañ ennañ atav.

Un nebeut “sonennoù berr” a zeu da heul Milc’hwid ar serr-noz, er fin. Tostoc’h eo ar re-se ouzh hor spered a-vremañ, dreist-holl pa deurvezont komz eus traoù douarel : Lagadoù ; Skeudenn war-dec’h

Splann eo, er re-se, ar gerentiezh a zo etre Maodez Glanndour hag Anjela Duval, da skouer.

Un oberenn da lenn evit kompren ar pezh a zo deuet war-lerc’h, peurgetket !


Santez Dahud, Roparz Hemon (1935)

Embannet e oa bet Santez Dahud e-barzh Gwalarn da gentañ. Ur gontadenn danevellet eo. Kontañ a ra Roparz Hemon, diouzh e vod, mojenn Kêr-Iz ; un istor dousaet evit klotañ gwelloc’h gant tro-spered relijiel tud e vro eget ar gontadenn hengounel, moarvat. Tro din da zegas d’am soñj e karan skridoù Roparz Hemon, n’eo ket peogwir em eus sunet anezho kerkent ha ma c’hentañ bloavezhioù war ar brezhoneg, met peogwir e skriv eeun ha sklaer hag e evod diouto, memes e komz-plaen, ur wir varzhoniezh.

Rebechoù em eus d’ober memestra. N’on ket bet plijet gant an tres roet gant Roparz Hemon d’an hini a zeu pep gwalleur diwarnañ, Abred : “du e vlev ha kramennek liv e groc’hen”. Dahud, o tremen eus diaoulez da blac’h santel, a bak ur barrad dislivadur diouzh he zu. An daou zibab-se a ziskouez eo koshaet ar skrid, dezhañ ouzhpenn da 80 vloaz.

Ar pezh n’em eus ket kavet eus ar c’hentañ, ivez, eo n’eo ket gwall gempouez ar skrid-mañ war ma meno. Ar penn kentañ anezhañ zo peurlipet, deskrivet eo pizh ha kempenn Kêr-Iz hag hec’h annezidi. Met mont a ra decrescendo, ha seul vui e z’eer war-raok, seul nebeutoc’h a aked lakaet d’an istor. Seblantout a ra bezañ bet echuet diwar-dizh.

Unan eus ar stummoù eus an istor-mañ a blij din ar muiañ ez eo, memestra, gant ar vandenn-treset Bran Ruz gant Alain Deschamps ha Claude Auclair, embannet er bloavezhioù 80.


An Utopia, Thomas More, Rouantelezh Unanet (1516)

Graet eo bet troidigezh pennoberenn Thomas More e brezhoneg gant Fañch Morvannoù. Pouezus eo e venegiñ, peogwir eo gantañ eo bet savet ar pennad-digeriñ hir a ginnig buhez Thomas More, ha notennoù puilh e-kerzh an destenn o tisplegañ liammoù istorel, o resisaat an ton, ar fent, hag o reiñ resisadurioù diwar-benn an droidigezh. Labouret en deus diwar al latin, met en ur sellet ivez ouzh troidigezhoioù e yezhoù all (saozneg, galleg…).

Teir lodenn a zo el levr-mañ a-benn ar fin : Buhez Tomas More gant Fañch Morvannoù da gentañ, a zo war un dro gwallzedennus ha marzhus. Al lodenn-man em eus kavet plijus-kenañ ha diellet a-zoare.

Goude-se e krog an droidigezh da vat. Rannet eo e div lodenn. El levrenn gentañ e vez kinniget ur seurt diviz etre Rafael Hytlodaios, un dudenn ijinet, ha Tomas More e-unan. Diaes-kenañ e vije da gompren hep notennoù puilh Fañch Morvannoù : bep eil frazenn e kaver un dave d’an endro istorel, da fedoù c’hoarvezet nevez ‘zo, kritikoù diwar-benn ar politikerezh ha kement ‘zo. Fonnus eo an danvez, met un tammig arabadus, p’eo da lenn evel ma studier ha neket evel ma studier. Ret eo mont goustadik, kemer amzer da ziazezañ an titouroù, da geñveriañ, d’o adlakaat en o flas e-keñver an Istor…

Er c’hontrol, an eil levrenn, a ginnig aozadur peurvat ar vuhez war “Enezenn an Utopianed”, a vez lennet ken aes ha tra. Perzhioù un oberenn faltaziek modernoc’h ha skañvoc’h he deus. Distagoc’h eo diouzh he amzer, ha dre-se, aesoc’h da veizañ. Ret eo lavaret e ouezer, goude bezañ lennet al levrenn gentañ, ouzh petra e ra dave Tomas More. N’eus ket ezhomm da lakaat kement a notennoù ken, ar pezh a aesa al lennadenn a-galz, daoust ma ne vijer ket dilezet penn-da-benn gant Fañch Morvannoù a gendalc’h gant e zisplegadennoù pa vez ret.

Ul levr eo hag en deus bet pouez en istor, mat eo e vije bet lakaet e brezhoneg en un doare lennabl. Danvez-studi eo kentoc’h ha danvez-beajiñ, met talvezout a ra ar boan. Saourus eo troidigezh ha displegadennoù Fañch Morvannoù ennañ.


Gwiadenn ar vuhez, Benead (1979)

gwiadennRe relijiel eo awen an torkadig barzhonegoù-man evit ma vijen bet fromet ganto, dre vras. Perzhioù mat a anavezan dezho koulskoude : eeunded, gwirionded er santimantoù. Hag ur wezh pe ziv, ur momed gras, gant ar Rimadelloù da Soazig pe, dreist-holl, gant Kozhni, em eus lennet meur a wezh gant estlamm.

N’em eus ket komprenet diouzhtu e oa Benead anv-pluenn ur skrivagnerez. Madalen Saint Gal de Pons eo he anv, ha kenlabouret he doa gant Maodez Glanndour. Ur pennad a oa bet embannet diwar he fenn gant Annaig Renault e Al Liamm e 1994 (Liamm war-zu Wikipedia e brezhoneg).


Paul Sérusier, ul livour e Breizh, Hervé Gouedard (2013)

serusier ul livour e breizhUr souezh eo pegen aes eo levrioù Herve Gouedard da lenn, dezho da implijout ur yezh pinvidik ha peurlipet, ken a-fed ereadurezh, ken a-fed geriaoueg. Lakaat a ran se war gont ar stil eta : ur stil dispar en deus. En em santout a ra al lenner en e vleud gant e istor, kerkent hag ar pajennadoù kentañ. Ha seul souezhusoc’h e kavan, m’eo ur stil un tammig diamzeriet. En em ziskouez a ra ar skrivagner en e oberenn, reiñ a ra e soñj, gervel a ra al lenner. Ha c’hoari a ra eus an efedusañ.

Kontañ a ra ar vuhezskrid-mañ buhez Paul Sérusier eta, gant forzh munudoù hag un tamm muioc’h diouzh ret, evit c’hwezhañ buhez en dudenn. Estreget un daolenn ziavaez a vez roet : barrek eo Herve Gouedard d’en em lakaat e plas e dudenn, da ijinañ ar pezh en doa santet, da reiñ da gensantout hiraezh pe entan…. Met graet e vez en un doare onest : pa ijin traoù Herve Gouedard en lavar. A-hend-all, e c’heller fiziout en e enklask pizh : bet eo o weladenniñ kazi an holl lec’hioù a gomz diwar o fenn, da skouer. Ken brav e oan higennet, m’on bet oc’h en em staliañ dirak va urzhiataer d’ur mare bennak evit gwelet an taolennoù hag al lec’hioù niverus a veze graet anv anezho e kerzh ar skrid.

Strobinellet on bet gant va lennadenn, ha gwalc’het va c’hoant-gouzout diwar-benn un arzour n’anavezen diwar e benn nemet e anv. Un taol-kaer a levr !


À l’ombre de Claire, Marie Rousseau, Frañs (1986)

a-l-ombre-de-claireGant al levr-mañ e ro Marie Rousseau un testeni eus ar bloavezhioù he deus tremenet en ur gumuniezh leanezed Santez Klara. Deol-tre anezhi en em sante galvet da vont da leanez ha mont a raio betek gwiskañ ar sae. Goude un nebeut bloavezhioù avat, e tro he soñj.

Skrivet eo an destenn en un doare resis, hep rikamantoù, hep prederiadennoù teologel, gant uvelded.

Etre ar pennadoù e kaver un diverrañ eus buhez ar seurez-mañ-seurez a oa o vevañ ganti : metoù, renk er familh, galvidigezh, penaos e vev ar vaouez er c’hloastr e-keñver yec’hed ha karakter. Lod a ziskouez bezañ evurus, lod all diaes o fenn.

Reolenn-vuhez leanezed Santez Klara zo bet skrivet gant ar santez hec’h-unan e 1253 ha n’eo ket cheñchet abaoe, daoust ma vije bet azasaet un disterig dre ouzhpennañ pennadoù. Gellet a reer lenn anezhi e fin al levr.

Brav eo bevañ er baourentez ha n’eo ket aze emañ an dalc’h. War var emañ ar seurezed da vervel gant an naon hag an dizvouediñ, a stal en o c’horfoù kleñvedoù padus, padal eo leun ar grignol a voued, a vez laosket da louediñ a-raok bezañ servijet dezho. Perak na reiñ ket ar boued keit ha ma vez yac’h c’hoazh ? a c’houlenn Marie Rousseau, ha ma vez re, e reiñ da dud paour a c’hellfe en em vataat dioutañ ? A-hend-all, en o buhez kloastret, al leanezed ne daolont evezh ebet ouzh o c’horfoù. N’en em walc’hont ket ken, ha tremen a ra c’hoant yec’hedoni Marie evit ur vank a izelegezh.

Ne lavar gwezh ebet Marie he deus c’hoant da vont kuit a-hed al levr, skrivet ganti ur wezh m’he doa adkavet ar bed : diskouez a ra bezañ graet an taol-arnod gant feiz ha kred. N’eo ket evel pa vije chomet etre daou soñj atav. Met en un taol e tigor he daoulagad hag e kompren eo ret dezhi mont kuit, n’eo ket kement-se abalamour m’eo erru dister he yec’hed, met kentoc’h abalamour ma wel e vez livet gevier ingal gant ar vaouez zo e penn an traoù. Hag ur wezh graet he soñj ez a betek penn.

Kavet em eus dedennus-tre al levr-mañ. Diskouez a ra eo bet dibosubl da reolenn ar c’houent-mañ en em ober ouzh ar bed a-vremañ hag, en un doare ledanoc’h marteze, e stok an ezhomm speredelezh ingal ouzh bevennoù mabden, e sioù, e vilenioù. N’on ket sur e vije posubl c’hoazh da dud a-vremañ briata seurt buhez lean, daoust ma tiskouezfe bezañ hoalus eus an diavaez : ar re zo chomet n’eo ket sur e vije bet gwelloc’h o stad e lec’h all, a-benn ar fin.

En ul lec’h bennak em eus lennet ne oa ket ur gwir testeni, unan adskrivet diwar istor ul leanez all ne lavaran ket. Met n’on ket sur, ha forzh penaos, memes ma vije ur romant evel ma lenner war lec’hiennoù katolik ‘zo, petra a cheñch ? ar vouedenn zo e-barzh. Evel niver ar vanifestourien er manifestadegoù, ar wirionez zo en ul lec’h bennak etre an daou gont…

 


Vualo de l’silento, Ĝura, Bro-Frañs (1990)

vualo de l'silentoEmbannet eo bet troidigezh esperantek Le voile du silence e 1997.

He buhez a gont ar ganerez kabil Djura el levr-mañ. Erru eo hi e Frañs pa oa 5 bloaz, ha dre se eo gwriziennet e div sevenadur. He zud, avat, zo chomet giz kozh. Evel kalz muzulmanezed bihan, Djura, plac’h anezhi, n’eo ket un danvez lorc’h evit he familh ; er c’hontrol. Gwallgaset e vez gant he zad hag he breudeur, ha ne vez ar merc’hed tro-dro dezho nemet da vezañ implijet ha korvoet ganto. Ma ne gred ket merc’hed ar metoù-se sevel o fennoù, Djura n’eo ket evit sentiñ didrouz, seul vuioc’h ma teu da vezañ speredek ha desket. Ur stourm hir war-zu ar frankiz eo a ginnig deomp, ur stourm dañjerus ha doanius, dreist-holl pa sav a-enepti kement ezel eus he familh en deus skoazellet ha cheriset, betek klask he lazhañ.

Da dostaat eo al levr skoüs-mañ diouzh Devet ez vev, met en ur mod em eus kavet spontusoc’h hennezh peogwir e tremen al lodenn vrasañ eus an istor anezhañ e Pariz, da lavaret eo e c’hoarvez seurt traoù just amañ dindan hon daoulagad, war dreuzoù hon tiez, ha n’omp ket evit sikour ar merc’hed-se. Hirisaat a ra ar blev pa soñjer.

Tostoc’h e oa al levr-mañ ouzhin peogwir he deus kresket Djura e bed va yaouankiz a-fed sistem-skol ha meskaj sokial. Dimeziñ a ra gant ur breton eus Sant-Ke-Porzh-Olued, ha sonerez a-vicher e teu da vezañ : kement-all a binvidigezhioù a lak anezhi muioc’h e par ur vignonez eget e hini un estrañjourez.

Un testeni kreñv ha fromus, hep n’en em gollfe er santimantoù, eo hini Djura. Un destenn skrivet diwar ezhomm, pa ne chome hent all ebet dezhi da stoliañ hec’h amzer-dremenet. Santout a reer n’eo ket n’eus forzh piv ar vaouez, gouest eo da zielfennañ an traoù, da gas ur gwir stourm da benn, hag estreget eviti, pe e vije dre he fozioù skrivet pe dre ar re a gan.

N’eo ket gwall hir an dezrevell, seul lemmoc’h a se. Gellout a reer selaou ar skrivagnerez gant he strollad Djurdjura e meur a lec’h war ar rouedad : un doare brav da echuiñ al lennadenn ha da walc’hiñ e guriusted diwar-benn ar skrivagnerez.


Bue Sant Ervoan Landreger, skrivet enn brezonek gant eur c’hoz Person Tregeriad (1867)

Moullet e ti Ar Flem e Landreger 150 vloaz bennak zo, al levr-mañ a vez kavet evit netra war ar rouedad en ur stumm niverelaet. Nep piv bennak a c’hell pellgargañ anezhañ en e stumm .pdf amañ, evit netra.
Ret eo en em ober ouzh an doare-skrivañ a c’hiz-kozh e penn kentañ, met dont a ra buan a-walc’h. Ur skrid hirik e komz-plaen eo. N’eo ket displijus da lenn, ha diouzh an druilh e vez desket traoù diwar-benn sant patrom Breizh. Ar pezh em eus kavet souezhus, hag a harz un tamm ouzh ar c’hompren, eo an doare m’en deus stummet ar skrivagner dianav e destenn : ma krog gant ganedigezh e haroz, ne gendalc’h ket goude da heuliañ dre ret an urzh kronologel. Pennadoù dre demoù en deus savet kentoc’h. Ur bern darvoudoù zo da gontañ c’hoazh goude marv ar sant, forzh penaos : ret eo soursial diouz e relegoù, ha da heul ar burzhudoù en deus graet pa oa bev, e teu ar re a zo bet lakaat war e gont goude e varv. N’eo ket diaes da lenn, ne vez ket implijet gerioù divoutin gant ar c’hoz person tregeriad, ha graet en deus ul levr klok a-walc’h p’en deus lakaet e fin ar pedennoù da Sant Erwan e brezhoneg hag e latin.
Laouen on o c’hellout kavout seurt lennadurioù profitabl roet d’an holl evit netra, pa ouezer ar priz a c’heller lakaat en ul levr a seurt-se en deiz a hiziv, gant ar c’hozh m’eo erru, hag o c’houzout petra a veze lennet gant an dud e-pad ar beilhadegoù-goañv. Evelto, moarvat, va bommoù muiañ-karet el levr eo ar re a gonter enno darvoudoù spontus pe wallzarvoudoù gwir c’hoarvezet d’an dud, ar chas flastret, kea, dreist-holl pa ne vez droug ebet padus gant ar geizh-se : renkañ a ra Sant Erwan kement trubuilh, kas ar re varv da vev da skouer. Ha war e grabosoù, mar plij !


Persepolis, Marjane Satrapi, Frañs (2007)

Persepolis_couverture_m-264x390Ur vannenn-treset eo Persepolis. Kontañ a ra Marjane Satrapi, iranez anezhi, he buhez adalek he dek vloaz e bro-Iran. Tresadennoù e gwenn ha du a daol war ar paper. Eeun int diouzh ar c’hentañ sell, met sammañ a reont ur garg brav a from ha derc’hel a reont tost ouzh pemdez n’eus forzh peseurt plac’hig e n’eus forzh peseurt familh : ur ment hollvedel a zo ganto, ma c’hellont na vezañ kavet « brav » gant an holl dre m’int re simpl.
Merc’h nemeti ur c’houblad tud en o aes eo Marji. Dre m’eman bro-Iran o serriñ muioc’h-mui warni hec’h-unan e ra-hi he c’hresk hag e teu soñjoù frank he zud d’ober o hent en he fenn. Buhez an hinienn en em vesk ouzh buhez ar stad, diaestaerioù pemdez ur peanv bennak ouzh Istor ar bed. Dont a ra da vezañ dañjerus, evit ar grennardez « diroll » m’eo Marji, derc’hel da chom e bro-Iran. Kaset eo da vevañ e Aostria e ti mignoned divroet ur pennad araozi. Yaouank hag en hec’h-unan en un Europa ha n’eo ket digor ken ledan he divrec’h ha ma vije kredet war ar re a glask ar frankiz, eo krignet don gant kleñved ar gêr a zo war-nes he lonkañ en he fezh. Distreiñ a ra da di he zud ha teurel ur sell nevez war he bro c’henidik, war ar pezh eo deuet he mignonezed kent da vezañ dindan wask o desavadur a-du gant politikerezh mac’hom ar stad… He bro a zleo kuitaat adarre. Emañ bremañ o chom e Frañs.
Un eeunded faos zo el levr-mañ. Emañ war un dro skoüs ha farsus, aon a ra a-wezhioù, ha gwezhioù all e vez bourrus ken-ken. Eus ar vravañ e kont Marjane Satrapi dislavarioù ar yaouankiz, an diaes m’eo klask e hent pa vez meur a wezenn o reiñ gwriziennoù d’an nen. Seul zedennus e oa ma n’em boa lennet netra ebet c’hoazh diwar-benn ar vro-se (nag hini ebet a seurt ganti) hag em boa ur bern traoù da zizoloiñ e-kerz va lennadenn. Kavout a ra din eo un testeni a-zoare, ha rouez digant un iranadez.
Plijet on bet kalz gant familh Marji ivez, ur familh start ennañ al liammoù etre an dud, digor a spered, hag a chom betek ar fin ur referañs evit an obererez.
Ur soñj dispar eo, a gav din, lakaat seurt oberennoù a dalvoudegezh etre daouarn ar vrezhonegerien en o yezh. Daoust ma vije e stumm ur vannenn-treset eo tev : ne vez ket lennet buan, ha danvez preder a-leizh a zo enni. Un dra vat eo bezañ teuzet ar pevar albom orin en unan bras ha bezañ embannet an oberenn en he fezh diouzh an taol kentañ. Ha dre m’eo fonnus ar geusteurenn, e vezo lennet ouzhpenn ur wezh ganin.
Ur prof brav eo d’ober d’ur brezhoneger, er mare-mañ eus ar bloaz pe diwezhatoc’h 🙂