Category Archives: Yaouankiz

Les cartographes, Peng Shepherd, Stadoù Unanet (2023)

Les-CartographesDiegi em bez, alies, da vont war gaout skrivagnerien n’anavezan ket pa vez anv a faltazi harozek : ur stil lennegel eo hag a vez kustum da awenañ ur mor a skriverien stag ouzh an danvez kentoc’h eget ouzh ar stumm. Mil boan em bez o lenn levrioù avañtur skrivet fall. Gortoz a ran e vije lennet an oberennoù gant kalz tud a-raok ober va soñj din-me.

Disheñvel eo bet an dro-mañ gant Peng Shepherd. Koulskoude e oa ar wezh kentañ din lenn he anv. Krediñ a ran eo ar c’hoari Cartographers en deus bountet ac’hanon war-zu ar romant-mañ. Netra da welet, a-benn ar fin… Nemet ar blijadur a zo da dennañ eus ar romant kement hag eus ar c’hoari.

N’on ket bet paket en istor diouzhtu : n’em boa ket fiziañs er skrivagnerez. Aon em boa e vije skrivet brav hep bezañ “santet”, lennegezh d’ober lennegezh, leun a ditouroù diezhomm evit an itrik. Aon em boa ivez ne c’helljen ket en em stagañ ouzh an tudennoù.

E gaou e oan.

Un istor kreñv eo, ijinet brav, gwallzedennus. Lod e teuer da vezañ er c’hest.

Un dizoloadenn vrav eo bet. Ur veaj saourus hag entanus, gant va gwellañ ajañs-beajoù : va levraoueg. Hag en ul levrenn nemeti, ar pezh a ra vad, ur wezh n’eo ket bep tro !


La saga du sorceleur, L’intégrale, Andrzej Sapkowski, Pologn (2008-2015)

sorceleurSetu an titloù a gaver en 3566 pajennad eus an oberenn glok-mañ :

1. Le Dernier Vœu (2008)

2. L’Épée de la providence (2008)

3. Le Sang des elfes (2008)

4. Le Temps du mépris (2008)

5. Le Baptème du feu (2009)

6. La Tour de l’hirondelle (2010)

7. La Dame du Lac (2011)

8. La Saison des orages [prequel] (2015)

Disoñjet em eus, bremañ, gant piv e oa bet aliet din teurel ur sell war an heuliad. Un hir a sell em eus taolet, kement hag ober. Souezhusat tra avat, n’eo ket peogwir e oan sot gant an oberenn. Evit kregiñ diouzhtu gant an tu fall, e kredan ez eo abalamour d’ar fent a gaver penn-da-benn al levrioù-mañ.

Ha da gompren a zo ne blij ket din c’hoarzhin ? Tamm ebet. Met daou seurt fent a zo el levrioù, a gav din. An hini kentañ eo ar fent a zeu diwar ar pezh a ra an tudennoù. En Harry Potter ez eus kalz eus ar fent-se, a gavan eus ar c’hentañ troc’h. Ne bella ket al lenner eus ar pezh a c’hoarvez ; er c’hontrol, desachañ a ra anezhañ d’e heul.

An eil fent, an hini a implij Andrzej Sapkowski, a zo ur fent “evit lakaat al lenner da c’hoarzhin”. C’hoarvezout a ra traoù grevus, met un dibab eo a-berzh ar skrivagner o c’hontañ gant fent.

Kalz poan em bez gant an eil fent-se, a lazh va beaj er romantoù. Herzel a ra ouzhin sevel an eor. Chom a ran atav en va c’hroc’hen lennerez, e-lec’h kemer perzh en avañtur.

Gwelloc’h eo, emichañs, peogwir e tiskouez buhez ar “witcher” bezañ arvarus-abominabl ! Plijadur a vez o skeiñ, o tourtañ, o troc’hañ munut, o taeañ, oc’h aspediñ pe o ravokiñ boudoù… Dibistik ne chom ket Geralt atav.

Skrivet mat eo an avañturioù-mañ ha bev-buhezek. Ne oa ket ur binijenn mont betek penn.

N’em eus ket kavet dedennus-tre ar bed ijinet gant Andrzej Sapkowski avat. Harpañ a ra war fiselennoù gros ar jener, a gav din. E-keñver soutilded romantoù Robin Hobb, da skouer, e komprener n’eo ket e-barzh krouiñ e ved en deus lakaet ar skrivagner e holl aked. N’eo ket e dra kement-se. Skrivañ eo e hini. Pep tra a zeu aes dindan e bluenn. Ar gerioù skrivet eo e huderezh dezhañ.

Un dra em eus kavet dedennus-tre a-hed an tri mil pajennad-mañ eo gwelet e bluenn o lemmat, dres. Ma vijen chomet gant an div pe deir levrenn gentañ n’em bije ket santet an traoù o vont war-raok, ken war ar stil ken war an danvez.

Kalz dedennusoc’h eo testennoù ar c’hreiz eget re ar bloavezhioù kentañ. Ha gwir eo en tu all ivez ; berraat a ra e alan a-benn ar fin, santet e vez gwezh ha gwezh all en dez mall ar skrivagner oc’h echuiñ, pe diegi o vont war-raok.

N’eo ket dizingal an oberenn evit kement-se. Ret-mat eo d’an traoù kaout ur penn kentañ hag un dibenn. Ar vouedenn, e kreiz, zo magus ha fonnus.

An oberenn glok-se ne vez kavet da werzhañ nemet dindan he stumm niverel, amañ, da skouer. Al levrioù paper a vez gwerzhet unan hag unan a-hend-all.


Ostizien ar C’hi Melen Mat, Pierre Mac Orlan, Frañs (1926)

ostizienxxxLennet em boa ar romant-mañ e galleg c’hoazh. Ha, souezhusat tra, ez eus kavet din e oa gwelloc’h e brezhoneg ! Marteze peogwir n’eus ket liv ar c’hozh war brezhoneg Goulc’han Kervella tra ma toug galleg Pierre Mac Orlan e vloavezhioù.

Ha setu ar romantig-mañ ne oan ket bet entanet gantañ o pignat gant va gwrezverker. Bev-buhezek eo ha muioc’h a blas a gemer Breizh ennañ en doare brezhonek eget en hini gallek.

D’ar re n’anavezont ket an oberenn e c’hellan lavaret e tenn e ambiañs da Enez an teñzor, nemet ez eo disheñvel an istor. Meur a wezh em eus soñjet e tenne ivez da Aotrou Kont Monte-Kristo. Paket e vezer gant an troioù-kaer.

Techet e vezer da geñveriañ stumm brezhonek ar romant evit ar yaouankiz-mañ gant ar re a vez embannet gant Keit Vimp Bev : aes e vije bet da hennezh kaout ur priz.

Plijet on gant tres ar romantoù embannet gant Aber. Peurlipet eo. Met c’hwezhet un tamm, ivez. Ne zegas netra ar skeudennoù d’ar romant, d’am soñj. Kalz bevoc’h eo ar re a weler en e benn e-ser lenn.


Famille de menteurs, E. Lockhart, Stadoù-Unanet (2022)

famille menteurs“Klichedoù holl, he doa lavaret va merc’h din. Pell a vezan ken tridus hag al levrenn gentañ. Ha koulskoude, un dra bennak a zo ennañ, a ra e chomer stag”…

Ur prequel da Nous les menteurs eo Famille de menteurs. Da lavaret eo e kont istorioù a sell ouzh tadoù ha mammoù ar grennarded a zo harozed Nous les menteurs. Met n’eo ket evit kement-se eo mat dezhañ bezañ lennet araozañ. Un dipit e vije, zoken : ennañ e vez disklêriet traoù eo arabat gouzout anezho a-raok bezañ lakaet ho fri e Nous les menteurs.

Hag evit an eil gwezh, setu me paket brav gant bed E. Lockart.

Un enezenn brevez e teu izili ur familh pinvidik da dremen o holl vakañsoù warni. Pep hini en e di dezhañ, gant e vugale a vev a-vandennad etre kendirvi ha kenitervezed ; etre festoù aozet gant ar mammoù ha krennarded pedet.

Petra an diaoul a ra deomp buhez ar paourkeizh bugale pinvidik-se ? Estreget lakaat ac’hanomp da c’hlaourenniñ rak o aezamant, o frankiz ?

Kalz tra, e gwirionez.

Evel ma vez skrivet en titl eo diazezet an istor war c’hevier. Hag implijet e vez eus ar gwellañ er skritur. Mont a reer war un tu, ha war-gil da heul, pa gomprener ez eus bet graet goap diouzhimp. N’eo ket lavaret krakoù. Met traoù ha ne vezont gwir nemet peogwir e fell deomp e vijent, en hor penn. Pe a zleje bezañ gellet bezañ, peotramant hon eus kredet mort e oant gwir peogwir ne oa ket fraezh hor spered, abalamour d’an alkool pe da draoù all…

Kavout a ra din eo skrivet kaer al levr. Fin, leun a deneridigezh, felon betek mel eskern an dud re evurus-se, pinvidik, speredek, koant, ken flour o buhez.

Sot on gant an daou levr-mañ. Soñjal a ra din ez int pennoberennoù eus al lennegezh evit ar grennarded. Nag e karjen skrivañ ken reizh !


La saga des ombres 1 : La stratégie de l’ombre, Orson Scott Card, Stadoù-Unanet (1999)

la-strategie-de-l-ombre Ar skrivagner Orson Scott Cardeo bet enlouc’het va buhez gant e oberennoù meur. Un dra a zisplij din ken-ken e lod anezho, avat : santout e vezont skrivet diwar urzhiad. Aon bras em boa da gavout ar perzh-se en hennezh, setu perak e lennan anezhañ ken diwezhat.

N’eo ket sañsubl el levr, koulskoude. Chom a ra dedennus da zizoloiñ, hag ur blijadur eo adsplujañ e bed ar bennoberenn skiant-faltazi m’eo La stratégie Ender. Daoust da se on laouen o vezañ gortozet. Sevel ur romant a-bezh er memes lec’h, gant an hevelep istor war-bouez munudoù, a gavan un tammig re aes. Daoust ma vije bet graet gant donezon e kav din eo re genwerzhel an doare.

Ken tost, ken emellet e oa e-barzh istor Ender ma n’eo ket chomet va spered gant an itrik nemetken. Bet eo o kantreal war dachennoù teknikel. Ha setu me hegaset gant an divizoù etre ar pennoù bras. Lavaraj. Fent ha ne glot ket gant an tudennoù (pe tudennoù n’int ket diouzh ar fent a reont). Netra entanus.

N’eo ket fall, met n’eo ket dispar ivez. N’eo ket diouzh e vreur bras La stratégie Ender.


Culottées 1, Pénélope Bagieu, Frañs (2016)

culottées 1Gouzout a ran n’eo ket brav da lavaret, ha me plac’h. Met pa fell din chom feal d’am santimant eo ret din anzav ne vezan ket desachet gant al levrioù savet a-ratozh evit lakaat ar merc’hed war raok al leurenn. Re a zo diouto. Ha skañv e kavan an danvez anezho. Din-me, bezañ ur plac’h n’eo ket a-walc’h evit bezañ dedennus, a-boan m’eo ur sujed, zoken. Kement ha lavaret he deus dleet va merc’h bountañ kalz warnon evit ma lakajen va fri er vandenn-dreset-mañ.

A-benn ar fin em eus kavet dedennus va lennadenn. Ar fent a sikour kalz da reiñ hoal d’ar sujedoù amjestr, hollvezant eo amañ. Er skeuliad personelezhioù kinniget e oa ur bern anezho n’anavezen ket, evel ar vaouez barvek. Bezañ maouez barvek n’eo ket un estlamm. Nac’h kuzhat ar pezh e oa eo a oa kalonek.

Krediñ a ran eo abalamour m’en em laka eus tu ar maouezed-se ez eo talvoudus al levr-mañ. Petra a dalv, e buhez ur plac’hig eus an XXIvet kantved, bezañ fier eus ar pezh omp gouest d’ober pe eus ar pezh ez omp. Ar patromoù liesseurt diskouezet a seblant kinnig : kav da hent, memes m’eo unan n’eo ket bet darempredet araozout.

Ul levr aes mont ennañ, awenus, da leuskel da gouezhañ e n’eus forzh peseurt daouarn.


An tasmant fromet, Paol ar Meur (2022)

tasmantMat eo an istor ha kontet brav. N’em eus ket kavet dreist-ordinal ar romant, dre m’em boa lennet kalz oberennoù evit ar yaouankiz war an hevelep dodenn, met diverrañ a ra an amzer en un doare skañv. Dedennus an itrik ivez.

N’on ket sur ez eo ur romant evit ar grennarded e gwirionez : e fent n’eo ket aes da gompren evit ar bras anezho, d’am soñj. Divinout a ran ez eo dibab ar publik krennarded un afer ti-embann : da betra skrivañ romantoù ha ne vint lennet gant den ? Met derc’hel a ran da soñjal, memestra, ez eo Paol ar Meur, e sevenadur ledan, e ijin strujus, e eil derez soutil, ur skrivagner evit an dud gour.

Netra ne vir outo da lenn oberennoù Priz ar Yaouankiz, evel-just. Gant ma ouezint peseurt re dibab.


La 13e maison des Bradley, Amber Lee Dodd, Rouantelezh Unanet (2021)

Bradley 13Doare Harry Potter, lakaomp, met disheñvel-mat war un dro. Ne denn an istor ouzh netra a anavezomp. E-barzh ar romantoù avañturioù, d’an nebeutañ. Ar pezh a vez klasket eo traoù diabarzh, tra ma vez klasket un ti da chom ennañ da viken. Gwirionez en darempredoù, gwir da vezañ anezhañ e-unan hep soursial ouzh sell ar re all.

N’it ket da grediñ eo un istor kentelius evit kement-se. Un avañtur gwir a zo, dañjer, treitouriezh ha bugale kalonek da lakaat pep tra en e reizh.

Skrivet brav eo, gant ul lusk a ya war-raok ingal met a oar kemer e amzer war ar munudoù.

N’eo ket alies e vez lennet romantoù evit ar yaouankiz dezho ul live ken uhel, war gement tachenn a zo. Tem, yezh, soñjoù, suspens, santimantoù. Ur bennoberenn evit ar grennarded yaouank.

Hag ur skrivagnerez da heuliañ pizh !


Ar feunteun vurzhudus, Loig Kampion (2022)

Feunteun V1Strollet eo bet tri skrid disheñvel el levr-mañ : ur gontadenn verr, unan hir meur a bennad oc’h ober anezhi hag un danevell a denn ouzh an amzer a-vremañ. Kement ha lavaret e kavan c’hwitet an dastumad a-berzh an embanner. Ar mesaj a resev al lenner n’eo ket : “emaoc’h o vont da lenn un dra bennak a vezoc’h dedennet gantañ”, met kentoc’h : “emaoc’h o vont da lenn ul levr gant ar skrivagner-mañ-skrivagner, n’eus forzh pe e plijo deoc’h e stil pe ne raio ket”. Mmmmmmmm…

Ar skridoù o-unan n’int ket divalav, o flas o dije an div gontadenn e n’eus forzh peseurt levr kontadenn mod hengounel. N’eo ket al lennegezh on an tommañ outi met lusket int ha plijus da lenn. Silet ez eus bet gant ar skrivagner un nebeut nevezentioù diouzh e berzh e-unan, stag ouzh mont en-dro ar gevredigezh a-vremañ. Daoust da se, e chom stumm ar gontadenn  unan eus ar stummoù lennegel ma roer an nebeutañ dioutañ e-unan. Gellout a ra istorioù ar c’hontadennoù chom pell eus o saver, ha kaout neuz memestra.Abalamour da se eo e choman un tammig diseblant ouzh ar jener-se, peurliesañ : me eo gant an dud on dedennet, muioc’h eget gant ar c’hurioù.

Gant an danevell gentañ eo bet desachet va evezh dreist-holl. Ne welan tamm ebet petra emañ oc’h ober amañ, pa n’eus netra enni e liamm gant bugale pe grennarded, netra d’en em lakaat diouzh ment o sell, ar pezh a vez posubl memes pa gonter dezho istorioù tud kozh pe war an oad. Met din-me eo war an tu-se e tleje kleuziañ Loig Kampion. Danvez a zo gant ar bed a-vremañ, gant an darempredoù etre an dud, gant souezhadennigoù ar pemdez. Holl e vevomp tamm-pe-damm ar memes re, met en doare d’o ezteurel eo e c’hell ar skrivagner en em ziferañ hag, e-ser skrivañ, deskiñ traoù diwar e benn e-unan.

Emaon gant ar santimant n’en deus ket kavet c’hoazh ar skrivagner-mañ an istor en deus c’hoant da gontañ. Ar-re-se n’int nemet meuzioù da c’hortoz, moarvat.


Les enfants du Lutetia, Rachel Corenblit, Kanada (2021)

Les-enfants-du-LutetiaBugale e oant p’int bet lakaet e surentez gant o zud, e kreiz ar brezel. Bremañ m’eo bet embannet er c’hazetennoù emañ ar brizonidi o tont en-dro, e 1945, ez eus krennarded anezho. Eus ar Stadoù Unanet, eus kreisteiz Bro-C’hall, eus a bep lec’h e teuont da c’hortoz distro o familhoù el leti Lutetia, e Pariz.

N’eo ket al levr kentañ a lennan diwar-benn ar brezel. Met koulskoude e kav din ez eus un dra bennak ouzhpenn gant lod, evel hennezh. Evit skrivañ diwar-benn ar prantad-se evit ar grennarded eo ret bezañ donezonet-kaer : gouzout chom eeun, sevel tudennoù gwirheñvel, na glask ket kuzhat ar wirionez hep kouezhañ e trap ar c’hontrollerezh a zo war api evit spazhañ an oberennoù lennegel evit ar yaouankiz…

En em dennet eo kaer Rachel Corenblit. Hag an dud gour a zegouezh dezho en em gavout gant al levr etre o daouarn a zo skoet muioc’h c’hoazh eget ar grennarded moaevat. Ken lemm, ken glan ha ken splann eo hag un diamant.

Stlakal a ra er galon evel barzhoniezh.

Ha me stouiñ.