Les enfants du Lutetia, Rachel Corenblit, Kanada (2021)

Les-enfants-du-LutetiaBugale e oant p’int bet lakaet e surentez gant o zud, e kreiz ar brezel. Bremañ m’eo bet embannet er c’hazetennoù emañ ar brizonidi o tont en-dro, e 1945, ez eus krennarded anezho. Eus ar Stadoù Unanet, eus kreisteiz Bro-C’hall, eus a bep lec’h e teuont da c’hortoz distro o familhoù el leti Lutetia, e Pariz.

N’eo ket al levr kentañ a lennan diwar-benn ar brezel. Met koulskoude e kav din ez eus un dra bennak ouzhpenn gant lod, evel hennezh. Evit skrivañ diwar-benn ar prantad-se evit ar grennarded eo ret bezañ donezonet-kaer : gouzout chom eeun, sevel tudennoù gwirheñvel, na glask ket kuzhat ar wirionez hep kouezhañ e trap ar c’hontrollerezh a zo war api evit spazhañ an oberennoù lennegel evit ar yaouankiz…

En em dennet eo kaer Rachel Corenblit. Hag an dud gour a zegouezh dezho en em gavout gant al levr etre o daouarn a zo skoet muioc’h c’hoazh eget ar grennarded moaevat. Ken lemm, ken glan ha ken splann eo hag un diamant.

Stlakal a ra er galon evel barzhoniezh.

Ha me stouiñ.


E-kreiz an noz, Yann-Fañch Jacq (2020)

e-kreiz-an-nozEmbannet er rummad aes da lenn, un dezrevell disforan dre hanterouriezh ar pellgomz.

Ne c’hoarvez ket ur mor a draoù en istor-mañ. Evodañ a ra diouti un douster divoutin avat. Gwirion eo ar santimantoù eztaolet, ar meni ambazh a ziskouez an div dudenn an eil e-keñver eben, an doug e-keñver an estren ivez.

Soñjet em eus e skridoù Roparz Hemon e-pad va lennadenn : n’eo ket an den yaouank leun a fouge a skrivas manifesto Gwalarn, met ar barzh ha skrivagner soutil a oa, ha eñ en oad.

Evel-just ez eo eus va ferzh, me hag em eus lennet kement tra lennegel en deus skrivet (ha kement-all evit Yann-Fañch Jacq, pa soñjan !), ur geñveriadenn enorus ha tamm ebet ur gunujenn.


Adam ressuscité, Yoram Kaniuk, Bro-Israel (1971)

adam ressuscitéAdam a oa furlukin diouzh e vicher, a-raok ar brezel ; unan eus ar re vrudetañ e Bro-Alamagn. Kaset gant e familh d’ur c’hamp-lazh, e vez anavezet gant an ofiser alaman a zo e penn ar c’hamp hag e vez laosket e vuhez dezhañ, tra ma vez lazhet e wreg hag e verc’h yaouankañ.

Met ne vez ket desket kement-se diouzhtu el levr. Pa anavezer anezhañ emañ ar bloavezhioù-se a-dreñv dezhañ. Nemet ar pezh en deus bevet ne c’hell ket bezañ diverket eus e empenn. Erru eo sot, bac’het, ar wezh-mañ, en un ensavadur gouestlet d’ar yuzevien n’int ket deuet e-barzh enno o-unan goude ar brezel.

Ul levr ne vez ket disoñjet eo hennezh, d’am soñj, o tiskouez m’emañ ar reuz en deus graet ar brezel dinatur-se e diabarzh tud a zo. Mezevellus a-walc’h eo gwelet penaos e chom speredegezh en dud-se, met ne c’hell ket mui bezañ implijet peogwir eo troc’h-didroc’h ar poell. Digredus em eus kavet an traoù alies, ha n’on ket sur ez eus bet eus seurt ensavadurioù frank, e gwirionez.

Un tu eus an eil brezel-bed a vez pledet nebeut gantañ eo ar “goude”, a gav din. Lakaat a ra al levr-mañ da vezañ dedennus. Met alies em eus kavet anezhañ re hir ivez. Marteze en abeg ma n’on ket bredelfennourez. Ne welen ket da belec’h e kase al lenner dornata an hevelep traoù atav, heuliañ soñjezennoù hag oberoù ar re foll, hep penn na lost alies.

A-benn ar fin e teu a-benn an istor da zibab un tu bennak, da ziorren ha da glozañ enorus a-walc’h. N’eo ket ur c’hwitadenn. Met n’eo ket, kennebeut, evidon yantao, ar bennoberenn a vez meulet he ferzhioù pa glasker he anv war ar rouedad.

Marteze eo hec’h hanterkant vloaz tremenet a gas un tamm dilufr dezhi.


Fulenn, Yann-Charlez Kaodal (2022)

fulennUr wezh digoret ar romant-mañ n’em eus ket gellet diskregiñ dioutañ betek tizhout e fin. Traoù a-leizh en deus Yann-Charlez Kaodal da gontañ, stag ouzh kudennoù ar bed a-vremañ, en un en-dro ne vez ket pledet kalz gantañ el lennegezh vrezhonek : Norzh-Iwerzhon.

Kement-se gant lañs ha lusk, en ur gwenedek saourus. An ober, fonnus, a laosk e blas da deneridigezh ha karantez alies, ar pezh a ra eus an oberenn un istor kempouez en em stager aes ouzh he zudennoù.

N’eo ket hir a-walc’h va gouiziegezh eus ar vuhez e Belfast evit gouzout hag-eñ eo gwirheñvel an istor. Diverrus-mat ha leun a suspens em eus kavet va lennadenn avat.

O klevet mouezh ur romantour brezhonek nevez, hag o welet kalite ar skrid en deus kinniget deomp, e trid va c’halon. Spi a zo da gaout e vo heuliet ar romant kentañ-mañ gant un arridennad all.


Le pendule de Foucault, Umberto Eco, Italia (1988)

Le-pendule-de-FoucaultHennezh em eus bet poan o lenn anezhañ. Ral eo din kavout ken hir va amzer gant ur romant.

Koulskoude e oa un dra bennak ennañ o vountañ ac’hanon da vont war-raok. Daoust d’an tem em eus heug outañ (ar c’hredennoù ezoterik e Europa diouzh red an amzer), daoust da rannbennadoù a-bezh troc’hañ red an dezrevell, o fringal evel pennadoù un holloueziadur e-touez romantoù-foto) e santen e talveze ar boan mont betek penn. Abalamour da bennadoù klaseloc’h, tener, skrivet brav, silet e-touez ar peurrest moarvat hep na gomprenfen da belec’h e kasent da gentañ.

Mont a ra an traoù e breskenn tro ar fin. Nann, n’eo ket en aner e vez roet ar peurrest. Ha ken c’hwezhet eo senenn an diskoulm ma c’hellfe bezañ bet ijinet gant ur skriver senario filmoù amerikan (rann B).

Ur sapre romant eo, a-benn ar fin. Un oberenn. Ne blij ket din, ha ne cheñcho ket va soñj war se, met ne zisoñjin ket anezhañ kennebeut.

Ul levr pennadoù-kaoz gant Umberto Eco em boa lennet n’eus ket gwall bell a zo en deus taolet ur sklêrijenn dic’hortoz war va doare da lenn ar romant-mañ. El levr-se, e lavare Umberto Eco en doa en e di un dastumadeg ledan o tiskouez sotoni mabden. Levrioù kozh pe goshoc’h, oc’h embann sotoni an dud, o c’hredennoù, a gantved da gantved. Gwelet a ran Le pendule de Foucault evel ur private joke o tennañ d’an dastumadeg-se. Ur mell farsadenn. Un dae en deus lakaet outañ e-unan, moarvat, un deiz ma oa e ijin o virviñ en ur sellet ouzh e levraoueg. “Sell ‘ta ! Ma z’afen da strollañ an holl velbiaj-se en un oberenn nemeti, petra a zeufe diouti ?”. Gloubi-boulga, fennet diouzh chaodouron suilhet ur sorser meur. Ha diouzh ar pezh em boa klevet diwar-benn al levr a-raok e lenn -ur mell oberenn, diellet-kenañ, meur a yezh o tiskouez o fri ennañ, digant un den ken gouiziek m’eo a-boan ma teuer a-benn da heuliañ troidelloù e spered, hag all-, on sur en deus c’hoarzhet e walc’h ar skrivagner o welet an degemer graet d’e levr.

Bourjinerezh un tamm “bourj”, bourc’hiz. Diaes eo dezhañ kuzhat en em gav gant ouiziegezh. Met kazi sur on eo ar romant-mañ ur mell farsadenn diouzh e berzh.


Le meilleur des mondes, Fred Forham, Frañs (2022)

meilleur des mondesDiwar romant milvrudet Aldous Huxley, bet embannet evit ar wezh kentañ e 1932, eo bet savet ar vannenn-dreset-mañ. Fellet en deus din gwelet petra a oa bet tennet dioutañ.

Lennet em boa Brave New World pa oan krennardez, en ur lammat lodennoù a zo er fin peogwir e kaven anezho re start da lenn. Gant souezh em eus merzet eo ken stambouc’hus all fin ar vannenn-dreset-mañ : da lavaret eo e komprenan gwelloc’h an dalvoudegezh filozofel, politikel ha sokial, met chom a ra ar romant a-ispilh, en ur mod bennak, a-fed ober hag en-dro, evit en em reiñ korf hag ene d’ar mennozhioù.

Ha me en em c’houlenn hag-eñ n’eo ket tu gwan an oberenn, dres. Na vezañ ket bet gouest, en e gard diwezhañ, da lakaat an traoù da vezañ komprenet dre ar pezh a vev an tudennoù. Lañset ken brav e oa, domaj eo.

A-hend-all e kavan splann an traoù, brav an tresadennoù, ur blijadur eo da lenn. Ur soñj mat e oa lakaat an istor-mañ da vezañ dizoloet gant tud eus remziadoù yaouankoc’h eget hor re, en ur cheñch ar media. N’on ket sur e teu eus an troidigezhioù nemeto met lavaret em boa d’am bugale chom hep lenn an distopiezh-mañ war zigarez e oa koshaet a-galz ar stil lennegel. Bremañ e c’hellont mont tre en oberenn dre hanterouriezh ur vektor modern ha startijenn ennañ.

Daoust da se, e chomo diaes ar fin da ziazezañ. Daoust ma vije al lodenn dedennusañ marteze, a-fed preder.

Perak em eus soñjet en heuliad tele “Nus / En noazh” en ur lenn al levr-mañ ? Kit da c’houzout…


Koktel ar vuhez 2 ha Koktel ar vuhez 3, Jil Penneg (2021, 2022)

koktel2 2021Troc’h ebet etre an div levrenn-mañ hag hini kentañ ar rummad, diorroadur ebet zoken, ma kredan lavaret, kement ha displegañ emaer gant an hevelep liv rik.

Fellet a rae din peurlenn an hollad a-bezh a-raok ober va soñj da vat. Graet eo. Met aet eo va interest war ziskar a-vuzul ma z’aen war-raok gant al levrioù.Gwelet a ran anezho kazimant evel un dastumadeg tudennoù a eil renk, pep hini en e glogorenn, a gej unan anezho ouzh unan all a-wezhioù, pe a zisparti diouti.Koktel3 2022

N’eo ket dre ziouer a vicher, anat eo eo barrek Jil Penneg war ar brezhoneg kement ha war ar c’hontañ. Dre zibab, emichañs, e chom stag ar skrivagner ouzh ar fedoù, hag outo nemetken. Met reiñ a ra din ar santimant bezañ o lenn ur geriadur diwar-benn tud a-wezhioù…

Klasket em eus kompren petra a vanke din, ha krediñ a ran em eus kavet : n’eo liammet an istorioù-mañ e mod ebet gant ar pemp skiant. N’eus enno na blaz, na c’hwezh, na droug, na from. Ken eeun int dezrevellet hag ur senario. Marteze ez eo ret kaout muioc’h a ijin eget n’em eus evit priziañ anezho hervez o zalvoudegezh ?

Kement a dud, ken disheñvel an eil re diouzh ar re all, hep hini ebet a c’heller stagañ outañ da vat en un doare fromel… ar c’hoktel-se en deus lakaet va fenn da dreiñ !

Anzav a ran em eus aon da vezañ tremenet hebiou un dra bennak. Gant plijadur e tegemerin savboentoù hag alioù kontrol eta.


La tresse, Laetitia Colombani, Frañs (2017)

tresseMeuleudioù em boa klevet diwar-benn ar romant-mañ gant meur a vaouez. Ha setu m’eo bet roet da lenn da unan eus va bugale el lise. C’hwipet em eus ur skouerenn, da welet petra a laka kalon an dud da dridal.

Eeun eo ar c’hoñsept : heuliet e vez buhezioù teir maouez disheñvel-krenn, e lec’hioù disheñvel eus ar bed, tro ha tro, evel ma teu war-c’horre tro ha tro kement hini eus an teir vechenn a ya d’ober ur blezhenn.

Marteze on en em gavet re ziwezhat gant ar romant evit ma tegasje tra pe dra din. Re eeun, re c’hortozet, re leun a santimantoù vat em eus kavet anezhañ. Start e kavan ivez lenn levrioù merc’hed, diwar o fenn, skrivet evito : ne blijont ket din dre vras ha memes m’eo gwirion ar stourm a skeudennont n’on ket-me evit en em anavezout, nag en harozezed, nag e lennerezed seurt lennegezh.

Klask a rin koulskoude bountañ va bugale d’e lenn ma n’o deus ket graet dija. Un daolenn zedennus eo eus ar bedelekaat, dre heuliañ ur produ e-touez kantadoù all : ar blev. Ur skouer splann eus petra eo chom hep dispartiañ framm ha danvez en un destenn ivez.

Techet e vijen da virout al levr-mañ evit ar grennarded, memes ma plij d’ur publik kalz ledanoc’h.


An ostizez vouchet ha pezioù-choari all, Maria Prat (1998)

1675089187010…Gast a c’hast petra an diaoul eo ar sketchoù nul-se, brizhellet a farsadennoù pout evit an dud kozh ?…

Evel-just, e soñjer an dra-se da gentañ.

Derc’hel da vont memestra.

Ret eo en em intrañ eus an aergelc’h, lakaat ar gerioù da ruilhal en ho empenn gant o fouez-mouez Treger, klevet c’hoarzhadeg ar re gozh war o c’hadorioù plastek e sal ar gouelioù ; er sal eo e vez an abadenn muioc’h eget war al leurenn e-pad beilhadegoù Dastum pe da vare an abadennoù c’hoariva e brezhoneg er mare a-vremañ…

Hag ur wezh tapet al lusk, digoret e askre, en ur mod, e teuer da dañva. Roudennet eo kroc’hen gozh ar brezhoneg, grakal a ra e vouezh un tamm. Ur galon vev a sko en e vruched avat. Digor eo d’an neb a gar selaou.

Da c’hortoz em eus dastumet kement a droioù kaer m’eo erru leun va c’harned bihan : ret e vo din kemer unan all.

Oberennoù klok Maria Prat a zo bet embannet dindan 9 levrenn gant Emgleo Breiz. Honnezh eo ar 6vet hini anezho.


Petit Pays, Gaël Faye, Frañs (2016)

petit paysA-raok pep tra e oa anavezet Gaël Faye evit e berzhioù sonerel. Skrivañ, kanañ, sevel kanaouennoù a ra, un arzour-leurennoù eo. Gant se, ne oan ket fardet diouzhtu war al levr-mañ daoust d’ar priz lennegel en doa tapet, Goncourt al liseidi, a blij din koulz lavaret bep bloaz koulskoude. Eil abeg din da gaout disfi outañ : ur romant kentañ eo. Alies ne vez ket eus ar re-se re wellañ o aozerien.

Bezo pe vezo, e oan e gaou. Kerkent ha kroget gant an istor-mañ on bet evel kilhet ganti. N’em eus ket gellet leuskel al levr kent bezañ peurlennet anezhañ.

N’eo ket e istor e kont Gaël Faye da vat, met er vugaleaj-se e Burundi e laka kalz anezhañ hag eus e eñvorennoù, splann eo. Gant ar munudoù a laka an testeni da vezañ lennegel : an nor digor war an diavaez dre al lizhiri ijinus a sav Gabriel d’e genskriverez a Frañs ; al lusk dreistordinal a laka en e bennadoù, an arouezioù en deus ouzhpennet da blantañ un tamm barzhoniezh er wirionez, marteze, piv a oar ?

Skrivet eo gant ur bluenn barzhoniel hag efedus a laka an darvoudoù kriz da zassoniñ en o c’hreñvañ. N’ez eus netra a re. N’eo bet espernet tra ebet ivez. Ar spont, an egar a vever gant ar re a vez tapet ganto.

N’em boa lennet netra c’hoazh diwar-benn ar brezel etre Hutu ha Tutsi er Rwanda -war-bouez ur pennad bennak e Telerama, da heul em boa divizet ne c’helljen ket mont pelloc’h war an hent-se, kalz re zidruez eo-. Al levrig-mañ a zo un nor digor a-feson evit mont e-barzh al lodenn-se eus an Istor, el lodenn-se eus ar bed.

Ur bennoberennig, lennet buan, bev e-pad pell en ho spered.


%d bloggers like this: