Category Archives: Istor

La saga des intellectuels français 1 : A l’épreuve de l’Histoire (1944-1968) ha 2 : L’avenir en miettes (1968-1989), François Dosse, Frañs (2018)

Dindan 1300 pajennad ha div levrenn e kont François Dosse istor ar soñjoù e Frañs eus an eil brezel-bed betek 1989.

Intret eo al levrenn gentañ gant samm ar brezel. Gwelet e vez penaos eo bet klasket puraat bed ar skrivagnerien hag an embannerien eus ar re o doa kenlabouret gant an alamaned en un doare anat. Disingalderioù bras a zo hervez an dud. Ne vez ket anv eus brezhonegerien, met ur blaz ispisial zo d’ar pajennadoù-se evit ar vrezhonegerien : petra a oa bet graet eus ar re all ?

Pouez ar soñjoù komunour hag ar spi a zo bet postet enno adalek fin ar brezel a zo hollvezant el levr  : ur pouez ha n’eo ket ken aes da vuzuliañ pa vez kinniget mod-all eget dre ur seurt saga. Gwelet a reer anezho o sevel hag o weñviñ tro-ha-tro, meulet pe diskaret hervez an dud hag hervez hent soñjal pep hini e oadoù disheñvel e vuhez.

Displeget e vez al liammoù etre an intelektualed, pe vijent tost pe vijent enebet, hag an doare ma z’a o mennozhioù war-raok, kar ne chom netra sonnet. Tro em eus bet da gompren, en ur lenn al levr-mañ, eo bet tud evel Sartre pe gCamus kalz ouzhpenn skrivagnerien pe brederourien : gouleier o sklêrijennañ an hent, hag e-pad pell.

En eil levrenn e vez troet kein da vat ouzh an hunvre komunour, re a brouennoù ‘zo bet ez eo bet ur c’hwitadenn, met poan o deus ar soñjoù o kavout hentoù nevez. Dianalet int. Krog eo da c’hwezhañ an avel a sturia ar bed a hiziv, hini al liberalism. Er bed a zeskriv François Dosse evit ar bloavezhioù 80 e santer emañ hon hini e gor.

Re a demoù all a vez pledet ganto evit ma rin ur roll klok anezho amañ. Bredoniezh, sktrukturalism, dispac’h Mae 68 hag an emsav e-kichen a zo diwanet da heul gant an hipied, “Touche pas à mon pote”, diskred war ar skiant evel kredenn, dasorc’hidigezh an tu dehoù… Un interest ispisial em eus kavet d’al levr adalek ar bloavezhioù a oan gouest da liammañ gant va buhez din-me.

Kavet em eus, en ur pennad burutellad diwar-benn ar saga-mañ en Le Monde, rebechoù diwar-benn an dibaboù amsklaer hag ar fazioù graet gant ar skrivagner, anezhañ ur c’helenner eus ar Sorbonne. N’on ket kizidik ouzh an arguzennoù kinniget, o vezañ ma n’on ket gouest da welet hini ebet. Krediñ a ran n’eo ket posubl ober seurt labour en ur chom objektivel penn-da-benn, hag an disoc’h a seblant din bezañ ouzhpenn onest.

Evidon ez eo al levr-mañ un doare da liammañ etrezo ur bern anvioù, levrioù, danvezioù, kentelioù istor ha politikerezh ha ne oa anezho nemet elfennoù distag an eil re eus ar re all. Teurel a ra ur sell hollek war ar mare studiet, e stumm ul lanv galloudus o vont war-raok : er gwagennoù e teu war-wel den pe zen, soñj pe soñj tro-ha-tro a-raok bezañ erlec’hiet gant hini pe hini all. Hervez gouiziegezhioù kent al lenner e c’hell bezañ kavet hir pennadoù ‘zo (ar strukturalism… va doue…) met dre vras e laka ar soñjoù en urzh hag e ro ster dezho.

Danvez preder ha studi, d’ar re n’o do ket aon rak ment an div levrenn…

 

Advertisements

Nicolas Le Floch 12 : La pyramide de glace, Jean-François Parot, Frañs (2014)

Er biramidenn, kelan ur vaouez hag a denn kalz d’ar rouanez, hag ur gerig rouestlet e c’herioù. Kaset eo ar c’homisar Le Floch, war-bouez e fri tanav, war-zu an ti mat diouzhtu. Ar pezh a vo diaes eo lakaat ar muntr da vezañ anavezet, peogwir e vez amjestr atav enklask e ti pinvidien.

Ken saourus ha biskoazh eo an divizoù e galleg ar mare, met estreget se a zo : an dro-spered eo a dap Jean-François Parot gant soutilded. A bep seurt doareoù da zornata an dud a vez kinniget, dre gaer pe dre heg hag a-berzh an holl. C’hoari a ra Sartine e jeu doubl atav, tra ma rann Nicolas e amzer etre e vestrez Aimée d’Arranet, e vignoned boaz atav ken troet war ar chervad, hag e labour enklasker. Dañjer, troioù-ouesk, teodadoù a zeu a bep eil gant mareoù soñjoù diabarzh ha teneridigezh. Ur vrochadenn zedennus a ziskouez Nicolas o c’hourdrouz e vignon ha kenlabourer Bourdaut, re domm ouzh ar soñjoù araokour a zegaso an dispac’h : n’eo ket ne vije ket a-du gantañ e gwirionez, met n’eo ket evit tennañ e lealded digant ar roue, daoust ma ne vije ket dall war e zivout.

Ur romant deuet brav adarre ha ne glask ket plantañ re a souezh el lenner kennebeut : dilezet eo ennañ ar c’hevrinoù tro-dro da vamm dianav Nicolas, ha ne vez ket mui komzet diwar-benn e vab, koulz lavaret.


An tri c’hañfard, Goulc’han Kervella (2018)

Ur wezh e oa bet aterset Jimi Hendricks gant ur c’hazetenner diwar-benn ur bladenn nevez. “Ha n’ho peus ket aon e vije re heñvel ouzh Jimi Hendricks ?” emezañ, kement ha lavaret ne oa ket nevez-nevez ar geusteurenn marteze… hag ar gitarour da respont : “ME eo Jimi Hendricks”.

Ne vo ket rebechet ouzh Goulc’han Kervella skrivañ diouzh e vod eta, p’en gra mat.

El levr-mañ, skrivet evit skolajidi 11-12 vloaz, e implij ar skrivagner ur rekipe kozh en deus lakaet ac’hanon da soñjal en Three men in a boat. Lakaet e vez tri boulom farsus war an hent evit dizoloiñ ar vro hep kavout hir e amzer o selaou an heñcher, ha dav dezhi. Perzhioù ur gontadenn zo d’ar romant, marellet gant hanezennoù, mojennoù, deskrivadurioù savadurioù kozh ha lec’hioù touristel a-bouez, etre Leon ha Kerne.

N’on ket desachet tamm ebet gant ar c’hontadennoù, met kavet em eus farsus a-walc’h va zroiad-gweladenniñ, evel va mab 11 vloaz, daoust m’hor bije santet mat, hon-daou, tu kentelius an afer.

Plijus eo da lenn da n’eus forzh peseurt oad, hep terriñ e benn, gras da stek ar skrivagner.


Nicolas Le Floch 12 : La pyramide de glace, Jean-François Parot, Frañs (2014)

Itrikoù tort Sartine ha ne fell ket dezhañ diskuilhañ evit piv e labour e gwirionez a adkaver el levr-mañ. Ar pep diaesañ, memes pa ouezer gant piv eo bet graet an taol, eo enklask e metoù ken gwarezet ma c’hell ho imbourc’h en em dreiñ enep deoc’h ken aes ha tra.

Mat eo an istor, met ar pezh a blij din dreist pep tra eo e bilhoù. Nicolas a stourm ouzh barradoù moral evel ur paotr yaouank, tra ma prof Noblecourt un endro familh dezhañ ha ma ro dezhañ kuzulioù a c’hellfe bezañ re un tad.

Dedennusoc’h-dedennusañ eo emdroadur Bourdeau, lenner entanet eus prederourien ar gouleier hag a zegas tamm-ha-tamm c’hwezh an dispac’h en divizoù. Daoust ma vije dedennet Nicolas Le Floch gant ar soñjoù denel-se ez eo dibosubl dezhañ tennañ e lealded digant ar roue.

Un opus a brou c’hoazh n’eo ket aet Jean-François Parot war zisteraat, daoust ma vijer o tostaat gant an 12vet romant-mañ eus fin an heuliad, a zo ennañ 14 romant en holl.


Muntr ar priñs Melar, Armel Le Sec’h (2018)

Ur romant istorel dedennus-tre eo. Lec’hiet eo an itrik e penn kentañ ar VIIvet kantved ha kreizennet war daou vignon a zo bugale c’hoazh, evel ar priñs Melar, a vo muntret eta. Dispaket eo a-zoare kement tra a ouezer diwar-benn kevredigezh an amzer-se (beajoù reoliek etre Breizh Veur ha Breizh Vihan, koun ar roue Arzhur, pouez ha rol ar manatioù, aozadur kevredigezhel pazennet munut tro-dro d’an tierned, divinourien a wel pelloc’h eget an dud all, daoust d’o daoulagad dall a-wezhioù…), war-zigarez un enklask-polis renet gant Brenn, unan eus an daou lampon barrek da heuliañ roudoù, gant ma vije pourvezet dezhañ peadra da skrivañ.

Egin un istorig karantez a zeu da reiñ ul liv santimanteloc’h d’an hollad.

Kaset e vez an itrik gant lusk, daoust d’un nebeut doareoù un tamm dic’hizet (“Soñj ‘peus…”, ar fed da gelaouiñ al lenner war ar pezh a zo c’hoarvezet kent dre lakaat daou zen da gontañ an eil d’egile traoù a ouezont o-daou pell ‘zo, da skouer. Un toull-trap a alia Orson Scott Card na gouezhañ ennañ).

An damant roet d’ar yezh a-benn ma vije aes da gompren a lak an destenn a-bezh da vezañ un tammig reut, gant e frazennoù berr hag eeün. Ne vez ket santet kement-se pa vezer gant al levr, met splann eo pa dremener d’unan all.

En desped da se on souezhet gant pinvidigezh al levr-mañ, a zegas greun nevez da valañ d’ar skolajidi diwar-benn ur prantad istorel ne vez ket pledet kalz gantañ d’o oadoù. Marteze o do ezhomm da vezañ skoazellet, dre ma paot an nevezintioù en destenn, a-benn pakañ mat pep tra. Met kement a zanvez-studi hag an zanvez-dudi a gavint ennañ.


Bugale milliget ar baradoz kollet, Erwan Evenou (2018)

Ur romant diwar-benn Aljeria eo. An haroz, Yannig, zo bet ganet e Aljer en ur familh brezhonegerien kar d’o daou sevenadur. Kreskiñ a ra gant a bep seurt mignoned tro-dro dezhañ, a anavezo tonkadoù disheñvel hervez o orin hag o dibaboù.

Ar baradoz a vez anv anezhañ eo Aljeria a-raok an trubuilhoù a sav an dud an eil re enep d’ar re all. Komprenet e vez gwelloc’h an titl ur wezh echuet al levr. Ur meulgan eo d’al liessevenadur a vleunie e Aljeria da vare yaouankiz an haroz. Padal, p’en em gav lod eus an tudennoù e Frañs e pak ar vro he fegement abalamour d’an degemer euzhus graet d’ar repuidi. Kriz ha mezhus eo da lenn, gant liv ar wirionez a zo war an traoù.

Moarvat en deus puñsaet hardi ar skrivagner en e eñvorennoù evit skrivañ e romant, ar pezh a ro dezhañ ur blaz gwirheñvel. Met roet en deus ul lod brav d’an ijin ivez, en ur zibab mat e dudennoù evit kinnig ur skeul liesseurt anezho. N’eo ket bet techet d’o gwareziñ betek re, doare ar filmoù amerikan : plijet on bet kalz gant ar fin. Diskouez a ra eo bet kabestret ar steuñvenn hag an darvoudoù, ar pezh a zo dreist.

Mesket e vez brav planedennoù hiniennel hag Istor bras. Tro a ro da anavezout brezel Aljeria eus an diabarzh, ar pezh a gavan atav splannoc’h eget dre gentelioù Istor. Kement-se en ur yezh vrav ez eus kalz kentelioù da dennañ diouti ivez.

Kavet em eus brav, dedennus ha pinvidik ar romant a zegas kalz traoù d’al lenner. Evidon ez eo a-bell hini gwellañ ar skrivagner


Al Loubianka, Jakez-Erwan Mouton (2018)

Romantoù spierezh e brezhoneg ne gav ket din e vije kalz eus outo, marteze eo an hini kentañ a lennan zoken.

Kontañ a ra dre ar munud kefridi un ajant kuzh rusian, karget da vont da laerezh paperioù er Stadoù Unanet.

Efedus-kenañ eo al levr, ennañ ar pep retañ evit en em lec’hiañ en Istor bras evel en hini bihan. Ur c’heriaoueg pinvidik a implij. Didruez eo an itrik, met realist. Al levr a lak war-wel ar stokadenn sevenadurioù etre Rusia ar sovieded hag Amerika gevalaour, ha mabden gwallgaset etre an daou, war var da goll e bersonelezh. Ur jedaouer n’eo ken, e servij ur mennozh kaer.

Plijet on bet gant ar fin, foei d’ar santimantoù !

Unan eus romantoù gwellañ Jakez-Erwan Mouton, hervezon.

 

 


Une nouvelle aventure des robinsons, Enid Blyton, Rouantelezh Unanet (1947)

Eil ha diwezhañ levr ar rummad Les robinsons. Echu eo ar brezel, met ken plijet e oa bet ar familh gant he repu er gêriadenn skosat e-pad ar brezel, m’eo bet prenet gantañ un ti-vakañsoù enni.

Evel-just ne fell ket mui da dud an tri bugel ez int da gousket war enezennoù gant Andy, met asantiñ a ra ar vamm ez afent da bourmen gantañ war e vag evit ur pik-nik, memestra. Sellout pizh ouzh al laboused eo pal ar valeadenn. Estreget laboused a vo kavet ganto avat ! hag ur wezh ouzhpenn, ne vint ket gouest da zistreiñ d’ar ger. Anneziñ a reont en ur vougevig.

Gant an eil levrenn-mañ e vezer tostoc’h eus an itrikoù a vez kavet ordin e levrioù ar Famous Five. Roud ebet ken eus ar brezel. An dalc’h eo herzel floderien aozet mat, hep kouezhañ etre o c’hrabanoù.

N’eo ket ur souezh n’he dije ket kendalc’het ar skrivagnerez gannt ar rummad-mañ, dibosubl-krenn e vije bet d’ar vamm reiñ he asant un trede gwezh evit troioù dañjerus all. Ha tost-mat eo da spered ar Famous Five, hep na vije ken saourüs an harozed. Lennet em eus ar romant-mañ gant kuriusted memestra.


Les robinsons de l’île perdue, Enid Blyton, Rouantelezh Unanet (1941)

Troioù-kaer doare Famous Five met gant ur skipailh bugale all, hag hep ki ebet : ur paotr dezhañ 12 vloaz bennak, he div c’hoar gevell oadet a 11 vloaz bennak hag o mignon pesketaer, Andy, 14 vloaz.

En droidigezh c’hallek e tremen an istor e bro-Skos, lec’h m’eo repuet an tri bugel e-pad ar brezel gant o mamm. Mignoniezh o deus liammet gant Andy, ur pesketaer yaouank eus ar gêriadenn. Da vare ur valeadenn war vor a reont o-fevar e sav ur barr-avel a wallaoza ar vag, hag ar vugale en em gav stanket war ur rummad teir enezennig a seblant bezañ didud.

Dre chañs o doa degaset re a voued ! En em aozañ a reont evit bevañ brav war an enezenn, da c’hortoz ma teuio unan bennak d’o saveteiñ.

Ar pezh a zo heverk el levr-mañ eo e kemer harp Enid Blyton war an endro istorel, an eil brezel-bed, evit troadañ he itrik, ar pezh a zo ral. Siwazh, ur wezh m’eo diskoachet an diaz alaman e tilez un tammig tem ar robinsoned evit mont war-zu traoù all.

N’eo ket fall tamm ebet, daoust d’an traoù dic’hizet a c’hell poazhañ lennerien ‘zo : ar merc’hed eo a ra war-dro ar boued, ar baotred war-dro ar c’hurioù. Andy zo skeudenn peurvat al labourer eeün ha dellezek. Meuleudi a vez graet d’an arme, d’ar soudarded kalonek, ha kement ‘zo.

Dedennus ha dudius em eus kavet al levr memestra.


Martial Menard, ur breur er stourm, Charlie Grall (2018)

Chomet e oan etre daou evit prenañ al levr-mañ e Gouel Levrioù Karaez, a-raok lakaat anezhañ war ar berniad, dre spered-stourm dreist-holl hag en enor da vMartial, em eus anavezet evel an holl.

Kement ha lavaret ne c’hortozen ket kalz tra eus ar skrid… Maronadoù leun a zoujañs, hag a garantez, a vez skrivet goude marv an dud, met ral eo e vijent skridoù a dalvoudegezh. Ur poltred brav em bo da zerc’hel soñj anezhañ, em boa soñjet goude ur sell ouzh ar golo.

Souezhet on bet, eta, o vezañ kaset diouzhtu gant lanv yezh Charlie Grall. Eeün eo ar pezh a gont, bev-buhezek. C’hoarzhet em eus frank ouzhpenn ur wezh.

Ne oan nemet ur bugel e “mare aour” an FLB. Lennet em eus al levr-mañ evel un istor eus an emsav, evel un hentenn-emsav zoken. Tamm ebet e-keñver feulster : ne lavaran ket, ha ne ra ket Charlie Grall ivez, e oa un hent brav da heuliañ. Met adliammañ a ra hor stourmoù bihan gant reoù bras hon diagentourien. Bevañ a reomp en-dro ar mareoù trubuilhet -ha tridus -se ganto. Un testeni dispar eo. Ne c’helle ket bezañ gwellañ meulgan en enor da vMartial Menard, o reiñ ton da stourm e vuhez kement ha d’e bersonelezh.

C’hwezhañ a ra aer fresk war glaoù-bev ar c’hoant da stourm evit hor yezh, en ur enskrivañ anezhañ en un hir ha birvidik a istor.

Un ebat eo ober un tamm hent diwezhañ gant Martial hag e vignoned, er bec’hioù evel en trec’hioù. Ul levr da saouriñ, da aliañ, da brofañ d’an holl.