Category Archives: Danevelloù

War an treuzoù, Pierrette Kermoal (2011)

Un torkad danevelloù eo War an treuzoù. Ergerzhout a reont diabarzh an unan, dre e zigenvezded, e jestroù munut, e vam dirak ar vraventez… Ur wezh an amzer ez eus ur fin dic’hortoz a gredfer e teu un tammig a-enep da santimant ar skrivagnerez (nemet a-enep da hini al lennerien e vije ?). Rak a-benn ar fin ar pezh a gont en destennoù-se eo ar gwirionded denel a zo enno, hag a c’hell pep hini en em anavezout ennañ. Gant se, an danevelloù o deus plijet ar muiañ din el levr a gont bommoù buhez, emichañs : Nozvezh hellazat, An toennoù zink… Ur wezh an amzer e vez ur paotr e kreiz ar jeu, met peurliesañ e vez merc’hed, ar pezh a ra eus an danevelloù-mañ skridoù gwregel en o c’hizidigezh evel en o zemoù. Ha n’eo ket gant ur ster disteraat e implijan ar ger-mañ, n’int ket a-ziwar-c’horre e mod ebet.

Ul levr mat evit dizoloiñ ur skrivagnerez ha n’eo ket brudet a-walc’h, n’eo ket en abeg ma ne vije ket prizius he skridoù, abalamour da spered chapel metoù al lennegezh vrezhonek ne lavaran ket.

Advertisements

Traoù kouer, Herve Bihan (2010)

Un torkad danevelloù eus ar re glaselañ eo hennezh, dezhañ tech torkadoù danevelloù prantad klasel ar brezhoneg : ur yezh mestroniet abil, un drugar he lenn, ha danvezioù digempouez, pa vez lakaet muioc’h a aked da skrivañ brav eget da skrivañ dedennus.

Ur gudenn em eus gant ar seurt fent implijet e Sibarit an Neñvoù pe e Tempus maximo momento erat : digomprenus eo din. E danevelloù all eo aes da gompren met ne lak ket da c’hoarzhin kennebeut (Meusieu Fulup…) N’on ket bet gwall dizhet gant an danevelloù dezho un awen sokial ivez : Goulenn an aluzon, Deroù-mat Janin… M’en dare hag-eñ n’eo ket pa vez gwad ha feulster e vez Herve Bihan ar muiañ en e vleud, a-benn ar fin. Va danevell muian-karet en dastumad-mañ eo Kuzh-heol e Santez Anna ar Palud. Iskis eo, pa soñjan, peogwir em eus lennet ar bras eus an danevelloù-mañ div wezh : pa oant bet embannet en Al Liamm da gentañ, ha gant red an torkad ar wezh-mañ. Ha soñj mat em eus pegen displijet e oan bet gant an danevell-mañ, dres, a gaven garv-kenañ. Deuet brav eo gant ar skrivagner koulskoude, ha mesket mat eo enni ar vestroni eus ar yezh, hag he deus ur ster en danevell-mañ muioc’h eget e reoù all ; ar suspens -ma c’heller lavaret, dindan ken berr istor- hag ar c’hest a ster d’ar vuhez, hag a zo an diouer anezhañ tu gwan an danevelloù-mañ dre vras, a-hend-all… a gav din.

Uhel eo live al levr-mañ, koulskoude e kav din eo da zegemer kentoc’h evel al levr lennegel kentañ ma z’eo a-berzh ar skrivagner : un deroù, a zo en egin ennañ ar pezh a c’hellfe, a zlefe dont war-lerc’h. Siwazh, ne vez ket serret kalz a bajennadoù war e lerc’h ken er mareoù-mañ. Gortoz pell, gortoz gwell ?

Bet en deus bet al levr-mañ ar priz Langleiz e 2010.


Ar Morgezeg, William Hope Hodgson, Rouantelezh Unanet (1913)

Tennet eus an torkad Men of the Deep Waters, an danevell hir-mañ zo bet embannet he zroidigezh vrezhonek en ul levrenn he-unan e 2012. En he stumm, lodennet a-bennadoù daoust ma vije a-boan 60 pajennad oc’h ober anezhi, he deus lakaet ac’hanon da soñjal en Ar follez Yaouank gant Meavenn. War grafoù all ez eus heñvelidigezhioù etrezo ivez, daoust ma vije pell o zemoù : ar seurt douster a evod diouto daoust d’o zemoù enkrezus, hag o efedusted da dizhout o fal, asambles gant kalon al lennerien.

Un danevell voliac’h eo Ar Morgezeg. Loc’hañ a ra eus liammoù karantez kreñv etre ur bugel yaouank hag e dad-kozh. Ne vez kinniget den ebet all eus ar familh, nemet kenlabourerien an tad-kozh war ar gobar. Adalek linennoù kentañ an danevell e klever notennoù an enkrez, er ganaouenn a vez mouskanet meur a wezh gant ar paotrig kement ha gant an den-kozh, evel e romant Steinbeck La perle. Koulskoude n’eus koumoulenn ebet en oabl betek an hanter eus an istor. En un taol e cheñch pep tra : aheurtet e chom ar bugel, a vo kastizet gant e dad-kozh. Ha dont a ra ar vevenn etre ar bed gwirion ha marvailhoù an tad-kozh da deuziñ.

N’em eus ket c’hoant da vezañ sklaeroc’h evit nompaz kontañ an istor d’an danvez lennerien. Fromus eo, seul vui ma vez espernet ar gerioù a re enni, ar pezh en deus harzhet outi da goshaat en he skritur ivez. Ar velkoni a chom war he lerc’h he deus lakaet ac’hanon da soñjal kalzig e kontadennoù Andersen. Met ur c’hwezh dezhi he-unan he deus, dre an tem anezhi peurgetket. Ar bugel zo estreget ur pimpatrom, hag an tad-kozh, daoust ma ne vije nemet brokusted ha karantez oc’h ober anezhañ, ne vo ket paeet en distro. Meur a zoare a zo da lenn an oberenn, ar pezh a ro dezhi he finvidigezh. N’eo ket gwall anavezet ar skrivagner, dellezek e vije da vezañ avat, m’emañ e holl oberennoù a-live gant honnezh. Ma vez troet reoù all e lennin anezho hep termal.


Ar vicher, Mikael Madeg (2014)

Alies, pa lennan levrioù ‘zo gant Mikael Madeg, e sav c’hoant ennon da gemer ur c’hreion ha da varrenniñ kement tra a santan evel a « re » evit heuliañ an istor. Re alies e vez distrempet anezhi gant distroelloù hir, ha debron a sav em bizied d’he lakaat da dizhout he stumm retañ. Ar boelladenn-mañ ne ran nemet dre spered, evit diverrañ un amzer a gavan re hir gant ul lennadenn ha ne leugn ket penn-da-benn va soñjoù.

Un afer a zibaboù eo al lennegezh evidon. Lennegezh ‘zo en danevelloù-mañ, n’eus mar ebet. Met an dibaboù, pa vez anezho, a vez graet re alies gant an heskennerezh, hag an oberenn arzel gortozet ne vez nemet dispis.

War un dro ez eus pinvidigezh er mor a c’herioù hag a frazennoù-se. Ne zisoñjan ket ar pezh a zlean da skridoù Mikael Madeg abaoe ar romant kentañ em boa lennet gantañ, Tra ma vo mor, e 1997. Ha daoust d’ar sioù a gomzan diwar o fenn, e kendalc’han da gaout plijadur o lenn e labour. Gouzout a ran resis pegoulz em bez c’hoant da lenn se, ha pegoulz n’em bez ket. Leuskel a ran va daoulagad d’ober o labour ha va empenn da gantren, da heul rambreadennoù brokus ar skrivagner. Se zo evel selaou ur vignonez re hir he zeod ha respont « ya » ur wezh an amzer. Kompagnunezh ‘vez, ha n’eus ket d’en em reiñ betek re d’an eskemm, pa vezer un tamm digas ouzh ar sujed…

Un nebeut danevelloù a glot eus ar gwellañ gant titl an dastumad : Devez ar sina, Pa ra noilh… (o lavaret he seizh gwirionez d’ar gelaouenn Al Liamm, war un ton em eus kavet farsus), Ar foerell gant e bluenn... A-us d’ar re all e lakafen An droiad e Banneg, on bet plijet enni gant ar cheñchamant savboent hag ar fin dic’hortoz. Ur velkoni dous a evod diouti. Deuet eo brav Domani an dour hag ar vein gant ar skrivagner ivez ; skridoù personeloc’h eta, en deus gouezet enno chom gant e roudenn ha kinnig traoù muioc’h « echu ».

Ur meskaj a draoù plijus ha displijus avat. N’eus nemet ur wezh staliet e-barzh lusk ispisial ar skrivagner, goustad ha diwirion, e c’heller tañva talvoudegezh e skridoù, a red enno ur fent hollvezant. N’o c’havan ket fall.


Evit an eil gwech, Per Denez (1943-1966)

El levr-mañ, embannet e 1982, eo bet strollet danevelloù a oa bet tu da lenn e kazetennoù liesseurt. Daoust hag alese e teu an titl ?

8 danevell a zo ennañ. Ar re wellañ ha niverusañ, 5 anezho, zo istorioù polis. Diskouez a ra kalz ijin Per Denez, hag ur soursi eus ar munudoù a ra eus lod eus ar skridoù-se testenioù eus un amzer bet. Pled a daol atav ouzh psikologiezh e dudennoù, ouzh an aergelc’h, an endro. An ober n’eo ket ar pep pouezusañ, daoust ma vroudfe al lennadenn eus ar c’hentañ.

An teir danevell all n’eo ket unvan o zemoù : Rozenn diwezhañ an hañv a gont ur garantez he dije gellet genel ; Dlead pemdeziek a gendrueza war stad ur plac’h yaouank souten a familh ha ne c’hell ket mont da ebatal gant tud eus he oad ; Marv ar soudard a lak ar biz war ur gudenn amjestr : mervel evit ar vro… nemet un touell e vije ? An hini dedennusañ da chaokat soñjoù, marteze.

Santout a reer en danevelloù-mañ levezon Roparz Hemon, a gav din, ha personelezh ar skrivagner e-unan. E zoug d’ar muntroù, e gizidigezh ouzh ar bed tro-dro dezhañ en deus sellet pizh outañ evit e zeskrivañ… N’int ket pennoberennoù, marteze, met mestroniet eo o skritur ha plijadur ‘zo ouzh o lenn, daoust ma vije c’hwezh ar c’hozh ganto un disterig : lod eo eus o hoal.


Mojenn ar vuhez hag ar marv, Goulc’han Kervella (2016)

Kredet em boa e vije dreist-holl mojennoù kozh aztommet el levr-mañ ha n’em boa ket gwall c’hoant d’e lenn.

Ur souezhadenn em eus bet eta. Mat em eus kavet addizoloiñ an teir mojenn bet dastumet gant Anatol ar Braz hag azasaet en ur brezhoneg komprenabloc’h evit skolajidi hag ur pedervet hini diwar-benn seblantoù. Dibabet int bet a-zoare, disheñvel an eil re eus ar re all ha mat da lakaat ar gaoz war ur bern traoù sevenadurel hag ar vuhez pemdez gwezhall. Ar peder danevell all n’int ket holl danevelloù diwar-benn genel, ar pezh a zo boutin etrezo eo ez int istorioù Nedeleg, gant pe hep ganedigezh. Hag an eil tra boutin, eo e pledont holl gant buhez tud munut, tud disoñjet gant ar gevredigezh, dilezet ha reuzeudik. Daoust ma vije disheñvel-mat o endro ez eus kalz kerentiezh etrezo eta.

Mat em eus kavet al levr, dudius, disheñvel ha fromus alies en eil lodenn.


Un hent hag un dremmwel, Joelle Kermoal, Pierrette Kermoal ha Yann Mikael (1972)

El levrig-mañ eo bet bodet 8 danevell skrivet gant tri skrivagner disheñvel, div blac’h hag ur paotr. Danevelloù Yann Mikael a anavezen c’hoazh, dre m’em boa lennet anezho en dastumad danevelloù gantañ e-unan e oa bet moullet e 2008 : An emgav chanter ha danevelloù all. Adlennet em eus anezho ha kavet anezho mat un eil gwezh. Ar re all, gant Joelle ha Pierrette Kermoal, eo evito em boa prenet al levrig peogwir e kave din ne gavfen ket anezho e lec’h all. Ha n’em boa ket lennet anezho c’hoazh, e gwirionez.

Plijet on bet ganto dre vras : ar memes perzhioù mat o deus an div skrivagnerez. Danevelloù-ambiañs a ginnigont, o tepegn eus ar bravañ ur momed, ur pred e buhez mabden ma vez an unan o klask e hent pe war var eus an dazont. Momedoù hiraezh ha levenez tro-ha-tro. Ur skritur gwregel tre eo, a-benn ar fin -daoust ma kavfe din n’eo ket ken anat an diforc’h etre skridoù paotred ha merc’hed, en deiz a hiziv, tost da 50 vloaz diwezhatoc’h. Perzhioù gwan o deus ivez : daoust ha danevelloù int, pe skridoù nemetken, n’anavezer ket re vat penn diouzh lost anezho… ha peg int ouzh ar vuhez bevet, hep mont pelloc’h. En se int tost ouzh danevelloù Yann Mikael hag e ro ur seurt unvaniezh d’an hollad.

Al levrig n’eo ket ur binijenn e lenn, met ne laosko ket ur roud don em spered kennebeut.


Bedig mab an dig 3, Biel Elies (XXvet kantved)

Embannet eo bet an trede dastumad testennoù-mañ, kinniget gant Mikael Madeg, e 2013. Dilerc’hioù ar skubellad eo, marteze… Un doare aes eo d’ober anaoudegezh gant pluenn ar skrivagner ; gwir eo e red ar gerioù en un doare naturel-tre dindan e vizied hag ez eus ur gwir stil gantañ.

Kavet em eus enouüs ar bras eus an “danevelloù”, a gavan a-ziwar-c’horre. Tostoc’h ouzh marvailhoù eget ouzh skridoù, en ur mod, ha n’on ket plac’h ar marvailhoù tamm ebet. N’eo ket pec’hed lenn tammoù eñvorennoù, met n’int ket dedennus-bras. Dihunet eo bet va evezh tro ar fin gant an nebeut testennoù a gomz eus e amzer er brezel. A-hend all e vez drailhet gerioù sofkont, duet pajennadoù gantañ hep gouzout re da belec’h en deus c’hoant da vont… N’eo ket tamm ebet ar pezh a blij din lenn. Ur santimant un tammig heñvel em boa bet en ur lenn eñvorennoù Jañ-Mari Skraign, ma ‘m eus soñj mat. Kement ha diskouez n’eo ket ar gonterien ampartañ a ra ar gwellañ skrivagnerien ; o donezon a zo e lec’h all ! Ur gourc’hemenn a c’heller ober d’an holl destennoù-se, d’an nebeutañ, eo int sklaer hag aes da lenn, doare Naig Rozmor un tammig. Lennegezh dre gomz, kentoc’h eget dre skrid, ar pezh a zo iskis da lavaret diwar-benn Biel Elies ha ne oa ket konter tamm ebet…

Klask a rin an daou levr kent, koulskoude, kement ha kaout ar sell ar c’hlokañ posubl war an traoù. Un dra vat e oa strollañ an holl destennoù bihan-se, strewet amañ hag ahont, evit gellet o studiañ paneveken. Hag evit mont pelloc’h gant ar soñj-se, e kavan un tammig droch bezañ bet graet un dibab, a-benn ar fin ; bezañ bet embannet lod eus an testennoù diechu, bezañ laosket ar romantoù a-gostez, ha kement ‘zo. Met ur sapre labour zo bet kaset da benn gant Mikael Madeg dija, deomp da adperc’henniñ ur glad a vije aet e puñs an ankounac’h a-hend-all .


Pa ne varver ket en aner… seizh danevell troet gant Per Denez (1997)

pa-ne-varverKemeret unan hag unan eo mat-tre pep danevell eus an dastumad-mañ. Lakaet on diaes un tamm gant ar fed ne vije ket unvan o zemoù, nag o stil, nag ar prantad m’int bet skrivet. Al liamm nemetañ etrezo eo ar fed o dije plijet kalz da Ber Denez da vare pe vare eus e vuhez (lod a oa bet troet abred, evel Aquis Submersus tro 1950, ma ne fazian ket). Kentoc’h eget un dastumad, e welan al levr-mañ muioc’h evel un diretenn da renkañ hiniennoù.

Ar seizh danevell-mañ a gaver e-barzh :

Istor Gunnel, gant Pelle Molin eus bro-Sveden (fin an XIXvet kantved)

An Digoll, gant an iwerzhonad James Joyce (hanterenn gentañ an XXvet kantved)

Daou Voujik Bihan gant Nikolai Schedrin, eus bro-Rusia (fin an XIXvet kantved)

Karantez gant an hungarad Tibor Dery (XXvet kantved)

Pa ne varver ket en aner gant ar c’hatalan Manuel de Pedrolo (XXvet kantved)

Ar Vretechenn Veur gant Honoré de Balzac (XIXvet kantved)

Aquis Submersus gant an alaman Theodor Storm (XIXvet kantved)

Feuls betek re em eus kavet Daou Voujik bihan hag An digoll, daoust ma vijent mat-tre e-keñver ambiañs. Lakaat a ra Ar Vretechenn Veur da soñjal e skridoù ‘zo gant Edgar Poe… ha gant lod eus re Ber Denez ivez, ar pezh a zo poellek. Un danevell glasel hir eo Aquis Submersus, diwar-benn karantez dibosubl ha pouez ar pec’hed : eus ar c’hentañ ivez. Soutil ha tener eo Karantez, war un tem a vez labouret nebeut warnañ, an distro eus an toullbac’h. An danevell he deus roet hec’h anv d’an torkad zo un danevell stourm, da lenn en ur geñveriañ gant stad an traoù e Breizh sur a-walc’h : n’on ket kendrec’het gant ar pezh a gredan kompren, ur meni meulgan d’ar stourm armet, re eeun e kavan an traoù, met kontet mat eo memestra hag en ur glask kempouez prederiadennoù disheñvel an daou benndudenn, ar pezh a ro danvez preder.

Permetiñ a ra an dastumad-mañ anavezout gwelloc’h Per Denez evel den ha skrivagner, kompren gant petra eo bet skoet hag awenet hag heuliañ un tammig e hentoù krouiñ.

 


Ti e voledoù glas / Kevrin an dourdu, Riwal Huon / Armel Le Sec’h (2016)

ti-e-voledou-glasDiv zanevellig zo bet strollet el levrig-mañ, disheñvel an eil diouzh eben met gant perzhioù mat evit pep hini.

Ti he boledoù glas, gant Riwal Huon, en deus lakaet ac’hanon da soñjal en un enklask-polis renet gant skolajidi em boa lennet e galleg pellik ‘zo. Aze eo bugale ur skol kentañ derez a unvania o nerzhioù evit respont d’ur galv-sikour taolet gant unan bennak dianavez. Ar pezh a zo deuet brav gant ar skrivagner eo en deus taolennet un istor eoriet en amzer-vremañ, pa vez lakaet ar vugale e surentez e-barzh ar skol e-pad an arsailh-polis tre evel pa vije graet e kenkaz ma vije un terorist bennak o klask jeu ouzh ur skol.

En eil istor eo ur veajig en amzer a vez kontet gant Armel Le Sec’h : tennañ a ra da istorioù La cabane magique. Ar pezh en deus plijet din, ar wezh-mañ, eo an eoriañ a-fed lec’h, hag an daveoù istorel da dud a zo bet anezho da vare Anna Breizh.

Daoust ma vijent bourrus dija, danvez a-walc’h a vije bet da hiraat an div istor-mañ evit reiñ muioc’h a gorf dezho, p’emañ en o bleud an daou skrivagner-mañ gant ar yezh ha gant ar frammañ testennoù. Met un dibab e c’hell bezañ, kinnig skridoù berr, da vugale a zo o pellaat muioc’h-mui diouzh al lenn, dreist-holl e brezhoneg : marteze e vo aesoc’h da implijout an ostilh m’eo al levr-mañ, gant ar skolajidi.