Tag Archives: Mich

Troiad en ifern, Mich Beyer (2017)

Er romant-mañ e adkaver ar pezh a ra priz romantoù Mich Beyer : ur yezh uhel he live met c’hwek da lenn, ur studiadenn resis eus psikologiezh an tudennoù, ur framm klasel, ar stek da lakaat ar suspens da greskiñ…

Kouskoude on krog da vezañ hegaset un tamm gant an temoù leitmotiv a gaver e kalz eus he romantoù : enezenn, heñvelreviadelezh… (met da belec’h an diaoul eo aet ar c’hazh ?). Evel-just e c’hell ur skrivagner bezañ dedennet gant an dodenn-mañ-dodenn a-hed e vuhez, met n’eo ket e mod-se e santan an traoù amañ, kentoc’h un doare “tro ret”(desired shape), dedennusoc’h da grouiñ eget da lenn marteze. Lemel a ra un tamm eus ar blijadur dizoloiñ, dre ma serr an dremmwel.

Un dra heverk er romant-mañ eo na weler ennañ nemet merc’hed -war-bouez er pennad diwezhañ. Hennezh on bet dipitet a-walc’h gantañ, engortoz e oan e tegasfe ur sell nevez war an afer met ne ra ket. Gellet e vije bet espern anezhañ.

Chom a ra ar romant plijus da lenn atav, lonket e vez en un tenn, kenkoulz hag e ziagentourien.

Advertisements

Ur person evit enez Sun, Henri Queffélec (1944)

Embannet eo bet an droidigezh brezhonek e 2016.

Kavet em eus kentoc’h plijus al lennadenn abalamour m’eo skrivet ha troet brav al levr. Koulskoude, war ar foñs, ez eus traoù em eus kavet iskis.

Kompren a ran perak eo bet dibabet al levr-mañ da vezañ troet : reiñ a ra ur skeudenn dreistordinal, digredus, eus ar metoù dibar ma oa Enez Sun dindan ar Renad Kozh, hag abaoe ur viken sur a-walc’h : ul lec’h gouez, gant annezidi ken gouez all, suj ouzh froudennoù ar mor hag an avel. Ul lennegezh “vroadel”, en ur mod, da adperc’henniñ gant hor yezh pa ne gomz nemet eus hor bro. Ma.

C’hwezh an XIXvet kantved a zo war an deskrivadenn koulskoude, ur c’hwezh romantel-tre, techet da vont re bell ganti, tost c’hoazh ouzh Anatole Ar Braz pe Victor Hugo. Ar pezh a gont eo reiñ ur skeudenn griz, braouac’hus, a sko an ijin. Un doare ha ne glot ket mui tre-ha-tre ouzh ar pezh a c’hortozer en deiz a hiziv. E gwirionez, e oan engortoz eus un destenn modernoc’h.

An eil tra en deus lakaet ac’hanon diaes eo m’eo bet dibosubl din en em hevelebiñ ouzh an haroz. Ar paotr a gemer ar garg a berson evit sikour, met mesket eo ivez gant ur c’hoant uhelaat, daoust ma vije glan a ene diwar ar c’hentañ sell. Un estrañjour eo chomet din penn-da-benn. Pa soñjan, eo marteze an dra-se, ar fed ne vije ket re vanikean, a ro e dalvoudegezh d’an oberenn, met n’em eus ket kavet klet bezañ o lenn.

Hag an trede tra, a c’hell seblantout dister met en deus lakaet ac’hanon da brederiañ, eo ar fed e vije bet krouet an ezhomm beleg gant an Iliz, hag e vije bet dilezet ar paourkaezh tud-se gant o sec’hed a lidoù hag a draoù sakr, hep damant ebet ouzh ar pezh a c’hellent santout. N’eo ket tre tem al levr, met chomet eo ar soñj-mañ war va spered ha direnket on bet gantañ.

E berr gomzoù, dic’hizet, direnkus, met skrivet ken brav m’eo un drugar e lenn.


Azvent, Mich Beyer (2013)

azventEn ur lenn ar romant-mañ em eus soñjet meur a wezh en Itron Varia Garmez Youenn Drezen : evel ennañ, e heulier tonkad ur c’hizeller, ganedigezh un delwenn, e penn an dud da gentañ hag e penn o bizied da heul. Liammet start eo istor an delwenn gant hini an dud tro-dro dezhi.

An deiziata (fin ar XVIIvet kantved), an aergelc’hioù hag an tudennoù livet brav, en o zouez ur wreg strap he latenn hag ur markiz peurzrouk, zo perzhioù mat ouzhpenn d’al levr plijus-mañ.

Diouzh ur sujed diazez a c’hellfe bezañ bet roet da n’eus forzh peseurt bugel (ijinit ha kontit un istor  diwar an delwenn-mañ) he deus savet Mich Beyer ur romant brav, dudius ha kentelius hep bezañ torr-penn.


Azigoragazar, Mich Beyer (2010)

azogoragazarPell eo chomet al levrig-mañ war va estajerenn “da c’hortoz”, gant e ditl digredabl hag e c’holo teñval : n’em boa c’hoant ebet da gregiñ ennañ.

Gaou oa ganin, anat !

Eizh danevell berr-tre zo el levr. Ken berr int, ma n’on ket sur e c’heller ober danevelloù eus seurt skridoù. Met peseurt anv reiñ dezho a-hend-all ? Istorioù, marteze. En ur yezh klasel flour, diskuizhus evit al lenner en em laosk da vezañ douget gant ar gerioù.

Leun a ijin hag a fent eo an istorioù diardoù-mañ. Mousc’hoarzhet e vez hed-a-hed al levr, gant ar fresk hag ar faltazius ma z’int. Ur mell souezhadenn eta !

Trefu eo va zestenn muiañ-karet en torkad. Kredet em eus anavezout ar c’helan zoken… betek ur serten poent ! Na c’hwi ?


Andon ar gasoni, Mich Beyer (2011)

andon ar gasoniUr romant-polis eo a ginnig Mich Beyer gant an titl-mañ, ur wezh ouzhpenn. Pell zo eo donezonet ar skrivagnerez evit ar jener-mañ, ha romantoù ar Pennoù Koltar, skrivet evit ar yaouankiz er bloavezhioù 90, ne oant ket fall tamm ebet kennebeut.

Andon ar gasoni zo deuet ken brav all ganti : gant ul labour sirius, ur yezh bet labouret kalz ganti, eo al levr-mañ, evel he holl embannadurioù, a live uhel ha plijadurus da lenn.

Lamm ebet en amzer ar wezh-mañ (ha gwell a se), c’hoarvezout a ra an istor en amzer-vremañ hag e lec’hioù anavezabl daoust ma ne vijent ket anvet sklaer : Douarnenez, Enez Sun.

Ur plas a-feson a  vez roet d’al levrioù en istor-mañ, peogwir ez eus ul levr kozh e kreiz an itrik ; hag e tro an istor tro-dro d’ur c’hafe-levrdi ; met ar sonerezh klasel, al liorzhañ hag ar c’heginañ a vez graet anv anezho ivez : temoù n’eo ket ral o c’havout e romantoù ar skrivagnerez. Kalzig a vousfent zo ivez : an doare ma echu istor kement koublad em eus kavet farsus da skouer. Met soñjal a ra din e c’hellin gortoz seurt diluziadenn ar wezh kentañ ma lennin ul levr gant Mich Beyer : krog on da grediñ ne fell ket dezhi leuskel e harozed d’en em garout e peoc’h 🙂

Gant an niver a levrioù a galite he deus skrivet emañ Mich Beyer e penn ar skrivagnerien glasel a-vremañ. Douetus e kendalc’ho pell war he lañs, evit brasañ dudi he lennerien.

 


Kan ar mein, Mich Beyer (2008)

Mich Beyer

Hep bezañ ul levr diaes, ne lavarfen ket e tenner plijadur dioutañ diouzhtu, me ‘m eus bet un tamm poan evit mont e-barzh da vat. Lennegezh eo, gant gerioù resis, ha dreist-holl, uhelvennadoù, ha marteze ne oa ket tre ar pezh em boa ezhomm da lenn er mare-mañ… Pezh ‘ m eus kavet plijus : plas ar sonerezh hag ar skrivañ, hag al lodennoù a dremen er Grennamzer dre vras daoust ma ‘m bije soñjet kalz e “Le nom de la rose” evit pep tra a dremene er manati : muioc’h a ijin zo el lodenn a heul, a gav din.
Pezh ne blij ket re din er romant-mañ eo ar meskaj etre an amzer-vremañ hag an amzer gent. Herzel a reont ouzh breur Aleks da gaout un amzer-dremenet gwirion, da skouer. Ne oant ket ret. Ne vezont ket displeget ivez : n’emaomp ket en ur bed hud gant e reolennoù dezhañ, c’hoarvezout a ra, mat pell ‘zo ! Evel-just eo harpet an neudenn war ar cheñchamantoù amzer, met n’eo ket ar pep gwellañ er romant d’am soñj. Gant se eo al levr da vezañ renket er rummad moliac’h, daoust ma vije kentoc’h un oberenn diwar-benn arzoù ar Grennamzer. Souezhus ‘ meus kavet an dra-se.
Bremañ ma ouezan petra gortoz em bo muioc’h a blijadur gant un eil lennadenn marteze. Talvezout a raio ar boan : ar brezhoneg, aes da gompren, a zesker ur bern gerioù arbennik ennañ, hep poaniañ peogwir e vezont implijet lec’h ma c’hortozer anezho. Emaer dres en tu kontrol eus an doareoù da vrezhonegañ a baoura ar yezh evit seniñ muioc’h “terouer” gant forzh perifrazennoù ha kement ‘zo, en ur brezhoneg a sell ouzh an amzer-da-zont hep bezañ disliv : se a blij din mort ! Kizellet munut eo, evel ar sonerezh a vez anv anezhi el levr…
Gloria Oferenn Tournai


Teñvalijenn, Mich Beyer (2008)

Teñvalijenn
Setu aze ur romantig sichant, e brezhoneg flour, hag a vir al lenner e krog betek ar fin. Ne oan ket engortoz eus an dro ma kemerfe an traoù diouzh lenn ar penn kentañ, intello un tamm, o tiskouez skrivagnerien o kejout an eil ouzh egile hag o kaozeal eus o labour skrivañ… Nann, suspens ‘zo, a-benn ar fin, ha kemm a ra an ton penn-da-benn pa cheñch ar savboentoù, asambles gant an dezrevellerien.
Traoù ‘zo ‘m eus kavet un tammig re anat, evel istor ar bladenn gollet hag adkavet, pe c’hoazh afer ar viñsaskell : gwirheñvel eo e tegasfe donedigezh ar viñsaskell an disoc’h a zegas, met domaj eo e vije bet peuzlavaret er pennad a-raok. Er c’hontrol, n’eus ket a wir zisplegadenn evit darvoud souezhus ar penn kentañ, al levr heñvel a oa an daou zen o skrivañ pep hini diouzh e du.
Ne ouezan ket hag-eñ ‘mije ket spiet ur fin evurusoc’h, evit an Ao. Poder, d’an nebeutañ ! met marteze ‘vije bet kement-se ur seurt kliched ?
Lennet e vez buan, didrabas ha gant plijadur, arabat kaout aon d’en em goll en deñvalijenn 😉


Etrezek an enez, Mich Beyer (2007)

Etrezek an enez
Ar skritur-se a blij din kalz peogwir eo resis en e c’herioù : pezh vez lavaret sklaer ‘vez empentet sklaer… ha daoust ma vije lennegel e chom gwirion ar pozioù distaget gant an dud : yac’h eo. Ouzpenn-se eo frammet mat al levr.
“Intimist” a c’heller ober dioutañ. Heuliañ a reer ur vaouez kozh e selin he buhez, en he jestroù pemdez met ivez en he distro war he amzer-dremenet. Ul levr dous eo : seder a-walc’h eo ar vaouez, nemet tro ar fin. Souezhet on bet o welet pegen digounnar e oa e-keñver he bugaleaj, met kavout a ra din emañ aze an dalc’h, en he doare da gempenn ha da glenkañ pep tra eus he amzer-dremenet, evel ma ra en he zi a-raok degemer he mignoned. C’hwervik eo ivez, met pas re : an enez a aocher warno a-benn ar fin. Fiziañs ‘zo. Setu perak eo ken dous al levr.
Pegen evurus on e vije eus seurt levrioù e brezhoneg : levrioù emaer bountet gant ur red diabarzh d’o skrivañ, n’eo ket gant ur red kevredigezhel pe me ‘oar… Magus int.
A-hend-all on bet skoet gant un elfenn-dreuz, un heñvelidigezh bennak etre al levr-mañ hag hini Yann-Fulup Dupuy Penn ar veaj. Desachet eo bet va evezh gant bezañs ar c’hazh, ar plas bras en deus e pep levr hag an doare m’en deus haroz pep skrivagner da vont dezhañ gant un anv disheñvel bep tro… heverk eo peogwir n’eo ket boutin. Neuze em eus laosket va ijin da gantreal hag em eus kavet pontoù all n’int ket ken teknik met e-keñver lañs, kest… Ar memes istor a c’hellont kontañ o daou en ur mod. Ne gav ket din vije graet a-ratozh, n’eo ket un degouezh kennebeut moarvat p’en em anavezont. Dedennus em eus kavet.


An dervenn, Mich Beyer (2007)

An dervenn

N’eus ket kalz tra da rebech ouzh ar romantig-mañ : sur eo ar yezh, klasel an tem (ur paotr yaouank a dec’h eus e di evit klask an tad n’en deus ket anavezet), renet mat red an darvoudoù. Pezh zo, ar re-se n’eus ket ur mor anezho, me gav din e tlefe bezañ kentoc’h ur romant psikologel. Ha war se, ne gavan ket va gwalc’h. Kavout a ra din eo re eeun patrom ar familh habask a vev ar paotr ennañ, re blaen an darempredoù etrezañ hag e vreur, divlaz an tudennoù pennañ, kea. Plijus eo an droiad e Euskadi alato… N’eo ket ul levr fall, pell a se, met e-touez reoù Mich Beyer ‘m eus lennet betek-henn eo an hini a blij din an nebeutañ.
An dervenn en doa tapet an eil Priz ar Yaouankiz 2008 er rummad 4vare-3de klas