Category Archives: Breizh

Martial Menard, ur breur er stourm, Charlie Grall (2018)

Chomet e oan etre daou evit prenañ al levr-mañ e Gouel Levrioù Karaez, a-raok lakaat anezhañ war ar berniad, dre spered-stourm dreist-holl hag en enor da vMartial, em eus anavezet evel an holl.

Kement ha lavaret ne c’hortozen ket kalz tra eus ar skrid… Maronadoù leun a zoujañs, hag a garantez, a vez skrivet goude marv an dud, met ral eo e vijent skridoù a dalvoudegezh. Ur poltred brav em bo da zerc’hel soñj anezhañ, em boa soñjet goude ur sell ouzh ar golo.

Souezhet on bet, eta, o vezañ kaset diouzhtu gant lanv yezh Charlie Grall. Eeün eo ar pezh a gont, bev-buhezek. C’hoarzhet em eus frank ouzhpenn ur wezh.

Ne oan nemet ur bugel e “mare aour” an FLB. Lennet em eus al levr-mañ evel un istor eus an emsav, evel un hentenn-emsav zoken. Tamm ebet e-keñver feulster : ne lavaran ket, ha ne ra ket Charlie Grall ivez, e oa un hent brav da heuliañ. Met adliammañ a ra hor stourmoù bihan gant reoù bras hon diagentourien. Bevañ a reomp en-dro ar mareoù trubuilhet -ha tridus -se ganto. Un testeni dispar eo. Ne c’helle ket bezañ gwellañ meulgan en enor da vMartial Menard, o reiñ ton da stourm e vuhez kement ha d’e bersonelezh.

C’hwezhañ a ra aer fresk war glaoù-bev ar c’hoant da stourm evit hor yezh, en ur enskrivañ anezhañ en un hir ha birvidik a istor.

Un ebat eo ober un tamm hent diwezhañ gant Martial hag e vignoned, er bec’hioù evel en trec’hioù. Ul levr da saouriñ, da aliañ, da brofañ d’an holl.

Advertisements

Etienne, Yann-Fañch Jacq (2018)

Lod eo ar romantig-mañ eus un dastumad nevez, “Aes da lenn”, soñjet evit an dud deuet o teskiñ pe oc’h addeskiñ ar brezhoneg.

Tri zra zo bet lakaet e pleustr evit sikour an danvez lennerien : Merket eo ar gerioù benel gant ur steredennig, islinennet eo ar c’hemmadurioù, displeget eo gerioù ‘zo gant un notennig e traoñ ar bajenn.

E penn kentañ e oa en va fenn brezhonegerien nevez ar stummadurioù hir, met ur wezh lennet an istor en em c’houlennan hag-eñ n’eo ket bet ijinet kentoc’h evit an dud kozh n’int ket en o bleud evit lenn ha skrivañ o yezh-vamm. An daou, moarvat. Evit ar re ziwezhañ-mañ e vije bet gwelloc’h ur ment all marteze, lizherennoù brasoc’h ?

Evit ar pezh a sell ouzh an dezrevell, dedennus ha lusket em eus kavet anezhi, daoust ma vije ur skrid intimist. Dioueret e veze seurt skridoù evit an dud gour, gant ar re a gave dezho e oa un dic’hrad lenn traoù evit ar grennarded.

Kendrec’het on, dre vras. Kavout a ra din e respont an doare levr-mañ d’un ezhomm, hag e c’hell desachañ lennerien n’eus ket anezho c’hoazh.


Saga Arvorika 1 : Penaos eo marvet Yann Pilhaouer ?, Yann-Bêr Kemener (2018)

Ur romant-polis skañv e-touez metoù ar bilhaouerien hag hini merc’hed friturioù Douarnenez.

Skrivet eo en ur brezhoneg war un dro aes ha pinvidik. Ur soñj a zeue din alies e-kerzh va lennadenn eo hini ar romantoù-skol a wezhall, evel Mon ami Pierrot pe Le chalet du bonheur. Plantet en deus Yann-Bêr Kemener en e istor kement tra a oueze diwar-benn istor ha gizioù ar vro. Gant se e kaver pennadoù kazi etnologel diwar-benn beilhadeg ar re varv, an droiadoù pilhaoua ha kement ‘zo. Ne c’heller ket mont hebiou d’ar youl kenteliañ.

Daoust da se e kav din eo deuet brav e geusteurenn gant ar c’helenner-skrivagner. Lusket eo an istor, daoust ma ne vije nemet un digarez eus an enklask-polis moarvat. Lakaat a ra Breizh gwezhall da advevañ e ijin al lennerien, en ur zegas forzh munudoù. Ha santet e vez ar begon en deus o kontañ an abadennoù c’hoari daou etre Yann hag e vignonezed.

Dudius ha distennus eo, ma n’eo ket Lennegezh gant un L bras : gouest da zedennañ ur bern tud gour nevez erru e bed ar brezhoneg, ha kalz re all ivez. Gedal a rin ar re a zeuio war-lerc’h.


Orties / Linad va halon, Laurence Lavrand (2015)

An torkad barzhonegoù-mañ em eus graet div lennadenn dezhañ : unan e brezhoneg, en ur luchañ war an destenn c’hallek, hag unan e galleg penn-da-benn.

An tu brezhonek on bet dipitet gantañ. Hep na vije dic’houzvez ar gerioù da Yann vrezhoneger em eus kavet diaes an testennoù da lenn, ha war-bouez ur varzhoneg pe ziv (Ne vern din bremañ… p. 78, Selaou a ran… p. 58 da skouer) ne vezen ket gwall dizhet ganto.

Adalek ar pennad-digeriñ e lavar Laurence Lavrand eo bet luskellet he bugaleaj gant gwerzennoù 12 troatad. Dont a reont dezhi en un doare naturel, evel da Jean Conan moarvat. Al lodenn c’hallek a zo enni gwerzennoù mentet. E brezhoneg, n’eo ket bet miret an troatadoù. Tennañ a ra an hanter eus ar chalm.

An eil abeg d’am dipit eo an diazezet m’eo barzhoniezh Laurence Lavrand war he dibab geriaoueg, a zo e kreiz he c’hizidigezh a gav din. Un dastumad gerioù heson a implij, gerioù dezho un dalvoudegezh son uheloc’h eget o zalvoudegezh ster, daoust ma vije liammet an daou evel-just. Lakaomp un anv evel “scolopendre”, a implij ouzhpenn ur wezh. Nebeutoc’h ez a en-dro ar varzhoniezh-mañ dre grouiñ skeudennoù eget dre grouiñ sonioù. Evel m’en lavar ar skrivagnerez er pennad-digeriñ, ar barzhoniezh zo un afer kerzenn, da vezañ klevet ha lavaret a vouezh uhel. Ha setu c’hwitet eil dae an droidigezh, hag a chom peurliesañ e live an treiñ gerioù, evel er werzenn-mañ :

“Pays surpeuplé d’eaux tordues en fondrières / Bro leun a fozioù dourioù kammet”

N’eo ket ur rebech a ran d’an troer, met savet eo ur goulenn en va fenn en ur lenn an droidigezh-mañ : ha posubl eo treiñ pep tra ? Darn eus elfennoù arz ar skrivagner a vez kollet bep tro, met pa vez ken uhel an dregantad, ha talvezout a ra ar boan ?

Ha setu me adkrog gant al levr penn-da-benn e galleg, en ur leuskel ar brezhoneg a-gostez.

En un doare dispis e kav din e kont ar barzhonegoù-mañ un istor : un hir a gañv, ur bajenn o treiñ (Peu m’importe à présent… p. 79), ur spi nevez o c’henel (Je n’aurais jamais cru… p. 63). Mesket ouzh al luskadoù bras-se, santadoù all. Karantez (Ils me plaisent tes yeux… p. 33) ha ne vez ket atav hini ar c’houblad, (Je m’effraie de ce vide… p. 41), daoust ma vije an hevelep santimant a vank da heul, teneridigezh ouzh an endro ivez  (Image très juste… p. 23). Harp eo ar skeudennoù war an natur peurliesañ : mor, glav, bezhin… , maget gant ur galleg pinvidik, ken war ar geriaoueg ha war framm ar frazennoù. Pep tra zo e servij ar preder, an imbroud-spered (Il pleut… p. 73). Kavout a ran dispar an titl, Orties / Linad va c’halon, ar plant nerzhus-se en em stalia e pep lec’h kerkent ma laosker fraost ur c’horn bennak eus e ene.

Alies on bet lakaet diaes gant ar bajennaozañ ha ne c’hoari ket a-walc’h gant ar gwenn : o lenn da heul an holl varzhonegoù, stag ouzh temoù damheñvel alies hag hep titl ebet dezho, ne ouezen ket atav pelec’h e kroge hag echue an traoù.

E galleg ez a en-dro an huderezh hag e z’eer da heul ar skrivagnerez en he bed melkonius, gwriziennet en he bro, kaeraet gant kavadennoù barzhoniel.

Teñval met saourüs, amzer ur gejadenn.

 

 

 


Klemmgan Breizh, Reun ar C’halan (1985)

N’on ket tomm ouzh al lennegezh kar-he-Breizh dre vras, met kavout a ra din eo turgnet mat an torkadig barzhonegoù-mañ.

Div lodenn a gaver ennañ : Klemmgan Breizh, enni 53 barzhoneg a 13 gwerzenn, ar pep brasañ anezho dindan gwerzennoù 12 troatad. Souezhet e vezer da gentañ gant ar ment reoliek-se. N’eus ket rimoù, an hesonded a zo da gavout e kerzh pep gwerzenn, eo dibabet ar gerioù gant aked enno.

Displegañ a ra an aozer e notennoù al lodenn-mañ mammenn un nebeut oberennoù eo bet awenet ganto : Sketla Segobrani, Barzaz Breiz, An Aotrou Bimbochet e Breizh… Reoù all a vo kavet gant red an destenn. Reiñ a ra ivez an doare m’en deus savet e heuliad barzhonegoù : diouzh red an amzer. Emañ oc’h adtresañ dirak hon daoulagad Istor E Vreizh, ijinet diwar e lennadennoù, Breizh e galon. Dibab a ra fedoù mojennel pe istorel, ha reiñ ul luc’hskeudenn trumm anezho, dindan  o 13 gwerzenn. N’eo ket ken stank hag un haiku, met ober a ra tamm-pe-damm an hevelep efed. Gerioù arouez, un trivliad, klik ! Er voest. Ha petra a ra ma ne zalc’h eus an istor nemet ar pezh a lak anezhi da vojenn ? Ur vojenn eo hag hon eus sunet holl war hon hent war-zu Breizh hag ar brezhoneg…

Fromet on bet gant ar barzhonegoù-mañ. Bervidant int, savet gant ur geriaoueg aes met pinvidik, ha disoc’h lagad an arzour a sko ar spered.

An eil lodenn, berroc’h, a stroll 12 varzhoneg dindan an anv An deizioù du. Deskrivañ a reont, dindan barzhonegoù 10 gwerzenn, ur vro o c’houzañv dindan poan ha doan. Ne gredan ket e vije enno peadra d’o stagañ d’ur mare istorel bennak, met posubl eo e vije aet titouroù hebioù din hep gouzout din. Perzh dedennus seurt lennegezh eo, ivez, kuzhat alc’hwezhioù ar c’hompren el linennoù, d’al lenner da gemer perzh er jeu.

Setu penaos ul levrig dilorc’h a c’hell bezañ skrin mein prizius.


Barzhaz, Gwilherm Berthou Kerverziou (1933-1950)

Morse n’ez eus bet graet ul levr eus oberenn glok Kerverzioù, din da c’houzout. Posubl eo pellgargañ ar gelaouenn he doa roet bod d’e varzhonegoù : Al Liamm 48 (1955)

Ezel e oa Kerverziou eus luskad ar Seiz Breur. Lod e oa bet e taol-sponterezh Roazhon e 1932 hervez Wikipedia e brezhoneg.

Un tañvaig em boa graet d’e varzhonegoù en ur staj KEAV, gwall bell ‘zo. Plijet gant an oberennoù goude bezan o studiet. Chomet e oa en va fenn e oa unan eus gwellañ barzhed Breizh. Diegi o lenn anezhañ, koulskoude. Chomet eo al levr e-pad 20 vloaz en va berniad levrioù da lenn : biskoazh hiroc’h !

Dleet em eus poaniañ kalz evit nebeut a c’hounid. N’eus nemet un dornad skridoù en em santan desachet pe blijet ganto en dastumad, diwar-benn karantez dreist-holl : Hollwenn, Y mae’r eneth, Al lenverez, Merc’hed… A-hend all ez int skridoù distag-mat eus ar vuhez, pa ne vezont ket en ur bed kenstur da vat, evel ar Mojennoù keltiek.

Tro din d’en em soñjal war ar pezh a glaskan er varzhoniezh, a-benn ar fin : an trid, ar munudoù boutin etre ar skrivagner ha me hag a laka ac’hanomp da vezañ unvan, amzer un nebeut frazennoù, da santout ar memestra, da rannañ hor skiant-prenet a zen. Ne lavaran ket eo dibosubl gant ar barzhonegoù-mañ : n’on ket kizidik outo, setu tout. Evel pa vije nebeut-nebeut a c’hrafoù boutin etre Kerverzioù ha me.

A-hend-all ez int diaes-tre da lenn, ken a-fed geriaoueg ken a-fed stumm. Techet eo ar barzh d’ar genedelouriezh, d’ar gefredelouriezh. Danvez studi, kentoc’h ha danvez dudi, eta…


Va zammig buhez, Jarl Priel (1954)

Lennet em eus an eil embannadur, eus 1975.

Ul levr eñvorennoù, war un ton disheñvel a-walc’h diouzh ar re all : daoust ma ne vije ket yaouank ar boulom (1885-1965) e santer n’en deus ket gouzañvet re gant ar vuhez. Mab nemetañ ar familh, graet e vez war e dro gant e vamm hag, abred, gant e vamm-gozh da varv honnezh. An tad, lonker, n’eo ket evit desevel anezhañ. Spered lemm ha dilu e ra Jarl e dreuz er skolaj ken aes ha tra. E blijadur vrasañ : skrivañ ha sevel pezhioù-c’hoari. Pa vez ret dezhañ dilezel ar studioù, defot gellout paeañ, e lak e anv da vont da soner-trombon e sonerezh an arme a vor : un digarez a-feson da foetañ bro hep poaniañ re gant ar vicher.

Plijadur en dez da gontañ, kement hag ur c’honter, ha santet e vez en e eñvorennoù en doa ar stek da zaremprediñ ha da voemañ e genseurted. Kalz fent a zo en e goñchennoù. N’eo ket un den a dorr e benn. Ha kement a draoù en deus da gontañ, ma vez roet ur plas bras d’an darvoudoù, kontrol d’ar skridoù-eñvorennoù all ma vez deskrivet kement lec’h ha darvoudig pemdez dre ar munud. Tro en deus bet da dostaat ouzh pennoù bras, prezidant, tzar… par eo e droioù-kaer da re Jean Conan, war-bouez nebeut.

Gant se, ha doug Jarl Priel d’al leurenniñ, e chom an danevell-buhez-mañ muioc’h a-ziavaez eget an eñvorennoù all em eus lennet betek-henn. An titl e-unan a welan evel ur fentigell, ur serr-lagad d’al lenner. N’eus ket uveloc’h, padal den ebet n’en dije traoù dedennusoc’h da gontañ…

Al levr-mañ zo hini kentañ ur rummad tri, a-raok Va buhez e Rusia hag Amañ hag ahont.


Anjela, Anjela Duval, Christelle Le Guen (2018)

Ar soñj : dibab pozioù gant Anjela Duval, pozioù a dres ur poltred anezhi, o renkañ dre demoù ha skeudennaouiñ anezho. …”kement ger zo er romant-treset-mañ a oa bet lâret pe skrivet gant Anjela…”. Evidon, ur romant, ha pa vije treset, a zle harpañ war an dezrevelliñ, heuliañ un doare kronologiezh. Ma z’eus unan amañ ez eo kalvezel, n’emañ ket e kreiz ar jeu. Gant se e kav din n’emañ ket en e blas al levr-mañ er rann-mañ. Ur vannenn-dreset eo, n’eo ket ur romant.

N’eus forzh, dibar eo.

N’eus bet kemeret nemet ar pep retañ, pe nebeutoc’h, da vezañ skrivet el levr. An disoc’h avat zo treboulus. Kaeraet eo kement ar gerioù rouez-se gant tresadennoù Christelle Le Guen ma chomer sebezet razo. Mareoù ‘zo e save dour d’am daoulagad gant ar from. Lennet e vez goustadig, en ur leuskel ar selloù d’en em goll e gwennoù ar bajenn, gant ar santimant a uvelded hag a ec’honder a sav en unan pa vez digenvez e kreiz an natur. Pell eus an displegadennoù, lakaet e vez bed Anjela da vezañ santet.

N’on ket gouest da veizañ hag-eñ e vo ken efedus an oberenn evit an dud n’o deus ket bet darempredoù, kent, gant Anjela pe gant he skridoù. Dre m’eo bet embannet en ur stumm divyezhek (un tu evit pep yezh) e soñjan eo evit ledanaat ar publik, digeriñ da dud n’o deus ket lennet he oberennoù dre ret. Daoust hag-eñ e vo kizidik ar re-se ouzh ar bri douget dezhi gant ar vrezhonegerien ?

Evidomp eo ur valeadennig en he c’hompagnunezh, gant ur santimant nested souezhus, an hini a zo etre tud a familh hag a ziouer ar gerioù.

Ul levr kaer, dous dindan an dorn, flour d’an daoulagad. Un taol kaer !


Kuzh, Paol ar Meur (2017)

Echu oa ar romant-mañ e 2014, daoust ma n’eo bet embannet nemet e 2017. Ur romant-polis brestad a c’hellfe bezañ graet anezhañ. Mont a reer war roudoù un den a zo aet diwar-wel, diwar an testennoù brezhonek a zo chomet en e urzhiataer dreist-holl, ha diwar ar pezh a lavar ar re o deus bet darempredoù gantañ. Don a-walc’h eo ar poltred, p’eo ret kaout meur a savboent da gompren aes peseurt doare den e oa.

Met ar pep pouezusañ, ar pezh a zesach an evezh dreist pep tra, eo kêr Brest, metoù bihan ar vrezhonegerien tro-dro d’ar greizenn a c’hell bezañ an Tara Inn : un testeni bennak eus ar vuhez e 2014, na petra ‘ta… Hag un nebeut temoù a-dreñv ivez : naturegezh, abegoù ar skrivañ e brezhoneg…

En ur stil disheñvel en deus lakaet ac’hanon da soñjal e romant Frañsez Favereau Dianket, hag en hini Yann Gerven Brestiz o vreskenn.

N’eo ket kaset an itrik gant ul lusk dichadennet, met dedennus ha pinvidik eo memestra.

 


Park balan, Riwal Huon (2017)

Ul levr dizrouk e seblant bezañ, o klask e hent etre Watership Down ha romañs Amélie Poulain.

Un itrik ‘zo, koulskoude, ur meni afer-polis, ar pezh ne gomprener nemet er fin. En egin e oa adalek an deroù koulskoude, savet mat eta.

Plijus eo da lenn, dreist-holl al lodennoù o plediñ gant loened, daoust d’un nebeut fazioù -ar broc’h-haroz a zo sañset bezan nammet diouzh tu e c’hwesha, met disoñjet e vez div pe deir gwezh e-kerzh an istor, da skouer.

Ar santimant a chom din goude lenn ar romant eo e tremener ur prantad c’hwek gantañ, met ne z’a ket gwall bell an traoù dre ma n’eo ket studiet don an tudennoù. Diaes em eus kavet heuliañ anezho, rakwelout petra a zeufe e-keñver o fersonelezh, ha betek al liammoù etrezo -karantez ? digarantez ? Ne lavaran ket e tle bezañ eeün an traoù atav, met pa ne vezont ket eo mat o displegañ dre ar munud, tevaat tres ar boellegezh evit c’hwezhañ gwirionded. Chom a ran gant ur santimant a destennoù dishenvel, savet diwar plijadur da skrivañ atav, met war ur framm laosk a-walc’h, evel takonet. N’eo ket unton ar mod anezhañ kennebeut, gwezh yael, gwezh gwashaour.

Hag ar fin a blant ac’hanon en entremar, ma n’eo ket er spont. Nag ur sell taolet war framm ar familh ! Ne oan ket engortoz a gement-se. Lakaat a ra ur seurt dic’hoanag da evodiñ diouzh an istor roz-mañ : un istor dibaboù fall eo, marteze. Nemet objektivel e klaskfe bezañ, traken ?

N’on ket sur e vije ken dizrouk-se ar romant, a-benn ar fin. An diskoulm dic’hortoz a laosk al lenner divarc’het, gant goulennoù ne gavint ket o respont.