Category Archives: Politikerezh

Mélanges en hommage au passeur de mémoire – Pennadoù dibabet en enor da Frañsez Favereau – A festschrifft in honour of Professor Favereau ; a-stroll (2018)

ronan-le-coadic-francis-favereau-melange-en-hommage-au-passeur-de-memoireDastumad renet gant Ronan Le Coadic.

N’eo ket aes ober un diverradenn eus ar pezh a gaver el levr-mañ, o vezañ m’eo ur sac’h a bep tra, feal ouzh giz ar “meskajoù” a vez prenet d’ur c’helenner skolveur pa ya war e leve.

Ar pezh a zo sur eo em eus bet kalz plijadur o lenn anezho -war-bouez unan pe zaou, re luziet evidon, n’on ket bet betek ar penn anezho.

Pep pennad a zo en e yezh (galleg, brezhoneg pe saozneg), gant un diverrañ en ur yezh all.

Liesseurt eo an temoù, lod skañv evel ar studiadenn gant Nelly Blanchard war ar brezhoneg a gaver war an etikedennoù gwin pe c’hoazh hini Maëlle Meriaux diwar-benn ar boued-sukr. Lod all muioc’h teknikel (Istor, sokiologiezh, yezhoniezh, lec’hanvadurezh…). Plijus eo mont a gazh da razh ha kaout, e mod-se, ur sell a-vras war tachennoù-studi an dud o deus kemeret perzh.

Met ar pep dedennusañ, marteze, eo ar sell a-dreñv war buhez hag oberenn Frañsez Favereau e-unan. E-touez an dud oberiant war ar brezhoneg n’eus ket ur mor a vije ken digor o spered. Dellezet mat e oa dezhañ al levr tev-mañ.


Le sang nomade, Glenmor (1975)

GlenmorKavet e vo drol, marteze, met n’em boa lennet levr ebet gant Glenmor a-raok hennezh. Ar bommoù e oan en em gavet ganto war hent va studioù pe war ar rouedadoù sokial n’o doa ket galvet ac’hanon. Kavout a raen diaes, memestra, respont : ne ouezan ket petra a dalv, n’anavezan ket. Setu perak em eus lennet al levrig-mañ.

Kerkent hag ar pajennoù kentañ e oan erru skuizh dija : evel Oscar Wilde, e klask Glenmor dozviñ bep eil frazenn un epitaf pe ur frazenn milvrudet a vo skrivet e pep lec’h goude e varv. Selaou a ra outañ e-unan, arvestiñ ouzh e oberenn gant teneredigezh ha lorc’h a-vuzul ma skriv anezhi.

Aet eo diouzh ar c’hiz an doare skritur-se el lennegezh, c’hwezhet, c’hwezh enni ivez. Pa lennan ar bommoù strollet el levrig-mañ n’on ket evit herzel da soñjal en deus Glenmor un doare gall a-walc’h da blediñ gant al lennegezh. Implijout a ra gerioù brav, stil a zo. Met an diabarzh ? Soñjoù stokus peogwir int diazez, marteze. Ur vrav a zalc’husted, a fealded e-keñver e vro. Soñjoù politikel a ra heklev gant re an dud a gav brav e skridoù, moarvat.

Met diwar farsal, ma tleer atav liammañ foñs ha stumm, brein eo ar 92 pajennad-mañ gant fazioù-skrivañ. Ne daolan ket re a bled outo diouzh boaz, e brezhoneg dreist-holl, o vezañ ma ra diouer an isframmoù da gas labour peurreizh da benn vat. Met e galleg ? Daoust hag an embanner, e-unan, n’eo ket bet kalonek a-walc’h da lenn an destenn a-raok hec’h embann ?

‘M eus aon e tepegn madik ar pezh a soñjan diwar-benn testennoù al levrig-mañ : kalz a drouz evit nebeut a dra. Dindan dilhad ur barzh, n’eo Glenmor, evidon, nemet ur profed.

N’eo ket netra, dija… met n’eo ket va zra.


Le premier principe, le second principe, Serge Bramly, Frañs (2008)

bramlyAr pezh en deus desachet ac’hanon war-zu al levr-mañ eo e ditl, digomprenus d’ar re n’o deus ket e lennet c’hoazh. Stag eo ouzh ar priñsipoù a ren an termodinamik.

Un tev a hini eo ivez, ur perzh ha ne c’hellan ket tremen hebiou dezhañ peurliesañ.

Met petra eo eta ? ur romant spierezh, a lavarfen. Gant ar sell a-vras a daol war Bro-Frañs ar bloavezhioù 80, e dudennoù disheñvel o metoù hag o c’hoantoù sevel, an emell er politikerezh, pouez ar mediaoù ha kement a zo, em eus soñjet meur a wezh e oa awenet, marteze, gant American Tabloïd James Ellroy. Mod pe vod. Gant un ton disheñvel-mat koulskoude.

Ur seurt plijadur o skrivañ a zo. Estreget berniañ fedoù a ra Serge Bramly. Mont a ra don e buhez an dud, en o ziez, en o istorioù prevez. Ha deomp-ni, bevet ganeomp ar bloavezhioù-se dre ar mediaoù, e tegas en-dro ur bern eñvorennoù, o teurel warno ur sklêrijenn all.

N’on ket dedennet a-walc’h gant ar sujed evit kanañ muioc’h a veuleudioù diwar-benn al levr-mañ, met deuet eo brav gant ar skrivagner. Dornet eo, ha m’en em gavan en-dro gant skridoù savet gantañ, e taolin ur sell warno gant plijadur.


No pasaran : 1. Le jeu, 2. Andreas, le retour 3. Endgame, Christian Lehmann, Frañs (1996)

No pasaran1Levrenn gentañ ar rummad tri levr-mañ a loc’h diwar un tem boutin : n’eo ket gwall splann ar vevenn etre c’hoari ha gwirionez.

Tri c’hrennard a heulier. Da vare ur veaj-skol e tec’hont diouzh evezh o c’helennerien amzer da vont d’ur stal c’hoarioù-videoù iskis. Unan eus ar c’hoarioù a zegasont en-dro en deus perzhioù dreistnaturel. Daoust ma vijer c’hoazh e mare an disketennoù PC, e tiskouez bezañ gouest da etrelugañ e c’hoarierien, hep wifi na netra ebet. Ken pizh eo kalite e skeudennoù ma kreder bezañ er vuhez gwir. Hag e gwirionez… Hervez an dibaboù graet, en em gaver o vevañ brezel pe vrezel eus an XXvet kantved ha, gwashoc’h ‘zo, e liamm eeun gant familh ar c’hoarier.no pasaran 2

Goude bezañ soñjet ne oa ket ur souezh e vije bet lakaet al levr-mañ en ur voest-levrioù, o vezañ m’eo diamzeriet e endro stlennek, em eus troet va soñj. E gwirionez e ro dezhañ ul liv “vintage” a c’hell plijout a-nevez d’ar grennarded. Ha n’eo ket tamm ebet ul levr “jentil” evel ma vez ar c’hiz. Kriz ha realist eo ar senennoù emgannoù, ar brezelioù.

Mat eo al levr-mañ d’en em soñjal war al liammoù a zo etre dec’h hag hiziv ha war disoc’hoù pleustrek ar brezelioù. Lennet em eus anezhañ da vat evel un oberenn enep an arme, dreist-holl goude twitch ar fin.

Daoust ma oa lipet-mat, hag echu, an istor e fin al levrenn gentañ, al levrennoù 2 ha 3 a gendalc’h gant an hevelep spered met, evel alies pa vez un astenn d’ar soubenn, hep digarez gwir e penn kentañ. Ken dic’hortoz all eo ar fin e-keñer ar pezh a ouezer eus ar penndudenn Andreas.

No pasaran 3Ret eo tremen hep teurel re a evezh ouzh gwanderioù a zo evit bourrañ an istor da vat : unan anezho eo an ton un disterig kentelius, “Signe de Piste”, a vez gant ar skrivagner a-wezhioù. A-boan ma vez santet, met pa vez, eo hegasus.

Ur meskaj mat etre brezelioù an XXvet kantved hag ar politikerezh (kazi) a-vremañ e bro-Frañs (n’eo ket cheñchet kement-se dindan 25 vloaz hag anavezout a reer an dud, daoust d’o anvioù faos). Un dra a zo sur : ne veze ket damantet betek re al lennerien yaouank, nag a-fed danvez, nag a-fed hirder. Ne gredan ket e vije embannet seurt traoù hiziv, ne vije ket lennet ganto. Domaj eo, kar dedennus eo.


Définir la “langue bretonne” : discours concurrentiels d’origination et d’identification dans les paratextes des dictionnaires bretons, Malo Morvan (2017)

E-pad meur a viz on chomet gant al lennadenn nemeti-mañ, em eus kavet arabadus a-wezhioù pa ne vezen ket entanet gant ar sujedoù a veze pledet ganto (Istor, lakaomp, el lodenn gentañ dreist-holl), met se ne sell nemet ouzhin ha sur on e vo kavet dedennus gant an holl a-hend-all.

Ha m’em eus dalc’het krog betek penn, eo peogwir e kaven gwallzedennus sujed an dezenn-mañ, hag ez eo e gwirionez.

Dielfennet eo bet e gorpus eus ar pishañ gant Malo Morvan ; netra ne vez laosket a-gostez ha mont a ra don e-barzh ar preder. Drol eo, peogwir n’eus netra nevez er pezh a lenner, pa soñjer, an holl vrezhonegerien o deus lennet savboentoù an eil re hag ar re all, ha degemeret anezho, a-wezhioù, hep klask pelloc’h : … ijin ar yezh… souploc’h ar brezhoneg evit krouiñ gerioù diwar gwriziennoù… e mod-se vez graet e brezhoneg… hag all, hag all…

Netra nevez, marteze, met ur gouloù oc’h elumiñ trumm evidon : n’on ket eus an troc’h-se. En em ziskouezet eo an div skol ken gaonac’h an eil hag eben, dreist-holl en abeg ma n’eus ket fellet dezho en em unaniñ evit krouiñ ha magañ ul lignez.

Ha ni e kreiz ar jeu, kaset ha digaset evel boueoù gant red ar morioù hep kompren re vat, paket en ur brezel n’eo ket hon hini, benvekaet en desped deomp alies.

Vad a ra din gwelet an traoù skrivet, deskrivet, dielfennet evit adkavout va hent ha gouzout en em lec’hiañ e-keñver ar yezh a garan.

Un dezenn madoberus.

Re stank, marteze, evit reiñ c’hoant d’an holl d’e lenn, met dindan ur stumm berraet e vije ur sapre levr talvoudus d’an holl.


Tri devezh, Petros Markaris, Bro-C’hres (2015)

Tri devezhAnavezet e vez mat stil Petros Markaris en danevell hir-mañ, m’ho peus lennet e romantoù-polis a zo bet lakaet e brezhoneg gant Alan Botrel c’hoazh.

Savet eo an danevell diwar un darvoud istorel. Displeget eo mat e-kerzh an destenn, met diaes da gompren evit ar re ne ouezont na bu na ba war istor bro-C’hres eveldon koulskoude. Met techet on da soñjal n’eo ket grevus-tre : evit kompren an istor-mañ eo a-walc’h harpañ war istor ar bed, war ar pezh a ouezer eus rummadoù tud lakaet a-gostez en ur gumuniezh da vare pe vare eus an Istor ; ne vern piv int evidon, a-benn ar fin.

Ar stek en deus Petros Markaris da veskañ planedenn hiniennel e dudennoù gant Istor ar bed, ar pezh a ro talvoudegezh d’un dornad devezhioù n’o deus ket laosket kalz roud en Istor.

Kavet em eus dispar al levrig-mañ. Dre m’eo berr, marteze, ez a eeunoc’h an tenn d’ar gwenn. Sevenadur ha santoud, kalzig a suspens hag un itrik dedennus -krediñ a reer divinout ar pezh a zo o vont da c’hoarvezout, met ar pep pouezusañ n’eo ket ar pezh gortozet.

Un danevell greñv.


La trilogie de Mars : Mars la rouge – Mars la verte – Mars la bleue, Kim Stanley Robinson, Stadoù-Unanet (1994-1996)

Unan eus ar c’hoarioù-taol “nevez” muiañ-brudet abaoe un nebeut bloavezhioù a zo anvet Terraforming Mars. Evel un niver bras a c’hoarioù modern ez eo bet tennet an tem anezhañ diwar un oberenn lennegel… ha n’em boa ket lennet. Ret eo din anzav em boa lakaet va fri en ul levr bennak gant Kim Stanley Robinson un nebeut bloavezhioù ‘zo, soñj em eus eus se peogwir e kave din e oa ur plac’h anezhañ d’ar mare-se. Lonket em eus anv al levr bremañ met ar pezh a ouezan eo n’em boa ket gellet mont betek ar penn anezhañ, peogwir e kaven randonus an istor ha ne oan ket deuet a-benn d’en em lakaat e-barzh, ar pezh ne c’hoarvez din nemet ral-ral a wezh ! Hennezh a oa kouezhet a-ziouzh va daouarn ha n’em boa ket klasket pelloc’h.

Met ken dedennus eo ar c’hoari Terraforming Mars, ken entanus evit al lennerien sot gant ar skiant-faltazi, ken diellet -savet gant un doktor war ar biologiezh- m’em eus staget gant ar rummad tri levr eo bet tennet ar c’hoari dioutañ. Ha chomet on pell ganti peogwir ez eus un 800 pajennad bennak e pep levrenn ha n’int ket gwall aes da lenn, o vezañ ma vezer gant un oberenn “Hard-science-fiction” (Skiant-faltazi pizh ?) a harp kalz war ar skiant ha ma z’a war sujedoù n’on ket ur mailh war o zivoud. Biologiezh evel-just met ivez ekonomiezh, politikerezh ha kement ‘zo.Mars1

El levrenn gentañ, Mars la Rouge e erru war ar blanedenn Meurzh ur strollad 100 den kaset gant an Douar da brientiñ douarfurmiñ ar blanedenn, a-benn ma c’hello tud eus an Douar dont da vevañ warni. Ne ouezer ket c’hoazh da belec’h e vezor kaset gant an istor. En em lakaat a ra an traoù en o flas tamm-ha-tamm war meur a live -teknikel, politikel, relijiel, hiniennel… Ar pep dedennusañ el levrenn gentañ-mañ eo gweladenniñ ar blanedenn ruz. Ec’honder, ramzelder zo e pep lec’h. Dont a reer da gaout un anaoudegezh don eus douaroniezh ar blanedenn. Cheñch a raio kalz.

En eil levrenn, Mars la Verte, n’eo ket mui un istor aozañ ha douarfurmiñ Meurzh nemetken a vez kontet d’al lennerien. Afer a zo bremañ da aozañ ur bed nevez da vat. Ret eo da gizidigezhioù politikel disheñvel tud kentañ Meurzh labourat asambles evit gellout difenn he interestoù a-dal d’an Douar. Ha posubl eo stummañ ur gevredigezh nevez hep kouezhañ e plegoù kozh mab-den, o vezañ m’emañ mab-den e-unan ouzh ar stur ? Ur sell hollek war ar politikerezh en ur bed en e vugaleaj. Brav eo, peogwir e weler ar gevredigezh o sevel, an eskemmoù danvezel o kemer stummoù nevez, ar c’hempouez etre paotred ha merc’hed o cheñch ha kement ‘zo. Ur c’hanedigezh ez eo pinvidik ha dedennus sellet outi.

An trede levrenn Mars la Bleue a ziskouez ar re a chom eus ar c’hant trevadennad kentañ. Abaoe pell e vez heuliet un tret ganto evit chom hep koshaat. Ne ra ket anezho tud ne c’hellint ket mervel gant ar gozhni met padout a ra an dud a heul an tret-se -holl dud Meurzh, e gwirionez- meur a gant vloavezh. Dre o selloù a dud a oa amañ abaoe ar penn kentañ e weler  Meurzh peurliesañ. Dre selloù bugale ganet war Veurzh ivez. Kavet em eus pinvidikoc’h ha dedennusoc’h istor an hiniennoù el levrenn-mañ eget na oa er re all. Gwelet a reer anezho, ar c’hant kentañ, o toñvaat o c’horfoù disec’het, o klask asantiñ da soñj ar marv. Tresoù ar blanedenn Veurzh a zo heñveloc’h-heñvelañ ouzh re an Douar : gellet e vez bevañ warni hep dilhad ispisial ken ha kavet o deus plas morioù divent warni. War an hent mat emañ evit padout pell. Lañset eo ar bed nevez.

Re fonnus eo an drilogiezh-mañ evit bezañ diverraet. Kavet em eus hir va amzer a-wezhioù pa veze re bizh an temoù a veze pledet ganto. Ha dreist-holl, daoust ma vije awenet-kenañ ar skrivagner a vare da vare, em eus ar santimant ez eo ken pinvidik ar bed krouet gantañ m’en em goller e-barzh. Bremañ ma anavezan ar fin, ma komprenan da belec’h en doa c’hoant da gas al lennerien, e kav din e vije mat din ober un eil lennadenn evit studiañ e zoare da lakaat an traoù e plas, da lakaat liammoù kemplezh da c’henel etre an dud ha kement ‘zo. Met n’on ket sur em bo kalon a-walc’h d’en ober peogwir ez eo hir-tre, memestra.

Redek a ra istor an drilogiezh-mañ war meur a gantved ha, dre-se, ijinañ ar pezh a c’hellfe bezañ trevadenniñ planedennoù all, gant an efedoù a vije war ar blanedenn he-unan, war an Douar a zeu an drevadidi diouti, war peurrest ar bed. Dedennus-kenañ em eus kavet anezhi. En desped da se, ha daoust da hirder an oberenn, ne gav ket din e vije ur monumant lennegel. Mankout a ra un draig bihan bennak evit kas al lenner da vat e hudourezh ar bed krouet-se. Ne c’hoarvez nemet ral a wezh.

N’em eus ket keuz o vezañ lennet an tri levr-mañ : reiñ a reont ur ster kalz dedennusoc’h d’ar c’hoari Terraforming Mars, d’an nebeutañ.


Scènes de la vie charançonne – Dix ans de délire pédagogique, Corinne Bouchard, Frañs (2003)

“Je n’en ai pas après le monde, qui est ingouvernable ; je n’en ai pas après les « jeunes », ni en général ni en tant qu’élèves. J’en ai après le délire pédagogique organisé, après tout ce qui ajoute à la dureté des temps l’épouvantable fardeau de la sottise et de l’absurdité.”

Dont a ra al levr-mañ goude ur c’hentañ hini, bet embannet e 1994 : La vie des charançons deviendra poétique.

Komz a ra Corinne Bouchard diwar-benn he skiant-prenet en Deskadurezh-Stad gant ur sell-dielfennañ. Ur seurt reketañs eo he skrid  a-enep monedoneoù diboell he implijer.

N’eus koulz lavaret ster ebet gant lenn seurt levr 20 vloaz goude ma vije bet embannet, o vezañ ma pled gant divizoù politikel. Koshaat a ra diouzhtu an testennoù stag ouzh ar c’heleier.

Bet on betek ar fin memestra. Meur a abeg ‘zo da gement-se : Da gentañ ez eo skrivet mat hag ez eo un teuzar lenn komzoù poellek war ar sujed-mañ, hag a zo bet e kreiz va frederioù micherel e-pad 15 bloaz. War dachenn ar studiañ emaomp, n’eo ket war hini ar c’hlemmichal, ha ma ne c’hell ket kuzhat penn-da-benn he c’hwervoni an obererez ne vez ket krignet he skrid ganti.

Da eil, ez eo un eston gwelet pegen difiñv, landrammus, eo mekanik an Deskadurezh Stad. N’eo ket diwar netra e vez graet ar “mamout” anezhi gant lod ! Petra zo bet war-raok etre he levr kentañ hag he eil hini ? Petra zo bet war-raok en 20 vloaz diwezhañ ? Ken nebeut a dra, ma chom kazi a-vremañ an destenn, war-bouez munudoù.

Pet dekvloazioù a zo bet, hag a vo ezhomm anezho c’hoazh, a-raok kompren n’eo ket brouilh an Deskadurezh Stad un oberenn vat, kaer e vo diblasañ ar virgulennoù a-gleiz hag a-zehou ennañ ? Hag un dra bennak a chom da saveteiñ er gabiotenn-se ?

Dic’hizet levr Corinne Bouchard, sur, met kenderc’hel a ra ar pezh a lavar da skeiñ er gwenn. Ha vad a ra.


Algues vertes, l’histoire interdite, Inès Léraud ha Pierre Van Hove (2019)

P’en em laka ar vannoù-treset e servij an Istor, e ro seurt levrioù. Ha pa vez an Istor unan a-vremañ, e ra reuz peogwir eo kizidik ar sujedoù.

Hini ar bezhin glas zo e-touez ar re gizidikañ, ken kizidik ma karfe tud ‘zo ne vije ket lennet al levr-mañ. Abalamour da se, ha peogwir ez int tud bras o levezon, ez eo bet lavaret da Inès Léraud chom er gêr kentoc’h ha dont da ginnig he banne-dreset e meur a saloñs lennegel, goude ma vije bet skrivet he anv war ar program !

Evidon, ul levr a zo kontrollerezh warnañ e ra debron din e lenn ha n’em bez ket peoc’h keit ha n’em eus ket graet.

Ha n’em eus ket keuz. Istor dispis ar bezhin glas e Breizh n’anavezen nemet dre ditloù pennadoù kazetennoù ha ne lennen ket. Dont a ra pep tra da gemer ur plas hag un abeg en va fenn goude al lennadenn-mañ : penaos, perak, petra eo interest pep perzhiad. Perak e vez klasket kuzhat ar wirionez, ha pegen diampart ha gros e vez graet. Met n’eus ket ezhomm da vont dre guzh : ouzh ur mafia galloudus hon eus afer. Mont a ra war-raok gant e zezvioù, pe e plijo d’an dud pe ne raio ket.

Kontet e vez droukskouer bezhin glas Breizh gant Inès Léraud ha Pierre Van Hove eta, ha kontet e vez war un dro, peogwir n’eus ket tu da blediñ ouzh an eil hep plediñ ouzh egile, istor al labour-douar e Breizh. Un daolenn glok eo en em zispak dirak daoulagadoù al lennerien. Evit ar re a oar eus an traoù-se ne vo ket kalz traoù da zeskiñ, emichañs, met evit ar re all ez eo sklaer ha splann an displegadenn.

Hag ur brouenn ez eo ar vannenn-dreset-mañ e chom al levrioù, en deiz a hiziv c’hoazh, ostilhoù a zispac’h. Aon a reont da dud ‘zo abalamour d’o galloud kelaouiñ ha strollañ an dud. Deomp da brenañ, da skignañ, da lenn al levr-mañ evit ma vo anezhañ un arm da zifenn an dud en em laka en arvar evit lakaat ar wirionez da skediñ hag ar bed da cheñch.

 


Riche, pourquoi pas toi ? , Marion Montaigne, Michel Pinçon, Monique Pinçon-Charlot, Frañs (2013)

Klevet em boa anv eus ar c’houblad sokiologourien-mañ c’hoazh, Michel ha Monique Pinçon-Charlot. O buhez-micher o deus tremenet o studiañ ar sujed pinvidik-mañ : ar re binvidik. Ha skrivet levrioù gwallzedennus, a zo bet aliet din meur a wezh ha n’on ket bet betek o lenn peogwir e kavan un tammig sec’h, moarvat, lenn levrioù sokiologourez rik.

Er vannenn-dreset-mañ e vo kavet un diverrañ eus disoc’h o enklaskoù niverus.

Lennet e vez gant kalz plijadur, gras da vMarion Montaigne ha d’he fent diroll. Met ar pezh em eus kavet ar plijusañ, marteze, eo ez eo frammet a-zoare al levr. Roet e vez displegadennoù sklaer, urzhiet, abeget ha skeudennaouet gant kalz donezon. Kaout arc’hant n’eo ket a-walc’h : ur ouestl eo bezañ pinvidik, un istor a-gozh, hag un afer rouedad ivez.

Diaes eo, goude bezañ lennet an albom dudius-mañ, chom hep gwelet ar binvidien evel c’hwibez, doare al laou. Ur levr fentus ennañ egin an dispac’h eta, daoust ma ne rofe nemet gwirionezioù da lenn.